Overblog Suivre ce blog
Editer l'article Administration Créer mon blog

Recherche

13 juillet 2017 4 13 /07 /juillet /2017 11:08
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( IX ha X ) .

Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

 

 

An Erbeder ( VIII )

 

 

 

Trede Lodenn

 

 

 

/ Brezel ar Groaz /

" Un arouez kevrinus ' zo er Maen ,

   Engravet ' don 'n e wad tanflamm ... "

Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " .

Ar Skarbouklenn .

 

 

- Brezel ar Groaz -

 

 

 

10 - E Grez Marc'heien ar Bloavez Mil

       ( Danevell an Tad-kozh )

" Ha setu ma welas ur marc'h gwenn ,

  Hag en doa ur wareg an hini pignet warnan ,

  Roet dezhan ur gurunenn ,

  Hag ez eas kuit 'vel un Trec'her ... "

Diskuliadur , 6 , 3 .

 

 

 

 

IX - Aelez an Aotrou Doue

 

 

       " ... Tu ' zo deoc'h va c'hompren , paotred , a stagas an hini kozh da simudin etre e zent e c'herioù . Da ger spontus ' oa deut an holl draoù-se , ha ret alies ' oa d'ar marc'heg em lakaat e servij ur mestr bras a c'hallfe kemer koust e mizoù-loen hag armoù anezhan en e garg . Rak e teue lufr an haroz eus e gleze-veur vojennel bet graet gant govien " hanterzoueed " a wiske gant tilsamoù niverus anezhan ! Hini ebet n'en deus ankouaetKaledvoulc'h " , neketa ? ( 16 )

       Kil ar vedalenn koulskoudene rae ket an holl e doare ar Sentur c'halz  o vont re bell o fleg d'em gannan e lazhadegoù pennfollus , ha ' pad ma varve gant an naon ar werin , e vrife ha lonke ken marlonk ha bandennoù moc'h darn 'nezho !

       Setu penaos e c'hellit sellout ouzh ar mare-se , ur mennad uhel gantan evelkent !  

Dalc'hit sonj eus ar gejadenn a reas Peredur er " Goadeg Zistro " , fromet-bras e galon daoust da alioù eveziegezh e vamm , pa welas ker stank  holl ar goafioù , rochedoù-houarn hag helmoù aour hag arc'hant o skedin hag o lugernin ken dirazan eno gant an heol !

- Hogen n'oc'h ket Aelez an Aotrou Doue ? , a c'houlennas d'ar varc'hegerien . ( 17 )

      An Aeled ken kalonek-se neuze , bout bet levezonet o bugaleaj gant taolioù kaer a vrezel ha gant istor glorius aloubadegoù trec'hus o zadoù e pevar korn ar bed , ar vrezelourien kadarn-se , ken rust hag henvel ouzh tud gouez , bet kendrec'het 'vel-se ' veze anezho ar c'hrenvan etre an argaderien , a luskas da vont kuit en hent war-du Jeruzalem da zieubin bez an Hini a enore hag a zouje ar muian gant aon ar Varn da zont o ferc'hedoù Dioutan !

- Aotrou Doue , a larfe bremaik darn bet gwalchet anezho gant gwad ar Groaz , Oc'h marvet 'vidomp an hini eo , ha mervel a rin me-ivez 'Vidoc'h !

 

 

 

X - Rouantelezh Arzhur

 

      'Vel-se ' oa an traoù d'ar c'houlz-man ... , a laras an tad-kozh 'benn-ar-fin , o chutan beg e gorn-butun e doare un den fur , kemmesk a loustoni hag a bedennoù ennan , louvigezh ar bitaouerien hag emgastiz ar gevrinidi .

Ha ne glevas ket pennoù uhel o beli trompilhoù tregernus an Dizrevel-Meur , o kavout gwelloc'h dezho adkavout  plijadurioù o buhez pemdeziek a-hend-all .

Amzer ar veleien zimezet ' oa ivez , hini ar serc'hed hag ar simoniezh ... ( 18 )

Met e voe dihunet bremaik ar gwashan hag an dirollan eus an dud gant ur vosenn pe ur gernez , holl walennoù a zeuas an eil war-lerc'h egile d'an unnekvet kantved .

      Neuze e touge unan ar roched reun tra ma wiske eben ar c'hougoul . Ha ' pad ma c'houlenne hennezh truez d'e Zoue en Nenvoù , e roe heman e vadoù d'ur gouent !

Touin a rae an holl " Pax et Treuga Dei " , da lavarout eo arsav-brezel etre ar Merc'her da noz betek al Lun vintin .

D'an diwezh e kemere an darn vuian anezho , rannet o kalon , ar gourdroulenn hag ar vazh , ha , rak ne zle den ebet mankout d'e Grouer , ez ae a-benn-kaer diouzh o vuian-garet davit an Douar Santel ... 

- Gouezit holl , a gemenne c'hoazh ur barzh ouzhpenn , e tle pep unan ober marc'hegiezh eno da c'hounit gloar ha paradoz , kalon ha meuleudi ha karantez e Itron ger ... ( 19 )

 

      Ha m'o doa kredet ar vugale , a leze da vale diganto pell du-hont o selloù war-du inizi ar Mor Keltiek , kemer marse gwechall penn an hent a gase da c'hoadeg Vrekilien , ez afe breman 'vel daou vreur war-du Rouantelezh Arzhur 'vit bezan marc'heget gantan ...

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

                                            ___

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel Ar Groaz - Trede Lodenn - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil - IX ha X - Pep Gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .

                                  ___  

Notennoù :

16 - Diouzh ar mojennoù keltiek eo " Kaledvoulc'h " anv kleze gwengelek Roue Arzhur an Henvretoned .

17 - " Peredur ar C'hembread " ( Ar Gejadenn Vurzhudus , pennad 2 ) , in " Marc'heien an Daol Grenn " , azasaet gant François Johan , Casterman , 1981 .

18 - " Anat eo ar simoniezh pa vez roet madoù danvezel evit traoù speredel " ( Pascal , " Les Provinciales " - Lizhiri Provinsel , VI , 1656 / 1657 ) .

19 - " Kanennoù Kroaziadeg " , gant Bedier hag Aubry , Champion , Pariz , 1909 .

 

Taolenn : " Roue Arzhur " (" King Arthur " , 1903 ) gant Charles Ernest Butler ( 1864 - 1918 ) , livour saoz .

 

Dekvet Pennad :

 

E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil

I - Kanell pe Sinamom - II - Manerioù Paper - III - Lazhadeg ar Gouel Mikael - IV - Feuteun Vari - V - Dour Berv , Kouronkadenn Yen - VI - Taget ar Yar gant ar Falc'hun - VII - Ar Steredenn-Lostek hag ar Brezel ( Dre Dan pe dre Wad ) - VIII - Ar Goulmig C'hlas - IX - Aelez an Aotrou Doue - X - Rouantelezh Arzhur .

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( IX ha X ) .

Partager cet article

Repost 0

commentaires

Articles Récents

Liens