AUBERIVE ( 11
)
Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 5
)
evit Gustav
Mahler
e koun Herbert Von
Karajan
" Hag
ar pezh hoc'h eus trec'het warnoc'h
Ho tougo da Zoue . "
Gustav Mahler - Eil
Kensonadeg , " Dasorc'hidigezh "
(
Auferstehungssinfonie )
Eil Luskad
- II - Baleadenn e
Berlin
Allegro con spirito / Lirzhin speredek
" Piv 'venn gouzout pezh 'zo kaer ,
Ha piv 'c'hello e zeskin ? "
Caspar David Friedrich
10
- Seblantout a reas dezhan kaer-tre p'en em
ziskouezhas war e wel , gant he blev troc'het berr e-giz ur paotr , he minoù aelez bet kouezhet war an Douar , moan he diweuz , ma save diouto tonioù ar glanan sonerezh ur bed
all .
" Bez' ez eus unan bennak d'am ambroug betek an nor ? "
Envorin a reas edo ur poltred Perugini war e daol-skrivan a denne dezhi . ( 11 )
" Anavezet 'm eus edoc'h aman , Aotrou , a-drugarez da voubou an engroez war ho lerc'h ... Ar bleinier laz-senin meur oc'h , neketa ? , a c'houlennas outan ,
o ruzian he divougenn , pa astennas e zorn dezhi .
'Vel seizet gant an aon en em
gavas neuze , o tiwall na zeufe ket ar goulenn diot-man war e deod : perak dont d'un diskouezadeg taolennoù p'emeur dallez ?
" Ne welan mui banne va-unan , a laras eeun dezhan , o klask divinout e c'hortoz hep respont da vat da
sonjoù iskis a droe en e benn .
- ... hogen e teskin deoc'h da welout , a vouskomzas dezhi , o venegin hep sonjal lavarioù ar roue kozh e "
Mélisande " . ( 12 )
Bale a rejont o-daou er park , kazel-ha-kazel , evel m'o doa
en em anavezet abaoe pell an eil egile , ha daoust ma voe pounner an didrouz savet etrezo da gentan ...
O terc'hel krog en he gwialenn wenn , e strivas da guzhat outan ar plac'h yaouank strafuilh bras he c'halon .
- Dedennet oc'h gant ar Romantelezh ? , e teuas da
lavarout dezhi en ur lakaat evezh .
- Un drama Byron eo an hini , kentoc'h , a gemennas din war Friedrich , a eilgerias , lent ha gorrek a-walc'h , o vousc'hoarzhin outan moug ha tanav he mouezhig . ( 13
) Henvel ouzh hini un heizez aonik e seblantas dezhan he emzalc'h hag he c'herzhed mistr .
- Du-man , er Vogesen , e kendalc'has abafet , o deus degaset sonj din e daolennoù eus gweledvaoù bennak va bro , evel kloastroù kevrinel , pe veredoù dilezet
.
A-hend-all , e valbouzas kerkent goude , e tenn deoc'h , neketa , a gav din ... eee ... an den-se war gern ar menezioù
?
Ruz-glaou e teuas krenn ar grennardez . N'oa ket gwall sonn he
c'hlipenn . Re ziwezhat he doa meizet e oa bet re hardizh outan ha , breman , n'ouie ket penaos bezan didamallet .
- A-berzh Doue e c'hoarvezh kement-man evit gwir ! , e tirollas da zisplegan dezhan o lakaat birvilh en he c'homzoù . Kement a vrud 'zo ganeoc'h ! Diskibl
Paol Ar Flemm e oac'h ! ( 14 )
E korioù " Manfred " e kanen , c'hwi 'oar , pa'z oc'h deuet aman da vleinian c'hoarigan Schumann . Pebezh sonaozer ! An tomman d'am c'halon , gant Liszt ... Ha
c'hwi , evel just . ( 15 )
Moarvat he doa klasket da zistanan an traoù , a sonjas dezhan
.
