Recommander

Cliquez ici pour recommander ce blog
Lundi 3 mars 2008
undefinedundefinedVenezia , e Melezour ar Garantez ,
 Maskl ar Marv


Pennad Eizh
23 a Viz Genver 2007

" Gondeln der Trauer ,
  Eisige Schauer ,
  Venedig im Winter ,
  Ohne Dich
... " *


Evit
Thomas Mann


                                                               1 - " Pezh a glevomp c'hoari , gant arzourien vras , zoken , a laka ennomp ken alies ur gersenn c'hwerv , kevrinus , rak en hor hunvreoù e vevomp , gant sonerezh ar stered .
Met , pa vez sonet gant Cécile , eo ken brav hag en hor rez , ha bravoc'h c'hoazh war an trumm ! "
                                      Gant varv he bugel , e seblant dezhi bezan kollet ivez , gant ar vaouez yaouank , karantez he buhez , hag " ez eo aet da get ar bed , ar gouloù . "
Arvestin a ra , dic'halloud , ouzh trec'hlid ar Marv .
                                      " Petra'ta out deuet d'ober 'man , etrezomp , Cécile ? " , a c'houlenn he breur diganti .
" Petra , e-kreiz hor poanioù ? " ( 1 )
images-h-l-ne-grimaud.jpg
                                      2 - Marteze , o tegas koun eus Venezia , vleunienn ziwenvus , e vefe ret din adselaou sonerezh dreistpar Mahler , " Adagietto " e bempvet gensonadeg , sklerijennet gant pennober Visconti  ? ( 2 ha 3 )
Pe , c'hoazh , " Kanenn ar C'hondolerien Veneziat " , gant Mendelssohn , unan eus e " dTenerganoù Dilavar " niverus ? ( 4 )
                                      Dre-hont , em boa bet chans da strenin un eurvezhioù bennak , e deroù ar bloaz 2007 , o sonjal e morennoù ar serr-noz , a veuze re vuan , diouzh va doare , an heol goanv ruz , e dourioù tenval ar Ganol Vras ...
Venezia !
                                      Chateaubriand a chomas aman e miz gwengolo 1833 .
Meneget en deus , en e levr , " Envorennoù en Tu All d'ar Bez " ( Mémoires d'Outre-Tombe ) ,  ur werzenn bet savet gant Chiabrera :

" O d'Italia dolente ,
   Eterno lume ,
   Venezia
! " ( 5 )
                                      Klask a rae ar skrivagner breizhat ken vrudet diskerian deomp e hoal evit " Keoded an Dojed " , dre m'en doa kavet , war a grede , ar Venezianed henvel o orin ouzh hini ar Wenediz e Breizh .
" Arguzet e oa bet , a skrive , e veze pesketaerien Mor-Bihan un drevannad " Pescatori " eus Palestrin : Venezia a vefe mamm , neket merc'h Gwened " . ( 6 )

                                      3 - Hag an hent-se davit ar Marv , avat ?
P'edon en digenvez , o kantren a-dreuz  banelloù ha straedigoù  ken luziet ar gêr , en em gavout a raen ivez evel en ur milendall a-ziabarzh va boud .
Hini " Ene ar Bed " e oa , a vennfe hor bleinian e don-donan hor c'hreizon , evel e Neved kuzh an ilizigoù diniver ma'z aen enno e-barzh , en tu-hont d'an Amzer .
                                      Penaos em bije disonjet eus dizalc'h kollet al ledenez , pa save kroz ar mor , a-wechoù , gant e c'hourdrouz dispis , evel em Bro-me ?
Lonket e voe ivez Kêr-Iz en he fezh , " Dor " veurdezus , treuzoù diwel ar Bed All , arouez hor Frankiz , digabestr ...
Daoust ha ne vije ket bet ar gondolennoù eveldomp , paour-kaezh tud , a sonje din gant an Itron de Staël , " skeudoù nemeto , a rikl war an dour , henchet-dihenchet gant ur steredennig zister " ? ( 7 )

                                      4 - Iliz-Rouanez Sant-Mark : ur vaouez yaouank , daoulinet , a bede e zamc'houloù ur sal dilezet ha didrouz  . Daou pe dri e oamp hepken , e-tal ar Galon Sakr ...              

                                           scansione-V-.-Puccini.jpg

                                      5 - E korn ar blasenn vras-divent , e dammskeud ar serr-noz , e paras dre laer va selloù war skeud kevrinus ur gaer a grennblac'h , seurt fulenn e doare David Hamilton . ( 8 )
Tra ma dec'he kuit , siwazh , re vuan diwar va wel , e verzis war he muzelloù ur minc'hoarzh a geneilded ...
                                      Breman e oan da vale war " Ribl ar Sklaved " ( Riva degli Schiavoni ) , betek an Ostaleri Danieli ken vrudet .
Manejoù ha kezeg-koad ur fest foran peuzdigenvez , a boanie da drein en avel donvor , o troidellat he lampigoù ivez em fenn badaouet , heman o tont mezv-tre ganti tamm-ha-tamm , a-feur ma save hiraezh ganin d'am bugaleaj , am boa kredet e adkavout e-pad un eilenn .
                                      E raksal vras ar palez , lorc'h enni gant he c'hoadajoù kizellet kaer , he c'hantolorioù-skourret meurdezus , hec'h alaouradurioù o lugernin , tu pe du , e seblantas dibunan dirazon , bet trellet va daoulagad ganto , un ambroug-kanv a dudennoù hollvrudet a zifoupe eus an amzer gent .
E pelec'h bennak e c'helle en em guzhat karantez diroll Musset evit George Sand , a sonjas ?
Ne oa nemet un hunvre sonerezh Wagner , pa glevas anezhan o tassenin em spered pennfollet , seul wech m'en em sile dre laer e notennoù entanet ennon , dre zraf-tro an nor ?
Aman e krogas ar mestr bras da labourat war  e " dTristan " , o sonjal , glac'haret , e Mathilde Wesendonk ... ( 9 )
Goude , o kaout sonj eus Marcel Proust , deuet aman gant e vamm er bloavezh 1900 , e welis skeudenn Swann a-dreuz " ur weledigezh am boa graet , en un doare dispis ha burzhudus war un dro " .
Spinan a rae ac'hanon e envor , tres diheverz eus kêr Venezia , " evel m'he doa laret din : - dalc'h krog ennon o tremen , mar bez krenvded a-walc'h ennout , ha klask dirouestlan kudenn an eurvad a ginnigan dit . "
Ha perak , a eilgerien neuze dezhi , " e teuio din ar marv da vezan ken diseblant " , goude bezan en em gavet a-nevez hon-daou . ( 10 )

