
An Avel 'Hej Parkadoù-Heiz
evit Fant-Rozeg Meavenn ( 1911 - 2001 )
Pennad C'hwec'h
17 a viz du 2006
" Twas hard for mournful words to frame ,
To break the ties that bound us
Ah but harder still to bear the shame
Of foreign chains around us
And so I said : the mountain glen ,
I'll seek at morning early ,
And join the brave united men ,
While soft winds shake the barley " .
Robert Dwyer Joyce ( 1830 - 1883 ) - The Wind That Shakes The Barley .
" ... Me ' gav din eo ret bezan foll er vuhez . En em rein d'un dra bennak ; ket d'un den bennak . D'un dra bennak ...
Ho preur a zo bet lazhet ganin , war urzh ar C'huzhul . "
Meavenn ( 1911 - 2001 ) - " Ar Follez Yaouank "
1- Vezelay , 3 /11/06 .
Dreist-par al lec'h-se , kreizenn Europa , ha keoded istorel ma oa bet prezeget enni , pe en he c'hichen , gant ar Pab Urvan II , ar C'hentan Groaziadeg ( 1096 ) .
Ivez , an Eilvet , gant Sant Bernez , den uhel an Iliz , manac'h meur Citeaux , sturier speredel an Demplourien ( 1146 ) .
War un dro , ul lec'h emgav edo evit daou Roue ar C'hornôg etre ar vrasan : Fulub Meurdezus , a Vro-Frans , ha Richarzh " Coeur De Lion " , a Vro-Saoz , o vont kuit o-daou gant un Trede Ergerzhadeg davit an Douar Santel ( 1190 ) .
2 - Aman , e kev an Iliz-Rouanez , ' vez kavet relegoù Santez Mari-Madalen .
Degouezhet e oa houman gwechall eus Bro-Palestina . He bag zistur he doa stoket ouzh aodoù Provans , goude ar Basion Vras .
Ar vuian-karet e oa , marteze , etre an Abostoled , rak e voe test , er penn a-raok , eus Dasorc'hidigezh Jezuz-Krist , adsasavet en E Gorf Santel .
" Perak e ouelez ' ta , maouez ? Piv a glaskez ? , a c'houlenn dezhi Ar Salver . ( Aviel Yann , 20 , 15 )
" Mari-Madalen " ( 1451 - 1452 ) ,
gant Rogier Van der Weyden ( w-dro 1399 - 1464 ) ,
livour flandrezat an Azginivelezh .
" E gwirionez , m'hel
lavar deoc'h , e kement lec'h ma vo prezeget an Aviel dre ar bed , e vo displeget ivez ar pezh he deus graet , evit ober koun outi . "
Mark , 14 , 9 .
3 - Diac'hinad ul lec'h a oa rakwelet , da gentan , war a seblant , evit ar brezel , hag ivez , da nac'h Lezenn Doue , gourc'hemennoù bet roet Gantan da Voizez war Menez Sinai :
" Na lazhit den ebet ! " ( Ermaeziadeg , 20 , 13 )
Diwar-neuze , e voe troadet aman , tamm-ha-tamm , koulskoude , mennozh nevez un doare keneskemman liammoù speredel , prederouriezh ha kredennoù liesseurt , etre ar Reter hag ar C'hornôg .
Un dro vat e oa d'en em glevout gwelloc'h , ha da ziazezan , e-giz-se , rakskeudenn ur seurt " Jeruzalem Nevez " .
Awenet ' oa ar " C'hrec'h " gant an Nenv , ur plas " uhel "ma vefe dleet d'ar Birc'hirined diskouez aman Peoc'h hag Emglev etrezo .
Ha sonerezh an Aeled , hini ar Spered Glan , a c'hellfe bout bet klevet ivez , a-wechoù , ma dalc'hfemp evezh outi .
" E gwirionez , M'hel lavar dit , den ebet , ma ne vez ket ganet eus an Nec'h , ne c'hell gwelout Rouantelezh Doue " . ( Aviel Yann , 3 , 3 )
" Ne vern pelec'h ma c'hwezh an avel , klevout a rez he zrouz ganit . Met n'ouzout ket eus pelec'h e teu , na ivez da ven e ya .
Evel-se 'man ivez kement hini bet ganet diouzh Ar Spered . " ( Aviel Yann , 3 , 8 )
4 - E 1937 , e oa bet annezet er geriadenn ar skrivagner gall brudet , Romain Rolland ( 1866 - 1944 ) , keneil Sigmund Freud ha Stefan Zweig .
Roet ' oa bet dezhan ar Priz Nobel a Lennegezh e 1915 evit e bennober , " Jean-Christophe " , ur romant a vent vras bet skrivet da zanevellan deomp buhez ur sonaozour germanek yaouank , mailh war e vicher , ha donezonet-kaer .
" Un oberenn feiz eo houman , a zispleg deomp , gouestlet da eneoù frank an holl vroadoù a c'houzanv hag a stourm , a-raok dezho trec'hin a-benn ar fin ! "
Meulin a ra enni spi a zalc'homp evit an Denelezh , bet adunvanet en diwezh gant haelded ar grouidigezh arzel , he c'hened .
