Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Recherche

9 janvier 2014 4 09 /01 /janvier /2014 11:35

            girlandunicorn.jpg   

Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

 

An Erbeder ( VII )

 

 

Eil Lodenn

 

 

 

/ Sevenidigezh /

" Breman ma veze tennet krenn digantan bed e yaouankiz ha ma seblante distaolet gant ar mor war un aod estren 'vit ar wech kentan , n'oa ket graet an traoù a save neuze en e spered gant pezh en doa sonjet a-raok a-zivout e veaj ... "

Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " , 1 , 2 .

 

                      images-mystic-forest-2.jpg

 

- Gaeltacht -

 

 

 

7 - Ar Plac'h Yaouank hag an Unkorneg

" Me ma-unan a ziskulio koulskoude an tenzor-man priziusoc'h 'get an aour d'ar re a selaou ouzhin ... "

Barzhoneg Orfeüs

 

CABC2VVA-la-licorne-1.jpg

 

 

 

             " ... En e vrasan 'oa deut ennon ar c'hoant da anaout pep tra nevez , pezh a reas din alies troioù fall da c'houde hag o tennan kuit eus va zoull-kuzh e teuis a-benn da zilammat en trepas .

N'oa 'met didrouz ar pounneran ha tevan denvalijenn ' barzh ar pezh m'oa klevet ennan bommoù ur c'hendiviz kevrinus war a greden .

            O krenan gant an aon e treuzis toull e zor da glask un diskleriadenn .

Sur a-walc'h e teufe hounnezh hep dale pell ! Ha ket pell ivez ne c'hallfe broudan  prenester kloz ha stalafioù serret va spered lemm .

            Raktal e anavezis " kambr ruz " an derc'hent , salons bihan-man sonerezh he doa c'hoariet ennan diagent ar violonserez kaer 'vit ar gaeran oan bet mezevellet ken gant he c'hened touellus !

            Va lakaat a reas un trouz all da " splujan " neoazh a-drenv ur gador-vrec'h

Edo o paouez difoupan diskeud un den e vaskl zu war e zremm , ha spontet-krenv dirazan e felle din dont da vezan ar bihanan hag an disteran ma c'hallen , o klask chom hep analan zoken !

            Padal 'oa un dra digompren evidon e welout steuzian ' drek ar voger ! ,  a gendalc'he ... "

 

            Dilerc'h e zanevell a gonte deomp peseurt troioù dispar 'oa en em gavet gantan !

          Oc'h en em strinkan war e benn d'an oaled ' tal dezhan e klaske kompren da belec'h ' oa aet ar skeud spontus . 

Neuze eo en doa taolet pled ouzh garlantezioù treset a ginkle mantell ar siminal , tri c'helc'h marellet gant div warn-ugent rozenn .

          Diwezhatoc'h e tlee disklerian dezhan ur c'helenner Lakanal war an Istor ster an ardamez brudet a zouge an Impalaer Kustentin 'pad emgann trec'hus anezhan er Pont Milvius .

Met hiziv ne zegase tra nevez ebet d'e envorennoù bugaleaj an div lizherenn " X " ha " P " bet kenweet evel-se ' kreiz bleunioù koant . ( 8 )

          A-benn ur predig amzer , o waskan gant e viz war-c'horre unan eus ar c'hizelladennoù-man , e teuas evelato da ziguzhan ur wikefre o tigerin hent dezhan da riboulioù-kuzh ar c'hastell , lec'h e kavfe marteze d'e sonj e vignon .

          Ha diskenn a dastorn goude-se derezioù bennak un diri kozh kinviet stank 'oa c'hoari ur bugel aes ha buan a-walc'h dezhan .

          Degouezhout a reas bremaik en ur seurt kav gleb-dour na weled takenn ebet e-barzh , hag o tennan e gleuzeurig dre eoul eus e sac'h , a zizoloas un trepas hir digompez , dinaou dister gantan , leun-tenn a vernioù atred ha mein disimantet .

          En ur lakaat evezh war zaroù riklus al leur e valeas neuze ' korf ur c'hardeur klok . Ha tra ma wele ur skleurenn er pellder e klevas prim goude trouzhigoù blin o tassenin ...

 

           Sabatuet e oa gant pezh a spurmantas da c'houde ' kreiz an amc'houloù !

O c'herzhout war-raok aonik un tamm e tiflukas en ur c'hev sklerijennet hepken  gant kantolorioù staget ouzh ar voger garegenn gant steudennoù houarn .

           Seblantout a rae bezan ur c'hev-iliz kozh a veze gwelet a-wechoù louedenn arwer war e volzioù gant e c'houlaouennoù-koar horellus .