                                      6 - Met , pa vez kouezhet ar bed en e boull , digasted ha dilez kalz tud ennan , ez eus karantez c'hoazh ?
Penaos hec'h adkavout , en em c'houlenn Hélène Grimaud
N'eo ket henvel ouzh " plijadurioù-se ken lik ha dibreder " , ma vez komzet anezho gant Thomas Mann , heman oc'h arvestin ouzh bravder yaouankizoù an traezh ?
Henvel ivez ouzh garmoù-hud ur plac'h yaouank , leun a gevrin , hag he rez dilavar o lakaat anezhi da " guzhulikat gant an tasmantoù " , a-raok ma vefe poent dezhi en em rein da gousket , en diwezh , etre divrec'h ur vignonez ken espar he c'hened ! ( 11 )

tadzio_t.jpg
                                      7 - N'em boa ket c'hoant kerzhout betek ar c'hae ken , da vont en hent gant al lestr treuz ...
A-uc'h an dremmwel , e veze tenvalaet al Lido gant koabrennoù a liv bez , skeudoù yen an noz .
                                      " Piv a c'hellfe termenin anien un arzour , ha gouzout lenn e kevrinoù e ene ? , a sonjen me ivez gant poan . ( 12 )
Ha piv , nemetan , a vefe gouest , koulskoude , d'intent ouzh ar Gened ? 
Touellet omp alies gant droug ur falsc'harantez , seurt klenved diremed , pa fell deomp tizhout ur pal dreistdiraez , ha kredin e vimp perc'henn war unan all bennak n'eo ket dimp .
                                      Bresk ha berrbad eo hor buhez war an Douar , neketa ? ' Vel ur veaj dremeniat ...
 En gortoz Spered ar C'hrouer emaomp , ma vefe ivez hon flammig spi ur sklerijenn Evitan en Nenv . 
Goude hepken , en distro , e paro nerzh ar Sonaozour Meur war hor c'halonoù dianket , en doare ma vefe adc'hanet Gantan Daspren an Nevez-Amzer ... Marteze ? 

                                      8 - N'eo ket hir an hent , adalek " Pont Huanadoù " betek ar Rialto
O tistrein d'am ostaleri , e ris un dro hent davit an iliz vihan ma voe Vivaldi badezet enni , d'ar 4 a viz Meurzh 1678 , " Chiesa di San Giovanni in Bragora " . 
Un doare enorin un den ampart-tre war ar sonerezh , barzh gwirion , en doa diskouezhet e oa mesket buhez ha marv an eil ouzh eben , war Rod Vras an amzerioù .
                                      D'an abardaez-noz-man , em c'hambr , edon oc'h arvestin ouzh dourioù tenval , a dazluc'he dindan al Loar ...
                                      Nepell ac'hano , d'an 13 a viz C'hwevrer 1883 , e oa nijet Wagner d'ar Bed All a-ziwar varlenn e wreg Cosima , merc'h Liszt
Aman en doa divizet ene ar mestr mont kuit da Varadoz Tristan hag Izold .
" Pell 'zo , panevet deoc'h , n'em bije skrivet notennoù sonerezh ken , a anzavas outi .
Hunvreal a rae e Mathilde ?
Ha me , hag e welin un deiz en-dro loc'hoù Venezia ?


                                       ___



DAN AR WERN - Aman hag Ahont - 8 - ( Journal , Souvenirs VI ) - Venezia , e Melezour ar Garantez , Mask ar Marv ( E Brezhoneg ) - 23 a viz Genver 2007 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Aman hag Ahont " , Copyright 2006 .

                                       ___

                                 Notennoù

1 -
" Cécile Etrezomp " ( Cécile Parmi Nous ) , gant Georges Duhamel ( 1884 , Pariz - 1966 , Valmondois ) , in " Hanez ar Familh Pasquier " ( Chronique des Pasquier ) , 1933 - 1944 , Levrenn VII .
2 - Luchino Visconti ( 1906 , Milan - 1976 , Rom ) , filmour italiat , kenwerc'her " Marv e Venezia " ( Morta a Venezia , 1971 ) , hervez danevell Thomas Mann , " Der Tod in Venedig " ( 1911 , embannet e 1913 ) . Dremmourien : Dirk Bogarde , Silvana Mangano , Bjorn Andresen .
3 - Gustav Mahler ( 1860 , Kalischt , Moravia - 1911 , Vienna ) , sonaozour , bleinier laz-senin aostriat . Oberour " ar Pempvet Kensonadeg " ( 1902 - 1903 ) .
4 - Félix Mendelssohn-Bartholdy ( 1809 , Hamburg - 1847 , Leipzig ) , sonaozour alaman , oberour " Kanenn ar C'hondolerien Veneziat " , op. 30 , n° 6 , unan eus an " Tenerganoù Dilavar " ( Lieder Ohne Worte ) evit ar piano ( 1829 - 1845 ) , embannet etre 1834 ha 1868 .
5 - Gabriello Chiabrera ( 1552 - 1638 , Savone ) , barzh italian e-doug an Azginivelezh .
" Â , war boanioù Italia ,
  Ur sklerijenn beurbadel ,
  Venezia
! " , gwerzenn anezhan veneget gant Chateaubriand dirak pennad pevar al levr 40 eus e " Envorennoù en Tu All d'ar Bez " ( Mémoire d'Outre-Tombe ) , 1809 - 1848 .
6 - Pennad Unnek , levr 40 " Envorennoù en Tu All d'ar Bez " , gant " Fanch-Reun Kastellbriant " ( 1760 , Sant-Malo - 1848 , Pariz ) , unan ar skrivagnerien vrudetan e Breizh ( François-René de Chateaubriand ) .
7 - Staël-Holstein , Anne-Louise  Germaine Necker , baronez ( 1766 - 1817 , Pariz ) , skrivagnerez Bro-C'Hall . Oberourez " Corinne ou l'Italie " ( Kaourina hag an Italia ) , 1807 , meneget gant Chateaubriant ( Levr 40 " Envorennoù en Tu All d'ar Bez " , diwezh ar Pennad Trizek , anvet : " Tud Ijinet-Kaer awenet gant Venezia " ) . 
8 - David Hamilton , luc'hskeudenner breizhveuriat brudet  , ganet e 1933 , awenet gant koantenned skandinaviat yaouank .
9 - Mathilde Wesendonk , maouez yaouank a anavezas Wagner e 1852 . He C'heneilez-Kuzul e teuas da vezan evitan . 23 vloaz e oa hepken .
10 - Marcel Proust ( 1871 - 1922 , Pariz ) , in " An Amzer Adkavet " ( Le Temps Retrouvé ) , II , 3 - 4 , seizhvet ha levrenn ziwezhan , dalif , 1927 , eus " War Glask an Amzer Gollet " ( A la Recherche du Temps Perdu , 1913 - 1927 , Gallimard ) .
11 - " Kentelioù Prevez " ( Leçons Particulières ) , gant Hélène Grimaud , Robert Laffont - Pariz , 2005 .
12 - " Marv e Venezia " ( Der Tod in Venedig ) , danevell bet skrivet e 1911 , embannet e 1913 , gant Thomas Mann ( 1875 , Lübeck - 1955 , Zurich ) , skrivagner aleman , Priz Nobel 1929 .

                                         ___
                                               


* " Venedig im Winter " ( Vangelis / Michaël Kunze ) , in " Geheimnisse " , von Milva , Metronome Musik Gmbh , Copyright 1986 , Spheric B.V , Amsterdam . Alle Rechte vorbehalten . Droits réservés .
Luc'hskeudennoù : Hélène Grimaud , Bjorn Andresen , Vittoria Puccini . All rights reserved .



