Overblog Suivre ce blog
Administration Créer mon blog

Recherche

13 juillet 2017 4 13 /07 /juillet /2017 11:08
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( IX ha X ) .

Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

 

 

An Erbeder ( VIII )

 

 

 

Trede Lodenn

 

 

 

/ Brezel ar Groaz /

" Un arouez kevrinus ' zo er Maen ,

   Engravet ' don 'n e wad tanflamm ... "

Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " .

Ar Skarbouklenn .

 

 

- Brezel ar Groaz -

 

 

 

10 - E Grez Marc'heien ar Bloavez Mil

       ( Danevell an Tad-kozh )

" Ha setu ma welas ur marc'h gwenn ,

  Hag en doa ur wareg an hini pignet warnan ,

  Roet dezhan ur gurunenn ,

  Hag ez eas kuit 'vel un Trec'her ... "

Diskuliadur , 6 , 3 .

 

 

 

 

IX - Aelez an Aotrou Doue

 

 

       " ... Tu ' zo deoc'h va c'hompren , paotred , a stagas an hini kozh da simudin etre e zent e c'herioù . Da ger spontus ' oa deut an holl draoù-se , ha ret alies ' oa d'ar marc'heg em lakaat e servij ur mestr bras a c'hallfe kemer koust e mizoù-loen hag armoù anezhan en e garg . Rak e teue lufr an haroz eus e gleze-veur vojennel bet graet gant govien " hanterzoueed " a wiske gant tilsamoù niverus anezhan ! Hini ebet n'en deus ankouaetKaledvoulc'h " , neketa ? ( 16 )

       Kil ar vedalenn koulskoudene rae ket an holl e doare ar Sentur c'halz  o vont re bell o fleg d'em gannan e lazhadegoù pennfollus , ha ' pad ma varve gant an naon ar werin , e vrife ha lonke ken marlonk ha bandennoù moc'h darn 'nezho !

       Setu penaos e c'hellit sellout ouzh ar mare-se , ur mennad uhel gantan evelkent !  

Dalc'hit sonj eus ar gejadenn a reas Peredur er " Goadeg Zistro " , fromet-bras e galon daoust da alioù eveziegezh e vamm , pa welas ker stank  holl ar goafioù , rochedoù-houarn hag helmoù aour hag arc'hant o skedin hag o lugernin ken dirazan eno gant an heol !

- Hogen n'oc'h ket Aelez an Aotrou Doue ? , a c'houlennas d'ar varc'hegerien . ( 17 )

      An Aeled ken kalonek-se neuze , bout bet levezonet o bugaleaj gant taolioù kaer a vrezel ha gant istor glorius aloubadegoù trec'hus o zadoù e pevar korn ar bed , ar vrezelourien kadarn-se , ken rust hag henvel ouzh tud gouez , bet kendrec'het 'vel-se ' veze anezho ar c'hrenvan etre an argaderien , a luskas da vont kuit en hent war-du Jeruzalem da zieubin bez an Hini a enore hag a zouje ar muian gant aon ar Varn da zont o ferc'hedoù Dioutan !

- Aotrou Doue , a larfe bremaik darn bet gwalchet anezho gant gwad ar Groaz , Oc'h marvet 'vidomp an hini eo , ha mervel a rin me-ivez 'Vidoc'h !

 

 

 

X - Rouantelezh Arzhur

 

      'Vel-se ' oa an traoù d'ar c'houlz-man ... , a laras an tad-kozh 'benn-ar-fin , o chutan beg e gorn-butun e doare un den fur , kemmesk a loustoni hag a bedennoù ennan , louvigezh ar bitaouerien hag emgastiz ar gevrinidi .

Ha ne glevas ket pennoù uhel o beli trompilhoù tregernus an Dizrevel-Meur , o kavout gwelloc'h dezho adkavout  plijadurioù o buhez pemdeziek a-hend-all .

Amzer ar veleien zimezet ' oa ivez , hini ar serc'hed hag ar simoniezh ... ( 18 )

Met e voe dihunet bremaik ar gwashan hag an dirollan eus an dud gant ur vosenn pe ur gernez , holl walennoù a zeuas an eil war-lerc'h egile d'an unnekvet kantved .

      Neuze e touge unan ar roched reun tra ma wiske eben ar c'hougoul . Ha ' pad ma c'houlenne hennezh truez d'e Zoue en Nenvoù , e roe heman e vadoù d'ur gouent !

Touin a rae an holl " Pax et Treuga Dei " , da lavarout eo arsav-brezel etre ar Merc'her da noz betek al Lun vintin .

D'an diwezh e kemere an darn vuian anezho , rannet o kalon , ar gourdroulenn hag ar vazh , ha , rak ne zle den ebet mankout d'e Grouer , ez ae a-benn-kaer diouzh o vuian-garet davit an Douar Santel ... 

- Gouezit holl , a gemenne c'hoazh ur barzh ouzhpenn , e tle pep unan ober marc'hegiezh eno da c'hounit gloar ha paradoz , kalon ha meuleudi ha karantez e Itron ger ... ( 19 )

 

      Ha m'o doa kredet ar vugale , a leze da vale diganto pell du-hont o selloù war-du inizi ar Mor Keltiek , kemer marse gwechall penn an hent a gase da c'hoadeg Vrekilien , ez afe breman 'vel daou vreur war-du Rouantelezh Arzhur 'vit bezan marc'heget gantan ...

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

                                            ___

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel Ar Groaz - Trede Lodenn - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil - IX ha X - Pep Gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .

                                  ___  

Notennoù :

16 - Diouzh ar mojennoù keltiek eo " Kaledvoulc'h " anv kleze gwengelek Roue Arzhur an Henvretoned .

17 - " Peredur ar C'hembread " ( Ar Gejadenn Vurzhudus , pennad 2 ) , in " Marc'heien an Daol Grenn " , azasaet gant François Johan , Casterman , 1981 .

18 - " Anat eo ar simoniezh pa vez roet madoù danvezel evit traoù speredel " ( Pascal , " Les Provinciales " - Lizhiri Provinsel , VI , 1656 / 1657 ) .

19 - " Kanennoù Kroaziadeg " , gant Bedier hag Aubry , Champion , Pariz , 1909 .

 

Taolenn : " Roue Arzhur " (" King Arthur " , 1903 ) gant Charles Ernest Butler ( 1864 - 1918 ) , livour saoz .

 

Dekvet Pennad :

 

E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil

I - Kanell pe Sinamom - II - Manerioù Paper - III - Lazhadeg ar Gouel Mikael - IV - Feuteun Vari - V - Dour Berv , Kouronkadenn Yen - VI - Taget ar Yar gant ar Falc'hun - VII - Ar Steredenn-Lostek hag ar Brezel ( Dre Dan pe dre Wad ) - VIII - Ar Goulmig C'hlas - IX - Aelez an Aotrou Doue - X - Rouantelezh Arzhur .

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( IX ha X ) .
Repost 0
18 avril 2017 2 18 /04 /avril /2017 09:31
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( VIII ) .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( VIII ) .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( VIII ) .

 

Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

 

 

An Erbeder ( VIII )

 

 

 

Trede Lodenn

 

 

 

/ Brezel Ar Groaz /

"  Un arouez kevrinus ' zo er Maen ,

    Engravet don 'n e wad tanfllamm ... "

Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen ",

Ar Skarbouklenn .

 

 

 

- Brezel ar Groaz -

 

 

 

10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil

        ( Danevell an Tad-Kozh ) 

" Ha setu ma welas ur marc'h gwenn ,

  Hag en doa ur wareg an hini pignet warnan ,

  Roet dezhan ur gurunenn ,

  Hag ez eas kuit 'vel un Trec'her ... "

Diskuliadur , 6 , 3 .

 

 

 

 

 

VIII - Ar Goulmig C'hlaz

 

        

 

        O tigarezin e c'hoant kousket ' oa mennet Roll da bellaat un tamm 'vit sonjal en holl draoù 'oa bet c'hoarvezet gantan abaoe koulz e zisparti .

'Vit ur paotr yaouank 'veltan goude holl , ' veze diaes kompren ur veaj kement a gevrinoù en-dro dezhi 'vel an hini-se ! Ha perak oa bet dleet dezhan prometin da Houarn Pogam , unan eus daou vartolod ar " Virgo Maria " , ne larfe tra biken da nikun a-zivout an den ken iskis aman war o bourzh ?

Heman o veajin ' kuzh dic'hizet 'vel n'eus forzh petore moraer , ' oa deut a-benn da chom dianav 'pad redadenn vont ar " Vari-Vorgan " oc'h en em guzhat ha silan ouesk-tre 'vel ur silienn 'touez bagad ar c'houc'h dre laer .

Meizan a rae breman a-hend-all ' oa bet hi pe en kargad ken prizius al lestr e gwirionez !

      Padal , piv ' oa an den espar-se a seblante bezan ur vaouez , ha petra'ta ' oa aet d'ober e Iona ?

      Envorin a reas ar Mestr Meur en doa kejet gantan 'kerzh un droiad e Brekilien dre zegouezh hag en doa komzet dezhan heman neuze eus hêrezh an Trec'hour , hini bet Nevezdilennet a vefe dav dezhan e warezin , hag ivez eus un ti perc'hennet gant o hendadoù war un enezig ma oa deut da vezan an Aotrou du-hont abaoe aloubidigezh Vro-Saoz gant an Normaned en unnekvet kantved ... Hag en doa e stardet kalonek en e zivrec'h goude !

 Ha ' pad ma seblante dezhan bout bet trelatet gant mil sonj iskis-eveeg 'vel-se e spered , ' oa bet hejet-dihejet rust gant unan bennak ha ne oa ket gouest ken da c'hortoz ha d'ober van moarvat ! 