Tostaat a reas c'hoazh , heklev mouezhioù o tont eus pelloc'h d'e sonj .

           O tremen dre un trepas diabarzh all e tegouezhas e-kichen ur sal frankoc'h nevez diwallet gant tud bennak un tokarn war o fenn a veze kroaz ruz an Demplourien gant o zonegoù lin hir .

A-ziabell tro-dro d'ar vogerenn e welas ar paotr daouzek " maskl " , pep hini anezho bet azezet war ur gador-chantele gizellet-vrav .

           Dirazo , war an Daol-Grenn santel sklerijennet gant gouloù splann ur grusifi aour bet lakaet war ur ouel wenn erminiget , e lide o Gourmestr e oferenn gant e goef dreset tri bann en ur c'helc'h warnan .

           A-gevret en em  savas hag en em stouas ar varc'heien d'e c'halv dirak ar groaz keltiek bras kaeret mat gant tresadennoù liesseurt , hoc'hed-gouez , elerc'h ha delioù derv ...

Hag en em lakaas unan anezho da larout gant lid hag evezhians komzoù c'hwezhet pedenn an Drouizied :

" E anv OIW ' zo dreist hon spered ! Ro dimp Da Sikour !

   Ha gant Da Sikour , an Nerzh ;

   Gant an Nerzh , Oberiantiz ;

   Dre Oberiantiz , Meizherez ;

   Ha gant Meizherez , Dilenn ar Reizhded ;

   Dre Zilenn ar Reizhded , Karantez ar Vuhez ;

   Ha dre Garantez ar Vuhez , Karantez Evidout , A , Te , 'zo dreist hon spered ! " ( 9 )

          

           Ha goude un tamm didrouz gwech ma oa deut en-dro pep hini d'e blas , e stagas da gomz ar Penn Bras .

A-hend-all e tisklerie Roll d'e genderv e krede bezan anavezet gantan a-zoare taolioù-mouezh ispisial Boris :

" ... Kompagnuned ar Gral , breudeur ger , laouen eo ho Drouiz Meur da c'houzout eo kaset da benn ar gefridi guzh ' oa bet fiziet ennoc'h gantan !

Kavet hoc'h eus dielloù talvoudus-ret d'hor gaoz-ni a brou siwazh ivez eo deut anat yuzaderezh ur re bennak ac'hanomp !

A-drugarez-deoc'h ha d'ho nerzh-kalon eo , koulskoude , ma teuio en-dro dimp emberr hon frankizoù !

Setu perak e vimp didruez 'vit ar furederien re kirius-se bet meret gant hon enebourien d' hon trubardin hep mezh ebet

Ra vo degaset dimp an direnker ! a c'harmas war un ton kriz .

Ha ra vevo hon strollad " GRAAL " , ra vevo Breizh ! Enor d'ar Gwenn ha Du ! ( 9 )

 

               Ar bugel , soublet izel e benn ha staget outan liammoù , ' voe kaset dindan dalc'h pevar den dirak an emvod .

Neoazh e tintas ar pellgomz lakaet e korn an daol .

Ar Penn Bras a laras gerioù diheglev bennak en ardivink , hag o komz goude d'e genseurted :

" ... Fellout a rae din kaozeal ouzhoc'h , aotrounez , a-zivout ho tamm labour da zont , hogen e welan eman hon denved en o c'hraou , 'vel ma vez lavaret ! , a zirollas da c'hoarzhin dre sellout ouzh hon paourkaezh mignon ...

 

             E diwezh e lizher e tanevelle penaos , goude bout bet roet da intent dezhan petra ' c'hoarvezfe daoust da se ma c'hellfe ober pezh a gare , e vefe rediet da devel .

 

             Oc'h arvestin ouzh bolz an nenv e tegase koun da Yann eus e weledigezh fromus un hini damwelet a-boan :

" Klask a ran gwiskan c'hoazh va ene gant livioù he bezans lugernus , a anzave dezhan o soublan d'e blanedenn diflach .

Met perak e tle dont en-dro he skeudenn diehan dirazon , o strafuilhan red va buhez ?

 

             " ... Gwerc'h yaouank ledet war dor ur grec'hienn c'hlasvez , e sav da zaoulagad war-zu an Nenv ...

               'Kreiz skeudoù an Noz eo souchet da noazhder , gant skinenn c'hlan gizidik al Loar eo sklerijennet da zremm gaer  ...

                War da vruched ' red rodelloù puilh da bennad-vlev liv mel , tonn o strinkan er c'heotenn nevez en he bleunv ...

               E piv out 'ta oc'h hunvreal ,  petra eo ar gevrin-man o c'hoari en-dro dit ?