Ul lid a vez graet anezhi , en un doare " Kensonadeg An Natur " , bet awenet gant hini Beethoven hag ivez e " Delenngan d'Al Levenez " , war bozioù vrav Schiller ( Kan-Broadel Europa ) .
" Sonj an Unaniezh , bepred , eo resisaet gantan diwarni . Unded an dud etrezo , hag ar re-se gant an Hollved . " ( Romain Rolland , Rakskrid , Pask 1931 )
Ur skrid all , anvet " Au-Dessus De La Mêlée " ( A-Uc'h D'Ar Stourmadeg ) , 1915 , a zispak e gred en emdroadur hon nesan .
Sur a-walc'h , a gav dezhan , ez aio an traoù war wellaat evidomp-ni , tudoù !
Edo o tougen bri da dTolstoi , ar skrivagner rusian bras , hag a sonje memes mod , d'e veno :
" Hon dlead eo sevel mogerioù kêr uheloc'h ha ledanoc'h c'hoazh , a-us da zislealded ha kasoni ar broadoù . Bez ' e vo aman , en ul lec'h m'en em vodo eneoù kenvreurel ha dieub ar bed-holl . "
En ur stourm a-enep ar feulster en doa en em engouestlet e-unan .
En abeg da se , en doa skrivet ul levr a-zivout Gandi e 1924 .
Ha kejan a reas outan ur bloavezhioù bennak goude , e 1931 .
Neuze , e voe entanet muioc'h-mui e spered , war-lerc'h , gant ar prederouriezh indezat .
Pell a-raok ma vefe divizet mont , gant hon yaouankizoù , betek ar Nepal , da gKatmandou , pe studian du-hont en
" Ashramed " , e voe digoret an hent dezho gant " Ar Rakwelour Vezelay " !
5 - Jules Roy , annezer brudet all ar " Geoded Nenvel " , a oa skoet ha mantret-bras ivez gant euzhusterioù ar brezel , kent m'en doa dilennet ma vefe bet
diskoachet anezho gantan , koulz en e romantoù faltazi niverus , hag e-barzh e zeizlevr .
" Mont a reer da Vezelay evel davit ur Sterenn ... " , a skriv deomp , o tigerin e galon .
6 - Sonjal a ran enno , pa bignan gant derezioù an Neved .
Ur brezegennerez dispar ( Isabelle Malaurie ) , a zispleg deomp e vo dav d'ar beajour mont a-dreuz an " Narthêx " .
Heman a dalvez da dreuzoù evit pep hini en em sil er savadur .
Hag e c'hallo tostaat evel-se ar Pirc'hirin , war e hent da gKompostell , ouzh kened ar " Vuhez Gwirion " .
" Peogwir ez eo ret digerin Dorioù ar Baradoz a-benn mont en tu all ... " , emezi .
Togennoù ha murlivadurioù a ouezo komz ouzhomp en un doare skeudennet , ma daolomp pled warno , diwar-benn diaezamantoù degouezhet gant an Diskibl war e veaj hir , a-raok ma vo tu dezhan , en diwezh , daoulinan e-tal Aoter an Dasprener .
Du-hont , e-kreiz kev an Iliz-Veur , ez aio bremaik da bedin .
Eveldon-me .
7 - Rannet eo aman va c'halon gant luc'hskeudennoù brezel , en Iraq pe er Reter-Nesan .
Adwelout a ran , em c'hreiz , holl an lazhadegoù a c'holo an Douar gant o gwad euzhus , hag a vrev ac'hanon gant ar glac'har .
Du-man , e Bro-Frans : Okitania zismantret , Gouennlazh Vande , dibennerez an Dispac'herien ...
Du-se , dre hor Bro , hag a c'houzanvas ur marv ken kriz ha taer , hini ar Bonedoù Ruz , hini Beuzadegoù Naoned !
8 - Kentan a viz Here ( 1 / 10 / 06 ) :
Pa ' z aen da welout , ur miz abretoc'h , film Ken Loach , " An Avel ' Hej Parkadoù-Heiz " , en em gavout a raen e Rannvro kCorcaigh ( Cork ) , e Bro-Iwerzhon , lec'h ma oa bet reuziet gwechall gant bandennadoù c'houez " Black And Tans " ( 1 ) .
Poanius eo Istor ar vro gouezelek , bet aloubet liesgwech gant ar Saozon .
Da gentan , en trizekvet kantved , ha dreist-holl , da c'houde , e-pad renoù Elesbed ( 1533 - 1558 - 1603 ) ha Jakez I ( 1566 - 1603 - 1625 ) , pennroueed saoz , pa oa bet flastret an emsavadegoù ha mac'homet -kriz ar bobl Iwerzhon ganto .
Reuz ha naonegezh a gouezhas alies war ar vro , tra ma varve kalz tud gant an dienez .
Ezporzhiet ' oa bet , neuze , an holl genderc'hadoù vroadel , ha skrapet ivez an douaroù gwellan gant an drevadennerien .
kCromwell a zilestras d'an 15 a viz Eost 1649 , e Dulenn , gant e soudarded . Aloubin a rejont Drogheda , o lazhadegan didruez an holl gêriz , maouezed ha bugale e-barzh .