Met e kare kement sonerezh tonius he c'herioù na gredas ket mont breman warno .
Dipitet e veizas neuze ar sonaozour , ker prederiet e
veze en e vicher war e spered-krouin , ken e oa sur a-walc'h bezan tremenet ur wech ouzhpenn e-biou d'unan bennak tener ha brav ivez e ene hep e welout
.
Rebech a blije ober e bried d'he gwaz , a damalle alies dezhan tec'hel diouzh ar bed hep teurel evezh ouzh e hentez
.
Edo ar vourc'hizezig-man diouzh an dibab o chom en he c'huziadell c'houdor e Pariz , a gave dezhan . Ha , goude sonjal , ne oa he zeodadoù
nemet ur barr kounnar a yae enni , evel boaz , a-enep diseblanted he far .
- Mezh eo deut ganin , dimezell , a valbouzas , evel m'edo o paouez gwelout sklaer e voe lusket e galon , a-benn ar fin , gant
ur c'hoant du bezan diskuliet dezhi .
Hola ! , a huanadas oc'h en em zidamall , n'on ket an hini ma sonjit anezhan bepred e-gaou , an idol-se bennak dreist-diraez ha " dreist-dispar " , evel ma skrivont ... Gwall zister en em gavan , er c'hontrol ... Va digarezit , me ho ped
.
D'an taol kentan , ne seblantas ket an
diskleriadenn-man he lakaat da valvennin .
Troet he doa he fenn un tammig , ha , gant he dorn moan , dilamet gwerenn vogedet he lunedoù ront goude , a c'holoe he daoulagad sklaer liv pers , dispourbellet 'vel pentonioù
.
" Kensonadeg ar Maezioù " eo hiziv ! , a embannas a vouezh krenv 'vit respont dezhan a-greiz he sked
.
Analan a rae aer leizh he skevent , braventez he yaouankiz , o skedin tro-dro d'he mousc'hoarzh lugernus , he diskouezhe o tanva ur prantad eurüsted , mezevellet gant
dasorc'hidigezh nerzhioù an Natur !
War ziwall e chomas
Fred .
Anat 'oa warnan koulskoude e teue a-benn ar plac'h-se d'argas diwarnan sonjoù du a zalc'he alies e spered .
Diac'hinad an Tonkadur eo ! , a sonjas . Kuit a c'haou , en em gave mat en he c'hichen . Ha daoust ha ne oa ket en oad ken bezan e karantez gant tud re yaouank , ne oa ket
deuet a-benn ar skoliajadez da lakaat tomm berv outi kalon skuizh un arzour , bet plijet gant he c'hened , he selloù flour , ha da gompren e zigenvez
?
- N'ouzoc'h ket ? Ho anavezout a ran
a-bell-gozh , eman holl ho pladennoù em c'hambr ... Ha c'hoari a ran ho sonerezh bemdez war va fiano ... , a ziskulias trumm dezhan , o sachan 'vel ur vapaig
divergont war vilgin e chupenn .
Dont da Verlin , emezan , ur mousc'hoarzh war e vuzelloù , evit ma vefe roet deoc'h en-dro ho skiant-weled gant un dallez
!
Un taol-heol ! Setu ar merk lakaet sklaer d'e groc'hen gant ar gejadenn-man .
Da viken !
- Rankout a ran mont kuit dizale . War aman 'teuio va
c'hoar d'am c'herc'hat .
Ken spontus 'oa ar gemenn-se m'he sonnas Fred !
Ret e vefe dezhan lezel da vont kuit an hini he doa , ur
predig , lakaet kemm en e vuhez dister , o tigerin frank e zaoulagad war hent splann ar Baradoz .