- Lar din-me , petra c'hoarvez 'ta avat ? N'on ket 'vit padout pelloc'h hep gout netra

- Omp bet touellet gant spierien Rusia , paotr kaezh ! Hag em c'houlenn a ran ha n'oa ket bet skrapet ivez va mamm wirion !

Un afer grevus eo war a seblant ... Met n'hellan ket diskulian dit pep tra , a gemennas ouzhpenn an avrelod brabansus oc'h ober e aotrou .

An hini all , troet ouzh tonnoù ar mor e sell , a zeuas da vezan ken sonjus doare e zremm :

- Anv 'zo sur-'walc'h eus ar Gral ... N'eo ket ur vojenn hepken , ar wirionez a lare Mona !

- Ar wirionez , a eilgerias dezhan ar c'henveajer skrijet diwar anoued 'n wele , marteze eo bet skoachet er c'houfr o deus lestret ergentaou , souezhusoc'h c'hoazh 'get ma vefe tu d'he ijinan !

- Ret ' vefe dimp mont da welout-se buan ! , a ginnigas kalonek ar C'hervernig .

      Sevel a rejont birvilh enno o vont a-hed redalez ar vag bet beuzet anezhi e lagad sev al loargann kent em gavout a-bann dirak daou ward oc'h ober kof-gar a-dal dor ar c'habiten .

- Ac'hanta , n'oc'h ket deut a-benn da gousket , mousiged , krak 'vel Gwilherm en deiz a-raok dilestran 'n e rouantelezh nevez ! , a gemennas heman bet staget da vousc'hoarzhin dezho goapaus un tamm . Met e ouifec'h kalz muioc'h mar selaoufemp ouzhin muioc'h ivez ... Neuze , dav eo deoc'h diskuizhan un tamm breman , hir eo an hent ... , a laras ouzhpenn dezho o flourat e vourroù .

     Edo ar gwir gantan 'vel boaz : hir ' oa an hent ... Koulskoude , ne serris lagad ebet an noz war-lerc'h an daou ganfard tra ma vale hag azchaoke marsonjoù kozh pa ne oant ket bet disrannet an eil d'egile c'hoazh gant ar vuhez , oc'h en em c'houlenn perak 'oa bet degaset troioù 'vel-se dezho !

O tastum o sonjoù e strivjont da glask ur ster bennak enno ivez .

Ha padal e kendalc'he da virout e sekred Roll , bet staget d'e vamm zianket da benn kentan istor e vuhez . Anat ' oa en doa graet un emglev ha n'en doa ket c'hoant da ziskulian tra bennak anezhan d'e genderv 'vit ar poent , a sonjas Yann .

     Skleurennoù kentan ar mintin a boanias  da zigoc'hennan kroc'henn ken pounner o daoulagad .

Alies ' teu c'hoant da bep unan chom kousket 'n e wele pa vez savet tro-dro an holl dud .

Met en ene morennet ar c'housker ha dianavezet dezhan betek-henn o zrouz ez adkrog da vevan goustadik roc'h ingal ha reizh ar c'heflusker gant kroz ar gwagennoù ouzh ar c'houc'h , mesket ennan ivez gant c'hwezh vat ar chokolad , kri ur vorvran pe ur gouelan penn-du a-us d'e benn , war-zu an nec'h ; hag e tasson kammedoù ivez war bonton an tilher a-raok , e tregern ar c'horn-boud , mouezhioù boas en em lak da hopal dezhan a-gevret ...

Deut eo ar c'houlz da sevel 'vit mont da saludin Tadig d'al levierezh ...

Sell , na petra 'ta ' ra an durzhunell-se war ar bont ? Eus pelec'h ' chellfe dont homan ? , em c'houlennas ar vugale .

" ... Pa darzhas an deiz d'ar seizh warn-ugent a viz Gwengolo 1066 , e teuas an heol da baran e-kreiz e sked , a c'hrozmolas ar bleiz-mor kozh o tarlipat e gafe goefet . Pevar c'hant a vigi ganto o gouelioù digoret-frank a veze en-dro d'ar " Mora " , lestr dugel a zouge e wern ur groaz bet sakret gant hon tad santel ar Pab ... Hag e loc'has ouzhpenn ur miliad a listri treuzdougerezh all o skein war-zu an donvor ouzh son an trompilhoù pa veze o tridal gant al levenez kalon nav pe zek mil den o leuskel kriadegoù !

     Kerkent ha tarzh an deiz war-lerc'h en em gavas digenvezet er penn eus e lestraz-brezel an Alouber koulskoude , dic'houzvez-mik eus al lec'h m'edo o verdein .

Re a startijenn pe drid en e galon ' oa bet roet lans war ar re all gantan d'e vag en ur skein trema an donvor , moarvat ?

Ne vern pegement ha diouzh kuzulioù an Aviel e vo da ziwezhan tout pa zouaro e Porzh e Bromesa , met ' vez laret ivez e raio ur falsvarc'h o kouezhan a-hed e gorf . Gwall gelou 'vitan ? ( 14 )

Hag ez eas diwar herr hon hendad Brian Koadkaden war e skoazell 'vit ma vefe degaset en-dro bri ha lufr e renk uhel d'e Bennrener ha mignon bet gwisket gant ur sae-vailhek pounner .

Stekin a raemp ouzh porzh Pevensey er Sussex hag e veze deiz Gouel-Mikael , sant paeron Normandi : p'en em welas e-unan bet lakaet war e c'henou e tirollas da c'hoarzhin a-bouez-penn an aotrou eus Falaise !

" Aotrounez , a gemennas tro-war-dro , ' meus tapet krog em daouarn en douar-man dre c'hras ha splannder Doue ! Ha dimp eo anezhan breman , kement ha ma vo !

      D'ar pevarzek a viz Here da heul e tremenas an emgann brudet Hastings ma oa bet lazhet ennan Harold , roue sakson Bro-Saoz , armoù en e zaouarn , war un dro gant Tangi Loheac , eontr Huon , en doa stourmet kalonek 'vel an darn vrasan eus hor c'henvroidi Vreizhiz .

A-hend-all ez anavezit marteze ar werzennig-man ken fromus bet kanet 'treze Pouldergat hag er parrez Plouare ? Kroget ' oa d'em chalan mamm Silvestrig , marc'h yaouank aet d'ar brezel . Petra ' zo c'hoarvezet gant he mab ? N'he deus kelou ebet ken digantan !

Gant dour war e zaoulagad e envoras en un taol Yannig an etev bet lakaet e tan an oaled pa veze e vamm o tezrevell dezhan he istorioù kaer dirazi ...

" Kerkent e teuas d'he spered ar mennozh-se da stagan ouzh gouzoug " ur goulmig c'hlaz e-kichennig he dor " seizenn he eured , a gendalc'has ar c'honter .

Met ur skourrig bleunioù falsc'hoanag a zegaso dezhi en-dro timat ar gannadez-man war he divaskell . Ha 'vel penn deizhioù kaer diwezhan ur vamm laouen  ' vo dizeliet diouti dizale gant ar gwallamzer ... ( 15 )

     Muioc'h a chans ' vo gant re all .

En deiz Nedeleg ' oa bet sakret an dug roue Bro-Saoz en abati Westminster . Gounezet en doa ma vefe sujet d'e veli an holl eskibien goude al lu enebour . Dic'haouet ' voe daou c'hant tiegezh bras bet pourvezet dezho douaroù en doa tennet digant an drec'hidi o frins nevez .

Gant e varoned diwezhatoc'h ' oa bet roet o dalc'h da viliadoù ag adwizien ha goprsoudarded ' voe diwar ar bern hag en aezoni 'vel-se hiviziken pa veve 'vel kantreidi en distervez hag en dienez en a-araok war an douar-bras  ... "

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

 

                                          ___

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil - VIII - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .

                                 ___

Notennoù :

14 - Mazhev , 19 , 30 .

15 - " Barzaz Breiz " ( Kanennoù Poblek Breizh , 1839 ) , I , 17 - An Distro eus a Vro-Saoz , gant Kervarker ( 1815 - 1895 ) .

Taolenn : " Korf-marv Harold bet adkavet gant Edith goude Emgann Hastings " ( Edith retrouvant le corps d'Harold après la Bataille d'Hastings , 1828 , gant Horace Vernet ( 1789 - 1863 ) , livour gall .

    

 

 

 

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( VIII ) .
Repost 0
10 octobre 2016 1 10 /10 /octobre /2016 10:00
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( VII ) .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( VII ) .

Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

 

 

An Erbeder ( VIII )

 

 

 

Trede Lodenn

 

 

/ Brezel ar Groaz /

 

" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,

   Engravet don 'n e wad tanflamm ... "

   Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen ",

   Ar Skarbouklenn .

 

 

- Brezel ar Groaz -

 

 

10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil

         ( Danevell an Tad-Kozh )

 

" Ha setu ma welas ur marc'h gwenn ,

  Hag en doa ur wareg an hini pignet warnan ,

  Roet dezhan ur gurunenn ,

  Hag ez eas kuit 'vel un Trec'her ... "

Diskuliadur , 6 , 3 .

 

 

VII - Ar Steredenn-Lostek hag ar Brezel

       ( Dre Dan pe dre Wad )

 

 

        Un nebeut goude , tra ma farde kenderc'hel danevell hoalus e envorennoù hon fistilher touet , ' oa gwelet o tont brasoc'h un takad bihan-tre e penn an dremmwel .