Etre 1845 ha 1849 , e varvas 800.000 a dud en abeg d'an Naonegezh Vras , d'ar Vrec'h-Du , ha d'ar C'holera !
E diwezh an triwec'hvet kantved , e stourmas Emsav " Fenian Brotherhood " evit an Dizalc'h .
Embannet 'oa bet ar Republik e miz Ebrel 1916 ( Lun Fask ) .
D'ar mare-se ( Easter Rising ) , e oa beuzet Kêrbenn ar Vro er gwad gant armeoù-dalc'h !
An " Dail Eireann " ( Parliament Iwerzhon ) , diazezet e Dulenn e 1918 , gant an " Sinn-Fein " ( 2 ) hag Eamon De Valera ( 3 ) , a gemennas an Dizalc'h d'an 21 a viz Genver 1919 .
Deroù ar film eo : istor ar Brezel-diabarzh ( 1920 - 1923 ) a zibun , lakaet da darzhan goude sinadur Feur-skrid miz kerzu 1921 .
Dioutan , e tlee an Dilennidi nevez touin ma vijent atav feal d'ar Gurunenn Saoz . Nag un douellerezh e oa , evit ar Republikaned !
Setu perak e teuas da vezan enebourien daou vreur , pep hini o vont en e du .
" Aes eo d'an unan gouzout ar pezh a gazh , a lare Damien , ar yaouan , danvez-mezeg ha lazher dre ret .
" ... Met eo diaes , koulskoude , evitan , anavezout e petra e kred , a ouzhpenne goude .
Heman , paourkaezh , a voe fuzhuilhet d'e dro , dindan urzh ar mab henan .
Pegement e koust feulsted ha kasoni ?
Piv , pe gentoc'h , pe wir gristen a c'hellfe divizout rein pe lemel e vuhez digant un den all , e nesan , e vreur ?
9 - Gouel Sant Mikael e Brest ( 24 / 09 / 06 ) .
N'em eus ket gwelet c'hoazh ar film : n'ouzon ket a-walc'h , marteze , pegen pouezus eo evidomp gallout envel ur paotr evel ma vennomp , Micheail , Michéal , pe Mikael ( cf : An Afer Ar Goarnig , e Breizh ) .
Tro am eus da zivizout un tamm gant Gweltaz Ar Fur diwar-benn dazont hor Bro .
Va estlamm ac'h anzav dezhan evit Kembre .
" N'eo ket memes tra aman , a respont din ar barzh , kerse gantan . Diaes eo kavout levezon a-walc'h . "
A-du emaon gant e veno , siwazh .
Koulskoude , ma felle dezho holl vinorelezhioù ar Bed labourat dorn-ouzh - dorn ?
Diogelin a ra Gandi ez eo tu d'hen ober :
" Dleout a rit bezan ar c'hemmadur hoc'h eus c'hoant da welout war hon Douar " , eme an Diouganer .
" Si tous les gars du Monde ... ( 4 )
10
- Pedenn :
" Roit harp dimp , Mari-Madalen , Maeronez ar Brizonidi , evit ma c'hallimp kredin ez eo krenvoc'h ar Vuhez eget ar Marv , hag e vo trec'h ar Garantez da bep tra en diwezh .
" Pardonit d 'ar re o deus ho stlabezet . "
" Pardonit d'ar re o deus E lazhet " .
AMEN .
___
Notennoù
( 1 ) " Black and Tans " : Goprsoudarded Bro-Saoz , fallvrudet , o doa stourmet war dalbenn Som e-pad ar Brezel-Bras .
( 2 ) Sinn-Fein : Emsav Broadel Iwerzhon , krouet e 1902 gant Arthur Griffith .
( 3 ) Eamon De Valera ( New-York , 1882 - Dublin , 1975 ) . Pennrener Iwerzhon .
( 4 ) Paul Fort ( 1872 - 1960 ) , barzh gall , " La Ronde Autour Du Monde " in " Ballades Françaises " , 40 levr , embannadurioù Flammarion ( 1922 - 1951 ) .
___
DAN AR WERN - Aman hag Ahont - 6 - ( Journal ,
Souvenirs VI ) - An Avel ' Hej Parkadoù-Heiz - 17 a viz Du 2006 -
Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Aman Hag Ahont " , Copyright 2006 .
___
A-zivout film Ken Loach : " The Wind That Shakes The Barley " ( 2006 ) - Palme d'Or e KCannes .
Scenario : Paul Laverty . Dremmourien : Cillian Murphy ( Damien ) , Padraic Delaney (
Teddy ) , Orla Fitzgerald ( Sinead ) , Laurence Barry ( Micheail ) . Tous droits réservés / All rights reserved .
___
" Ta run doscaoilte dunta 'd chroi-se ...
Cad is run ann , a run mo chroi-se ? "
( Gwerz hengounel gouezelek )
Premier Cercle : A La Pointe Du Jour ...


