
AUBERIVE ( 8 )
An Tremeniad ( 3 )
( heuliad " Kernevez " )
Kinniget da Carson McCullers
" ... Hogen , pa'z eo eil hanterenn ar vuhez ur c'herz hir evit en em zizober diouzh traoù 'zo , sur a-walc'h ne oa ket pouezus perzh an
taol-arnod-se . "
Francis Scott Fitzgerald - " Three hours between Planes " )
-
V -
Prestik
goude , tamolodet war e azezenn , m'en doa sonj kaout goudor warni , e verzas e oa dianket unan eus ar bizied war e eurier .
Alies , n'eus ket ken a liv war an amzer , a lavaras etre e dog hag en ...
Tremen a ra evel ma ra ur skeud hepken , dindan dec'h , etre noz ha deiz ...
Bez' ez eus tud a garomp , re all a vennfemp gwelet o pellaat diouzhomp da viken ...
Piv a oufe lared , e gwirionez , da ven ez a hor c'hammedoù ?
Petra e oa bet hor c'harantezioù , hor buhezioù ?
Un
tamm diwezhatoc'h , pa voe distroet d'al lec'h m'edo , hep ratozh ebet dezhi , en em silas a-nevez en e gichen .
Kejet o doa o selloù .
Edo c'hoazh o magan sonjoù du gant e lennadenn .
" ... E vuhez a hanvale bout digenvez , dister a-walc'h , un astez peulvan bresk na zouge mann ebet ken e-touez dismantr ar bloavezhioù kollet ... "
( 1 )
Drouklivet
e zremm , e savas e benn .
Ha van a reas da vousc'hoarzhin , avat .
" C'hwi 'ni eo ? C'hwi 'ni eo ? , a lavaras trumm dezhi , en un doare diskredik .
" Ha gwir eo ? "
Sebezet
, e chomas ar vaouez a-sav , evel m'he dije gwelet , e-tal dezhi , ur spes difluket diouzh ur bed all !
" Keid-all 'zo ... , a gendalc'has ar beajour a vouez izel , goude ur pennadig .
" Ugent vloaz 'zo , marteze ? "
N'he
doa lavaret tra c'hoazh .
Evitan , ar pezh edo o paouez lenn a oa mesket gant skeudennoù dispis e amzer-dremenet war dec'h .
Mantret e galon , e plegas e benn dindan ar bec'h .
Faziet e oa bet hent , diarvar , ha goût a ouie e vefe talvezet dezhan .
Ha
padal , na kaerat plac'h e wele dirazan , ha yaouank c'hoazh !
Koulskoude , ereet e oa-hi , tamm-pe-damm , gant e istor dezhan e-unan , gant e zigenvez e-unan , deut war wel adarre , d'an devezh resis ma oa bet dleet dezhi tec'hel ?
Ha petra sonjal eus ar gredenn-se e c'hallfe dastum enni bouedenn diazez e holl voud , e endon mab-den , hag ober eus e ene un dresadenn dinoaz nemetken , diwar an trivliadoù liesseurt en deveze
da santout abaoe marevezh e vugaleaj ?
"
E " Virjinia dezhan , evel ma veze graet anezhi gantan lies gwech , dre e hunvreoù , " e " Virjinia dezhan , e pe lec'h ez afe breman d'he zamolodin , nemet hag e don-donan
eus e c'houelec'h e-unan , hini gloazioù e galon , marteze ?
Ha ne gendalc'hfe ket da vevan , c'hoazh , skoachet-mat a-drenv e zic'hoanag dreist-muzul , seurt aberzh meur daou garedig , ha sklaerded un uhelvennoz dreistdiraez ?
Tra ma oa aet an holl draoù-se da goll ...
Daoust
hag-en n'en doa ket klasket e roudoù , en aner , e kement kêr he doa komzet anezho dezhan ?
E kement levr , e kement bomm-sonerezh ?
