
AUBERIVE ( 10 )
Douar Hon Promesaoù ( 3 )
E koun Annemarie Schwarzenbach
" Bez laouen ! Sell ouzh al lec'h peurvat , war-du peurbadelezh an amzer-vuhez ! "
Enskrivadur war vez Nebamon ,
e-pad ren Jehoutimez ( Thoutmosis IV ) .
Pevarzekvet kantved a-raok Jezuz-Krist .
" ... Ar C'houmoul a garan ... Koumoul o tremen ... Du-hont ... Du-hont ... Kaerat koumoul ! "
Charles Baudelaire ( 1821 - 1867 ) , " Spleen Bariz , An Estren " .
5
- E-pad ur predig amzer , e furchas ar paotr en e envor , en aner .
A-nebeudoù , e oa troet linennoù e zremm da galedin . Glaslivet , zoken , e oa deut houman en diwezh .
Aschenbach ... Schwarzenbach ... Kammvesket e oa bet an holl anvioù-man en e benn , a santas re flak ha goullo , mezevellet ma oa gant son pep hini anezho oc'h
en em stekin ennan an eil egile . Da gentan , en doa graet e vennozh kredin en traoù dibunet gant ar veajourez goant , e poent hag en amzer . Ha , mesket ganto ouzhpenn , e oa meur a skeudenn
zispis en e spered , koun eus e wallvoazioù gwechall , pa yae da c'haloupat ha da lonkan evel un toull gozh , bep ar mare , da gantren diroll eus engroez un davarn , betek unan all , mogedek , ha
leun a vezvierien safarus .
Ken du ha ken diaes m'en doa kavet padout gantan , a-hend-all , e oa bet gwell gantan kuzhat ar gwirvoud-se en e zallentez .
Neuze , en em lezet en doa bet da vont , dousik ha tener , en he c'hichen , gant an hunvre-se ne c'hallfe nepred bravaat e vuhez ken trist .
Daoust ha n'en doa ket livet fals seurt taolennoù diene a-vern , pastezlivadurioù disliv , na oa ket gwir oberennoù anezho , d'e sonj , met a eztaole hepken emdouelloù un arzour dipitet , e re
dezhan e-unan ?
Nag a bet gwech , war lez ar stêr Hudson , e oa bet gwelet o stalian evel-se e vinvioù labour , hep kompren mat , na gildroennoù ar wazh-vor , na reuzc'hoarioù grevus a zegouezhe
diwar he dro .
Ne oa , dioutan , nemet un arvest plijus , ha n'en doa ket graet ur from bennak d'e galon .
War e anzav , ne oa ket bet war selaou ar mordrouz damvouget , n'en doa ket taolet pled a-walc'h , ivez , ouzh islonkoù ar mor , ouzh e glemmoù guzh . A-gent , ne rae van ebet evit klevout kan
boemus ar vorverc'hed , hedro evel an avel , o doa strewet kement a skoselloù war hent rust ha diaes e donkadur .
"
Pehini Roll ? " , a fellas dezhan goulenn diganti , o tieubin trumm , da gentan holl , diouzh gwask karantezus he divrec'h , en-dro d'e zivskoaz .
Ha padal , taget ma oa bet gant ar vezh , an dispi , en doa dirollet da ouelan , oc'h aspedin anezhi , didrouz e selloù , da devel mik .
" N'on ket Roll ! , a garmas warni a-benn ar fin , fuc'h ennan , o vont krenn war he ger .
Ken
poanius war e envor , ec'h adsavas gorrek dibun an traoù-se , evel ma vije deuet war-wel en-dro , a-wechoù , war c'horre lor an dour , un tamm pense aet d'ar strad .
N'eo ket ret d'ar voraerien dizeorian , a-benn ma vefe digoret un hent-mor nevez evit al listri kollet ?
...
" Roll Dagorn " a oa anv an den-se , a seblante dezhan ken droch ha ken reuz war un dro . Tarzhet e oa bet a-uc'h dremmwel inizi e wallchans , evel ur sterenn zu ,
a dra sur .
Kavout a reas e oa , marteze , ur vargodenn stultennus anezhan , bet distaolet he neuzioù fall en ur melezour , ha , tra iskis , pa selle outan e-unan , e c'helle kredin e welout ivez .
Piv'ta e oa hini-se , e gwirionez , anez un doubl amspis , seurt breur gevell dezhan , troet e furlukin , hag a ouie c'hoari gwelloc'h egetan , bezet pe vezet , gant e hoalerezh ? Ne oa
nemet un hanval anezhan , gwall ludresadenn gentoc'h , a zoare gantan , met dishenvel-tre ivez . Meur a abeg evit ma vefe bet ankounac'haet buan digantan , ha skarzhet kuit memes mod
, goude , eus e vuhez !
Pebezh gwall zen dister ! , 'vel diwelus , a sonjas . Berzh a rae eus pep tra , pep darvoud , war a seblante . Ur fentc'hoarier a rae goap ouzoc'h , pa raec'h kazeg dre greiz ar porzh !
Anat e oa deut dezhan , kement-se e oa !
Ur paotr " war-raok " , gwisket kran atav , sart evel pemp gwenneg , evel ma vez lavaret , kaerat pabor ha mestr war an dans ! Evit brasan plijadur ar maouezed , neketa ?
Nemet ... M'edo o paouez derc'hel sonj anezhan , pa oa deut araozan eus Breizh , evit sizhun gentan ar vakansoù ... Koun diresis ...
Hag en doa e welet , zoken ? Ya , un tremeniad ...
Dre hanterouriezh Virjinia , en doa graet anaoudegezh gantan e-doug ar fest-noz .
