Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Recherche

9 août 2007 4 09 /08 /août /2007 18:42


Keoded Arvern


200px-Portrait-vercing-C3-A9torix-01.jpgPennad Dek
7 a viz eost 2007





                                         Pe liv eo ar Jansenegezh ?
Hini zu ar bazalt , a gave din , pa oan o vale war blasenn Jaude , dindan c'hlav yen ha puilh an devezh hanv-man . Liv mein gozh ma veze graet meur a di ganto gwechall er gêr .
E-giz ti Pascal , bet distrujet anezhan gant labourioù adnevezin an Iliz-Veur , e 1884 .
Arouez evidon ur stourm kollet evit un den , abalamour d'e feiz , goude handein Port-Royal ( meurzh 1656 ) .
                               " Krenvded 'zo Rouanez ar Bed " , a skrive ar prederour brudet . ( 1 )
Anat e oa din edo ar gwir gantan : delwenn Verkingetoriks am lare memes tra . 
Trec'het e voe ar Roue Arvern , mab " Nemessos " e c'heriadenn c'henidik , ha lakaet goude d'ar marv en toull-bac'h Rom gant Kezar . ( 2 )

N'eus forzh !

" Kemeret ' m eus an armoù evit rein o frankiz d'an holl ! "
Ar skrid-man , bet kizellet war sichenn oberenn Bartholdi , a ziskoueze din sklaer ne oa ket tu da glask lazhan spi ur vroad vac'homet . ( 3 )

                                 Hag he doa "an Aostrianez " c'hoantaet ivez tizhout ar pal-se : dismegansin he fobl ? Ne gredan ket .
Pa vefe gwir , ne vije ket bet dleet dezhi c'hoari " Eured Figaro " e c'hoariva prevez an Trianon Vihan ( pe gentoc'h e hini markiz Vaudreuil ) , evel ma vez diskouezet fenoz war ar skramm . ( 4 )
                                 Petra ' zo gwir , a-hend-all , er film-se , anvet " Istor gwir Maria-Antoneta " ? ( 5 )
Divlaz eo c'hoari an dremmourien , ha displeget re vuan - a-ratozh-kaer , war a seblant - " munudoù " an diwezh , pa voe boureviet ar Prinsezed , evel Penngadour ar C'halianed , kantvedoù abretoc'h .
Pelec'h eman an Itron Elesbed , skoazellerez feal , c'hoar santel ha karedik ar Roue : ankounac'haet , ezvezant , dibennet endeo ?...
Ha merzheriadenn ar Rouanez ? Ne vez ket gwelet war zremm zigas an dudenn .
                                 Kealoniezh ar " Stad Republikan " ( ha franmason ) a ra neuz , ur wech ouzhpenn , da devel torfedoù diniver un toullad muntrerien , evel kCarrier , e Naoned : setu ar pezh n'eo ket desket en o skolioù . 

                                 A-raok en em rein da gousket , ez eo gwell ganin adwelout bolzioù uhel " Itron Varia ar C'horroidigezh " , gant he mein du , hag he rozennoù liesliv ar pevarzekvet kantved .
 100px-Namacius-Cl-Fd-St-Eutrope.jpg            Selaou a ran c'hoazh komzoù va ambrougerez diwar-benn he gwaz , al livour euskarat Eric Peyret .
" Ezhomm en deus an arzour bezan alies en digenvez ... "
Azezet omp ouzh taol , kenver-ha-kenver , en un ti-debrin bihan , war blasenn an Trec'h .
                                 Pa welan adskeudennoù bennak e daolennoù , avat , e sonjan n'eo ket henvel balioù ledan ar Stadoù Unanet ouzh hentoù strizh ar gêr-gozh .
Ha petra larout eus ar savadurioù ? 
                                 D'am meno , e vefe ret lakaat un dra " iskis " ( dreistgwirvoudel ? ) e-tal ar gwirvoud eeun . 
Poanioù hag hunvreoù mab-den , da skouer . Ar pezh a rae Magritte , pe Salvador Dali , pep hini en e vod  ...
Goulenn : hag e oa gwalldaol 11 a viz gwengolo 2001 un dra zreistgwirvoudel ?
Ur c'hlemm eo an Arz , hervezon , ha gantan , galvidigezh ar galon !

                                            ___


DAN AR WERN - Aman Hag Ahont - 10 - Keoded Arvern - 9 a viz Eost 2007 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Aman Hag Ahont " , Copyright 2006 .

                                         
   ___

Notennoù :

1 -
" Sonjennoù " ( Pensées , 1670 ) , gant Blaise Pascal ( 1623 - 1662 ) , prederour gall . Sonjenn 303 .
2 - Verkingetoriks ( war-dro - 72 e Nemessos - 46 A.C e Rom ) , Roue Arvern ha
Penngadour Meur ar C'halianed .
3- Frédéric Auguste Bartholdi
( Colmar , 1834 - Paris , 1904 ) , kizeller gall en doa graet " Delwenn ar Frankiz " e New-York .
4 - " Eured Figaro " ( Le Mariage de Figaro , 1784 ) , gant Pierre Augustin Caron de Beaumarchais ( 1732 - 1799 ) , skrivagner gall .
5 - " Istor gwir Maria-Antoneta " ( Marie-Antoinette , la véritable Histoire , 2007 ) , skrivet gant Jean-Claude Carrière , kenwerc'het gant Yves Simonneau , Francis Leclerc . Dremmourien : Karin Vanasse , Olivier Aubin . War Frans 2 . Tous droits réservés / Pep gwir miret strizh .

Gwerenn-livet Sankt Namacius

Partager cet article
Repost0

commentaires

Articles RÉCents

Liens