                                                                   
            venise__13_.jpg


                                       
par Dan Ar Wern publié dans : JOURNAL , SOUVENIRS ( 6 )
ajouter un commentaire commentaires (0)    recommander
Jeudi 9 août 2007


Keoded Arvern


200px-Portrait-vercing-C3-A9torix-01.jpgPennad Dek
7 a viz eost 2007





                               Pe liv eo ar Jansenegezh ?
Hini zu ar bazalt , a gave din , pa oan o vale war blasenn Jaude , dindan c'hlav yen ha puilh an devezh hanv-man . Liv mein gozh ma veze graet meur a di ganto gwechall er gêr .
E-giz ti Pascal , bet distrujet anezhan gant labourioù adnevezin an Iliz-Veur , e 1884 .
Arouez evidon ur stourm kollet evit un den , abalamour d'e feiz , goude handein Port-Royal ( meurzh 1656 ) .
                               " Krenvded 'zo Rouanez ar Bed " , a skrive ar prederour brudet . ( 1 )
Anat e oa din edo ar gwir gantan : delwenn Verkingetoriks am lare memes tra . 
Trec'het e voe ar Roue Arvern , mab " Nemessos " e c'heriadenn c'henidik , ha lakaet goude d'ar marv en toull-bac'h Rom gant Kezar . ( 2 )

N'eus forzh !

" Kemeret ' m eus an armoù evit rein o frankiz d'an holl ! "
Ar skrid-man , bet kizellet war sichenn oberenn Bartholdi , a ziskoueze din sklaer ne oa ket tu da glask lazhan spi ur vroad vac'homet . ( 3 )

                                 Hag he doa "an Aostrianez " c'hoantaet ivez tizhout ar pal-se : dismegansin he fobl ? Ne gredan ket .
Pa vefe gwir , ne vije ket bet dleet dezhi c'hoari " Eured Figaro " e c'hoariva prevez an Trianon Vihan ( pe gentoc'h e hini markiz Vaudreuil ) , evel ma vez diskouezet fenoz war ar skramm . ( 4 )
                                  Petra ' zo gwir , a-hend-all , er film-se , anvet " Istor gwir Maria-Antoneta " ? ( 5 )
Divlaz eo c'hoari an dremmourien , ha displeget re vuan - a-ratozh-kaer , war a seblant - " munudoù " an diwezh , pa voe boureviet ar Prinsezed , evel Penngadour ar C'halianed , kantvedoù abretoc'h .
Pelec'h eman an Itron Elesbed , skoazellerez feal , c'hoar santel ha karedik ar Roue : ankounac'haet , ezvezant , dibennet endeo ?...
Ha merzheriadenn ar Rouanez ? Ne vez ket gwelet war zremm zigas an dudenn .
                                   Kealoniezh ar " Stad Republikan " ( ha franmason ) a ra neuz , ur wech ouzhpenn , da devel torfedoù diniver un toullad muntrerien , evel kCarrier , e Naoned : setu ar pezh n'eo ket desket en o skolioù . 

                                   A-raok en em rein da gousket , ez eo gwell ganin adwelout bolzioù uhel " Itron Varia ar C'horroidigezh " , gant he mein du , hag he rozennoù liesliv ar pevarzekvet kantved .
 100px-Namacius-Cl-Fd-St-Eutrope.jpg                                  Selaou a ran c'hoazh komzoù va ambrougerez diwar-benn he gwaz , al livour euskarat Eric Peyret .
" Ezhomm en deus an arzour bezan alies en digenvez ... "
Azezet omp ouzh taol , kenver-ha-kenver , en un ti-debrin bihan , war blasenn an Trec'h .
                                    Pa welan adskeudennoù bennak e daolennoù , avat , e sonjan n'eo ket henvel balioù ledan ar Stadoù Unanet ouzh hentoù strizh ar gêr-gozh .
Ha petra larout eus ar savadurioù ? 
                                    D'am meno , e vefe ret lakaat un dra " iskis " ( dreistgwirvoudel ? ) e-tal ar gwirvoud eeun . 
Poanioù hag hunvreoù mab-den , da skouer . Ar pezh a rae Magritte , pe Salvador Dali , pep hini en e vod  ...
Goulenn : hag e oa gwalldaol 11 a viz gwengolo 2001 un dra zreistgwirvoudel ?
Ur c'hlemm eo an Arz , hervezon , ha gantan , galvidigezh ar galon !

                                            ___


DAN AR WERN - Aman Hag Ahont - 10 - ( Journal , Souvenirs , VI ) - Keoded Arvern - 9 a viz Eost 2007 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Aman Hag Ahont " , Copyright 2006 .

                                         
   ___


Notennoù



1 -
" Sonjennoù " ( Pensées , 1670 ) , gant Blaise Pascal ( 1623 - 1662 ) , prederour gall . Sonjenn 303 .
2 - Verkingetoriks ( war-dro - 72 e Nemessos - 46 A.C e Rom ) , Roue Arvern ha
Penngadour Meur ar C'halianed .
3- Frédéric Auguste Bartholdi
( Colmar , 1834 - Paris , 1904 ) , kizeller gall en doa graet " Delwenn ar Frankiz " e New-York .
4 - " Eured Figaro " ( Le Mariage de Figaro , 1784 ) , gant Pierre Augustin Caron de Beaumarchais ( 1732 - 1799 ) , skrivagner gall .
5 - " Istor gwir Maria-Antoneta " ( Marie-Antoinette , la véritable Histoire , 2007 ) , skrivet gant Jean-Claude Carrière , kenwerc'het gant Yves Simonneau , Francis Leclerc . Dremmourien : Karin Vanasse , Olivier Aubin . War Frans 2 . Tous droits réservés / Pep gwir miret strizh .

Gwerenn-livet Sankt Namacius
par Dan Ar Wern publié dans : JOURNAL , SOUVENIRS ( 6 )
ajouter un commentaire commentaires (0)    recommander
Samedi 30 juin 2007
study-head-mermaid-hi.jpg Spered Mona




Pennad Nav
 ( Dilerc'h ) 
30 a viz Mezheven 2007

Evit Mona , in memoriam ( 1982 - 2007 )



" Tud kaer , piv ' zalc'h anezho ? "
Rainer Maria Rilke - " Klemmganoù Duino " ( Duineser Elegien ) - Eilvet Klemmgan .




2 -
Sul Gwenn


            
                               Tri devezh diwezhatoc'h , e oan deuet en-dro da Vrest .
Dalc'hmat , ne ouien ket perak he doa sachet he skasoù e-giz-se , a-dreuz an denvalijenn , en ur leuskel ac'hanon va-unan , evel ur penn-ki .
" ...
Henvel oc'h tout , paotred ! Ne rit nemet pezh a garit !
En ivez , en deus he dilezet
! "
Echuin 'vel ma mamm , ne venn ket din ! " , he doa garmet warnon , fuloret .
                                           Hag e oan chomet aman , abafet krenn , dinerzhet a gorf hag a ene , gant c'hwezh-vat he blev , he c'hroc'hen em fronelloù .
Steuziet e oa bet hep lezel tamm roud nemeto hepken , gant an dristidigezh vras ivez he doa lakaet em c'halon .
                                           Evel ma ne c'hallis ket en em rein da gousket , en noz-se , e selaouis kanaouenn ziwezhan  Anjani Thomas war va Ipod :

"
Been on the road forever ,
   I'm always passing thru ,
   But you' re my first love and my last ,
   There is no one , no one after you
... " ( 1 )

                                           Kounan a ris a-gevret , n'ouien ket perak , un dro-gaer am boa gwelet keit all a oa , eus ar stirad skinwel vrudet , " Star Trek " , pa veze dleet d'an harozez vervel evit mirout an Denelezh da drein a-nevez e gouezeri . ( 2 )
                                           Pell re hir , a sonje din , e vije bet un droug-intent a-zivout hor buhez .
Aberzhioù gwadek niverus . Hini hor Salver evidomp .
                                           Hag en em c'houlenn a ris , a-greiz-holl , hep ma vefe bet tu din kompren mat " Porzhierez an Amzerioù " , peseurt kevrinoù ' veze miret c'hoazh ganti ?
Gant Mona , marteze ?

