Partager l'article ! AMAN HAG AHONT - XII - Dilenn Sophie - Sophie's Choice - Le Choix de Sophie .: Dilenn Sophie ...
Dilenn Sophie
Pennad Daouzek
27 a viz Du 2010
Ur skouer vat eo Suis , bro gozh Europa , 'vit demokratezioù'zo , doujusoc'h eget kalz re all ouzh yezhoù ha sevenadurioù pep hini he c'humuniezhoù , o c'houzout kevredin hengoun ha modernelezh war un dro .
Blin ha krenv en he sae c'hloan louet , eeun-tre ganti ha diardoù diouzh skeudenn he bro , eo c'hoant a-dra-sur d'ar Zürikadez yaouank-man , merc'h ur c'hannadour , bezan ur gannadez ivez eviti diouzh he mod .
Met e plijfe dezhi terrin he c'hizioù fall gant lakaat digempenn war neuzioù strizh ha klok anezhi , o vezan m'eo bet laret eo ar memes hini e pep lec'h diaested stad mab-den , e Breizh , e Suis pe lec'h all , ha n'eus ket a harzoù , aezamant pe ziarvar 'vit hor poan-spered .
Neuze , o yudal 'vel ur vleizez c'hloazet , e kan deomp ur " blues " dibar an arzourez , kinklet-kaer gant gwerzhioù romantel , o c'hoari gant gerioù , binvioù sonerezh ( gitaroù , piano , klavieroù ) ha yezhoù liesseurt he c'halon ( Suiseg , Alamaneg , Saozneg , Galleg ) , o kinnig deomp he digenvez ( " Wälzer für Niemand " ) e-doug ur veaj ma vez sellet re alies ganeomp hor buhez hon-unan o tremen 'vel hini un den estren ( " Train People " ) , pell diouzh kaerded ar Garantez ( " Beauty Above All " ) , " frond hor bloavezhioù kollet ganti " * .
Sophie Hunger e Roazhon ( 25 / 11 / 2010 )
* " Le Vent l'Emportera " , kanaouenn Noir Désir .
DAN AR WERN - Aman Hag Ahont - XII - Dilenn Sophie - 27 a viz Du 2010 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Aman Hag Ahont " , copyright 2006 .
| Juin 2012 | ||||||||||
| L | M | M | J | V | S | D | ||||
| 1 | 2 | 3 | ||||||||
| 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | ||||
| 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | ||||
| 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | ||||
| 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | |||||
|
||||||||||