Partager l'article ! AMAN HAG AHONT - XI - Follentez Nedeleg - Xmas Madness - La Folie de Noël .: Follentez Nedeleg ...
Follentez Nedeleg
Pennad Unnek
18 a Viz Du 2010
Ma teuec'h a-benn da drec'hin war Halloween e-pad ma voe diouer a esans , o klask gwall ziwezhat da zic'hizan ho pugale en ur dilhad sitrouillez 'barzh ur gourc'hmarc'had e rannoù goullo dic'hoanag , e stokoù diviet abaoe ur pemzektez ha ne rae forzh an dra-se dezhan ( Petra 'zo Halloween , a-hend-all ? ) , emaoc'h darev 'vit follentez Nedeleg !
Leun-chouk eo dija parklec'hioù ar memes gourc'hmarc'had , ha kroget eo tanvadenn kef Nedeleg dindan c'harlantez dredan niverus , e-doug ma vez klasket gant pep hini en aner ur c'halender Azvent a zeuio bremaik da vezan - Aotrou ker , e vije bet ret deoc'h mont dezhan abretoc'h ! - sorc'henn ur paourkaezh hunvreer !
Ne vije ket bet ret ober war e zro pa veze gwerzhioù distro-skol en o barr , e derou miz Gouere , evel ma ouzoc'h moarvat ?
Met e-kenver ar c'hoariell-man ken karet ( Beyblade ? ) , na gortozit ken pell : pleustrin a ra an holl dud 'vit an dibennoù-sizhun diwezhan , hag a vo " gwadek " a-walc'h , sanset !
Evit lavaret berr , peace and love !
Ha degouezhet 'vo 24 a viz Kerzu , koulskoude , gant bezan ken tenn hon nervoù , ken diskaret ivez ar saprennoù ?
Gwelloc'h 'vefe pedin ha prederian , a respontfec'h din eveljust !
Ya , sur 'walc'h ! Met gant bugale ken yaouank ha ken leun a startijenn hag a vuhez ... E berr gomzoù , Pask laouen !
DAN AR WERN - Aman Hag Ahont - XI - Follentez Nedeleg - 18 a viz Du 2010 - pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Aman Hag Ahont " , copyright 2006 .
| Juin 2012 | ||||||||||
| L | M | M | J | V | S | D | ||||
| 1 | 2 | 3 | ||||||||
| 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | ||||
| 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | ||||
| 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | ||||
| 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | |||||
|
||||||||||