Saflikan a reas gwagennouigoù bennak ouzh kostezioù al lestr , o kemenn e tostae unan all , seurt bagig-pesketa dre dan a rede a-brez-herr war ar mor hag a roge gant he c'houc'h hirvoan an houloù glas .

Ur banniel gwenn louc'het gant ur groaz ruz-flamm ' veze savet a-us d'ar " Virgo Maria " war he gwern .

Kent en em lakaat a rafent war evezh e teuas er-maez daou vartolod bet gwisket henvel unan hag eben eus kof al lestrad !

Neuze eo ma teuas war wel unan bennak all ur bugel gantan ivez . Mall bras dezhan adkavout e genderv , e stagas Roll , rak en e-unan e oa , da redek o kemer an dreuzellig koad a unane breman an daou vourzh .

      Hag evit a selle ouzh ar boud kevrinus ur c'hougoul war e benn , a seblante par ha parez , yaouank ha kozh , leun a nerzh hag a gizidigezh war un dro , e vije bet diaes da gement hini anavezout e wir reizh ha pezh a guzhe tal enorus an den-se dindan un doare tog du kardinal kurunet ag e guchennoù-blev ken melen . 

Luc'hedennoù a strinke eus e zaoulagad tenval pa sellent garv ' vel ul loen gouez ouzh ar re all a-wechoù , ha pa veze distaolet enno sked he gwalenn-anv a liv ruz-sklaer 'giz tan ar c'huzh-heol , ' veze diskouezet drezo ivez pe beli un Doueez vrezelgar ma vefe ret doujan d'he gwall spered pep unan pe hini ur penngadour nerzhus na vefe den ebet gouest da dalan e gwirionez outan . 

Ha memes !

" Tangern , bez' e rankan larout deoc'h traoù mallus ! "

" Mestrez ... ! Roll ! Petra'ta eo c'hoarvezet deoc'h ? " , ez erbedas an tad-kozh o stouin e zaoulin dirazi .

" Klasket o deus e skrapan an hini eo ...

Ar marc'hadour rusian , a resisaas ar bugel zoken .

      En ul lec'h distro e kambr-lestr ar c'habiten e kendivizas ent prevez ar re vras . Met n'hellas ket Yann mirout ouzh e levenez pa gavas en-dro e vignon ger a-vihanik !

" Penaos e tiskuilhfen-se dit ? , a eilgerias dezhan ar baotr a lugerne bliv gant ur wenvidigezh divent e zaoulagad . Kredin a ran 'm eus adkavet va mamm wirion ! "

     Pa serras an noz veuzet el loargann distanus ha goude ma voe sioulaet pep tra gwech loc'het lestr an Demplourien , e c'hellas adkregin gant e istor Tadig ...

    " ... An alouberien norman o doa lazhadeget kazi holl poblans Dol a zivizas ober o didamalloù dezhi da c'houde !

Neuze em savas a-vern ar gouerien hag ar vro ' oa bet drastet ker spontus c'hoazh betek 1014 gant ur brezel-diabarzh nevez !

Mareadoù tud diniver deut a-ziwar ar maez a zevas kêrioù , kestell ha manerioù , o lakaat d'ar marv gwragez an aotrounien hag o trouklazhan o bugale .

Daoust ma veze re yaouank c'hoazh he mab , hen lakaas Dugez Hawiz , intanvez Jafrez Berengar , da vezan anzavet warlerc'hiad heman . Gant ur maread noblansoù ez emgannas war ar maez armead Breizh o rein lamm dezho ha bout bet lezet nemet gwad ha ludu war he lerc'h !

    Met adarre e savas rendael a-zivout hêrezh Breizh , besterd bennak o tigarezin o lignez uhel da vreutaat ha kavet da abegin diwar gurunenn an dug ... " ( 11 )

    Kent d'en em rein da gousket tamm-ha-tamm ' benn ar fin , e c'hourvezas Roll war ur vatarasenn bet goloet gant lien-gouel daoust da grizderi an darvoudoù-man c'hoarvezet kalz a-raok . Talvezout a rae dezhan moarvat , paourkaezh paotr , bezan deut skuizh-bras gant an trubuilhoù poanius ' oa erruet gantan diagent !

Difrom-kaer ha diflach hervez lusk ingal ar mekanikoù e kendalc'has e gontadenn an ozac'h-meur evelkent .

" ... An hêr-se , a veze diouzh e skrid-bez , " kaer ha brav e gorf , leun a frankiz ha largentez , kalonek ha deol-tre e vennozhioù " , a c'hounezas un drec'hadenn vras kent mervel d'ar c'hentan a viz Here 1040 , kontammet gant e falsvignoned an Norzh !

Rak en un doare ken leal ha didroidell ' oa difachet duged Vreizh ha re Normandi ken ' oa bet fiziet e Alan gant Roparzh an Diaoul o vont kuit d'an Douar Santel e 1034 da c'houarn ha meran e stadoù koulz ha derc'hel a rafe dindan e ward ivez ul labous-garzh ganet diwar an avantur , Gwilherm , a vefe lesanvet " an Alouber " en amzer-da-zont ! ( 12 )

    Koulskoude e steuzias kuit Roparzh 'pad e veaj .

Setu perak ar Brezhon , hag en doa em lakaet da benn e arme , a zivizas kadorian Gwilherm en e lec'h . O terc'hel e bromesa e roas marteze displijadur evel-se d'ar re all a c'hoantae da zont da zug ha na zoujas ket d'en talvezout dezhan o lemel e vuhez digantan

   Neuze e teuas istor doanius ar mab ' oadet a dri miz a-vec'h - ha piv 'oar evit perak ? - ' oa bet skrapet diouzhtu gant an eontr Eozen Pentevr !

A-dra-sur e tizhas dezhan koulskoude Konan II , a zeue dre reizhvali war e lerc'h , ober anzav e wirioù , met pa zeas e amezeg krenv ha galloudus en doa rastellet dioutan an Normandi dre vuntran Alan , e sonjas darn eus an dud e oa aet e benn e belbi !

" Gourc'hemenn a ran dit va resteuler va Douar , pe anez on mennet d'ober brezel dre dan pe dre wad ouzhit ! " , a grias trumm warno hor reder-mor bet dalc'het gant ar c'hoari e zivreder er vann ' pad m'o doa tizhet sklokadennoù e vouezh barroù uhelan dreistdiraez adalek ur son boud betek ur son skrilh ! ( 13 )

   Met evit respont da gement hini nemetken eo bet laret e c'hounezas gant e arc'hant Gwilherm chamberlank Dug Breizh a gontammas d'e dro " korn , lerennoù ha manegoù e vestr ... "

Hed daou kantved ' oa an navet Prins bet lazhet gant an Normaned evel-se !

Neoazh , ne harzhas ket meur a varc'heg da vont kuit da aloubin Bro-Saoz e 1066 , ken sur ' veze pep hini anezho , rak m'oa bet treuzet an oabl gant ur steredenn-lostek a gemenne reveulzioù bras , ' oa bet benniget an aloubadeg-se gant Doue !

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

 

                                          ___

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil - VII - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur Des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .

                                  ___

Notennoù :

11 - Hawiz Normandi ( pe Havoise ) , ganet en 977 ha marvet e Roazhon d'an 22 a viz C'hwrevrer 1034 , prinsez norman , merc'h da Richarzh Ian " Dizaon " , dug Normandi , ha d'ur brinsez viking a wad uhel , Gunnor .

Dimezin a reas Jafrez Ian Berengar  , kont Roazhon ha dug Breizh ( 992 - 1008 ) war-dro 996 .

Trederannourez ha lezdugez e oa pa varvas an dug da c'hortoz ken na vije bras a-walc'h o mab Alan III da ren ar vro .

12 - Alan III ( 997 - 1 a viz Here 1040 ) , mab ha warlerc'hiad e dad Jafrez Ian Berengar . " Roue Breizh " e lavare bezan ivez .

13 - Konan II ( 997 - 1 a viz Here 1040 ) , mab ha warlerc'hiad Alan . Rankout a reas em zizober da gentan eus gwardoniezh dic'houzanvus e eontr Eozen Pentevr ( 999 - 1079 ) , enebour Gwilherm Normandi ( 1027 - 1087 ) lesanvet " Ar Bastard " ha goude " An Alouber " .

Mab bastard Roperzh an Diaoul pe " Hollgaer " hag Herleva , e teuas da vezan heman Gwilherm Ian Bro-Saoz goude emgann Hastings ( 14 a viz Here 1066 ) .

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( VII ) .
Repost 0
1 août 2016 1 01 /08 /août /2016 17:40
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( V ha VI ) .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( V ha VI ) .

Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

 

An Erbeder ( VIII )

 

 

Trede Lodenn

 

 

/ Brezel Ar Groaz /

 

" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,

   Engravet don 'n e wad tanflamm ... "

Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " ,

Ar Skarbouklenn .

 

 

- Brezel ar Groaz -

 

 

10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil

       ( Danevell Tad-Kozh )

"  Ha setu ma welas ur marc'h gwenn ,

   Hag en doa ur wareg an hini pignet warnan ,

   Roet dezhan ur gurunenn ,

   Hag ez eas kuit 'vel un Trec'her ... "

Diskuliadur , 6 , 3  .

 

 

 

 

V - Dour Berv , Kouronkadenn Yen

 

      

      ... Rak mesket en e sonj istor Tadig gant gerioù diwezhan an den fur eus Brekilien en doa bet tro da gejan outan d'an noz end-eeun ma erruas er c'hastell , ne savas ket d'ar bugel bransigellet gant ruilh ar vag en e fled , ar c'hoant kousket . ( 5 )

E gaset en doa un den masklet d'un toull-kuzh dre un trepas kevrinus , lec'h ma komzas dezhan ar c'hoziad strizh eus ur gefridi a zlefe sevenin gwech distroet eus e veaj .

