Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Recherche

18 avril 2017 2 18 /04 /avril /2017 09:31
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( VIII ) .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( VIII ) .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( VIII ) .

 

Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

 

 

An Erbeder ( VIII )

 

 

 

Trede Lodenn

 

 

 

/ Brezel Ar Groaz /

"  Un arouez kevrinus ' zo er Maen ,

    Engravet don 'n e wad tanfllamm ... "

Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen ",

Ar Skarbouklenn .

 

 

 

- Brezel ar Groaz -

 

 

 

10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil

        ( Danevell an Tad-Kozh ) 

" Ha setu ma welas ur marc'h gwenn ,

  Hag en doa ur wareg an hini pignet warnan ,

  Roet dezhan ur gurunenn ,

  Hag ez eas kuit 'vel un Trec'her ... "

Diskuliadur , 6 , 3 .

 

 

 

 

 

VIII - Ar Goulmig C'hlaz

 

        

 

        O tigarezin e c'hoant kousket ' oa mennet Roll da bellaat un tamm 'vit sonjal en holl draoù 'oa bet c'hoarvezet gantan abaoe koulz e zisparti .

'Vit ur paotr yaouank 'veltan goude holl , ' veze diaes kompren ur veaj kement a gevrinoù en-dro dezhi 'vel an hini-se ! Ha perak oa bet dleet dezhan prometin da Houarn Pogam , unan eus daou vartolod ar " Virgo Maria " , ne larfe tra biken da nikun a-zivout an den ken iskis aman war o bourzh ?

Heman o veajin ' kuzh dic'hizet 'vel n'eus forzh petore moraer , ' oa deut a-benn da chom dianav 'pad redadenn vont ar " Vari-Vorgan " oc'h en em guzhat ha silan ouesk-tre 'vel ur silienn 'touez bagad ar c'houc'h dre laer .

Meizan a rae breman a-hend-all ' oa bet hi pe en kargad ken prizius al lestr e gwirionez !

      Padal , piv ' oa an den espar-se a seblante bezan ur vaouez , ha petra'ta ' oa aet d'ober e Iona ?

      Envorin a reas ar Mestr Meur en doa kejet gantan 'kerzh un droiad e Brekilien dre zegouezh hag en doa komzet dezhan heman neuze eus hêrezh an Trec'hour , hini bet Nevezdilennet a vefe dav dezhan e warezin , hag ivez eus un ti perc'hennet gant o hendadoù war un enezig ma oa deut da vezan an Aotrou du-hont abaoe aloubidigezh Vro-Saoz gant an Normaned en unnekvet kantved ... Hag en doa e stardet kalonek en e zivrec'h goude !

 Ha ' pad ma seblante dezhan bout bet trelatet gant mil sonj iskis-eveeg 'vel-se e spered , ' oa bet hejet-dihejet rust gant unan bennak ha ne oa ket gouest ken da c'hortoz ha d'ober van moarvat ! 

- Lar din-me , petra c'hoarvez 'ta avat ? N'on ket 'vit padout pelloc'h hep gout netra

- Omp bet touellet gant spierien Rusia , paotr kaezh ! Hag em c'houlenn a ran ha n'oa ket bet skrapet ivez va mamm wirion !

Un afer grevus eo war a seblant ... Met n'hellan ket diskulian dit pep tra , a gemennas ouzhpenn an avrelod brabansus oc'h ober e aotrou .

An hini all , troet ouzh tonnoù ar mor e sell , a zeuas da vezan ken sonjus doare e zremm :

- Anv 'zo sur-'walc'h eus ar Gral ... N'eo ket ur vojenn hepken , ar wirionez a lare Mona !

- Ar wirionez , a eilgerias dezhan ar c'henveajer skrijet diwar anoued 'n wele , marteze eo bet skoachet er c'houfr o deus lestret ergentaou , souezhusoc'h c'hoazh 'get ma vefe tu d'he ijinan !

- Ret ' vefe dimp mont da welout-se buan ! , a ginnigas kalonek ar C'hervernig .

      Sevel a rejont birvilh enno o vont a-hed redalez ar vag bet beuzet anezhi e lagad sev al loargann kent em gavout a-bann dirak daou ward oc'h ober kof-gar a-dal dor ar c'habiten .

- Ac'hanta , n'oc'h ket deut a-benn da gousket , mousiged , krak 'vel Gwilherm en deiz a-raok dilestran 'n e rouantelezh nevez ! , a gemennas heman bet staget da vousc'hoarzhin dezho goapaus un tamm . Met e ouifec'h kalz muioc'h mar selaoufemp ouzhin muioc'h ivez ... Neuze , dav eo deoc'h diskuizhan un tamm breman , hir eo an hent ... , a laras ouzhpenn dezho o flourat e vourroù .

     Edo ar gwir gantan 'vel boaz : hir ' oa an hent ... Koulskoude , ne serris lagad ebet an noz war-lerc'h an daou ganfard tra ma vale hag azchaoke marsonjoù kozh pa ne oant ket bet disrannet an eil d'egile c'hoazh gant ar vuhez , oc'h en em c'houlenn perak 'oa bet degaset troioù 'vel-se dezho !

O tastum o sonjoù e strivjont da glask ur ster bennak enno ivez .

Ha padal e kendalc'he da virout e sekred Roll , bet staget d'e vamm zianket da benn kentan istor e vuhez . Anat ' oa en doa graet un emglev ha n'en doa ket c'hoant da ziskulian tra bennak anezhan d'e genderv 'vit ar poent , a sonjas Yann .

     Skleurennoù kentan ar mintin a boanias  da zigoc'hennan kroc'henn ken pounner o daoulagad .

Alies ' teu c'hoant da bep unan chom kousket 'n e wele pa vez savet tro-dro an holl dud .

