Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Recherche

17 janvier 2018 3 17 /01 /janvier /2018 09:20
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel Ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( Raklavar ) .

 

Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

 

 

 

An Erbeder ( VIII )

 

 

 

 

Trede Lodenn

 

 

 

 

/ Brezel Ar Groaz /

" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,

Engravet don 'n e wad tanflamm ... "

Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "

Ar Skarbouklenn

 

 

 

- Brezel Ar Groaz -

 

 

 

 

 

11 - An Aotrou Brekilien

( Raklavar )

 

" Palefarzhet en aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù "

Ardamezioù Brekilien

 

" Ar C'hilheien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù "

Krennlavarioù , 30 , 27 ( Ger ar Roue Salomon )

 

 

 

 

 

Sked un Diamant

 

 

       

 

       Nemet un tour koad bet savet war-lein un dosenn gant peulgaeoù ha dozioù en-dro dezhan ' oa kastellig an Duchenn e derou an unnekvet kantved .

        Brian , pempvet kastellan hag Aotrou Brekilien , Kont uhel Breizh ha kar e uhelded an Dug , a lakaas da sevel gant mein e gastell nevez pa zistroas d'ar vro goude daou vloavezh ' lec'h all .

Pezh a dalvezhas dezhan kement a vrud hag a warizi dalc'hus a-berzh kalz tud ivez rak n'e oa ket 'vit dispignoù ken pompadus ha ken bras pinvidik 'vel ar mor pep hini anezho !

        Talvoudek ' oa bet gounid an Aloubidigezh da dad hon haroz koulskoude ; gant holl e goskoriad hag e lu war e dro ' oa bet enoret-bras ouzhpenn hini gant gwizien bennak leun a c'hred oc'h en em rein a-bezh dezhan ; digor-frank ' veze e nor d'an holl dud uhel bepred , ha chervad ' oa bet graet dezho gantan a chome hep mirout a zispign re evito hag an Aotrounez tro-dro , e wizien ivez ,  a reseve a-wechoù . ( 1 ) 

Ne rae nemet kreskin neuze an doujans hag an aon outan hag e re ar c'hevrin ma veze soubet e-barzh koadeg vojennel divent Brekilien ha den krouet ebet , e gwirionez , ne gredje en em avanturin e-unan-penn , ken spontet ma veze ar bobl izel gant al lec'hioù-se , en tu all da renkadennoù gwez kentan !

        Kresket en doa an Huon yaouank , Aotrou Brekilien , 'doug an amzer-se ken brezelek ha deol war un dro .

Ganet ' oa bet d'ar seizh-warn-ugent a viz Gwengolo 1075 , 'vel ma teu ruz ar gouloù-deiz pa sav an heol flamm , en deiz-se end-eeun , nav bloaz goude hini ma tilec'hias morlu an Normaned ha ma lestras e dad war-du aod ar Saozon .

        En e gaier " Envorennoù " embannet kalz diwezhatoc'h e tiskulias dre ar munud Yann Kervern traouigoù livus e vugaleaj e Breizh gant re varzhusoc'h Hanez Meur e hendadoù .

Peurgetket e voe skoet e galon , a skrivas , gant ur verdeadenn a reas d'an inizi keltiek , o vezan na oa ket bet 'vit disonjal nepred eus daoulagad o virvin gant teneridigezh ha skiant e dad-kozh , hini o kontan brav " e " istorioù maregiezh kaer d'e vugale-vihan 'pad o distro d'ar gêr , an oberour o kenverian " skedoù o paran war selloù ar c'habiten gant re un diamant bet distaolet gantan skleurioù kuzh al loargann " , kent disoc'h gant ar ger-stur-man , hini e diegezh :

" A-benn eus pep tra e teuer

Gant hir amzer ... "

        Met perak e lare-en an dra-se ?

        Nebeut a bouez a seblantas kaout al levr-man neuze ha kavet ken dister ivez ha konchennoù born ur wrac'h kozh gant ar re lezet war o c'hoant tizhout digejan e c'herioù-alc'hwez ; tonket muioc'h anezhan da ziwall ha pellaat ar ranellerien o c'hoari o frioù-furch , da luzian roudoù bennak zoken , eget rein gwir respontoù !

Meneg ebet ' oa bet graet ennan diwar-benn koulz traoù droch niverus ar veaj ker iskis-se a-hend-all , met ivez eus an disparti etre an daou c'henderv chomet pell war dav abaoe .

Ouzhpenn da se , ne oa anv ebet eus al lizher Roll da heul kennebeut ...

 

 

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

 

                                           ___

 

DAN AR WERNAn Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel Ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( Raklavar ) - Pep gwir miret strizh - Tous droits réservés - All rights reserved . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .

                                  ___

Notennoù :

1 - " An Ti Achantet " , I , 3 - Brocéliande / Brekilien ( Ar Roc'hell Flamm ) .

 

 

Partager cet article
Repost0

commentaires

Articles RÉCents

Liens