Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Recherche

23 août 2015 7 23 /08 /août /2015 14:41
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh - 9 - Gaeltacht - IV - Iona - Breton Version / E Brezhoneg .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh - 9 - Gaeltacht - IV - Iona - Breton Version / E Brezhoneg .

Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

 

An Erbeder ( VII )

 

 

Eil Lodenn

 

 

/ Sevenidigezh /

" Breman ma veze tennet krenn digantan bed e yaouankiz ha ma seblante 'vit ar wech  kentan distaolet gant ar mor war un aod estren , n'oa ket graet an traoù a save neuze en e spered gant pezh en doa sonjet en a-raok a-zivout e veaj ... "

Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " , 1 , 2 .

 

 

- Gaeltacht -

 

 

9 - Gaeltacht

" Da be vad merdein ken pell all

  Ma'z eo ret mont d'ar strad ouzh genou an aber ? "

Youenn Gwernig - " Stok ouzh an Enez " *

 

 

IV - Iona

 

     

    P'emeur edan mervel eo muzuliet gant pep unan ar pep resan , an hed-se a zisparti an Den ( " Man " e saozneg ) diouzh an Diwel ( IOAN , IONA ) .

Adwelout a reer dremm ur gornandonez . 

Klevout a reer he c'homzoù kevrinus 'vez mesket en hor spered gant kuzhutoù bet laret dec'h e pleg hon skouarn war ar garantez pe ar marv ...

    Deut eo da zasorc'hin pep skeudenn ur vuhez , Breizh hag he frondoù donvor , koadeg Brekilien , seurt neved keltiek , bugaleaj ur foeter-hent ha digenvezded anezhan goude ' kreiz Pariz ar bloavezhioù 1900 .

    Kelaouenner ' oa Roll d'ar mare-se , sot-pitilh gant steredoniezh ha , 'vel an holl dud yaouank en doa kredet sur-' walc'h en dazont en e gambrig studier karter an Arsellva .

Met 'raok mont d'em gannan e skrivas ul lizher diwezhan .

    Ken buan ez ae pep tra ! Sotoni ar brezel ...

Ha kendiviz an derc'hent gant al letanant Fournier na baoueze ket da voudal en e benn !

Kroget ' voe gant kudenn an Droug adarre .

- Ne vefe ket deuet hepken dre ma c'hellfe bout bet troet pep atomenn diwar he hent diouzh kredenn vrudet Epikuros anvet " Klinamen " ? , en doa goulennet dezhan ez-skoliad ar c'hlasoù-prientin ouzh studioù lennegel uhel . ( 35 )

- Un touell e vefe neuze hor frankiz ? , en doa respontet dezhan oberour " Meaulnes Veur " .

Met penaos rein priz d'an holl boanioù dimp-se ? , a zisoc'has ar skrivagner gant habaksted .

Ya , an droug-se henvel ouzh barvenn ur vaionetezenn : ken feuls he flemm pa stagit da ziwadan holl ha da skrijan diwar anoued o sevel ennoc'h tamm-ha-tamm didruez !

    Diwezhatoc'h ez adkavfe moarvat danevell un dro-gaer unan bennak ar c'herentiad en ur bern paperajoù .

Kredin a rafe dezho holl e vefe hunvre , faltazi ...Legadenn ur c'hondaonad . ( 36 )

Setu an teul avat . Setu envorennoù dornskrivet a lenner ennan ha setu pezh a c'hoarvezas hervezan e Iona , lec'h ma veze bet skoet dre vrasan burzhud ar " Vari-Vorgan " war an aod !

    " E miz Eost 1899 ' oa , un daouzek vloaz bennak evidon , a skrive ergerzher ar stered , va zreizhadenn gentan ...

 

    " Ar Skiant out , ha me ar Varzhoniezh ! , a drompilhas a-daol-trumm va c'henderv 'pad ma vezemp kaset betek penn an enez gant un nerzh diverzus .

Met ne oa ket ar c'hontrol kentoc'h ?

Diaes ' oa din kompren birvilh ' oa ennan , a-hend-all .

    Goloet ' oamp bet gant gouel stoubennek ur vrumenn dev .

Treuzin a rae un tokarn du daou lagad skeud , o vleinian ac'hanomp 'dreuz al lann . Ne vezed gwelet dirazomp koulskoude nemet kroaz ruz ur marc'heg eus Urzh an Templ .

    Padal e tegouezhjomp en tu all d'ar mor .

Bez' oa kozh mogerioù du-hont , a seblante bout bet lakaet war ar gwagoù louet 'vel dasskedoù tenval sklerijennet gant al Loar . Ur chapelig ' oa ?

   Un nor vras he stalafioù arc'hantet a zigoras en douar geot glas .

   Klevout a ran c'hoazh son ken iskis ar vouezh-se tarzhet eus neblec'h , ken flour ha ken yen , artifisiel ha bresk war un dro gant he zaolioù vekanikel .