" Derc'hel a ra an arer o labourat rodoù e bezh Labour " , en doa laret dezhan 'vit echuin : SATOR AREPO TENET OPERA ROTAS ( 6 ) .

Haderien ar goanvraio eost en Hanvezh ; Bez' eo goanv hor bed , hag an EON an hini eo an hanv ... " ( 7 )

     Ken dispar e veze an holl draoù-se ken e viras outan da gousket .

Hag em c'houlenn a reas ivez petra ' c'helle ober e genderv war Enez Sakr an Drouizien . Kredin a rae he damwelout er pellder koulskoude , ' kreiz morenn e hunvre , o hanvalout diflukan eus tenvalded e dal hag enkrez e spered , war-c'horre islonkoù ar morioù distrad ...

Morgan , a sonjas dezhan goude ... Piv ' oa e gwirionez ar vaouez iskis-se en doa damwelet bep ur mare er Govelioù ?

Perak he doa ranket dezhi fiziout diorroadur he faourkaezh bugel Roll da evezh he c'hoar Mona ? Ha dav ' oa he c'hredin pa zisplege da bep unan e venne dezhi pellaat dioutan ankenioù ur vuhez ken start ?

     Kement a c'houlennoù en dije bet c'hoant ober , tan ennan , outo , met e lakae bewech e viz war e c'henoù ar morvleiz kozh , ur minc'hoarzh goapaus war e ziweuz c'holoet gant barv fonnus ; ha bewech , goude un tammig ehan ma eve ul lonkad bier du iwerzhonat ' keit-se , e kendalc'he gant e zanevell veaj ha troioù-kaer ; ar boeson a eonennne war dorkad wenn e vlev , seurt moue leon , o lakaat da virvin e zaoulagad 'vel mein lugernus , holl livioù opal a zouge mantellad du-pod an noz dreist warno ...

     " ... Arouez nevez a ziemglev ' oa bet marv Alan II evito , a stagas . Ne zamantas ket kalz ag Aotrounez o stourm etrezo da astenn o c'hrabanoù war an Dugelezh hag ober muntroù ha torfedoù 'vit-se .

Drouklazhet ' oa bet Drogon , pennhêr Alan , gant Foulk II Anjev a vougas anezhan en ur gouronkadenn yen ' pad ma strinke dour berv d'e zremm !

Degas a ran da sonj dit emaomp e 952 ! Gwazhat amzer ! , a gendalc'has o leuskel huanadoù glac'har . ( 8 )

    Tra ma veze gwastetpep lec'h ar c'hourenez gant stourmoù diabarzh , en em gave ur wech c'hoazh aloubet Naoned gant an Normaned !

Pezh ne harzas ket ouzh tud Anjev da glask redian ar bobl da zibab o frins ' doug ma lavare konted Roazhon , 'vit gounit lans warno , e veze-i diskennidi reizh hepken ar Roue Salaun ! ( 9 )

Hep disonjal e lakae da dalvezout ar brezelioù diabarzh noblansoù bennak , ha dreist-holl e Bro-Naoned , evit gwaskan muioc'h ar bobl gant o gwall daolioù kriz !

Gwelout a rez ' oa amzerioù war-dro bloavezh mil ur mare leun a boanioù 'vit ar C'hornôg a-bezh . Klenvedoù-red a zeue da heul naonegezhioù 'vel kemenn an Diaoul o tont en-dro direol gant e heuliad spont ha freuz !

Kredet ' veze stolian an aon gant pedennoù birvidikoc'h da relegoù ar Sent .

Jezuz-Krist o vezan marv 'baoe mil bloavezh , e teue diouzh ar c'hiz da vont e pirc'hirinded da Jeruzalem , bez an Aotrou !

 

 

 

 

VI - Taget ar Yar gant ar Falc'hun

 

 

   

     " ... Ha Jafrez Ian o tont en-dro eus Rom a gemennas e zistro dre gas saverien tailhoù d'ar Vreiziz . Rankout a rae dastum ar re-man tell " Joyeuse Advenue " bet graet a-ratozh kaer 'vit e zisamman un tamm eus e zleoù ken niverus

    War leurenn ur geriadenn ' vez displeget ar pezh-c'hoari diouzh ar vojenn : e lez tro-dro dezhan , ez eve hor Prins banneoù dindan un deltenn wenn he lien kinklet a skourrigoù glas o sellout ouzh troioù ur banniker degaset aman dezhan evit e ziduellin .

E penn all ar blasenne werzhe e gouraterien arrebeuri ha kozh dilhadoù un tiegezh tud baour tost d'ur groaz maen .

Nebeut goude , ma oa bet klevet izili anezhan o klemm hag o lenvan , ' oa bet taolet muioc'h a evezh d'unan bennak all 'n engroez : un intanvez ' oa , a c'hoantae dizlean he zaos daoust ma vanke dezhi daou diner .

Evel m'he doa prometet nezan he c'hegel ha rein frouezh he labour dezho da c'houde hepken , ' oa bet roet ar respont-se dezhi ma vefe kemeret he gwele en eskemm , pezh a lakaas droug en testoù edo ouzh klevout se .

Gant ur yar zu he doa c'hoant da brofan ' vel un digoll d'an Dug e tistroas neuze ar paourkaezh maouez . Met al labous preizher a dalc'he anezhan war e veilh-dorn ( merk anat an Uhelidi ' oa ar Falc'hunerezh ) a savas a-daol-trumm en aer 'vit mont d'an evnig-porzh hag ober ur begad gantan !

    Goude bezan bet dirollet da c'hoarzhin al lez , ez eas kuit an Dug hag e varoned o tilezel o oanez da aberzhin gant e dud .

Ar buanan ' oa houman koulskoude . Dont a reas a-benn da dec'hout ha , kuzhet a-drenv ur vodenn , e c'hedas Jafrez o teurel ur maen outan a dorras e glopenn !

E 1008 e oa :

" Taget ar iar gand ar falc'hon ,

  Gand ar gouerez lazet ar c'hon " , ' vez skrivet er Barzaz-Breiz . ( 10 )

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

 

                                          ___

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel Ar Groaz - Trede Lodenn - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil - V ha VI - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .

                                 ___

Notennoù :

5 - C/f Eil Lodenn , " Sevenidigezh " , pennad 6 , 1 : " Diskuliadenn Roll " .

6 - Arouez karrez hud SATOR .

7 - Aviel amwir Fulub an eilvet kantved ( 4 ha 5 ) .

8 - Alan II ( 910 - 952 ) , lesanvet Alan Varvek pe " Al Louarn " , kont Poc'her ha Dug Breizh ( 936 ) .

   - Drogon , kont Naoned ha Dug Breizh ( 952 - 958 ) , mab da Alan II Varvek .

9 - Salaun , Roue Breizh etre 857 ha 874 .

10 - " Barzaz-Breiz " , kanaouennoù pobl Vreizh , 1839 , savet ha dastumet gant Kervarker ( Théodore Hersart de la Villemarqué , 1815 - 1895 ) , XV - Ar Falc'hon ( Ar Falc'hun ) .

Diwar-benn Jafrez Ian , sellit ouzh an notenn 11 er pennad da heul .

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( V ha VI ) .
Repost 0
9 juin 2016 4 09 /06 /juin /2016 11:26
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( III et IV ) .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( III et IV ) .

Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

 

An Erbeder ( VIII ) 

 

 

Trede Lodenn

 

 

/ Brezel Ar Groaz /

 

" Un arouez kevrinus ' zo er Maen ,

  Engravet don en e wad tanflamm ... "

Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " ,

Ar Skarbouklenn .

 

 

 

- Brezel ar Groaz -

 

 

 

 

 

10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil

        ( Danevell Tad-Kozh )

" Ha setu ma welas ur marc'h gwenn ,

   Hag en doa ur wareg an hini pignet warnan 

   Roet dezhan ur gurunenn ,

   Hag ez eas kuit 'vel un Trec'her ... "

Diskuliadur , 6 , 3 .

 

III - Lazhadeg ar Gouel Mikael

 

       " ... An tregont vloaz a heulias 907 goude marv Alan Veur , a gendalc'has ar c'honter , ' oa bet ur gwall daol spontus evit Breizh ! ( 1 )

Da betra ' vije bet henvel ouzh ar prantad-se ken leun a reuz hag a vantr , a c'houlenni diganin ? Ouzh an amzerioù diwezhan , marteze ?

       ' Vel ul lanvad kadourien zidrec'hus ' teue en-dro diehan ar Vikinged Normaned , o trastan hon douaroù hag o tiskar penn evit penn en un taol holl gêrioù hon Bro !

Ha ne c'halle roue ha dug ebet en em sevel outo , den ebet !

      Betek Bro-Gernev  ' teujont da ziazezan zoken , gouez da " Gronik Naoned a veneg drouklazh kalz a dud bet graet gant un engerzh ifern dindan urzhioù unan bennak anvet Roll ... ( 2 )

Hag an tad-kozh a selle pizh a gorn e lagad ouzh e vab-bihan bet lakaet nec'het trumm e spered gant mallozh gast anv-badez e genderv ma veze barnet diouzh liv ruziet ha truezus e zremm !

      Muntret avat ' oa bet ar re-se da zeiz Gouel Mikael , a laras ouzhpenn dezhan ar martolod ... Met lanvadoù nevez barbared ' ziruilhas dre zouar pe dre vor dre ar c'hontre . Edo ar spouron en e washan !