               Ha gounezet out gant ur gridienn c'hoantegezh pa vez paret selloù padus ur goabrenn he neuz-dremm gourel ouzhit ?

               Hini ur gornandonez ' tle bezan da gorf , kement e vez fromet gant flourder e gened ha pleg unan eus e zaoulin o sevel daveti en oabl kent da zivhar diskenn goude didermen war an douar , korzennoù bresk ur blantenn aonik ha lent ...

              Henvel eo ouzh ar bleunioù-man a ra heul dezhi gant o c'helc'h splann er renk kentan ?

              Un doare goulaouennoù-koar bras emichans , kenunvanet gant Eienenn ar Vuhez dre zistaolioù damc'hlas o c'hamzoù gwenn ?

               ... Glebian a ra aodoù boull ec'honder divent an noz o c'hurunennoù treuzwelus ; sevel a ra o daredoù 'vel stignoù metal alaouret 'vit tapout krog e barzhoniezh gevrinleun an daolenn hudel-man da vevan betek bezan bamet diwarno ; gwrizioù gwevn o vont a-benn-kaer d'an diwel ...

 

Tonkad dreist , buhez berrbad ? , e klaskas da c'houzout mantret .

 

               Gant feulsted e rog un unkorneg hollgaer , hoalus , e zaoulagad 'vel bravigoù strink mein-dour-mor gouel c'hlas-voug ar steredegi ouzh e herzel da fringal evel ma kar dreist o fradeier sklerijennet gant al Loar . Ha mont a ra davet e hanter hini , o flouran gant e voue arc'hant en he liv an dilennadez yaouank ...

            Gant lemmder e weled eo distaolet furnez ar bedoù gant e spered ken digor hag e sell ken tenerken talvoudus ha sioulaus ivez sked anezhan hag hini un tour-tan 'kreiz kerreg ur mor-bras dirollet ...

            Mab un oabl entanet ha rust eo , hogen lorc'h ' zo ennan , kalon ha meurded war-an-dro ; treizhet en deus an hollved , baskarin strujus o lezel e dres a-drenv dezhan , 'vel ur steredenn-lostek he bomm aour-gwennc'horet ...

            E garnioù marc'h gouez o deus mac'het tropadoù koabr neudennek amsked , koroll didermen gwagoù-mor eonenn wenn warno ...

            Emgav ' zo ganto o-daou : gwagennoù diniver o fraonval , neudennoù ha gwiennoù plant , lamm-dour ar blev hag ar voue , geot flour ha bleunv ar prad ...

            Hag e-kenver e gornseurt treuzfurmer o selaou ouzh stergoumoulennoù dre e gelc'h ziamant o kreizennan holl santadurioù ha fromoù warnan , a-drugarez dezhan eo e c'hellit damwelout hepken kevrin Speredoù o ren er c'hontreoù pellan ar Grouidigezh ... "

 

              Met daoust hag e oa ar wir Virjinia , ken mistr en he c'hened , an hini-man bet troet ha strobinellet gant arvest an ec'honderioù steredel ?

- Va gwelet hoc'h eus o c'henel ha n'anavezit mui va anv ?

Ar goulenn bet ret dezhi bezan graet gant ar c'hrouadur moliac'hel e oa .

 

               " Perak ? , en em c'houlenne Roll n'en doa ket c'hallet chom da vevan ganti betek breman .

Perak avantur-se ar " Vari-Vorgan " gant daou vugel o kregin ' n o vuhez ?

 

                

 

          

( Da Vezan Kendalc'het )  

 

                                           

 

                                   ___ 

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh / Eil Lodenn - 7 - Ar Plac'h Yaouank hag an Unkorneg - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 . 

                                   ___

Notennoù

8 - Unarouez gristen war vanniel aet an trec'h a-drugarez dezhi war enebourien an impalaer roman Kustentin 1an ( 272 - 337 ) e kann Pont Milvius ( In Hoc Signo Vinces , 312 ) .

9 - A-ziwar pedenn Goursez Gembre bet skrivet gant an drouizh Iolo Morganwg ( Edouarzh Williams , 1747 - 1826 ) , barzh , skrivagner kembreat .

GRAAL : Sellit ar skrid e Galleg evit pezh a dalvez kement hag ar ger er yezh-man ( AZED = Arme Zispac'hel Emren 'vit an Dieubin ) .

          

         103888.jpg

Poster : " Angel of the Gods " , by Greg Hildebrandt ( 1981 ) .

All rights reserved .

                               images-Chrisme.jpg
 

Partager cet article
Repost0

commentaires

Articles RÉCents

Liens