He stardan a reas krenvoc'h ouzh poull e galon , gant aon na vefe kavet amzere ganti . Met e krogas-hi en e zorn d'e domman ouzh he brennid , ha gallout a
c'hellas evel-se kontan lammoù he c'halon a dalme ken buan ha ma'z ae sonjoù e spered diroll un den o karout e zous dreist-penn
!
- Deuit fenoz betek iliz " Maria Regina Martyrum " . ( 17 )
En em gavout a raimp er c'hev , ' harz delwennig Gwerc'hez an Diskuliadur . Gouzout a rit ' vo ganeomp Loeiz-Ferdinant Prusia ,
pennhêr Hohenzollern , arzour dreist e-unan ? ( 18 )
Disklerian a reas dezhan edo o studian 'barzh ur skol
doueoniezh ma veze pleustret enni kanerezh-laz . Ne oa eno nemet un deskardez " sopran " , met breman ma veze peuzechuet ar bloavezh-skol , e ranke distrein d'he Bro-Elzas goude ar
sonadeg ziwezhan-se c'hoariet gant holl ar skolidi .
- Enskrivet eo " Ar Prof Muzikel " war roll an abadenn ! , a laras drant ouzhpenn . ( 19
)
- Ur sonerezh doueel , e poanias en diwezh da vravansal gant un doare mousfent dirazi , seul droukoc'h dezhan , evit gwir
, m'en defe karet he briata c'hoazh gant feuls !
Met ne voe ket amzer .
- Kinnig a ran deoc'h
Marikele Von Braun ! , a gemennas gant lid an nevez-deuet a-bouez-penn .
Tennan a rae dezhi , anat e oa . Ken dishenvel ivez houman , koulskoude , ken disi he neuz ha sport he doare , un tammig koshoc'h ha troet he
spered ouzh an diavaez ... Alexandra e oa , hag henvel ouzh ur c'houblad
turzhunelled o-daou , div goulm yaouank o vont da gemer o nij goude bet spinet ur pennadig , gant o divaskell mistr , bro ganvaouus hor skeudoù
...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier
Laz-Senin ( 5 ) - 1993 / 2010 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " ,
Copyright 2006 .
___
Notennoù :
11 - Charles-Edward Perugini ( 1839 -
1918 ) , " Study in Chalk " .
12 - " Pelléas ha Mélisande
" ( Arvest II , Lodenn 4 ) , c'hoarigan Debussy ( 1862 - 1918 ) , pozioù an drama bet skrivet gant Maurice Maeterlinck ( 1862 -
1949 ) . Krouet e 1902 .
13 - " Manfred "
, drama gwerzaouet Lord Byron embannet e 1817 .
14 - Paol Ar Flemm ( 1881 - 1984 ) ,
unan eus ar sonaozerien vrudetan Breizh .
15 - " Manfred " ( 1852
) , c'hoarigan Robert Schumann ( 1810 - 1856 ) , hervez ur varzhoneg Byron .
16 - " Kensonadeg 6 " ,
" Kensonadeg ar Maezioù " he lesanv , bet savet etre 1805 ha 1808 gant Ludwig Van Beethoven ( 1770 - 1820 ) .
17 - " Gwerc'hez an
Diskuliadur " , kizellerezh F. Koenig e-barzh iliz " Maria Regina Martyrum " bet savet e 1963 e koun muntridi an Nazied .
18 - Ludwig-Ferdinand Von Preussen (
1907 - 1994 ) , mab-bihan an Impalaer Wilhelm II. , violonser ha pianoour donezonet-kaer , sonaozour .
19 - " Ar Prof Muzikel " (
Musikalisches Opfer , 1747 ) , gant Johann-Sebastian Bach ( 1685 - 1750 ) , aozet diwar zodenn Fiedrich II. der Grosse ( 1712 - 1786 )
.
Fotoioù : Kate Winslet ( Marikele )
Mariette Hartley ( Alexandra
)
Taolennoù : " Study of a Woman's Head for Charity "
William Bouguereau
" Study in Chalk "
Charles-Edward Perugini