Ur gontelezh hepken ' zalc'has penn dezho koulskoude , hini an Aotrou Even Veur lesanvet " Kadarn " diwezhatoc'h .

      E pep lec'h all e tec'has kuit noblansoù ha pennoù-kêr a zeue en-dro da Vreizh-Veur ma oa bet argaset diouti o hendadoù gwechall .

Ur wir dec'hadeg e oa : hep penndierned edo o chom keizh kouerien ha feurmerien , hep an disteran sikour dirak armoù dir ha bodoù-tan " Lec'hlenniz an Hanternozh " ! ( 3 )

Doue ra viro ne c'hoarvezfe biken ken ur ouezoni 'vel-se en dazont , a laras c'hoazh ar moraer tenval e neuz !

 

 

 

IV - Feunteun Vari

 

    

     A-hed an enderv e paras sonjus e sell Yann war ar mor divent par d'ur skramm sinema ramzel , e lakae d'advevan dre faltazi e spered eurioù diwezhan e droioù-gaer voemus : adwelout a reas dremm gevrinus Virginia o skedin-diskedin 'touez ar gwagoù beuzet en heol splann hag he doa en em ziskouezet dezhan o c'hoari telenn er sal-sonerezh . ( 4 )

Envorin a reas ivez gerioù Berteleme kozh a roe da c'houzout en a-raok ha n'en doa komzet anezho da nikun .

     Da serr-noz , mezevellet gant sked an oabl strewet a stered , e teuas adarre da sonj hon beajour e weladennourien an egor . Kemer a reas ar bellunedenn da glask anezho war-du ar C'hastell-Karr-Bras ha steredeg Orion .

     Dont a reas er-maez eus ar gambr-levian ma veze serret enni ar c'habiten kent mont davet an tilher-a-raok da gaout ar penn bourzh nevez m'en doa lezet e lestr en e c'hourc'hemenn .

Adkregin a reas neuze gant poell e zanevell :

" ... Pa zilestras Alan Varvek o tont eus an tu all Mor Breizh e Kankaven e 938 , ' oa bet trec'h d'an alouberien war-du kêr Zol ha Sant-Brieg da c'houde .

Dambrest war-lerc'h e c'hounezas trec'h Sant-Enion e-kichen Naoned bet brudet dre vurzhud ar Werc'hez Vari a zeuas du-hont da blegan d'e bresan pedennoù ma vefe torret sec'hed bras anezhan war a lavared , ha bet dalc'het kalz gantan warni o lakaat ur feunteun 'vitan ha 'vit pep unan e re d'evan gwalc'h o c'halon da c'hellout distrein trec'hus d'an emgann rak-se .

    Met ne ziskoueze nemet hentoù ha savadurioù skrij dismantret kêrbenn Vreizh he-unan , bet pulluc'het euzhus gant an tan ha damzilezet gant holl he foblad abaoe tri zegad-devezhioù da nebeutan : dilerc'hiadoù mogerennoù peurlosket , bernioù atred strewet ' kreiz ur c'hlasvez deut gouez en-dro ma veze gwelet labaskenned ha klaskerien-vara truilhek o doare enni a-wechoù .

Setu petra ' oa deut da vezan hon Naoned breman , hi ' oa bet kaeran keoded Vreizh gwechall !

Dirollan a reas pep hini da ouelan forzh dirak ar reuz-man !

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

 

 

                                         ___

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel Ar Groaz - Trede Lodenn - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil - III ha IV - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , Copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .

                                 ___ 

Notennoù :

1 - Alan Ian , lesanvet " Alan Veur " ( war-dro 890 - 907 ) , Roue Breizh .

2 - " Kronik Naoned " , dastumad danevelloù istorel ar Grennamzer Uhel ( etre 570 ha 1050 ) .

3 - Normaned ( Norsemen ) pe Vikinged .

4 - " An Erbeder " , eilvet lodenn , pennad 6 : " Diskuliadenn Roll " ( 1 ) .

 

 

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( III et IV ) .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( III et IV ) .
Repost 0
2 mars 2016 3 02 /03 /mars /2016 09:40
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - La Croisade - The Crusade - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( I ha II ) .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - La Croisade - The Crusade - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( I ha II ) .

Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

 

 

An Erbeder ( VIII )

 

 

 

Trede Lodenn

 

 

 

/ Brezel ar Groaz /

 

" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,

   Engravet don 'n e wad tanflamm ... "

Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " ,

Ar Skarbouklenn .

 

 

 

- Brezel Ar Groaz -

 

 

 

10 - E Grez Marc'heien

       ar Bloavezh Mil

        ( Danevell Tad-Kozh )

" Ha setu ma welas ur marc'h gwenn ,

  Hag en doa ur wareg an hini pignet warnan

  Roet dezhan ur gurunenn

  Hag ez eas kuit 'vel un Trec'her ... "

Diskuliadur , 6 , 3 .   

 

 

I - Kanell pe Sinamom

 

    Da gas he lestrad koadoù palisandr ha santal du-hont 'vel ma oa dleet bezan graet ganti , he doa aet 'n he hent 'trezek Oban adarre ar " Vari-Vorgan " . 

Skarzhet ' oa bet he c'hof eus gwiadennoù bennak mouk ha lin , seiz ha skarlek , holl brizius ha kaer anezho , bet miret gantan koulskoude c'hoazh o frondoù lies mesket enno gant c'hwezhoù fall eoul ha bitailh , sinamom pe ganell a nije en aer 'vel un tres na c'hell ket steuzin ... 

    Ne oa deut a-benn da lakaat sklaer hag anat hini ebet petra ' oa c'hoarvezet e Man en neizheur pa zisammas eus ur c'houfr e strad al lestr skeudoù kevrinus tud vasklet 'vel difoupet en noz , un doneg wenn groaziet e ruz warno !

Ha piv en dije gwelet pezh a reas van tud all da lakaat eno e Bro-Skos war e lerc'h ?

   Nijet kuit ' oa bet Houarn Pogam . Ur c'houc'h all a gemere lec'h an hini kozh .

Hag evit ar paourkaezh Roll , e oa aes da intent he doa kavet gwelloc'h e vamm nevezintanvet d'e virout en he c'hichen ...

   " ... D'ar veaj distro ' oa anezhan pa tibunas din Tadig istor an Aotrou Brekilien , a venegas end-eeun Yann Kervern en e levr envorennoù anvet " An Erbeder " .

Lugernin a rae dremm vorlivet al Loar ouzh melezour an dourioù lufr ...

   " ... Hiziv an deiz , a zistagas trumm da larout ar bleiz-mor kozh , hon eus poan da sonjal er goanag espar diwanet eus ur feiz bet gounezet a-nevez a gasas ur bobl a-bezh , ken birvidik he c'halonwar-raok !

E 1096 e oa ... "

 

II - Manerioù Paper

 

   " Abaoe tarzh ar c'hantved e kredemp edo o tont ur gwallreuz . N'oa disoc'h ebet ken da ziskar Mab-den  goude strivoù didalvez ha lorc'hus anezhan da gas ar Sevenadurezh war-raok .

Aet da get ' oa holl impalaeriezhoù , kouezhet en o foull 'vel manerioù paper ha da gentan hini Karl Veur bet mennet d'adsevel dismantroù Rom evitan hepken . "

" Gwalleurioù a zeue an eil war-lerc'h egile , a gendalc'has ar c'habiten o skrabat e fri , entanet ' oa bet kêrioù ha maezioù , bet graet gwaremm anezho gant argadadegoù ha brezelioù-diabarzh . "

" ... Da skouer ' oa bet distrujet gant Vikinged hor gaez gêr Naoned ! , a laras ouzhpenn gant kounnar .

Koun ' zeu din en doa komzet un oberour brudet eus delwennoù ilizoù-meur an daouzekvet kantved , un tamm a-raok zoken

Gouzout a rez petra ' lavar ? E oant orbidus ha divalav , o hanvalout gouzanv mil boan 'vel ma pede hag aspede an Dasorc'hidigezh gant o daouarn juntet !

   Neuze em roas dezhan un diskuizhig hor c'honter lorc'h ennan gant e vemor ha gant ar pled a daole outan 'vit e glevout e vab-vihan .

Ha  ' doug ma veze o sevel ennan 'vel ur c'horniad butun e penn e fri barr-awen grenv ar meurgan , ez arvestas goude-se ouzh kern wenn-spontus gwagoù an donvor !

Evitan e chome sabatuet gant gouiziegezh e dad-kozh ar bugel ha na grede ket en abeg da se e zislavarout oc'h herzel outan da zibunan e gentelioù istor ken hoalus !

Raksantout an hini a rae ' vefe dizoloet aodoù nevez ha marteze ur sekred burzhudus enno ...

  

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel Ar Groaz - Trede Lodenn - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil - I ha II - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - La Croisade - The Crusade - 10 - E Grez Marc'heien ar Bloavezh Mil ( I ha II ) .
Repost 0
23 août 2015 7 23 /08 /août /2015 14:41
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh - 9 - Gaeltacht - IV - Iona - Breton Version / E Brezhoneg .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh - 9 - Gaeltacht - IV - Iona - Breton Version / E Brezhoneg .

Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

 

An Erbeder ( VII )

 

 

Eil Lodenn

 

 

/ Sevenidigezh /

" Breman ma veze tennet krenn digantan bed e yaouankiz ha ma seblante 'vit ar wech  kentan distaolet gant ar mor war un aod estren , n'oa ket graet an traoù a save neuze en e spered gant pezh en doa sonjet en a-raok a-zivout e veaj ... "

Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " , 1 , 2 .

