A-Drenv da Ouel ar Speredouriezh ... ( 1 )
da Léon Denis ( 1846 - 1927
)
" Deoc'h-c'hwi ,
A breudeur ha c'hoarezed ac'hanon en Denelezh ,
Deoc'h-c'hwi holl ,
Bet krommet ho korfoù gant samm ar vuhez ,
Bet mantret ho kalonoù gant stourmoù kriz ,
Nec'hamant ha trubuilhoù ,
'Vo gouestlet ar pajennoù-man ... "
Léon
Denis
" O , deus , Ael ar Beure ,
Ha rog gant da Gleze
Pallenn teuc'h an noz ... "
Maodez Glanndour - " Vijelez an Deiz
Diwezhan " , III , AL LIAMM , 1978 .

I - Speredouriezh
"
Ar Gelted kozh , hervez ar ouizieion , a skrive Maodez Glanndour en e levr , " Dre Inizi Ar Bed Keltiek " ( AL LIAMM , 1991 ) , ne lakaent ket speurennoù etre bed an diavaezoù ha bed o doueoù : an doueoù a veve en o zouez , hag
int e-touez an doueoù . " ( 1 )
N'ouzomp
ket ha ma veze Maodez ivez un hudsperedour ?
Kentoc'h ur beleg katolik , mod Breizh , person ur barrez en e vro .
Koulskoude
, e kavomp un hevelep mennozhioù e-barzh oberenn Léon Denis , " Le Génie Celtique et le Monde Invisible " ( Ijin ar Gelted hag ar Bed
Diwel ) , bet embannet nevez'zo gant Embannadurioù PHILMAN , un ti-embann gouestlet d'ar Speredouriezh . ( 2 )
Met
piv ' oa Léon Denis ?
Hervez a lavar Jean Prieur , un den eeun e oa , ur micherour lorenat , paour a-walc'h , hag a lenne diwezhat en noz da wellaat e zeskadurezh . ( 3 )
Allan Kardec ( 1804 - 1869 )
a gejas evit ar wech kentan , e Tours .
Fromet-tre e voe dirak ar Mestr , o selaou pizh e brezegenn er geoded-man . Pebezh diskuliadenn vras e oa evitan , hep mar ebet , da gomz ouzh hini en doa skrivet , e 1857 , " Levr ar
Speredoù " , deuet buan ken brudet er
bed-holl goude-se ! ( 4 )
Anavezout
a rae endeo berzh ar gwarellezh ( magnetism ) , a-raok Dispac'h Bras Bro-C'hall .
Franz-Anton Mesmer ( 1734 - 1815 ) , mezeg alaman , en doa sklerijennet e nerzh hag amprouet anezhan dre implij ar " beruzennoù hollvedel " ( universal fluids )
.
Skoet en doa evel-se meur a galon e-kreiz ur mor a feizidi !
Ha kroget ivez gant un hent chomet kuzh .
A-hend-all
, penaos kompren brud vat ar Speredouriezh en naontekvet kantved ?
War a seblant , o doa desket tud " diouzh an dibab " , evel-just , da lakaat " an daolioù da drein " ( to do table-turning ) , evit mont , tost
dezho , e darempred gant o nesan aet d'an Anaon , ha komz ganto !
Ha tud anavezet , evel Victor Hugo , Conan Doyle , Eugénie de Montijo , deuet Impalaerez Bro-C'hall da c'houde , a oa dedennet
gant studi-se " Kevrinoù an Ene " .
Napoléon III e-unan , he gwaz , en dije laret adalek an Nenvoù , dre hanterour ur Medium , " e vije bet diaes hiziv evidomp da gredin pegen pouezus , e pep
kenver , e oa bet emglev ar Speredourien en naontekvet kantved , ken evit a sell ouzh ar brederouriezh , dre vras , ken evit ar vuhez voutin ivez . " ( 5 )
Hervez
kont , e oa bet kroget an holl draoù-se e 1847 , pe 1848 , er Stadoù Unanet , pa glevas ar c'hoarezed Fox trouzioù iskis e-barzh o zi .
Un
doare kehentin etrevedel nevez a zigore un hent d'ur gredenn all , pe gentoc'h , d'ur mod all da dostaat outi hag ouzh ar re varv .
Neuze , evel ul luc'hedenn , en em skignas war an Douar !
II - Dasorc'hidigezh
Hervez
Relijion ar Gatoliked , omp salvet nemet gant Aberzh Meur Jezuz-Krist , e-pad Gwener Ar Groaz .
Sant-Paol
a gemenn deomp e vo " dasorc'het an Den er C'hloar
" , goude e vuhez zouarel . ( 6
)
Pell
' zo , abaoe tregont vloaz , ha marteze ouzhpenn , eo bet graet enklaskoù pizh diwar-benn "
Buhez goude ar Marv " . Dedennet eo bet ur mezeg amerikan , Raymond Moody , ar brudetan e-touez ar c'hlaskerien a-vreman , gant Arnodennoù Nes
d'ar Marv ( A.N.M ) - Near Death Experiments ( N.D.E ) . ( 7 )
" Ha kredin a ran mont en tu all ar gorre ? " , en em c'houlenn ivez hor barzh Jil Servat , gantan ar peurrest
eus an Denelezh , ken prederiet gant he dazont . ( 8 )
Diouzh hon eus klevet , ez eus tu , hiziv an deiz , da enrollan mouezhioù re zispartiet , da filman anezho , zoken .