Ha ken hanval outan e oa ar gwaz , diouzh feson , " ma vije bet sonjet e oant breudeur " , evel m'he doa embannet , neuze , an dimezell dramor , etre farsal ha c'hoari ...
6
- " ... Me eo Yann , Yann Kervern ! , a vouskomzas dezhi , mouget e vouezh , drouklivet e zremm , o hanvalout bezan skuizh-divi goude bout bet gwelet gantan betek
re liv ar gevier war gomzoù e garedig .
Derc'hel a rae sonj , c'hoazh , eus he " fromesaoù " , eus he fokoù entanet , pa oa bet ret dezhan mont en-dro e kêr hepzi , re bell " diouzh e wrez " .
" ... Ha joa m'eus ouzhit , emezan c'hoazh , hantersimudet ha mantret .
Da
nebeutan , e oa deut a-benn da vont war he c'haoz , ha da anzav outi e boan-galon vras , goude keit all amzer a zidrouz .
Met n'hellas ket distagan ur ger ouzhpenn .
Tavet-mik he doa Virjinia , sabatuet-naet .
" Yann , Roll ... N'ouzon ket re vat ken , a valbouzas , diaes he spered . Dastum he sonjoù a ranke ober , ha ne oa ket hep poanian , hervez ...
" ... Marv-mik eo an holl draoù-se , e laras goude chom souezhet ha dilavar ur pennadig .
" En ur bed all eman Venezia , ho menezioù ... Ul labous trist oc'h-c'hwi ! Pegen dishenvel diouzh Roll ! Kompren a rit ? Daw eo deomp kenderc'hel da vont war-raok ,
mont pelloc'h eget an dremmwel ...
" Weitergehn , bis zum Horizont ! , emezi en alamaneg ( 1 ) .
" Mantret on , me ho ped d'am c'hredin ... Re ziwezhat oc'h erruet ... Mezh eo ganin , a laras c'hoazh dezhan en ur dermal un tamm .
" Ha , te 'oar , a guzulikas dezhan e pleg e skouarn , n'eus den ebet a c'hellfe , ur c'houlzig berr zoken , gounit kalon unan all evit en em unanin
ganti . " ( 2 )
Nervus , he doa entanet ur sigaretenn all . Klask a rae c'hoazh rein dezhan displegadennoù gwirhenvel . Met liv an diskred , hag an desped , siwazh , a lugerne en e zaoulagad .
" ... Kaer 'zo din , biken ne garin ac'hanoc'h ! , a zispakas neuze war un ton reut evit e argas en diwezh , dismegans ha yended en he mouezh , rak n'he doa kavet diskoulm all ebet
ken .
" Nann , tamm ebet , anat eo ! , a zisoc'has-hi , ' vel feuket-krenn .
Kounnaret
e oa bet tamm-ha-tamm .
Hag e kredas en anzav , evel heug a oa breman en he selloù glebeit gant an daeloù , deut garv outan a-greiz-holl :
" N'on ket eveldoc'h !... Biken ne vin !... Kompren a rit ?
Biken ! ...
7 - E-pad pell e tassonas he c'homzoù diwezhan en e empenn terzhiennet .
Steuziet e oa pa zihunas an tremeniad e termenva aerborzh Kennedy .
En-dro
dezhan , tud pres warno , a rede a bep tu , oc'h en em vountan an eil egile .
Ur frailh 'oa bepred en e galon , mouezh divent an Denelezh , a gleve evel hini ar mor , ha ne oa ket evit kompren .
Du-hont
, dre greiz an engroez , div blac'h a zalc'he kloz an eil d'eben , kazel-ha-kazel .
Unan anezho a zivize gant he mignonez , pokat a rae dezhi , ha feuls ha tomm e voe o fokoù , e-pad ur pennadig .
Kredin a reas merzout en diabell ur minc'hoarzh war zremm skedus Virjinia .
Van a
reas , neuze , da lakaat ar pezh en doa klevet en arvar .
" Pell on bet o c'hortoz ac'hanout , a sonjas , krignet gant an dic'hoanag , brevet gant ar glac'har war e azezenn .
Komzet he doa diwar e benn , pe diwar-benn egile all , paour-kaezh marc'h lu ?
Diaes e vefe chom ur vuhez-pad war varteze ...
Ken
mennet e oa da vont daveti c'hoazh , ha tec'hel kuit ganti ... 'trezek ar c'hribennoù !
ECHU
___
DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 10 - Douar Hon Promesaoù ( 3 ) - Kerzu 2001 /
Du 2002 - Bet embannet war AL LIAMM 348 , C'hwevrer 2005 - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , Copyright 2006 .
___
Notennoù
1 - Kanaouenn ar ganerez Milva : " Weitergehn " , in CD " Artisti " , BMG / ARIOLA , emb. 2001
. Alle Rechte vorbehalten .
2 - " Tod in Persien " ( Marv e Persia ) , gant Annemarie Schwarzenbach , 1935 .

" ... E karantez emaon , hag ar stered a ya gant o hent , a-zioc'h din ; c'hwezhan a ra an avel diouzh ar mor , ha kas a ra ar c'houmoul
pelloc'h , bleud-bleunv ganti , ha koabrennoù laboused , moged bigi bras ;
bevan a ran evel an douar , hag an douar 'zo strujus ; ha mervel a ran , hag an avel 'ya en he roud , a-zioc'h din ... "
Annemarie
Schwarzenbach - " Flucht Nach Oben " ( War Dec'h 'trezek ar C'hribennoù ) , 1933 .

| Décembre 2008 | ||||||||||
| L | M | M | J | V | S | D | ||||
| 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | ||||
| 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | ||||
| 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | 21 | ||||
| 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | 28 | ||||
| 29 | 30 | 31 | ||||||||
|
||||||||||