 

 

- Gaeltacht -

 

 

9 - Gaeltacht

" Da be vad merdein ken pell all

  Ma'z eo ret mont d'ar strad ouzh genou an aber ? "

Youenn Gwernig - " Stok ouzh an Enez " *

 

 

IV - Iona

 

     

    P'emeur edan mervel eo muzuliet gant pep unan ar pep resan , an hed-se a zisparti an Den ( " Man " e saozneg ) diouzh an Diwel ( IOAN , IONA ) .

Adwelout a reer dremm ur gornandonez . 

Klevout a reer he c'homzoù kevrinus 'vez mesket en hor spered gant kuzhutoù bet laret dec'h e pleg hon skouarn war ar garantez pe ar marv ...

    Deut eo da zasorc'hin pep skeudenn ur vuhez , Breizh hag he frondoù donvor , koadeg Brekilien , seurt neved keltiek , bugaleaj ur foeter-hent ha digenvezded anezhan goude ' kreiz Pariz ar bloavezhioù 1900 .

    Kelaouenner ' oa Roll d'ar mare-se , sot-pitilh gant steredoniezh ha , 'vel an holl dud yaouank en doa kredet sur-' walc'h en dazont en e gambrig studier karter an Arsellva .

Met 'raok mont d'em gannan e skrivas ul lizher diwezhan .

    Ken buan ez ae pep tra ! Sotoni ar brezel ...

Ha kendiviz an derc'hent gant al letanant Fournier na baoueze ket da voudal en e benn !

Kroget ' voe gant kudenn an Droug adarre .

- Ne vefe ket deuet hepken dre ma c'hellfe bout bet troet pep atomenn diwar he hent diouzh kredenn vrudet Epikuros anvet " Klinamen " ? , en doa goulennet dezhan ez-skoliad ar c'hlasoù-prientin ouzh studioù lennegel uhel . ( 35 )

- Un touell e vefe neuze hor frankiz ? , en doa respontet dezhan oberour " Meaulnes Veur " .

Met penaos rein priz d'an holl boanioù dimp-se ? , a zisoc'has ar skrivagner gant habaksted .

Ya , an droug-se henvel ouzh barvenn ur vaionetezenn : ken feuls he flemm pa stagit da ziwadan holl ha da skrijan diwar anoued o sevel ennoc'h tamm-ha-tamm didruez !

    Diwezhatoc'h ez adkavfe moarvat danevell un dro-gaer unan bennak ar c'herentiad en ur bern paperajoù .

Kredin a rafe dezho holl e vefe hunvre , faltazi ...Legadenn ur c'hondaonad . ( 36 )

Setu an teul avat . Setu envorennoù dornskrivet a lenner ennan ha setu pezh a c'hoarvezas hervezan e Iona , lec'h ma veze bet skoet dre vrasan burzhud ar " Vari-Vorgan " war an aod !

    " E miz Eost 1899 ' oa , un daouzek vloaz bennak evidon , a skrive ergerzher ar stered , va zreizhadenn gentan ...

 

    " Ar Skiant out , ha me ar Varzhoniezh ! , a drompilhas a-daol-trumm va c'henderv 'pad ma vezemp kaset betek penn an enez gant un nerzh diverzus .

Met ne oa ket ar c'hontrol kentoc'h ?

Diaes ' oa din kompren birvilh ' oa ennan , a-hend-all .

    Goloet ' oamp bet gant gouel stoubennek ur vrumenn dev .

Treuzin a rae un tokarn du daou lagad skeud , o vleinian ac'hanomp 'dreuz al lann . Ne vezed gwelet dirazomp koulskoude nemet kroaz ruz ur marc'heg eus Urzh an Templ .

    Padal e tegouezhjomp en tu all d'ar mor .

Bez' oa kozh mogerioù du-hont , a seblante bout bet lakaet war ar gwagoù louet 'vel dasskedoù tenval sklerijennet gant al Loar . Ur chapelig ' oa ?

   Un nor vras he stalafioù arc'hantet a zigoras en douar geot glas .

   Klevout a ran c'hoazh son ken iskis ar vouezh-se tarzhet eus neblec'h , ken flour ha ken yen , artifisiel ha bresk war un dro gant he zaolioù vekanikel .

" Prinsez Iona eo va anv , degemer mat , va c'hannad !

   Sellout a ran c'hoazh ouzh dremmoù kemmus liesdoare anezhi . Gwech e vije bet minc'hoarzh Virginia a dremene warno , gwech avat e pare warnon , livet 'vel don-donan ar stergoumoulenn , selloù glas-moug un doare euzhvil dizenel skantek e groc'henn gant linennoù serpantin hirvoan 'n e zremm !

Ha neuze ' oan bamet d'un dra zreitkred 'vidoc'h marteze !

   E-barzh' oa ur gib emrodenn war un daol aour fetis .

Ur fulenn tan flamm a sklerijenne an holl gev-iliz ma vezemp ennan !

" Setu ar maen kouezhet eus an nenv ' oa kiriek da boanioù mab-den .

Hag en em rannas e teir zamm

Ma vez kavet gant unan trede lodenn anezho , ' trec'ho war an Denvalijenn e Sklerijenn 'benn ar fin !

Ha dont a raio an eurvad hag ar peoc'h en-dro ! "

  A-drenv din e santis un den bennak ma voe strafuilhet gantan hep ma vefe bet tu din kompren perak .

Ur gaer a vaouez ' oa heman , uhel '-walc'h he ment , he doa lakaet gant douster he dorn war va skoaz .

O tirollan da ouelan e kredis anavezout va mamm bet dianket gwechall pa oan ur babig .

Ken trubuilhet ' oamp hon-daou ken ' voe diaes din kompren mat ouzh an dra-man-tra .

Goude-se ' rofe pep hini 'c'hanomp un testeni dishenvel . Hag ur sonj ' oa deut dimp ivez ' vije bet chenchet hor brizh varregezhioù war an Douar , ken strishaet , en abeg d'ar Maen-Stered !

   Pa oa poent dimp adkemer hent hon distro , ne voe ket anv ken da vont da Vro-Skos met , er c'hontrol , da gilan a belec'h ' oamp deut .

  War-dro kreisteiz ' touaremp e Sant Padrig stok da Enez-Vanav .

O vezan na zeuen ket a-benn da gousket mat , ' m boa arvestet ouzh un dra eston burzhudus koulskoude war listenn ar vag .

Unan ar vartoloded o kaozeal gant e gamalad en doa tennet ur gorzennig kouevr divoas eus e chakod . Lakaet warni e seblante bezan un doare traezenn-dro bet graet eus strinkenn gouarz , pikennek he stumm , pezh gwerenn dreuzluc'hus liestalek .

N'em boe ket amzer d'em c'houlenn da betra servije .

O sellout ouzhin e krogas aon en den a daolas ar benveg dispar dreist ar bourzh . Un iskis a drouz a reas , 'vel hini ' zo bet klevet pa vez enaouet strakerezed e foarioù .

Hag e tiwanas ivez diskred ennon . Dreist-holl pa anavezis min souezhet Houarn Pogam o trein davedon !

  C'hoant ' m boa da gomz eus se d'ar c'habiten .

Met ' oa aet dic'hallus 'vit ar poent gant embregoù abourzhan . "

  'Vel-se ' strivas Roll da zeskrivan 'n e zeizlevr ar santad-man ken sebezus ennan da gredin distrein war e giz .

A-hervez 'vito ' oa chomet difinv an amzer .

E Douglas ' oa tremenet ur rederig da gas anezho kuit hag o c'hasfe ivez en-dro d'o leti 'barzh an noz .

  Bleinier ar c'harr , marc'hadour Pennsans nemetan , en doa marteze kollet e stumm lavar slav o vezan ne ranne ger mui pe vui .

 Ober a reas ar vugale sabatuet kalz goulennoù ouzh o zad-kozh ha , war a seblante dezho , ne gave penn ebet d'an holl draoù-se .

- Ha gouzout 'walc'h ' ouzoc'h ? , ne baoueze ket da larout dezho ' pad ma tegouezhent war uhelennoù Saint John , lec'h d'un emgav kevrinus .

Moarvat hoc'h eus kredet ' oa chapel Sant German ar manati Koulm ? Souezhet on evelkent ! , a c'hrozmolas 'n e varv . ( 37 )

  An diskleriadur hepken o doe bet en diwezh ' oa hini bet graet da vat ha kaer da welout gant an den kozh e-kenver mall e yaouankizoù !

Em c'houlennet en doa digantan dre beseurt burzhud ' oa bet gouest e gwirionez e vab-vihan da ziguzhan doare kuzh ken difennet un dra 'vel-se .

  Skein a reas ur c'hlaouenn ruz e kalon pep den kleier an iliz o tintal ton boud un eur pouezus hirc'hortozet 'vel hini-man leun a hud hag a levenez d'em welout goude keit amzer .

Stardan a reas ar vamm he bugel n'he doa ket gwelet abaoe bloavezhioù an erc'h du !

 

 An iskisan-holl koulskoude ' oa pezh ' c'hoarvezas er c'hev-iliz : un abadenn spiritouriezh .

Ne zeue ket a-benn Roll , skuizh-divi , da gousket .

En aner edo o klask en ober , souchet en amc'houloù war ur gador-vrec'h sakristiri .

  Goulaouet ' oa ar sal en amsked , bolzioù krommvegek enni , gant kantolorioù staget ouzh speurennoù mein kinviek kozh .

Bez' edo er pezh un daol grenn zivent kinklet he c'hustod aour digemmesk ma veze warni gant ur groazig keltiek troellennoù ezans he moged o vont kuit diganti . 

