da Nicolette Larson ( 1952 - 1997 )
An amzer 'red a-hed an deizioù ,
E kuzh d'an noz ,
Hag er ruioù , ivez ,
E red ar c'hirri-tan ,
N'oun ket peur ez ehano ...
Henozh , ur vorenn
A c'hronn ac'hanon
En he gouel a enkrez ,
Er-maez , glav-sil a gouezh ...
Dremmoù kollet ,
E-kreiz an avel ,
E-kreiz bed va envorioù ,
Peur en ho adwelin ?
Ar garantez am eus evidoc'h ,
E don va c'halon ,
A vo , marse , tec'het hec'h-unan
E kontreoù ar c'hevrin ,
Er vro varv ...
Marteze ivez ,
E steredenno an Nenv ,
En ec'honder ho peurbadelezh ?
Dremmoù kollet ,
E pelec'h 'man ho puhez ,
Ken pell eus va hini ,
Ken tost d'am melkoni ?...
DAN AR WERN - Le Chemin Perdu - 13 - Dremmoù Kollet -
1977 - Embannet war AL LIAMM 224 / 225 ( Mae-Eost 1984 ) - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved . " Le Chemin Perdu " , Copyright
1992 .