                                           Sul-Gwenn e oa , d'ar mintin-man , gouel ar Pantekost .
                                           Divizet em boa mont d'an iliz , da lidan gant an holl donedigezh ar Spered Santel war an Douar .
Gwall nec'het em boa en em gavet , koulskoude , rak n'em boa bet keloù ebet digant an Dec'hadez , abaoe ma oa aet he skeud diwar wel , o steuzian kuit ken buan en noz .

                                           Barradoù gwent a c'hwezhe feuls war ar gêr , o skuban didruez traoù liesseurt a gave dirazi : un nebeut delioù a-ispilh ouzh blenchoù gwez diskloset , sklentennoù distaget diouzh toennoù kozh , liketennoù roget a yae diwar nij , skritelloù diniver a droe evel gwiblennoù , hag a droidelle da c'houde e pep lec'h , hervez c'hoant ha follentez an avel .
                                           Takennoù glav yen a gouezhe war va zremm , o lufran ivez ar ruioù gleb , dindan bannoù ridellet an Heol .
                                           Hiziv , e seblante bezan ankouaet promesaoù hon abardaez-noz , re , da nebeutan , ur seurt " Gwenvidigezh " evidon-me .
                                           Mil boan am boa bet o terc'hel digoret disglavier an ostaleri .
Klask a raen va hent , o strivan kalonek ouzh an avel . 
Tremen a ris dre ru Glasc'ho , a-drenv an Ti-Kêr .
" Pell eo c'hoazh diouzh Sant-Loeiz ? , a c'houlennis d'ur voraer yaouank a ziskoueze bezan kollet gantan e nadoz-vor , dre ma boueze ken start war e zaouarn ouzh erien e gasketenn evit he derc'hel da gouezhan .
" Du-hont ! , a respontas din , e benn droet ouzh ar mor . Kentarouez ?
" ... Tost d'ar Marc'had

                                           Un nebeud bennak a stalioù a gavis , end-eeun , a-gleiz din , ur predig war-lerc'h .
Ostizet-mat e vezent , daoust da froudennoù an hin .
                                           E-barzh an iliz , e oa deuet ur mor a benedourien .

                                           Dont a ra da sonj din , breman , e sellas ouzh neuzioù dic'hortoz an Natur en-dro deomp ar prezeg , evel sin  , marteze , hor buhez diroll ha dihenchet .
Lizher Jud en doa lennet ar beleg :
"
Henvel ouzh gwagennoù fuloret eus ar mor eo ar re-man , o teurel dirazo eon o loustoni .
Evel sterennoù o kantren int , el lec'h bet miret dezho gant an Aotrou Doue da viken , e dic'houlou an duan denvalijenn
. " ( 3 )

                                           E-kreiz an oferenn , a-raok ar gomunion , e tintas va hezoug .
Kredin a ris e oa-hi , a-benn ar fin !
Hen anzav a rankan , en em waskas a-daol-trumm va c'horzailhen gant ur barr anken griz .
" N'on ket evit dont du-se hiziv , siwazh ! " , a salmas ur vouezh a-bell e pleg va skouarn .
" Tourmant ' zo ! Intent a rit ? "
                                           En Ael Ariel eus Mestr Stratford ( 4 ) a sonje din , hag ivez e komzoù Alonso :
"
Mall ' zo warnon anavezout istor hoc'h buhez ,
   Dindan gazel-ge e vefen ,
   Gant klevout kanan ho kwerz
... " ( 5 )
                                           Hag e klasken gouzout ma veze Mona , mechal ,
 " ur sorserezh c'halloudus a-walc'h evit ren war al Loar hag ober tre ha lanv . " ( 5 )
                                           P. Kermoal e oa , neuze .

                                           War hent an distro , e taolis va evezh ouzh un " davarn " , seurt ti-debrin elzasat , e-tal ar " Quartz " . ( 6 )
Deuet e oa poent merenn .
Koulskoude , n'em boa ket naon .
Ur vamm-gozh a gavis da gomz outi eus Mona .
Hec'h-unan-penn e oa , eveldon , ken trist ha nec'het ha me .


images_jeune_fille_sur_la_plage_1.jpg
                                           Antronoz , e oa bet degaset kemenn din e oa aet " Spered Mona " d'an traon , gant skein ouzh kerreg-tarzh Enez-Werc'h .
Ne oa mui nemet dismantroù war al lec'h goude pense ar bagig .
                                            images-temp--te.jpg
                                            Selaou a ran fenoz sonerezh vrav Ralph Vaughn Williams , a gare dreist-penn he zad : " The Lark Ascending " ( 7 ) , bet awenet gant Barzhoneg Meredith , " The Joys of Earth " . ( 8 )
                                            Envorin a ran va zurzhunellig gaezh :
"
Hep he far e chom breman , ne gav netra ken war an Douar , 
   Klask a ra gouelec'h , plasoù all euzhus da lenvan ,
   Pe glemmichal ,
   Dieub , en diwezh
... " ( 9 )

Dirollan a ran da ouelan .

" Petra eo nesan tra dimp ? Ar Marv ? Ar pezh n'eo ket c'hoazh ? " , a c'houlenn ar C'haredig . ( 10 )


ECHU .

Salm 22 :  

"
Va fastor eo an Aotrou ,
  N' am eus diouer a netra ,
  War brajeier peuri glaz
  Am laka da c'hourvezan ...
  Va c'has a ra d'an doureier soul ,
  Ha va lakaad da advevan ;
  Va c'has a ra dre ar gwenojennoù mad ,
  Abalamour d'E Anv
... 

  ...
Hag e vezin o chom e ti an Aotrou
 Evit hirder an Amzer
... "

                                            
___


DAN AR WERN - Aman Hag Ahont - 9 - ( Journal , Souvenirs , VI ) - Spered Mona ( 2 - Sul-Gwenn ) - 23 betek 30 a viz Mezheven 2007 - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved . " Aman Hag Ahont " , Copyright 2006 .

                                            
___

             
                                          
Notennoù

1 - " No One After You " , pozioù gant Anjani Thomas ha Leonard kCohen , in " Blue Alert " , gant Anjani , Copyright Sony BMG Music / Columbia 2006 , All rights reserved .
2 - " Star Trek Klasel " , produet gant Gene Roddenberry - Tro-Kaer niv . 28 : " The City on the Edge Of Forever " ( Ar Geoded War Vord an Nor Beurbadel " ) , skrivet gant Harlan Ellison , kenwerc'het gant Joseph Pevney . DremmourienWilliam Shatner , Leonard Nimoy , Joan kCollins - CBS Studios Inc . All rights reserved / Copyright 1967 and 2007 .
3 - Lizher Jud ( 13 )
4 - Stratford-upon-Avon ( Warwickshire , Central England ) - William Shakeaspeare  ( 1564 - 1616 ) oa ganet ha beziet aman .
5 - " The Tempest " ( Ar Gorventenn ) - war-dro 1611 - gant William Shakespeare .
6 - Kreizenn Sevenadurel " Ar Quartz " , 4 , Bali G. Clemenceau , e Brest .
7 - " The Lark Ascending " ( An Alc'houeder o Tinijal ) - 1914 - Oberenn Ralph Vaughan Williams ( 1872 - 1958 ) , musiker saoz .
8 - " Poems and Lyrics of The Joys of Earth " ( 1883 ) , gant George Meredith , skrivagner ha barzh a Vro-saoz ( 1828 - 1909 ) .
9 - " Die Liebe der Magdalena " ( Karantez Madalen ) , Insel Verlag , Frankfurt , 1912 , gant Rainer Maria Rilke ( 1875 - 1926 ) .
10 - Gerioù Rilke , in " Rilke " , gant Philippe Jacottet , Emb. Le Seuil , 1970 .

