Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Recherche

1 août 2016 1 01 /08 /août /2016 17:40
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( V ha VI ) .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( V ha VI ) .

Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

 

An Erbeder ( VIII )

 

 

Trede Lodenn

 

 

/ Brezel Ar Groaz /

 

" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,

   Engravet don 'n e wad tanflamm ... "

Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " ,

Ar Skarbouklenn .

 

 

- Brezel ar Groaz -

 

 

10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil

       ( Danevell Tad-Kozh )

"  Ha setu ma welas ur marc'h gwenn ,

   Hag en doa ur wareg an hini pignet warnan ,

   Roet dezhan ur gurunenn ,

   Hag ez eas kuit 'vel un Trec'her ... "

Diskuliadur , 6 , 3  .

 

 

 

 

V - Dour Berv , Kouronkadenn Yen

 

      

      ... Rak mesket en e sonj istor Tadig gant gerioù diwezhan an den fur eus Brekilien en doa bet tro da gejan outan d'an noz end-eeun ma erruas er c'hastell , ne savas ket d'ar bugel bransigellet gant ruilh ar vag en e fled , ar c'hoant kousket . ( 5 )

E gaset en doa un den masklet d'un toull-kuzh dre un trepas kevrinus , lec'h ma komzas dezhan ar c'hoziad strizh eus ur gefridi a zlefe sevenin gwech distroet eus e veaj .

" Derc'hel a ra an arer o labourat rodoù e bezh Labour " , en doa laret dezhan 'vit echuin : SATOR AREPO TENET OPERA ROTAS ( 6 ) .

Haderien ar goanvraio eost en Hanvezh ; Bez' eo goanv hor bed , hag an EON an hini eo an hanv ... " ( 7 )

     Ken dispar e veze an holl draoù-se ken e viras outan da gousket .

Hag em c'houlenn a reas ivez petra ' c'helle ober e genderv war Enez Sakr an Drouizien . Kredin a rae he damwelout er pellder koulskoude , ' kreiz morenn e hunvre , o hanvalout diflukan eus tenvalded e dal hag enkrez e spered , war-c'horre islonkoù ar morioù distrad ...

Morgan , a sonjas dezhan goude ... Piv ' oa e gwirionez ar vaouez iskis-se en doa damwelet bep ur mare er Govelioù ?

Perak he doa ranket dezhi fiziout diorroadur he faourkaezh bugel Roll da evezh he c'hoar Mona ? Ha dav ' oa he c'hredin pa zisplege da bep unan e venne dezhi pellaat dioutan ankenioù ur vuhez ken start ?

     Kement a c'houlennoù en dije bet c'hoant ober , tan ennan , outo , met e lakae bewech e viz war e c'henoù ar morvleiz kozh , ur minc'hoarzh goapaus war e ziweuz c'holoet gant barv fonnus ; ha bewech , goude un tammig ehan ma eve ul lonkad bier du iwerzhonat ' keit-se , e kendalc'he gant e zanevell veaj ha troioù-kaer ; ar boeson a eonennne war dorkad wenn e vlev , seurt moue leon , o lakaat da virvin e zaoulagad 'vel mein lugernus , holl livioù opal a zouge mantellad du-pod an noz dreist warno ...

     " ... Arouez nevez a ziemglev ' oa bet marv Alan II evito , a stagas . Ne zamantas ket kalz ag Aotrounez o stourm etrezo da astenn o c'hrabanoù war an Dugelezh hag ober muntroù ha torfedoù 'vit-se .

Drouklazhet ' oa bet Drogon , pennhêr Alan , gant Foulk II Anjev a vougas anezhan en ur gouronkadenn yen ' pad ma strinke dour berv d'e zremm !

Degas a ran da sonj dit emaomp e 952 ! Gwazhat amzer ! , a gendalc'has o leuskel huanadoù glac'har . ( 8 )

    Tra ma veze gwastetpep lec'h ar c'hourenez gant stourmoù diabarzh , en em gave ur wech c'hoazh aloubet Naoned gant an Normaned !

Pezh ne harzas ket ouzh tud Anjev da glask redian ar bobl da zibab o frins ' doug ma lavare konted Roazhon , 'vit gounit lans warno , e veze-i diskennidi reizh hepken ar Roue Salaun ! ( 9 )

Hep disonjal e lakae da dalvezout ar brezelioù diabarzh noblansoù bennak , ha dreist-holl e Bro-Naoned , evit gwaskan muioc'h ar bobl gant o gwall daolioù kriz !

