Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Recherche

15 septembre 2021 3 15 /09 /septembre /2021 18:22

AN TREITOUR

( The Traitor )

 

" The Dreamers ride against the Men of Action ,

  Oh , see the Men of Action falling back ... "

Leonard Cohen - " The Traitor " *

 

 

 

images-Le-vent-se-l--ve.jpg
An Avel 'Hej Parkadoù-Heiz


 

evit Fant-Rozeg Meavenn ( 1911 - 2001 )




Pennad Seizh   

17 a viz du 2006

 

 


" T'was hard for mournful words to frame ,

  To break the ties that bound us ,

  Ah but harder still to bear the shame

 Of foreign chains around us ,

 And so I said : " The mountain glen ,

 I 'll seek at morning early ,

 And join the Brave united men ,

While soft winds shake the barley ... " .

 Robert Dwyer Joyce ( 1830 - 1883 ) - The Wind That Shakes The Barley .


" ... Me ' gav din eo ret bezan foll er vuhez . En em rein d'un dra bennak ; ket d'un den bennak . D'un dra bennak ...
Ho preur a zo bet lazhet ganin
, war urzh ar C'huzhul . "
Meavenn ( 1911 - 2001 ) - " Ar Follez Yaouank "

 

 

 

 

7 - Rannet eo alies va c'halon gant luc'hskeudennoù euzhus .

Adwelout a ran neuze holl al lazhadegoù-se o deus goloet hon Douar gwechall gant o gwad euzhus ! 

Du-se , e Bro-Frans : Okitania zismantret , brezelioù a Relijion , Gouennlazh Vande , dibennerez an Eneprepublikaned ...

Du-man , hor Bro-Breizh a c'houzanvas ur marv kriz ha taer gant emsavadegoù ar Bonedoù Ruz ha diwezhatoc'h Beuzadegoù Naoned Yann-Batist Karrier ! ( )

 

8 - Kentan a viz Here ( 1 / 10 / 06 ) :

Pa ' z aen da welout , ur miz abretoc'h , film Ken Loach , " An Avel ' Hej Parkadoù-Heiz " , en em gavout a raen e Rannvro kCorcaigh ( Cork ) , e Bro-Iwerzhon , lec'h ma oa bet reuziet gwechall gant bandennadoù c'houez " Black And Tans " ( 6 ) .

Rak poanius-tre en ivez e seblant bezan istor ar vro gouezelek , bet aloubet liesgwech gant ar Saozon !

     Da gentan en trizekvet kantved , met dreist-holl da c'houde , e-pad renoù Elesbed ( 1533 - 1558 - 1603 ) ha Jakez I

( 1566 - 1603 - 1625 ) , pennroueed saoz a flastras an emsavadegoù , o vac'homan-kriz ar bobl Iwerzhon !

Tra ma varve kalz tud en dienez e kendalc'has reuz ha naonegezh da gouezhan war ar vro !

Ezporzhiet ' oa bet neuze an holl genderc'hadoù vroadel gant an drevadennerien a skrapas an douaroù gwellan war-an-dro .

     Kromwell a zilestras d'an 15 a viz Eost 1649 e porzh Dulenn gant e soudarded a aloubas goude-se Drogheda , o lazhadegan eno holl he c'hêriz didruez , maouezed ha bugale e-barzh !

Etre 1845 ha 1849 , e varvas muioc'h a 800.000 a dud en abeg d'an " Naonegezh Vras " , d'ar vrec'h-du ha d'ar c'holera !

E diwezh an triwec'hvet kantved , e stourmas Emsav " Fenian Brotherhood " evit an dieubidigezh . ()

     Embannet 'oa bet ur wech gentan ar Republik e miz Ebrel 1916 ( Lun Fask ) .

D'ar mare-se ( Easter Rising ) , e veuzas er gwad armeoù-dalc'h kêrbenn ar Vro !

An " Dail Eireann " ( Parliament Iwerzhon ) , diazezet e Dulenn e 1918 gant " Sinn-Fein "

( 8 ) Eamon De Valera ( 9 ) , a gemennas an Dizalc'h

d'an 21 a viz Genver 1919 .

 

     Deroù ar film a zibun istor ar Brezel-diabarzh ( 1920 - 1923 ) o tarzhan dres goude sinadur Feur-skrid miz Kerzu 1921 . ( 10 )

Diouzh an destenn-man , e tlee an Dilennidi nevez touin ma vijent atav feal d'ar Gurunenn Saoz . Nag un douellerezh e oa evit ar Republikaned !

Setu perak e teuas da vezan enebourien daou vreur , pep hini o tleout choaz da vont en e du .

" Aes d'an unan gouzout ar pezh a gazh ! , a lare Damien , ar yaouan , danvez-mezeg met lazher dre ret ivez .

" ... Diaes eo , koulskoude , evitan , anavezout e petra e kred , a ouzhpenne goude .

Heman , paourkaezh , a vo fuzhuilhet d'e dro dindan urzh ar mab henan .