Taolenn : " Study for the Head of a Mermaid " ( 1885 ) , gant Sir Edward Burne-Jones ( 1833 - 1858 ) .

                           
                      

                              " Heklev hon envor ,
                                Ur bensadenn lonket en noz ,  
                                
O sell paret war an dour ,
                                Selaouit klemm moraerien kozh ,
                                Sachet gant mouez ur vorganez ,
                                Eneoù morgousk en hiraezh ... "
      
                                
Gwennyn Louarn  - " Dream Well
" En Tu All " - Coop Breizh /2006 .
                                                                                                                                 




                                            images-lune.jpg

Liens/Liammoù/Links :
http://www.e-monsite.com/danarwern/  
( " News " )              .
par Dan Ar Wern publié dans : JOURNAL , SOUVENIRS ( 6 )
ajouter un commentaire commentaires (0)    recommander
Mercredi 20 juin 2007

250px-Alfred-Guillou-2C-1844-1926-2C-Adieu-2C1892-2C170x245-cm-2CMus-C3-A9e-des-Beaux-Arts-de-Quimper.jpghead-woman-amo101403-hi.jpgSpered Mona



Pennad Nav
20 a viz Mezheven 2007




e koun Mona ( 1982 - 2007 )

" ...
Perak'ta n'en em rois ket deoc'h muioc'h c'hoazh , daoulinet dirazoc'h , gant ho plev dispak ? "
Rainer Maria Rilke - " Klemmganoù Duino " ( Duineser Elegien ) , 1912 - 1922 - Dekvet klemmgan .



1
- Serr-Noz an Eneoù


Petra ober pa n'eus netra ken , met an didrouz ?
Aet diwar wel ' seblant bezan hor poan , zoken .
Hag , uhel en oabl , n'eo nemet un eonenn wenn ha louet .
A-wechoù , kri ar skreved .
Goanag , n'eus mui anezhan ...


                                 ... Sonj' m'eus c'hoazh ac'hanout , Mona , war borzh-kenwerzh Brest .
El lec'h-se emgav 'oa divizet mont ganeomp , evit diriaou en abardaez , d'ar pevar warn-ugent a viz Mae diwezhan .
                                 Pebezh souezhadenn vras e voe evidon-me , da welout ur wir dekenn , ur gaer a blac'h en he bleunv ma vezes , oadet , marteze , d'un ugent vloaz bennak .

                                 E sell em boa bet ivez , en deiz-man , da gejan gant P. Kermoal evit ar wech gentan .
Renerez ar gelaouenn sevenadurel " Aber " eo , ha skrivagnerez vrudet e Breizh war un dro . ( 1 )
Hervez he c'hoant , ha d'ober anaoudegezh ganti , e oa dav din he c'havout da greisteiz hanter , pe war dro , e kafedi ar stal-levrioù " Dialogues " , lec'hiet ouzh traon ru Siam . ( 2 )
                                 E gwirionez , a gave din , e oa pouezus-tre al labour ma rae P. K evit lennegezh hon bro .
Koulskoude , ne voe ket tu d'en em gavout , a-benn ar fin , rak e ranke-hi , war a lavare , mont da Roazhon en un doare trumm ha dic'hortoz .
" Marteze disul ? " , he doa pellgomzet din gant digarezioù .
 
                                 Dre chans , e oa deuet Mona da savetein va zevezh .
Gant he blev melen hag he daoulagad c'hlas , e oa henvel he dremm ouzh damdresadenn Bouguereau , hini am boa lakaet war va lec'hienn e-tal luc'hskeudenn levr Jean Sulivan , " Melezour Torret " , evit skeudennaouin va barzhoneg , " Ar Skeud " . ( 3 )
Henvel ivez ouzh hini Burne-Jones , anvet " Penn ur Vaouez " , poltred a sellen ken alies outan war va burev . ( 4 )
" Kalz drantoc'h evito " , a sonje din evelkent .   
WilliamBouguereau-EtudedetetedeFemmeBlondedeface-1898Large.jpg
                                Ha pa' m boa hec'h anavezet , e oa , war va meno , ken bev-buhezek , brasoc'h egedon , moan , leun a startijenn ! 
Gwisket e oa kaer-tre , gant ur vantell c'hloan , a-liv gant al ludu , seurt " Kabig " , ur jean diwalc'het o c'holein he divhar ken hir , hag ur stammenn wenn dinamm war he c'horf mistr .

                                Pa' m  welas a-daol-trumm , e paras ur mousc'hoarzh laouen war he diweuz .
Etre he bizied , e talc'he ur sigaretenn vihan , evel re " vMarijanig " , pe  " vButun droll " . ( 5 )
Hag en dorn kleiz , e oa levrioù ganti , titl anezho a lennis e saozneg : " Her husband , Ted Hughes and Sylvia Plath , a marriage " , gant Diane Middlebrook . ( 6 ) Un hini all ' oa bet skrivet gant Yeats , " The Celtic Twilight " . ( 7 )
" Deskin a ran yezh Shakespeare " , a laras din , seder , harpet ouzh " gerlink " he c'harrig-tan , ur " FIAT Uno " , goshoc'h eget Matuzalem , gant pegsunoù niverus war ar werenn a-drenv  :
" Free Bobby Sands ! " , " Ireland to Irish ! " , " Breizh = Frankiz ! "   ( 8 )
" Hini va zad " , un dispac'her , a zisklerias din neuze gant he mouezh taer a vaouez yaouank , lorc'h enni , ken dishual ... 
300px-Bobby-sands-mural-in-belfast320.jpg
                                Edon o paouez respont dezhi e oan a-enep ar feulsted , pa' z eas diouzhtu war va c'haoz .
" Marv eo breman , te ' oar ... 
                                Diaes din a-walc'h e oa , goude se , eilgerian dezhi .
Marteze e verzas va zrubuilh , rak e kemeras harp he bruched ouzh va c'hein , he dorn mouest o stardan krenn em hini .
" Eürus on d'az kwelout " , emezi , un doare sart en he sell . 

                                Leun-barr e oa tavarnig " Ar Pevar Avel " .
Un daolenn zistro e teujemp a-benn da gavout en diwezh .

" Hini krenv " , a c'houlennas diouzhtu . ( 9 )

                                " ... Ur banne lambig az po ivez ? Amerikano , Southern Comfort , tra all ?
- Diouzh ma welan , e veze henvel ouzhit un tamm va zad . Memes neuz vat , memes plom ... 
Dedennet e oa gant Lennegezh Vreizh , ha gant bageal war ar mor ...
Klask a rae atav un dra bennak n'em eus ket kavet c'hoazh dre-man war e lerc'h .
En digenvez , e plije dezhan merdein betek Enez ar Werc'h ...
Met , un deiz fall , n'eo ket deuet en-dro .
Yaouank e oan , trizek vloaz hepken , d'ar mare-se . Envorin a ran , alies ... Un avel griz a c'hwezhe a-fourradoù a-dreuz lanneier Sant Mikael ...
Intent a rez ?... Droug avel , hini ar marv ...
                                - Ken kuzh e oa ene va zad , a anzavas ouzhpenn .
 " Dav-mat eo din goulenn sikour digant ar morverc'hed , a lare din a-wechoù a-raok lestran , evit ma vo lakaet speredoù morzet tud ac'hanenn da zihunin ! "
Ha setu perak , diouzh va mamm , ez an hiziv kalz re " da besketa ar wrac'h-kozh gantan ... " ( Tro-lavar hon bro , a dalvez keit hag " ober netra " ) .