" Prinsez Iona eo va anv , degemer mat , va c'hannad !

   Sellout a ran c'hoazh ouzh dremmoù kemmus liesdoare anezhi . Gwech e vije bet minc'hoarzh Virginia a dremene warno , gwech avat e pare warnon , livet 'vel don-donan ar stergoumoulenn , selloù glas-moug un doare euzhvil dizenel skantek e groc'henn gant linennoù serpantin hirvoan 'n e zremm !

Ha neuze ' oan bamet d'un dra zreitkred 'vidoc'h marteze !

   E-barzh' oa ur gib emrodenn war un daol aour fetis .

Ur fulenn tan flamm a sklerijenne an holl gev-iliz ma vezemp ennan !

" Setu ar maen kouezhet eus an nenv ' oa kiriek da boanioù mab-den .

Hag en em rannas e teir zamm

Ma vez kavet gant unan trede lodenn anezho , ' trec'ho war an Denvalijenn e Sklerijenn 'benn ar fin !

Ha dont a raio an eurvad hag ar peoc'h en-dro ! "

  A-drenv din e santis un den bennak ma voe strafuilhet gantan hep ma vefe bet tu din kompren perak .

Ur gaer a vaouez ' oa heman , uhel '-walc'h he ment , he doa lakaet gant douster he dorn war va skoaz .

O tirollan da ouelan e kredis anavezout va mamm bet dianket gwechall pa oan ur babig .

Ken trubuilhet ' oamp hon-daou ken ' voe diaes din kompren mat ouzh an dra-man-tra .

Goude-se ' rofe pep hini 'c'hanomp un testeni dishenvel . Hag ur sonj ' oa deut dimp ivez ' vije bet chenchet hor brizh varregezhioù war an Douar , ken strishaet , en abeg d'ar Maen-Stered !

   Pa oa poent dimp adkemer hent hon distro , ne voe ket anv ken da vont da Vro-Skos met , er c'hontrol , da gilan a belec'h ' oamp deut .

  War-dro kreisteiz ' touaremp e Sant Padrig stok da Enez-Vanav .

O vezan na zeuen ket a-benn da gousket mat , ' m boa arvestet ouzh un dra eston burzhudus koulskoude war listenn ar vag .

Unan ar vartoloded o kaozeal gant e gamalad en doa tennet ur gorzennig kouevr divoas eus e chakod . Lakaet warni e seblante bezan un doare traezenn-dro bet graet eus strinkenn gouarz , pikennek he stumm , pezh gwerenn dreuzluc'hus liestalek .

N'em boe ket amzer d'em c'houlenn da betra servije .

O sellout ouzhin e krogas aon en den a daolas ar benveg dispar dreist ar bourzh . Un iskis a drouz a reas , 'vel hini ' zo bet klevet pa vez enaouet strakerezed e foarioù .

Hag e tiwanas ivez diskred ennon . Dreist-holl pa anavezis min souezhet Houarn Pogam o trein davedon !

  C'hoant ' m boa da gomz eus se d'ar c'habiten .

Met ' oa aet dic'hallus 'vit ar poent gant embregoù abourzhan . "

  'Vel-se ' strivas Roll da zeskrivan 'n e zeizlevr ar santad-man ken sebezus ennan da gredin distrein war e giz .

A-hervez 'vito ' oa chomet difinv an amzer .

E Douglas ' oa tremenet ur rederig da gas anezho kuit hag o c'hasfe ivez en-dro d'o leti 'barzh an noz .

  Bleinier ar c'harr , marc'hadour Pennsans nemetan , en doa marteze kollet e stumm lavar slav o vezan ne ranne ger mui pe vui .

 Ober a reas ar vugale sabatuet kalz goulennoù ouzh o zad-kozh ha , war a seblante dezho , ne gave penn ebet d'an holl draoù-se .

- Ha gouzout 'walc'h ' ouzoc'h ? , ne baoueze ket da larout dezho ' pad ma tegouezhent war uhelennoù Saint John , lec'h d'un emgav kevrinus .

Moarvat hoc'h eus kredet ' oa chapel Sant German ar manati Koulm ? Souezhet on evelkent ! , a c'hrozmolas 'n e varv . ( 37 )

  An diskleriadur hepken o doe bet en diwezh ' oa hini bet graet da vat ha kaer da welout gant an den kozh e-kenver mall e yaouankizoù !

Em c'houlennet en doa digantan dre beseurt burzhud ' oa bet gouest e gwirionez e vab-vihan da ziguzhan doare kuzh ken difennet un dra 'vel-se .

  Skein a reas ur c'hlaouenn ruz e kalon pep den kleier an iliz o tintal ton boud un eur pouezus hirc'hortozet 'vel hini-man leun a hud hag a levenez d'em welout goude keit amzer .

Stardan a reas ar vamm he bugel n'he doa ket gwelet abaoe bloavezhioù an erc'h du !