Pegement e koust feulsted ha kasoni ?

Pe wir gristen a c'hellfe asantin a galon vat lemel e vuhez digant un den all , e nesan , e vreur ?

 

9 - Gouel ( Sant ) Mikael e Brest

( 24 / 09 / 06 ) .

      Pa n'em boa ket gwelet c'hoazh ar film , n'ouien ket a-walc'h , marteze , pegen pouezus e vefe evidomp gallout envel ur bugel evel ma vefemp mennet d'ober , Micheail , Michéal , pe Mikael ( cf : An Afer Ar Goarnig , e Breizh ) .

Tro am eus da zivizout un tamm diwar-benn dazont hor c'horn-bro gant Gweltaz Ar Fur .

Souezhet on o klevout pezh a anzav a-zivout Kembre .

" 'eo ket memes tra aman , a respont din ar barzh , kerse gantan . Diaes eo kavout levezon a-walc'h . "

A-du emaon gant e veno , siwazh .

     Koulskoude , ma felle dezho holl vinorelezhioù ar Bed

kerzhout dorn-ouzh-dorn ?

Diogelin a rae Gandi e oa tu a-dra-sur d'hen ober gant youl vat ha labour pep hini !

" Dleout a rit hoc'h-unan bezan ar c'hemmadur hoc'h eus c'hoant da welet erruout war hon Douar ! " , eme ar preder meur .

" Si tous les gars du Monde ... ( 11 )

 

10 - Pedenn
  

" Roit harp dimp , Mari-Madalen , Maeronez ar Brizonidi , evit ma c'hallimp kredin ez eo krenvoc 'h ar Vuhez eget ar Marv , hag e vo trec'h ar Garantez da bep tra en diwezh !

" Pardonit d 'ar re o deus ho stlabezet . "

" Pardonit d 'ar re o deus E lazhet  ! " 

AMEN

                                                        

                                 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

 

    

                                          ___

 Notennoù  :

5 - 1 - Yann-Batist Karrier ( 1756 - 1794 ) , Komiser ar Republik , a c'hourc'hemennas lazhadeg 4000 den , an darn vrasan anezho beleien , maouezed ha bugale bet beuzet el Liger ma oa bet graet dezhi " Kibell ar Vro " gantan . 

6 - " Black and Tans " : Goprsoudarded Bro-Saoz , fallvrudet , o doa stourmet war dalbenn Som e-pad ar Brezel-Bras .

7 - Un tolpad brezelourien ha chaseourien eo ar " Fianna "e mitologiezh geltiek Iwerzhon . 

8 -  Sinn-Fein ( Ni-Hon-Unan ) : Emsav Broadel Iwerzhon , krouet e 1902 gant Arthur Griffith

( Art O Griofa , 1871 - 1922 ) , kelaouenner ,  penn an dileuridi o doa sinet Feur-Skrid Londrez ( Notenn 10 ) , prezidant an eilvet " Dail Eireann " ( parlamant iwerzhon ) etre Genver hag Eost 1922 .
9 -  Eamon De Valera ( New-York , 1882 - Dublin , 1975 ) .

Kannad ha pevare prezidant

ar " Sinn- Fein " goude .

Pennrenner ar Stad Dieub Iwerzhon ( Eire ) , Prezidant ar Republik eus 1959 da 1973 .

10 - Feur-Skrid Londrez ( 6 / 12 / 1921 )  a anavez stad dieub Iwerzhon 

( Saorstàt Eireann ) .

11 -  Paul Fort ( 1872 - 1960 ) , barzh gall , " La Ronde Autour Du Monde " in " Ballades Françaises " , 40 levr , embannadurioù Flammarion ( 1922 - 1951 ) .

                                        ___

 

DAN AR WERN - MOSAÏQUE - II - AN TREITOUR / Aman hag Ahont - 7 - An Avel ' Hej Parkadoù-Heiz - 17 a viz Du 2006 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Aman Hag Ahont " , Copyright 2006 .

                                        ___

 

 A-zivout film Ken Loach :

" The Wind That Shakes The Barley " ( 2006 ) - Palme d'Or e kCannes . Scenario : Paul Laverty . Dremmourien : Cillian Murphy ( Damien ) , Padraic Delaney ( Teddy ) , Orla Fitzgerald ( Sinead ) , Laurence Barry

( Micheail ) . Tous droits réservés / All rights reserved .
 

                            

 

 " Ta run doscaoilte dunta 'd chroi-se ...

    Cad is run ann , a run mo chroi-se ? "

( Gwerz hengounel gouezelek )

   

 

* " A-enep an Oberourien ' var 'chegezh an Huneourien ,

     Â , sell 'ta an Oberourien oc'h adkouezhan ... "

Leonard Cohen - "The Traitor " , en e albom " Recent Songs " , copyright 1979 Leonard Cohen / CBS Inc./ Stranger Music Inc. - All rights reserved .

                           

Partager cet article
Repost0

commentaires

Articles Récents

Liens