Met en ene morennet ar c'housker ha dianavezet dezhan betek-henn o zrouz ez adkrog da vevan goustadik roc'h ingal ha reizh ar c'heflusker gant kroz ar gwagennoù ouzh ar c'houc'h , mesket ennan ivez gant c'hwezh vat ar chokolad , kri ur vorvran pe ur gouelan penn-du a-us d'e benn , war-zu an nec'h ; hag e tasson kammedoù ivez war bonton an tilher a-raok , e tregern ar c'horn-boud , mouezhioù boas en em lak da hopal dezhan a-gevret ...

Deut eo ar c'houlz da sevel 'vit mont da saludin Tadig d'al levierezh ...

Sell , na petra 'ta ' ra an durzhunell-se war ar bont ? Eus pelec'h ' chellfe dont homan ? , em c'houlennas ar vugale .

" ... Pa darzhas an deiz d'ar seizh warn-ugent a viz Gwengolo 1066 , e teuas an heol da baran e-kreiz e sked , a c'hrozmolas ar bleiz-mor kozh o tarlipat e gafe goefet . Pevar c'hant a vigi ganto o gouelioù digoret-frank a veze en-dro d'ar " Mora " , lestr dugel a zouge e wern ur groaz bet sakret gant hon tad santel ar Pab ... Hag e loc'has ouzhpenn ur miliad a listri treuzdougerezh all o skein war-zu an donvor ouzh son an trompilhoù pa veze o tridal gant al levenez kalon nav pe zek mil den o leuskel kriadegoù !

     Kerkent ha tarzh an deiz war-lerc'h en em gavas digenvezet er penn eus e lestraz-brezel an Alouber koulskoude , dic'houzvez-mik eus al lec'h m'edo o verdein .

Re a startijenn pe drid en e galon ' oa bet roet lans war ar re all gantan d'e vag en ur skein trema an donvor , moarvat ?

Ne vern pegement ha diouzh kuzulioù an Aviel e vo da ziwezhan tout pa zouaro e Porzh e Bromesa , met ' vez laret ivez e raio ur falsvarc'h o kouezhan a-hed e gorf . Gwall gelou 'vitan ? ( 14 )

Hag ez eas diwar herr hon hendad Brian Koadkaden war e skoazell 'vit ma vefe degaset en-dro bri ha lufr e renk uhel d'e Bennrener ha mignon bet gwisket gant ur sae-vailhek pounner .

Stekin a raemp ouzh porzh Pevensey er Sussex hag e veze deiz Gouel-Mikael , sant paeron Normandi : p'en em welas e-unan bet lakaet war e c'henou e tirollas da c'hoarzhin a-bouez-penn an aotrou eus Falaise !

" Aotrounez , a gemennas tro-war-dro , ' meus tapet krog em daouarn en douar-man dre c'hras ha splannder Doue ! Ha dimp eo anezhan breman , kement ha ma vo !

      D'ar pevarzek a viz Here da heul e tremenas an emgann brudet Hastings ma oa bet lazhet ennan Harold , roue sakson Bro-Saoz , armoù en e zaouarn , war un dro gant Tangi Loheac , eontr Huon , en doa stourmet kalonek 'vel an darn vrasan eus hor c'henvroidi Vreizhiz .

A-hend-all ez anavezit marteze ar werzennig-man ken fromus bet kanet 'treze Pouldergat hag er parrez Plouare ? Kroget ' oa d'em chalan mamm Silvestrig , marc'h yaouank aet d'ar brezel . Petra ' zo c'hoarvezet gant he mab ? N'he deus kelou ebet ken digantan !

Gant dour war e zaoulagad e envoras en un taol Yannig an etev bet lakaet e tan an oaled pa veze e vamm o tezrevell dezhan he istorioù kaer dirazi ...

" Kerkent e teuas d'he spered ar mennozh-se da stagan ouzh gouzoug " ur goulmig c'hlaz e-kichennig he dor " seizenn he eured , a gendalc'has ar c'honter .

Met ur skourrig bleunioù falsc'hoanag a zegaso dezhi en-dro timat ar gannadez-man war he divaskell . Ha 'vel penn deizhioù kaer diwezhan ur vamm laouen  ' vo dizeliet diouti dizale gant ar gwallamzer ... ( 15 )

     Muioc'h a chans ' vo gant re all .

En deiz Nedeleg ' oa bet sakret an dug roue Bro-Saoz en abati Westminster . Gounezet en doa ma vefe sujet d'e veli an holl eskibien goude al lu enebour . Dic'haouet ' voe daou c'hant tiegezh bras bet pourvezet dezho douaroù en doa tennet digant an drec'hidi o frins nevez .

Gant e varoned diwezhatoc'h ' oa bet roet o dalc'h da viliadoù ag adwizien ha goprsoudarded ' voe diwar ar bern hag en aezoni 'vel-se hiviziken pa veve 'vel kantreidi en distervez hag en dienez en a-araok war an douar-bras  ... "

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

 

                                          ___

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil - VIII - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .

                                 ___

Notennoù :

14 - Mazhev , 19 , 30 .

15 - " Barzaz Breiz " ( Kanennoù Poblek Breizh , 1839 ) , I , 17 - An Distro eus a Vro-Saoz , gant Kervarker ( 1815 - 1895 ) .

Taolenn : " Korf-marv Harold bet adkavet gant Edith goude Emgann Hastings " ( Edith retrouvant le corps d'Harold après la Bataille d'Hastings , 1828 , gant Horace Vernet ( 1789 - 1863 ) , livour gall .

    

 

 

 

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( VIII ) .

Partager cet article

Repost 0

commentaires

Articles Récents

Liens