Met
, " p'emaomp kollet , peseurt skeudenn a vefe degaset war hon sonj ? " ( 2 )
Ha " penaos ober , pa ne fell ket dit e vefe dihunet va ene gant da hini ? " ( 3 )
Dizehan
, e veze pistiget gant ar goulennoù-se graet outan , evit doare , gant mouezh diheverz ar Mor-bras , e-barzh ec'honderioù tenval-mat o c'hevrinoù didermen , en traon , hag adkregin evel-se ,
gant " Kanaouenn a Garantez " vrudet Rilke . ( 3 )
Er-maez
, en amheol glas-gwer emledet war ar mor , er pelloù , e voe entanet e greiz gant skleurenn zisliv ar goulou-deiz , hag e vo ganet ennan , da c'houde , flamm lent ha foll ur goanag
espar .
Evel ur respont hirgortozet e tarzhas , a-benn ar fin , a-dreuz an noz o vervel !
Hag
ur werzenn gant Victor Hugo , e koun an deizioù skol dibreder , a zeuas en-dro krenn e spered trubuilhet :
" A Oabl , eveldout ez eo ar galon , par d'ur gwir islonk . " ( 4 )
Huanadin
a reas , p'en doa komprenet re ziwezhat ar pezh a dalveze evitan .
Met
, pa strivas , en diwezh , da valbouzat un nebeud gerioù-digarezin , e oa aet an dreizhadez diwar wel ...
ECHU
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 8 - An Tremeniad ( 3 ) - 1994 ,
2001 / 2002 - Bet embannet war AL LIAMM 340 ( Here 2003 ) - Breton Version / E Brezhoneg - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Auberive " , Copyright 2006 .
___
Notennoù
1 - " The Sojourner " , danevell Carson McCullers , e-barzh " Gwerz ar C'hafedi Trist " , 1951 , Houghton Mifflin ( The Ballad of
the Sad Café and Other Works ) .
2 - Barzhoneg Carson , in " War glask Carson McCullers " ( A la Recherche de Carson McCullers ) ,
gant Jacques Tournier , Calmann-Levy , 2001 .
3 - " Kanaouenn a Garantez " , gant Rainer Maria Rilke ( 1875 - 1926 ) , meneget e-barzh levr Jacques Tournier aman
a-us .
4 - " Le Tas de Pierres " ( Bern Mein ) - " Amour " ( Karantez ) , gant Victor Hugo ( 1802 -
1885 ) .
Mammennoù
1 - Carson Mc Cullers ( 1917 - 1967 ) :
- " Ur Wezenn , ur Roc'hell , ur Goumoulenn " ( A Tree , a Rock , a Cloud ) , e-barzh " The Ballad of the
Sad Café " .
- " Clock without Hands " ( Un Horolaj hep e Vizied ) , 1961 , Houghton Mifflin , Boston .
2 - Virginia Spencer Carr :
- " The Lonely Hunter " , New York , Doubleday and Company , 1975 , Carrol & Graf Publishers , 1985 , 1989
.
- " Understanding Carson McCullers " , University of South Carolina Press , 1989 .
3 - Josyane Savigneau :
- " Carson McCullers : un Coeur de Jeune Fille " ( Ur Galon a Blac'h Yaouank ) , Stock , 1995 .
4 - Levr Jacques Tournier , aman a-us .
5 - Francis Scott Fitzgerald ( 1896 - 1940 ) :
" Three Hours between Planes " ( Teir Eurvezh etre Daou Garr-Nij ) , tenet eus " The Lost Decade and Other Stories " ( An Degad-Bloavezhioù
Kollet hag Istorioù all ) , Penguin Books .
Aucun commentaire pour cet article
| Décembre 2008 | ||||||||||
| L | M | M | J | V | S | D | ||||
| 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | ||||
| 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | ||||
| 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | ||||
| 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | ||||
| 29 | 30 | 31 | ||||||||
|
||||||||||