                                 Tra ma gomze din hep ehan , broudet he spered gant tan ar gwin-ardant , a lakae birvilh enni , e klaske da zizolein kevrin he c'hened , ken dispar ha dic'hiz , hini he daoulagad don a bare warni evel skleur divougus ur flamm diabarzh .

                                 " Gwelloc'h e vefe dimp mont breman da vale un tammig evit kemer an aer " , emezi .
Ezhomm ' m eus da gerzhout . Ha te ? "
                                 Kredin a ran hen anzav , mezv-dall e vezemp , hon-daou , dreist-holl me , rak n'on ket boas da evan .
Mezh a zeue din . Ha , koulskoude , prest e savis , d'am zro .
" Gouzout a rez ? Komzet ' m boa ur wech gant Jane Birkin . E Landeda eman o chom .
Sonjal a ra dit evelti , am c'houlennas krenn va lonkerez ker , n'eo nemet " boestoù " e-barzh grignol hon buhez , lec'h hon envorennoù , hon tremenet ?
Darn diouto ' zo leun , darn all c'houllo ... " ( 10 )
                                  Edo o tennan hec'h anal gant nerzh dirak ar mor-bras , evit avelin he fenn .
Ne oan ket sur d'he c'hompren mat .
Dalc'het em boa envor eus pozioù ur ganaouenn :

"
Boestoù bihan , boestoù bihan ,
  Graet e ticky-tacky ,
  Boestoù bihan ,
 Holl henvel 'barzh an ti
... " ( 11 )

                                  A-us dimp , skreved ha gouelani o troiata en oabl a-vandennoù , a seblante ober goap ouzhomp gant safar dibaouez o c'hriadeg c'harv . 
 Serr-noz an eneoù e oa , pa gouezh gorrek an heol ruz a-dreuz dourioù tenval , o lakaat da lugernin gwagennigoù a-vil-vern gant e vannoù ziwezhan .
Hag adsked al loar a seblant disteurel warnomp , evel ur respont faeüs dezhan , gwerzhenn ar Barzh Meur :

" Ur c'houmm nemetan , rak , lerc'h-ouzh-lerc'h , emaon  mor anezhan . "
( 12 )
                                  Strivan a reas ar strinkell d'en em lakaat da redek a-hed ar c'hae .
Padal , e tianale buan , o c'haloupat gant gaol , evel ma rae .
Ha me ivez , em boa graet bec'h d'hec'h heulian !
Setu perak ma tirollas da c'hoarzhin , marteze , gwalc'h he c'halon , pa welas ma tiwezhe va skevent gant poan dirazi .
" Kredin a rez en Tonkadur ? , am c'houlennas goude gant ur seblant prederiekoc'h .
" Liv an avel eo va hini ...
" Me ' zo skuizh gant tud , a-wechoù . Pilpouzed int . Aon o deus . Mouezhian a reont evit strolladoù gall ... "
                                  C'hoant he doe d'am ambroug , dre vale , betek dor va ostaleri .
Neuze , evel re gozh , en em skoazellan a rejomp an eil egile gant skalier serzh a gas da greizkêr .

                                  Tremen a rejomp dre straed Duguay-Trouin , hebiou da " Sked " , hag a oa nemeto war enaou holl c'houleier Ti ar Sevenadur Breizh en abardaez-man , ken digenvez e pep lec'h .
Tridal a reas Mona .
" C'hoant 'm eus da veajin pell , eveldout , dav eo din mont kuit , troc'han hent ... "
                                   Ru Branda , dirak an nor , en em vriatet e voemp , hon- daou . Sellout a ris outi e-kreiz he daoulagad .
Pegen faezh betek skoulm ma seblante bezan deuet hec'h ene , ha kement a breder guzh a vagen em c'halon eviti , ne ouien ket ken penaos e rin evit lakaat a-nevez da ziwanan goanag en he spered .
Trist e oan , eveljust , rak e oa erru amzer an disparti .

                                   Lizherennoù bras an " Amiraliezh " a lugerne en noz tener . ( 13 )
A-us dimp , hag  a-ispilh ouzh he zalbenn , e oa dispaket banniel Breizh e-kreiz stered an Nevez-Hanv .
Karet em befe he stardan ur wech ouzhpenn ouzh poull va c'halon .
Ne greden ket , koulskoude , he fedin da bignat ganin-me em c'hambr .
                                   Mont a reas un ugent kammed pelloc'h , er skeud .
Hag aze , e tirollas da ouelan forzh da gentan , azezet war vord ar riblenn-straed .
Goude , e tibunas hec'h istor ...

                                   " Bez' e oa ur gorventenn , d'an abardaez-man " , am c'hontas Mona , o tifronkan .
" Sevel a reas rendael etre va zud . N'ouzon ket perak . Gourdrouzet krenv e voe va zad , ha goude bout bet klevet e begement , daoust d'an amzer fall , e tivizas tec'hel kuit .
Mennout a rae mont da Iwerzhon , war a gredan .
Evit adkregin gant ur vuhez nevez , dieuboc'h !
Graet em boa va sonj d'e heulian . Kousto pe gousto .
Ne garan ket kalz va lezvamm ...
"

                                   Pell e tassono c'hoazh enkrez he goulennoù aspedus e don va askre gwasket .
Pell e welin he sell digonfort , taolet warnon evel hini ur benseadez o c'hervel sikour daveti er mor-don didruez .
Beuzet e oa bet he zad hep distro , ha chomet ar plac'hig digenvez e-pad devezhioù hir , a-raok ma vefe bet kaset tud , en diwezh , da gerc'hat al lestr .

                                   An holl draoù-se ac'h eus kontet din , Mona .
Dalc'het 'm eus evezh ouzhit , fromet va c'halon , selaouet 'm eus dezrevell boanius da wallzarvoud , heuliet 'm eus dibun ar skeudennoù war skramm lazhet da vuhez dizamant ...
Pa vezemp hon-daou , dindan al loar , diriaou da noz ...
                                   Doare ar bed eo , neketa , evit un aelez paour eveldout , dihentet he spered war an douar , kollet he bag war ur mor diroll ?...
                                  
... Ha goanag , n'eus ket ken ?


( Da vezan kendalc'het )

                                              
  ___



DAN AR WERN - Aman hag Ahont9 - ( Journal , Souvenirs , VI ) - Spered Mona ( 1Serr-Noz an Eneoù ) - 11 / 18 a viz Mezheven 2007 - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved . " Aman hag Ahont " , copyright 2006 .