 

 An iskisan-holl koulskoude ' oa pezh ' c'hoarvezas er c'hev-iliz : un abadenn spiritouriezh .

Ne zeue ket a-benn Roll , skuizh-divi , da gousket .

En aner edo o klask en ober , souchet en amc'houloù war ur gador-vrec'h sakristiri .

  Goulaouet ' oa ar sal en amsked , bolzioù krommvegek enni , gant kantolorioù staget ouzh speurennoù mein kinviek kozh .

Bez' edo er pezh un daol grenn zivent kinklet he c'hustod aour digemmesk ma veze warni gant ur groazig keltiek troellennoù ezans he moged o vont kuit diganti . 

Daouzek den ' chome tro-dro dezhi war o sav-sonn , gwisket gant saeoù-burell hir gwenn , ur c'habell fichet gant un " tribann " war benn pep hini anezho , ha ne sile drezan nemet selloù flamm kevrinus !

  Ha Morgan ' oa c'hoazh ar vaouez-man he daoulagad wer a bennrene an emvod ? Un Dugez-Vras a hanvale bezan !

Un talgen strink sterniet gant arc'hant a lugerne war he zal goarek brizhardennoù bennak warnan .

Gant ur vouezh a ziskulie he orin rusian e tistagas komzoù a bouez :

" Bras eo an nec'hans ' kreiz an Arc'h . Ken galloudus eo hon enebourien ma ' z eo ret dimp divorfilan ! Re grenn ' oa marvet va fried ' vel m'emaon o paouez klevout digant-se ... ( 38 )

Ne oar ket c'hoazh e verc'h met ne zle ket bezan prizoniadez unan a vefe o foranan he madoù !

Breudeur , e kemenn deomp hor " Mestr-Meur " e rankfe bezan graet an eskemm war ar " Morven " pe anez e c'hoarvezfe ur gwallreuz bras o lezel hep doare ebet da chom bev an den !

Da c'hedal , e ro da anaout dimp Boris n'eus ket lec'h suroc'h 'get koadeg Brekilien pe enez Sezambr . O zensor prizius emaint o c'hortoz , a-hervez , bet kaset d'e vro orin en-dro 'benn ar fin . " ( 39 )

  Ha goude bezan anavezet bremaik he c'halon ul levenez vras ha skedus don ennan , e seblante bezan freuzet breman gant ar c'heloù all , na pegen poanius ' oa bet anezhan !

  Ne voe ket 'vit kredin rannan ur ger pe ober ur jestr bennak pep unan eus izili ar C'huzul o kregin en o daouarn .

En em zispartian a reas didrouz an eil re hag ar re all goude ur " Brav-Bras " a dregernas war voger gehelet an Drouizien :

" Bevet hor c'had , ra vo meulet an OINT ! ( 40 )

Ra chomo bev da viken 'n hor c'halonoù envor Arzhur-Leo Dagan ! "

  

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

 

                                          ___

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VII - Sevenidigezh / Gaeltacht - Eil Lodenn - 9 - Gaeltacht - IV - Iona - Pep gwir miret strizh - Tous droits réservés - All rights reserved . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , Copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .

                                  ___

Notennoù :

35 - Epikuros , prederour gresian ganet e Aten ( - 342/341 - - 270 ) .

36 - Degas a ra da sonj dimp ar pennad-man eus marv al letanant Fournier ( Alain-Fournier , oberour " Meaulnes Veur " - " Le Grand Meaulnes " , 1913 - bet lazhet e-pad un emgann e koad Saint-Remy ( Meuse ) d'an 22 a viz Gwengolo 1914 .

37 - Dismantroù an iliz-veur Sant German war enezig Sant Padrig e kornog Manav . Manati Sant Koulm war enez Iona e Bro-Skos .

38 - " An Ti Achantet " ( La Demeure Enchantée , I , 1 - Ar Plac'h Yaouank hag ar Mor ) - " Levr Virginia " ( Le Livre de Virginia , X , 20 ) .

39 - Menez skos ( A' Mhor Bheinn , 706 m ) e kontelezh Caithness ( Gallaibh ) .

40 - OINT ( Organisation Internationale du Nouveau Temple = Aozadur Etrebroadel an Templ Nevez ) .

 

 

 

DIWEZH AN EIL LODENN

 

6 - Diskuliadenn Roll ( I ha II )

7 - Ar Plac'h Yaouank hag an Unkorneg

8 - Mari-Vorgan ( I - Bleimor , II - Dre Holl Vorioù Loargannet )

9 - Gaeltacht ( I - ' Barzh Kambr-Lestr ar Sturier ,

                        II - Ninv Diarmuid ,

                        III - Arbor Mirabilis ( 1 )

                               - Reze

                                       - Un Diougan e Teuit da Gerc'hat

                              IV - Iona ) 

                              

   

 

 

 

 

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh - 9 - Gaeltacht - IV - Iona - Breton Version / E Brezhoneg .
Partager cet article
Repost0

commentaires

Articles RÉCents

Liens