Gwelout a rez ' oa amzerioù war-dro bloavezh mil ur mare leun a boanioù 'vit ar C'hornôg a-bezh . Klenvedoù-red a zeue da heul naonegezhioù 'vel kemenn an Diaoul o tont en-dro direol gant e heuliad spont ha freuz !

Kredet ' veze stolian an aon gant pedennoù birvidikoc'h da relegoù ar Sent .

Jezuz-Krist o vezan marv 'baoe mil bloavezh , e teue diouzh ar c'hiz da vont e pirc'hirinded da Jeruzalem , bez an Aotrou !

 

 

 

 

VI - Taget ar Yar gant ar Falc'hun

 

 

   

     " ... Ha Jafrez Ian o tont en-dro eus Rom a gemennas e zistro dre gas saverien tailhoù d'ar Vreiziz . Rankout a rae dastum ar re-man tell " Joyeuse Advenue " bet graet a-ratozh kaer 'vit e zisamman un tamm eus e zleoù ken niverus

    War leurenn ur geriadenn ' vez displeget ar pezh-c'hoari diouzh ar vojenn : e lez tro-dro dezhan , ez eve hor Prins banneoù dindan un deltenn wenn he lien kinklet a skourrigoù glas o sellout ouzh troioù ur banniker degaset aman dezhan evit e ziduellin .

E penn all ar blasenne werzhe e gouraterien arrebeuri ha kozh dilhadoù un tiegezh tud baour tost d'ur groaz maen .

Nebeut goude , ma oa bet klevet izili anezhan o klemm hag o lenvan , ' oa bet taolet muioc'h a evezh d'unan bennak all 'n engroez : un intanvez ' oa , a c'hoantae dizlean he zaos daoust ma vanke dezhi daou diner .

Evel m'he doa prometet nezan he c'hegel ha rein frouezh he labour dezho da c'houde hepken , ' oa bet roet ar respont-se dezhi ma vefe kemeret he gwele en eskemm , pezh a lakaas droug en testoù edo ouzh klevout se .

Gant ur yar zu he doa c'hoant da brofan ' vel un digoll d'an Dug e tistroas neuze ar paourkaezh maouez . Met al labous preizher a dalc'he anezhan war e veilh-dorn ( merk anat an Uhelidi ' oa ar Falc'hunerezh ) a savas a-daol-trumm en aer 'vit mont d'an evnig-porzh hag ober ur begad gantan !

    Goude bezan bet dirollet da c'hoarzhin al lez , ez eas kuit an Dug hag e varoned o tilezel o oanez da aberzhin gant e dud .

Ar buanan ' oa houman koulskoude . Dont a reas a-benn da dec'hout ha , kuzhet a-drenv ur vodenn , e c'hedas Jafrez o teurel ur maen outan a dorras e glopenn !

E 1008 e oa :

" Taget ar iar gand ar falc'hon ,

  Gand ar gouerez lazet ar c'hon " , ' vez skrivet er Barzaz-Breiz . ( 10 )

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

 

                                          ___

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel Ar Groaz - Trede Lodenn - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil - V ha VI - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .

                                 ___

Notennoù :

5 - C/f Eil Lodenn , " Sevenidigezh " , pennad 6 , 1 : " Diskuliadenn Roll " .

6 - Arouez karrez hud SATOR .

7 - Aviel amwir Fulub an eilvet kantved ( 4 ha 5 ) .

8 - Alan II ( 910 - 952 ) , lesanvet Alan Varvek pe " Al Louarn " , kont Poc'her ha Dug Breizh ( 936 ) .

   - Drogon , kont Naoned ha Dug Breizh ( 952 - 958 ) , mab da Alan II Varvek .

9 - Salaun , Roue Breizh etre 857 ha 874 .

10 - " Barzaz-Breiz " , kanaouennoù pobl Vreizh , 1839 , savet ha dastumet gant Kervarker ( Théodore Hersart de la Villemarqué , 1815 - 1895 ) , XV - Ar Falc'hon ( Ar Falc'hun ) .

Diwar-benn Jafrez Ian , sellit ouzh an notenn 11 er pennad da heul .

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( V ha VI ) .
Partager cet article
Repost0

commentaires

Articles RÉCents

Liens