                                              
  ___

 

                                           Notennoù 


1 - " ABER " , kelaouenn lennegel , 115 , Kergareg - 29870 - Landeda . Renerez : Pierrette Kermoal .   
2 - Stal-Levrioù " Dialogues " , Forum Roull - 29200 - Brest . He c 'hafedi 'zo ul lec'h-emgav brudet evit an holl dud a blij dezho al Lennegezh dre-vras . 
3 - " Studi " ( 1898 ) gant William Bouguereau ( 1825 - 1905 ) . Cf / va barzhoneg " Ar Skeud " ( L'Ombre ) . 
4 - " Head of a Woman " ( 1890 ) - pencil on paper - gant Sir Edward kColey Burne-Jones ( 1833 - 1898 ) . 
5 - Hashish .
6 - Levr Diane Wood Middlebrook : " Her Husband / Ted Hughes and Sylvia Plath , A Marriage " , Penguin Books , 2004 . 
Sylvia Plath , skrivagnerez amerikat ( 1932 - 1963 ) , he doa gouzanvet kalz rak un diwaskadenn goude marv trumm he zad . Dimezet e oa gant ar skrivagner saoz Ted Hughes ( 1930 - 1998 ) . En em lazhan a reas e Londrez , e-barzh an ti ma vevas ennan gwechall ar barzh iwerzhonat , William Butler Yeats
7 - " The Celtic Twilight " , 1893 , gant W. B . Yeats ( 1865 - 1939 ) .
8 - Robert Gerard Sands , alias " Bobby " Sands ( 1954 - 1981 ) , stourmer iwerzhonat , ezel eus an I.R.A . Marvet goude un harz-debrin .  
9 - Gwin-Ardant , lambig .  
10 - " Boxes " , film emvuhez kenwerc'het e Breizh gant Jane Birkin , 2006 . 
        Dremmourien : Geraldine Chaplin , Michel Piccoli , J. Birkin  .
   
11 -
" Little Boxes " , kanaouenn vrudet Malvina Milder Reynolds ( 1900 - 1978 ) , ganet e San Francisco , kanerez amerikat ( Folk and Blues ) . Kanet e galleg gant Graeme Allwright ( " Petites Boîtes " ) .
  
12 -
" Sonedennoù da Orfe "  ( 1922 ) , gant Rainer Maria Rilke ( 1875 - 1926 ) , skrivagner aostriat .
13 - Ostaleri " An Amiraliezh " ( L'Amirauté ) , 41 , ru Branda - 29200 - Brest .
Taolenn : " Adieu " ( 1892 , gant Alfred Guillou ( 1844 - 1926 ) , livour breizhat , Mirdi Kemper .

                                               
___

Liens/Liammoù/Links :
http://www.e-monsite.com/danarwern/ ( " News " )


  
                                           images-sylvia-Plath.jpg
                                           Sylvia Plath

par Dan Ar Wern publié dans : JOURNAL , SOUVENIRS ( 6 )
ajouter un commentaire commentaires (0)    recommander
Mardi 23 janvier 2007

CA5KPG7A.jpg  
Venise , au miroir de l'Amour ,
              le masque de la Mort ...
 

CHAPITRE HUIT           
23 Janvier 2007



" Gondeln der Trauer ,
  Eisige Schauer ,
  Venedig im Winter ,
  Ohne Dich
... " *




           undefined

  Pour Thomas Mann 


                                      



                                     1
- " Ce que nous entendons jouer , même par de grands artistes , nous laisse bien souvent une secrète et amère déception , car nous vivons dans nos rêves , avec la musique des sphères .

Mais quand Cécile joue , c'est aussi beau que dans nos rêves et , tout à coup , c'est plus beau . "

                                      Lorsque son enfant disparaît , la jeune artiste perd l'amour de sa vie .

Il lui semble " que le monde est mort , que la lumière est morte " .

Elle assiste , impuissante , au triomphe de la Mort .

                                      " Qu'es-tu venue faire parmi nous , Cécile ? , demande son frère .

" Qu'es-tu venue faire au milieu de nos misères ? " ( 1 )

 

 images-h--l--ne-grimaud.jpg

 

 

                                      2 -  Peut-être me faudrait-il , en évoquant Venise , fleur immortelle , réécouter une fois de plus , à la lumière du chef-d'oeuvre de Visconti ( 2 ) , le sublime " adagietto " de la Cinquième Symphonie de Mahler ? ( 3 )

Ou bien encore l'admirable " Chant de Gondolier Vénitien " , l'une des nombreuses " Romances Sans Paroles " de Mendelssohn ? ( 4 )

                                      C'est là qu'en ce début 2007 , songeant aux brûmes vespérales de l'hiver , qui , en cette saison , noyaient trop vite à mon goût le Soleil rouge dans les eaux sombres du Grand Canal , j'étais venu flâner quelques heures ...

Venise !

                                      Chateaubriand , qui , dans ses " Mémoires d' Outre- Tombe ",   citait un vers de Chiabrera  , y séjourna en septembre 1833 :

" O d' Italia dolente ,

   Eterno lume ,                

   Venezia ! " ( 5 )

                                      Le célèbre écrivain cherchait à nous expliquer son attrait pour la Cité des Doges , croyant y trouver une commune origine entre Vénètes et Vénitiens .

" On a soutenu contradictoirement , notait-il , que les pêcheurs du Morbihan étaient une colonie des " Pescatori " de Palestrine : Venise serait la mère , et non la fille de Vannes " . ( 6 )

 

 

                                      3 -  Mais ce chemin vers la mort ?

Lorsque je vagabondais , solitaire , à travers le dédale des venelles et des passages , rues étroites qui s'enchevêtraient , je me retrouvais dans une sorte de labyrinthe intérieur , celui de l'Âme du Monde qui , semblable au sanctuaire des innombrables petites églises dans lesquelles je pénétrais , voulait certainement me conduire au plus profond de moi-même , de l'autre côté du Temps .

  venise--13-.jpg                                          

                                      Comment ne pas voir , du reste , dans cette menace plus ou moins sourde venant parfois de la mer , l'indépendance perdue de la Péninsule , analogie frappante avec la Ville engloutie de nos rêves , Cité d' Ys , beau symbole d'une liberté d'autrefois , dernière " Porte " invisible et majestueuse avant l' Autre Rivage ...

                                      Après tout , les gondoles ne ressemblaient-elles pas à ces pauvres diables que nous sommes , des " ombres qui glissent sur l'eau , guidées par une petite étoile " , errant deci , delà sous la Lune pâle ? ( 7 )

C'était déjà la terrible question posée par l'héroine de Madame de Staël , lorsque la tempête emportait son amant . La mienne , aussi .

 

 

                                      4 - Basilique Saint-Marc : une jeune femme priait en silence , à genoux dans le clair-obscur d'une salle abandonnée .

Nous n'étions que deux ou trois , face au Sacré-Coeur ...

 

 

 

 

                                      5 - A l'angle de l'immense place , dans la pénombre du crépuscule , un sourire complice naquit soudain des lèvres fragiles d' une belle adolescente , à peine entrevue , hélas !

Je la dévisageais d'un regard furtif , silhouette mystérieuse d' Enchanteresse , à la manière de David Hamilton ... ( 8 )

                                       Maintenant , je me promenais le long de  la " Rive des Esclaves " ( Riva degli Schiavoni ) , jusqu' au fameux Hôtel Danieli .

Face au vent du grand large , une fête foraine à peu près déserte , faisant tournoyer , sans y croire ,  chevaux-de-bois et manèges , me donnait , sous ses lampions , l'illusoire ivresse ou la nostalgie d'une enfance retrouvée .