Daouzek den ' chome tro-dro dezhi war o sav-sonn , gwisket gant saeoù-burell hir gwenn , ur c'habell fichet gant un " tribann " war benn pep hini anezho , ha ne sile drezan nemet selloù flamm kevrinus !

  Ha Morgan ' oa c'hoazh ar vaouez-man he daoulagad wer a bennrene an emvod ? Un Dugez-Vras a hanvale bezan !

Un talgen strink sterniet gant arc'hant a lugerne war he zal goarek brizhardennoù bennak warnan .

Gant ur vouezh a ziskulie he orin rusian e tistagas komzoù a bouez :

" Bras eo an nec'hans ' kreiz an Arc'h . Ken galloudus eo hon enebourien ma ' z eo ret dimp divorfilan ! Re grenn ' oa marvet va fried ' vel m'emaon o paouez klevout digant-se ... ( 38 )

Ne oar ket c'hoazh e verc'h met ne zle ket bezan prizoniadez unan a vefe o foranan he madoù !

Breudeur , e kemenn deomp hor " Mestr-Meur " e rankfe bezan graet an eskemm war ar " Morven " pe anez e c'hoarvezfe ur gwallreuz bras o lezel hep doare ebet da chom bev an den !

Da c'hedal , e ro da anaout dimp Boris n'eus ket lec'h suroc'h 'get koadeg Brekilien pe enez Sezambr . O zensor prizius emaint o c'hortoz , a-hervez , bet kaset d'e vro orin en-dro 'benn ar fin . " ( 39 )

  Ha goude bezan anavezet bremaik he c'halon ul levenez vras ha skedus don ennan , e seblante bezan freuzet breman gant ar c'heloù all , na pegen poanius ' oa bet anezhan !

  Ne voe ket 'vit kredin rannan ur ger pe ober ur jestr bennak pep unan eus izili ar C'huzul o kregin en o daouarn .

En em zispartian a reas didrouz an eil re hag ar re all goude ur " Brav-Bras " a dregernas war voger gehelet an Drouizien :

" Bevet hor c'had , ra vo meulet an OINT ! ( 40 )

Ra chomo bev da viken 'n hor c'halonoù envor Arzhur-Leo Dagan ! "

  

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

 

                                          ___

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VII - Sevenidigezh / Gaeltacht - Eil Lodenn - 9 - Gaeltacht - IV - Iona - Pep gwir miret strizh - Tous droits réservés - All rights reserved . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , Copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .

                                  ___

Notennoù :

35 - Epikuros , prederour gresian ganet e Aten ( - 342/341 - - 270 ) .

36 - Degas a ra da sonj dimp ar pennad-man eus marv al letanant Fournier ( Alain-Fournier , oberour " Meaulnes Veur " - " Le Grand Meaulnes " , 1913 - bet lazhet e-pad un emgann e koad Saint-Remy ( Meuse ) d'an 22 a viz Gwengolo 1914 .

37 - Dismantroù an iliz-veur Sant German war enezig Sant Padrig e kornog Manav . Manati Sant Koulm war enez Iona e Bro-Skos .

38 - " An Ti Achantet " ( La Demeure Enchantée , I , 1 - Ar Plac'h Yaouank hag ar Mor ) - " Levr Virginia " ( Le Livre de Virginia , X , 20 ) .

39 - Menez skos ( A' Mhor Bheinn , 706 m ) e kontelezh Caithness ( Gallaibh ) .

40 - OINT ( Organisation Internationale du Nouveau Temple = Aozadur Etrebroadel an Templ Nevez ) .

 

 

 

DIWEZH AN EIL LODENN

 

6 - Diskuliadenn Roll ( I ha II )

7 - Ar Plac'h Yaouank hag an Unkorneg

8 - Mari-Vorgan ( I - Bleimor , II - Dre Holl Vorioù Loargannet )

9 - Gaeltacht ( I - ' Barzh Kambr-Lestr ar Sturier ,

                        II - Ninv Diarmuid ,

                        III - Arbor Mirabilis ( 1 )

                               - Reze

                                       - Un Diougan e Teuit da Gerc'hat

                              IV - Iona ) 

                              

   

 

 

 

 

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh - 9 - Gaeltacht - IV - Iona - Breton Version / E Brezhoneg .
Repost 0
26 mai 2015 2 26 /05 /mai /2015 11:50
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh - 9 - Gaeltacht - III - Arbor Mirabilis 1 / Un Diougan e Teuit da Gerc'hat ? Do You Come for a Sign ? Venez-Vous chercher un Signe ? - Breton Version / E Brezhoneg .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh - 9 - Gaeltacht - III - Arbor Mirabilis 1 / Un Diougan e Teuit da Gerc'hat ? Do You Come for a Sign ? Venez-Vous chercher un Signe ? - Breton Version / E Brezhoneg .

Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

 

An Erbeder ( VII )

 

 

Eil Lodenn

 

 

/ Sevenidigezh /

 

" Breman ma veze tennet digantan bed e yaouankiz ha ma seblante 'vit ar wech kentan distaolet gant ar mor war un aod estren , n'oa ket graet an traoù a save neuze en e spered gant pezh en doa sonjet en a-raok a-zivout e veaj ... "

Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " , 1 , 2 .

 

 

- Gaeltacht -

 

 

9 - Gaeltacht

 

III - Arbor Mirabilis ( 1 )

       Un Diougan e Teuit da Gerc'hat ?

 

" Ha setu ma teue 'dreuz ar c'hoabrennoù ,

   O tenijal eus don an noz Doueed Kimmered

   Da zouaran 'n enez santel zivrall er c'hoummoù ,

  Manav ar gehelet , aoter-kreiz ar bed ... "

Leconte de Lisle - " Barzhonegoù Gouez " *

( Lazhadeg Vanav )

 

       Tregernin a reas trouzioù bennak er pellder koulskoude .

Derc'hel a rae start-mantrus ar bed gwirion da glask bout bet klevet gant an den yaouank a veze krog anezhan da voredin ouzh ur vagig prenvedet kuzhet dindan pilochoù ul logell besketaer .

Hag damvouget e doare ouat blot ur c'housk meur da gentan , e strivas goude mouezhioù da vont dreist bevenn e hunvreoù bugel dibreder .

     Goustadik e astennas e izili , hag un nebeud kent na zamzigeras 'vel ur vleunienn dindan vannoù-heol kentan , e tivalvennas e zaoulagad c'hlebiet gant ar glizh-mintin .

     - Douar dirazomp ! Douar dirazomp ! 

Kammedoù mibin a skoas ouzh ar plancheris koad , strakal a reas dorioù .

Krog ' oa da virvilhan penn-da-benn ar " Vari-Vorgan " , strafuilh bras enni , ken dishenvel eus he zreizh-vor unton hag hirbadus betek-henn .

Dleet ' oa din ober un hurlink , a sonjas Yann .

     Bez' edo ken abred en e sav , o klask gouzout pet eur e c'hallfe bezan .

Naon en doa .

Trouzmesk e stomok a ziskoueze bezan 'vel hini ar vag o ruilhal a chale moarvat hag a glemme en abeg ma veze goullo he beolioù na mui na ken .

Mont a reas goustadoc'h tamm-ha-tamm he mekanikoù ha saflik an houl ouzh he c'houc'h a rankas tremen hep morzholat ken buan e stlakadennoù sec'h taboulin .

 

     - Ma ouife pezh ' oa c'hoarvezet din ' doug en noz ...

Diskennet ' oa Roll eus ar fled uhelan , neuz chifus un den digousk warnan . 

- Un iskis a hunvre war a gredan , paotr kaezh , eme ar mousig paour distronket na ouie dre be benn kregin e istor . 

Strivan a reas da zistanan e enkrez emzalc'h ha gerioù frealzus , karantezus e vignon nesan .

     " Edon o vale war venezioù ... , e stagas da zezrevellin dezhan , blaz ar gevrin en e vouezh .

Bez' oa ur goulou arc'hlas , digunvez ... 'Vel hini al Loar he dije skedet war he dremm he bravan mousc'hoarzh e pare , hini Mona Lisa ... T'eus dalc'het sonj ? Poltred hol levr ' pad kentelioù an aotrou Mauron , hor mestr-skol .

Da c'houde 'm eus kejet gant ur bugel en oadoù ganin a veze o tiwall e dropell .

Petra ' rae hennezh d'an eur-man war an hent ? , a c'houlennen din va-unan .

- Ac'hanta , noz kaer 'vit ur vale ! , a daolas din o pellaat ar buanan ar gwellan 'vel ma vefe bet spontet dirazon .

 

     Em digenvez ' oan adarre emberr , eme ar paotr un daer e korn e lagad .

Ne oa mouchig pe strilh avel ebet .

Un dra bennak pouezus a seblante gedal an Natur .

    Ne chome den ebet all panevedon-me , a gave din , da evezhian ouzh an oabl liv-du-se ma lugerne ar stered ennan ' keit ma veze an Douar gourdrouzus o sevel e dolzenn zour veurvorel davetan !

Ha setu ma arvestis neuze ouzh ar boemusan marzh morse gwelet er bed-man : un egorlestr divent o tiflukan eus al lein gant e sferennoù skedus , boulloù glas ereet etrezo , a leze stlejadoù du , gwenn ha ruz da skarzhan kuit eus o c'horzennoù !

Dek e oant diouzh em boa o niveret , teir a bep tu , ar peurrest er c'hreiz gant hini brasan ar peder anezho o steredennin 'vel un heol splann !

 

    - Gouzout a rez , a stagas goude un ehanig bennak , ma komzan eus se ganit eo an hini em boa kredet e veven un dra ziwir ...

Mes penaos larout dit pezh a santen ? Piv on-me a zleez kavout dit ?