Kristenien yaouank o deus gallet komz a-ziwar o buhez nevez er broioù astrel . ( 9 )
Ken
kevrinus , evelato , e seblant bezan an tachennoù-se evit an darn vrasan ac'hanomp , spontet ma ' z omp , eveljust , gant ar pezh 'zo dianat deomp , ha re bell , war a gredomp , diouzh hor
buhez bemdeziek !
D'hor meno , siwazh , n'eo ket c'hoazh un dra zister da welout un Ael o tiskenn eus an Nenv !
Rak se , eo ret dimp bezan evezhiek-tre , pa lennomp testennoù a c'hellfe , ma vevfemp anezho , lakaat from da sevel en hor personelezh , trubuilhan hor spered , pe vont tre e-barzh hon
diemskiant .
Ur seurt bredelfennerezh ? N'ouzomp ket mat .
Ar
c'hardinal Ratzinger e-unan , deuet da c'houde Benead XVI , a ziogele , pemp bloaz 'zo , " e oa an den , er bed hiziv , en
ezhomm eus an Dilavar , eus ur gevrin dreist-hiniennel evitan , eus ar Gened . "
Marteze ivez e kavomp diouer eus Ul Lavar hepken ? Hini Doue , war-eeun .
Hag ar Pab da zont a ouzhpenne :
" N'eo nemet ha ma vefe evel ur mentad eus ar Beurbadelezh , e vefe bras ivez , hag e talvezfe kement-all hor buhez war an
Douar . " ( 10 )
III - Adenkorfadur
Petra
sonjal , neuze , a-zivout menoz , ken breutaet , an Adenkorfadur ( Reincarnation ) ?
War a seblant , e oa ur ger nevez d'ar c'houlz-se , bet ijinet a-ratozh-kaer gant Allan Kardec , da wirian e lezenn a " emdroadur war wellaat " evit an eneoù .
Hag hervezan , eo gwelloc'h ar ger-se eget hini a " dreuzvuhez " ( metempsychosis ) , bet graet gantan gant hon Drouizien gozh .
Rak
, diouzh Lezenn an Hudsperedourien , ne c'hall ket ar Spered mont da zilignezan .
Diazezet eo o Gredenn , en enep , war Reizh Ha Furnez Doue , E Youl da savetein E vugale , nebeut ha nebeut , gant
Karantez , en ur rein dezho , evel-se , amzer a-walc'h da vont war well , dezho da zerc'hel mat , gant Spi , d' E Lavar .
" ... Genel , mervel , hag adc'henel c'hoazh , a gemenne Allan Kardec , mont war-raok hep ehan ,
evel-se eman Al Lezenn . " ( 11 )
Deomp-ni
, e tegas sonj ur rimadell vugale eus Rod Vras an Tonkadur :
" Pep hini d'e dro , hag ar vilin a dro " , a gane Achantourez hon yaouankiz en he diskan . ( 12 )
Diouzh e du , setu ma responte Dezhi Léon memes tra , hag en em stage ha kenglote pep tra , gant
ur poell strizh , dre heuliad buhezioù an ene .
( da vezan kendalc'het )
___
DAN AR WERN - Studioù - II - A-drenv da Ouel ar Speredouriezh ... ( 1 ) - Here / DU 2005 - Breton
Version / E Brezhoneg - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Studioù " , Copyright 2007 .
___
Notennoù
1 - " Dre Inizi ar Bed Keltiek " , gant Maodez Glanndour , AL LIAMM , 1991 .
2 - " Ijin ar Gelted hag ar Bed Diwel " ( Le Génie Celtique et le Monde Invisible ) , gant Léon Denis , Philman , 2005
.
3 - " Europa ar Vediumned hag an Deskonidi " ( L'Europe des Médiums et des Initiés ) , gant Jean Prieur , Lanore ,
1994 .
4 - " Levr ar Speredoù " ( Le Livre des Esprits ) , gant Allan Kardec , 1857 , Dervy-Livres , 1979 .
5 - " Allan Kardec en e Amzer " ( Allan Kardec et son Epoque ) , gant Jean Prieur , Emb. Du Rocher , 2004 .
6 - Sant-Paol , I , Kor - XV , 43 .
7 - " Buhez goude Ar Vuhez " ( Life after Life / La Vie après la Vie) , gant Raymond Moody , Robert Laffont
, 1977 .
8 - " En Tu All d'ar Gorre " , kanaouenn Jil Servat , in " Le Pouvoir des Mots " ,
Kalondour , 1976 . Phonogram / Philips . Pep gir miret strizh .
9 - " Lizheroù Pierre " ( Lettres de Pierre ) , gant Pierre Monnier , 7 levr , Lanore , 1980 - 1989 .
10 - " Prezegenn " ar C'hardinal Ratzinger , d'an 10 a viz kerzu 2000 .
11 - " Kredo " an Hudsperedourien .
12 - " Mik , Mik , Mik " , kanaouenn hengounel Bro-Wened kanet gant Eliane Pronost , in " Chants du Vieux
Monde " , laz-senin bleiniet gant Roje Abjean .