                                       Le hall somptueux , tout étincelant de dorures , de boiseries finement ciselées , de lustres flamboyant de cristal , fit défiler devant mes yeux éblouis la visions d' hôtes illustres surgis d' un passé révolu .

Où donc pouvait encore se cacher , pensais-je , l'amour fou de Musset pour George Sand ?

La musique de Wagner , n'était-ce qu'un songe , lorsque je crus la reconnaître , passé le tourniquet de la porte , obsédante ,  venant insinuer sa folle passion dans mon âme bouleversée ?

C'est là que le grand Maître ébaucha son " Tristan " , comme une offrande implorante à sa chère Mathilde Wesendonk ... ( 9 )

Je sentis même l'ombre de Swann  , avec cette " vision éblouissante et indistincte "  d'un séjour de Proust ici , en 1900 , qui  frôlait ma mémoire , imperceptible souvenir de Venise , " comme si elle m'avait dit : - Saisis-moi au passage , si tu en as la force , et tâche à résoudre l'énigme du bonheur que je te propose . "

Et pourquoi , lui répondit-t-il alors , cette joie des retrouvailles suffit-elle à " me rendre la mort indifférente ? " ( 10 )

 

 

                                       6 - Mais l'amour existe-t-il encore , face à l'apathie du monde , à sa résignation ?

Comment le retrouver , se demande Hélène Grimaud ? ( 11 )

Cette " jouissance insouciante et sensuelle " , dont parle Thomas Mann ( 12 ) , face au spectacle de la plage , n'est-ce pas aussi l'incantation secrète d'une petite fille , ce rêve indicible qui la fait " chuchoter avec les spectres " , puis s'endormir , apaisée , dans les bras d'une étrange compagne ? ( 11 )

 

 

                                       7 - Je n'irais pas jusqu'à l'embarcadère , prendre le bateau-mouche ...

Déjà , les ombres froides de la nuit noircissaient l'horizon du Lido de leurs nimbes sépulcrales .

                                        " Qui pourrait déchiffrer l'essence et l'empreinte spéciale d'une âme d'artiste ? " ( 12 )

tadzio.jpg

La Beauté , qui pourrait vraiment la comprendre , à part lui ?

Et cet amour , fièvre incontrôlable , qui nous donne l'illusion de vouloir posséder ce qui nous échappe à jamais ?

                                        Notre vie terrestre n'est qu' un passage éphémère , n'est-ce pas ? Nous ne sommes là que dans l'attente confuse d'une faible lueur d'espoir illuminant le Ciel , et l'Esprit du Créateur , qui la perçoit , donne en retour Sa force à la Rédemption printanière  !

 

 

                                       8 - Du Pont des Soupirs jusqu'au Rialto , le chemin n'est pas long .

Rentrant à mon hôtel , je fis un détour par la petite " Chiesa di San Giovanni in Bragora " , église où Vivaldi fut baptisé le 4 mars 1678 .

C'était une manière de rendre hommage à celui qui illustra son séjour dans le monde avec tant de poésie et de virtuosité , montrant par la musique à ses semblables , la transmutation continue de la vie et de la mort , le cycle sans fin des saisons toujours nouvelles !

                                        Ce soir-là , depuis ma chambre , je contemplais les reflets changeants de la Lune , qui se mirait dans les eaux grises ...

                                        Non loin de là , le 13 février 1883 , Wagner s'était définitivement envolé des bras de  Cosima , la fille de Liszt .

C'est ici que l'âme du Maître avait choisi de rejoindre le Paradis de Tristan et Yseult .

" Si je ne t'avais pas trouvée , lui avoua-t-il , mourant ,  je n'aurais plus écrit une note de musique " .

Songeait-il à Mathilde ?

Et moi , reverrai-je un jour la lagune ?

 

 

 

                                        ___ 

 

 

DAN AR WERN - Aman Hag Ahont8 - ( Journal , Souvenirs VI ) - Venise , au Miroir de l' Amour , le Masque de la Mort ( Version Française ) - Traduit du Breton par l'Auteur - 23 Janvier 2007 - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved . " Aman Hag Ahont " , Copyright 2006 .

 

                                      

                                      
   ___


                                       Notes


1- " Cécile Parmi Nous " ( 1938 ) , de Georges Duhamel ( 1884 , Paris - 1966 , Valmondois ) , in " Chronique Des Pasquier " ( 1933 - 1944 ) - Tome VII .

2- Luchino Visconti  ( 1906 , Milan - 1976 , Rome ) , cinéaste italien , réalisateur de " Mort A Venise " ( Morta A Venezia , 1971 ) , d'après la nouvelle de Thomas Mann , " Der Tod in Venedig " ( 1911 , publié en 1913 ) . Acteurs : Dirk Bogarde , Silvana Mangano , Bjorn Andresen .

3- Gustav Mahler ( 1860 , Kalischt , Moravie - 1911 , Vienne ) , compositeur , chef d' orchestre autrichien . Auteur de la " Cinquième Symphonie " (1902 - 1903 ) .

4- Félix Mendelssohn-Bartholdy ( 1809 , Hambourg - 1847 , Leipzig ) , compositeur allemand , auteur du " Chant de Gondolier Vénitien " , op. 30 , n°6 , l'une des 48 " Romances Sans Paroles " ( Lieder Ohne Worte ) pour piano ( 1829 - 1845 ) , publiées de 1834 à 1868 .

5- Gabriello Chiabrera ( 1552 - 1638 , Savone ) , poète italien de la Renaissance .

" O de l' Italie souffrante , éternelle lumière , Venise ! " , vers cité par Chateaubriand , en exergue du Chapitre 4 , Livre 40 des " Mémoires d' Outre-Tombe " ( 1809 - 1848 ) .

6- Chapitre 11 , Livre 40 des " Mémoires D' Outre-Tombe " , par François-René de Chateaubriand ( 1768 , Saint-Malo - 1848 , Paris ) , l'un des plus célèbres écrivains bretons .

7- Staël-Holstein Anne-Louise Germaine Necker , baronne de ( 1766 - 1817 , Paris ) , femme de lettres , écrivain français .

Auteur de " Corinne ou l' Italie " ( 1807 ) , évoqué par Chateaubriand ( " Mémoires D' Outre-Tombe " , Livre 40 , fin du Chapitre 13 , intitulé : " Beaux génies inspirés par Venise "  )

8- David Hamilton , célèbre photographe britannique ( 1933 - ) inspiré par les jeunes beautés de type nordique .

9- Mathilde Wesendonk , jeune femme rencontrée en 1852 par Wagner , qui devint sa confidente et amie . Elle avait 23 ans .

10- Marcel Proust ( 1871 - 1922 , Paris ) , in " Le Temps Retrouvé " , II , 3-4 , septième et dernier tome , posth. 1927 , de " A La Recherche du Temps Perdu " ( 1913 - 1927  , Gallimard ) .

11- " Leçons Particulières " de Hélène Grimaud , Robert Laffont - Paris , 2005 .

12- " Mort A Venise " ( Der Tod In Venedig ) , nouvelle écrite en 1911 , publiée en 1913 , par Thomas Mann ( 1875 , Lübeck - 1955 , Zurich ) , écrivain allemand , Prix Nobel 1929 . 

* " Venedig im Winter " ( Vangelis / Michaël Kunze ) , in " Geheimnisse " , von Milva , Metronome Musik Gmbh , Copyright 1986 , Spheric B.V. , Amsterdam . Droits réservés . Alle Rechte vorbehalten .