

Ar C'higer
" Hag e tle an danvad karout ouzhpenn ar c'higer ? "
Luise Rinser - " Mirjam "
Oanig koant , ur c'higer
En deus , un deiz , ho lazhet :
Tamaller ' oan
'Vit e dorfed ...
" Va selaouit-me , bugel ,
Bez' ez on pezh on-me ,
C'hwi , c'hwi' zo
Va mab unan ... "
" N'am lezit-me breman ,
N'am lezit mui breman ,
Tra m'eo freuzet ho krouadur
Rak ur gouezhadenn nevez ,
Ha gwadek eo deut va c'horf ,
E skorn , va ene ... "
- Kae en hent , mabig ,
Da ved dit eo !
" Eno , meur a fleur
A welan ,
Nevez-Amzer 'zeu ,
En Ho ti a ganan ,
Meuleudi da Zoue :
" O tansal ha dansal
emaon ,
Spi ennon en-dro ! "
-Ha c'hwi , c'hwi 'zo va Mestr unan !...
DAN AR WERN - Pedennoù Un Harluad - 12 - Ar C'higer - 1976 - ( Awenet gant kanaouenn Leonard Cohen , " The Butcher "* ) - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Pedennoù Un Harluad " , Copyright 2006 .
* " The Butcher " , Leonard Cohen , Copyright Stranger Music 1969 - All rights reserved .
Taolennoù : " La Vierge à l'Agneau " / Ar Werc'hez hag an Oan ( 1903 ) et " Compassion " / Kendruez ( 1897 ) , par / gant William Bouguereau .
ajouter un commentaire commentaires (0) recommander