Partager l'article ! LES ETOILES DU MATIN - 18 - David ha Goliaz - David and Goliath .: Les Etoiles du Matin - Steredennoù ar Mintin - The Morning Stars ( 18 ) ...
Les Etoiles du Matin - Steredennoù ar Mintin - The Morning
Stars ( 18 )
David ha Goliaz
" Truez ouzhomp , Aotrou , truez ouzhomp ,
Rak kalz ez omp bet disprizet ... "
Salm 123 ( 122 )
da Loeiz Melennek
N'ouzon ket mat penaos e c'hellfen disklerian
Peseurt goanag krenv em spered 'ziwanas ,
Pa selaouen 'vit ar wech gentan
D'ur sul , en iliz , ouzh kann David ha Goliaz ...
Stourm Nevenoe , hini ar Chouaned
'Dalas ouzh galloud kriz ar C'hallaoued ,
N'eus ket gwerso ,
Pobloù bihan mac'het o youl dezho ,
D'en em sav bepred 'vit frankiz o bro ...
A me ho ped Mari , leun a c'hras ,
Da rein kalon dimp ho pugale war an noazh ,
Da zerc'hel penn hep ehan ouzh an alouber ,
Da ziwall dioutan hon bro ken kaer !
Hag eus hon douar Breizh 'tiwano 'r wirionez ,
Justiz , peoc'h 'boko an eil d'egile ,
Lagad an holl dud 'zigoro un deiz dic'hortoz ,
O eneoù 'vel roz a zigloz ...
Ya sur 'vo graet 'vel-se , ma mignonez ,
'Dre holl barrezioù hol ledenez ,
'Vo kanet meuleudi da Zoue en hor yezh ,
Ha spi ivez 'darzho 'nevez en hor greiz !
DAN AR WERN - Les Etoiles du Matin - 18 - David ha Goliaz - Gwengolo 2010 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Les Etoiles du Matin " , copyright 2007 .
Taolenn : " David Enep da C'holiaz " , gant Gebhard Fugel ( 1863 - 1939 ) , livour alaman .
" E tenvalijenn ar bed-man
E splann sklaerder an den-just ,
Eus ar brud fall n'en deus ket aon ,
Solut eo e galon o fiziout en Aotrou ,
Harp he deus e galon ! N'en deus ket aon !
Prestik e raio fae ouzh e waskerien ... "
Salm 112 ( 111 )
| Juin 2012 | ||||||||||
| L | M | M | J | V | S | D | ||||
| 1 | 2 | 3 | ||||||||
| 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | ||||
| 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | ||||
| 18 | 19 | 20 | 21 | 22 | 23 | 24 | ||||
| 25 | 26 | 27 | 28 | 29 | 30 | |||||
|
||||||||||