Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Recherche

6 juillet 2021 2 06 /07 /juillet /2021 10:10
Emgann Dorile - Disanv , Gwilherm Tir .

Emgann Dorile - Disanv , Gwilherm Tir .

 

 

Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

 

 

 

 

 

 

An Erbeder ( VIII )

 

 

 

 

 

Trede Lodenn

 

 

 

 

/ Brezel Ar Groaz /

 

" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,

   Engravet don 'n E wad tanflamm ... "

Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "

- Ar Skarbouklen .

 

 

- Brezel ar Groaz -

 

 

 

 

11 - An Aotrou Brekilien 

( 11 )

( Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )

" Palefarzhet an aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder  vrizhenn en erminoù . "

Ardamezioù Brekilien

 

" Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "

Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .

 

 

 

 

 

Istor Riou Lohieg

 

 

 

 

 

 

 

II - An Ergerzhadeg

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

11 - Trema Dorile

 

 

       

   

 

 

 

 

 

 

 

 

    " Trec'hin a rejomp war c'hoant vil an eil re hag ar re all gounit muioc'h a arc'hant ha madoù , o c'hammdroioù a bep seurt , gwarizi a oa etrezo ...

      Krenvoc'h e oamp bet ivez eget an naon hag ar sec'hed , an dienez hag ar marv , hag  ardoù an hini ma veze graet anezhi

"an Naer " ganeomp , ar richer Draco " gant he rodelloù niverus hag he div ugent roudouz .

( 18 )

      E Nikaia e kavjomp izili bennak chomet bev ar strollad kentan pilhennek o dilhad , hini Per ar Penitiour ha Gaoter Didra lazhadeget gant an enebour ! ( 19 )

      Diouzh o c'hlevout anezho , mouget gant an naon , hon dibunan dre ar munud an torfed-man , a yenaas gred an holl da genderc'hel en o servij .

     Kalz argadourien a varvas ' pad ar seziz !

     Hogosik hep stourm ebet e kemeras dre widre Aleksi Komnen ar wikadell

a-benn ar fin : ken kounnaret e oamp bet gant trubarderezh heman ma tiwalljomp rak ar vosenn outan ! ( 20 )

     Ha d'an 26 a viz Mezheven 1097 ez ejomp kuit adarre .

     Nec'h hor boa ennomp rak an dezerzh hag e wall glenvedoù a dapemp tro-war-dro o   antellan o gripedoù euzhus dirazomp , zoken gant an dour ma veze roet dimp da evan !

     

 

 

 

 

 

 

 

 

 

    Chas-hemolc'h bet dalc'het ouzh kerdin an Aotrounez a laoskas o huanad diwezhan war vord an hent , 'vel falc'huned a varvas war veilh-dorn o mistri . Mammoù ivez o wilioudin en noazh bev er gompezenn a zileze o babigoù nevez-c'hanet da vleizi griz marnaoniek !

    Pemp kant den a dremenas evel-se en ur ober un arsav , balbet gant ar sec'hed pe zizourekaet a-bezh !

    Un trec'h , chomet pell en entremarwar ar sultan Kilij Arslan hag e dri c'hant mil kadour    hon doa gounezet neoazh e traonienn C'horgoni , e-kichen Dorile !

    Biroù e-leizh o lakaat niver a vaouezed ha bugale da vervel  a gouezhas warnomp 'vel barradoù kazarc'h . A bep tu e oa spouronus an drailh !

    Enor ha gloar o doa bet penngadourien hag o soudarded 'pad devezh-se diarvarus ar c'hantan a viz gouere 1097 ! ( 21 )

    Unan anezho 'oa Huon gant e wall c'hloaz d'e vrec'h kleiz .

    Pevar mil den an "ost " ' oa bet kollet gant ar C'hroazidi !

    O sellout ouzh kement a gelanoù strewet war an douar e teraouas da lenvan Bohemond Taranto , 'raok dezhan mont da bedin Doue ma vo salvet Gantan bev ha marv ...

 

 

 

 

 

 

 

Da Vezan Kendalc'het )

 

 

 

 

 

 

                                      ____

 

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien 11 - Trema Dorile ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .

                           ____

Notennoù :

18 - " Draco " ( gerdarzh = Aerouant , Naer ) , stêr tost da Nikea ( Mamennoù : Joseph-François Michaud , " Istor ar C'hroaziadegoù " , sellit ouzh notenn 15 ) .

19 - D'an 14 a viz Mae 1097 ez erruas an argadenn gentan a-ennep Nikea .

20 - D'an noz etre ar 25 hag ar 26 a viz mezheven 1097 e c'hoarvezas kemeridigezh kêr Nikea gant an Impalaer Aleksi Komnen .

21 - Emgann Dorile , trec'h ar Groazidi ( Kala-Gouhere 1097 ) war vagadoù soudarded Kilij-Arslan , sultan Rum  ( 1092 - 1107 ) , mab ha warlec'hiad Suleiman 1. Shah ( 1074 - 1086 ) .

Partager cet article
Repost0

commentaires

Articles RÉCents

Liens