'Vel un tan-arvest gant livioù flamm e oa , 'vel ur fest veurdezus o vranskellat bolz an oabl a-bezh !

Penaos e zisklerian dit ?

 

   Sur ' oan e veze tud zreist ahont ... Divinout a raen anezho 'dreuz lomberioù arlivet o lestr .

Afoet ha mezevellet brav-bras en em gavis ganto ken tost din , sioul-tre war un dro , leun-souezhus a sederoni , un tamm 'vel pa vez kerzhet hir amzer er goadeg ... "

 

   Rak en doa selaouet hep rannan grik hag hep diskouez trivliadennoù e ene outan , e seblantas plijout da Yann taolenn-man e genderv hag e sederaat zoken un tamm . 

Anat he gwirionded dezhan , e sonje marteze ouzh henvalded e reze e-unan gant ur weledigezh ken sebezus hag houman .

 

   " Gwelet 'rez on deut ken klanv pa santis nerzh o garantez hag o spered o tevin ma c'halon ken 'voen kouezhet war va genou ! C'hoant bras ' oa deuet din d'az kervel , evidout kaout lod eus ar c'houlz diankounachaus-se hag ober bourrus ganit ! , a laras goude d'an hini a bare e selloù a-bann warnan , digor e veg .

Met n'oa ket tu ...

 

   Pebezh istor ! , en doa sonjet Yannig .

   Chenchet ' oa bet Roll , hewel e gemm 'vel hini ur boupenn a dro trumm da valafenn .

- Ne lari netra da nikun ! , en doa adlavaret heman dezhan .

Kompren a rez on sur emaint hon wir tadoù . Nepred e c'hallin o ankouaat ...

   Stouin a reas e benn mab Mona , trec'het gant an aon hag ar from . Degouezhet ' oa un dra bennak en doa marse raksantet hep bezan gouest d'he sklaeraat mui dezho .

Strivan a rae neoazh , o terc'hel sonj anezhi , d'he lakaat kenver-ha-kenver gant e droiad hud e-unan .

Meizan a reas gant gouzout mui pe vui koulskoude o doa kroget , Doue ra viro , un doare deskin ur vicher nevez hag e c'hoarvezfe c'hoazh emberr anadennoù all ken braouac'hus hag an hini-man ! 

 

   Bet he doa bet Mona levr-bourzh ar " Vari-Vorgan " , bepred dalc'het e ratre vrav gant ar c'habiten , a-ziwar-lerc'h marv he zad .

Berniet a-leizh e kavioù ar c'hastell-tiegezh pe e ti an Oriant  ' veze levrennoù kozh o fajennoù zislivet .

Un holl vuhez atizus , entanus ' oa bet lakaet di e-barzh war baper , ur vuhez vartolod ha n'eo ket enskrivet hepken 'vel anv un den war dalbenn un iliz pe war vez ur vered .

Ar gonterez , bet roet dezhi donded he frimveizhad gant he galloud da anaout en a-raok traoù an dazont , he doa klasket d'ober an dizolo war ar vageadenn vrudet-se . Met en aner .

Savet ' oa bet ar skoilh " 'vel er barabolenn Job " he doa ijinet anezhi :

 

" Piv ' neus stanket ouzh ar mor gant dorioù

  Pa rois dezhan ar goabrenn da wiskamant

  Hag ar vorenn da vailhuroù ? " ( 31 )

 

   Diaes ' vefe bet da bobl an douar , marteze , kompren gwir abegoù un dra espar 'vel-se : perak , dre vurzhud ul latar mor , ' voe eoriet ken trumm hor morrederez kaer ha kadarn e porzh Iona , pell bras diouzh Oban , kêr vihan Bro-Skos , he lec'h orin da vont sanset ?

   Evel boaz en doa krennet hor bleiz-mor pep retan e zanvez dre ur berrskrid :

" ... E dibenn ar mintin , a skrive , e tizhjomp Enez Von gozh an Drouized , e norz Bro-Gembre , ma vez savet enni Kroaz ar Vuhez .

Un devezh brav ' oa , avel vat a-du ganimp , koumoul ebet en oabl .

Ret ' oa dimp hepken ober di pourvezhioù bitailh ha glaou kent mont kuit adarre .

Dihunin a reas ar vugale p'edo o paouez bout bet taolet pennoù fard da beulgae porzh Holyhead

   Berv ha darempred ' rene war-dro ar c'haeoù .

Gwerzherien-red foran ' vrude o bouedoù . N'hor boe ket kalz a boan da gaout pezh a vanke dimp dre m'em boa tud bennak anavezet din d'ober evidon el lec'h .

War gont ar c'heginer e reas lakaat el lestr va eiler bara , riz , tri c'heuz Iwerzhon gant ur pourvez likor hag odivi , pezhioù kig ha pesk sec'h , greun edoù 'vit yarezed bennak , kasedadoù sukr ha goude , un donellad vleud-flour .

Hep ankounac'haat vioù ha laezh gant legumaj fresk-nevez ar mare ...

Prenan a rejomp ivez tri sac'h tachoù , div vouc'hal nevez ha kerdin bihan ...

Hag evit mont berr , traoù ha danvezioù ret da gempenn ar vatimant ' kerzh ar veajig-man ha kalz re all en dazont . Rak e oamp nav e bourzh ha deuet ' oa hor bitailh da zivian .

Met chalet ' voen gant un dra bennak : kaer ' veze din klask diduellan hon ampustul mousiged gant ober furlukinerezh dezho 'vit o lakaat da c'hoarzhin , n'oa ket tu 'vel boaz .

Kerse ' oa din o welout anezho a seblante ober fae ouzhin d'ar c'hontrol , ar baourkeizh , 'vel m'o doa kollet ar startijenn ' zo er yaouankiz dibreder ' pad an noz ... "

   ' Keit ma'z afe ar c'habiten d'ober un tamm souchadenn ha ma c'hemerfe Houarn ar penn ' oa dleet d'ar verdeadenn bezan kendalc'het .

War-zu an avel-viz ez afemp .

" Rak ma veze santet c'hwezh ur fourradenn avel ganimp e savjomp an ouel vras war lein ar wern , a skrive Tadig .

Roet en doa urzhioù ' raok mont d'e fled :

- Hedan ' raimp enez Arran dre ganol an norzh , Firth of Clyde , en donvor da " Mull of Kintyre " ... Al loch Crinan da c'houde . Aochan a ri goustadik 'trezek an aod neuze o vont e-bioù inizi Seil ha Kerrera . Met evit Shuna ha Luing , lez anezho a-zehou dit !

  Hep darvoud ebet ken goude-se ' oa aet ar bageerezh betek ar C'horrivreckan brudet , war a ziskoueze an danevell . Ahont eo e tegouezhjont war-dro peder eur d'enderv ...

 

  N'oa ket ar gentan dro ma teue dre-hont , a zisklerias dimp tad-kozh .

Gwir eo ez eo arvarus-tre an ode-vor-man a vez lakaet a-wechoù da dalvout ar Raz . Rak p'eo deut al lanv e red ar mor d'an daoulamm e troennoù spontus etre inizi Jura ha Skarba !

Met ne felle ket din ober a-dra-sur 'vel ar prins skandinaviat ma vez komzet anezhan gant Jules Verne hag en deus roet e anv d'al lec'h euzhus-man ma voe beuzet ennan e zamm lestr diouzh ar vojenn ! ( 32 )

Pell en donvor ez afemp ha deufemp neuze , pa vefe lakaet nadoz ar c'hompaz davit ar biz-reter .

Evezhiek-tre ' voemp holl gwitibunan !

Rak-se ' oa ret dimp diskenn buan-buan ar gouelioù .

   " ... Hag un taol-sell a ris war Argyll en diabell ha war venezioù Grampians gant ar Ben Nevis uhel dreisto da sioulaat va spered .

En tu all 'trezek ar c'hreisteiz 'm boa merzet tour-tan Oronsay war rez an dremmwel ...

   " Setu en 'ta hon islonk skrijus ! , a hopis d'ar vugale a ziskouezas bezan skoet un taol ken pounner en o c'halon gant aroun an tonnoù war o zro .

 

   " Petra eo c'hoarvezet neuze ? Diaes da larout ...

' Keit ma rede a-benn-herr va mab-bihan hep selaou mui ouzhin goude bout bet klevet gantan va gerioù davit penn-araok ar vag ,' oa kouezhet warnomp ur vrumenn lous , gwashat mougenn du o tevaat !

 

   " Nep den all n'en deus klevet muioc'h eus an dra-se ! , a zisoc'has an dibuner . Ket Yannig zoken . Ha kousket hon eus marse ? Ya , sur ' walc'h ' oa deut dimp ar bornig en deus holl gaset pell war e c'hoabrenn wenn gantan 'vel un alarc'h dinijet eus ar bed all !

Pe enez Llangoed , prioldi Penmon ' oa ? Hag e puns Sant Seiriol ' oamp kouezhet en ur dremen ? ( 33 )

   - Ha me  ' vo krouget , c'hanta ! , a youc'he ouzhpenn , petra ' raemp dreist en enep hon hent ? "

 E lavarenn ziwezhan ' oa moarvat ...

 

   " Div brinsez yaouank a c'hortoze ac'hanomp war ar c'hae , a gredas kounaat Roll diwezhatoc'h : c'hoarezed gevell ' oa , anat deomp , gant selloù mor don o sklerijennan ken splann o dremmoù flour ...

Unan anezho a zouge ur " snood " , seurt koef skosat , war he fenn . Melenoc'h 'get an ed ' oa he blev . Hag eben ' oa un duardez gant daoulagad glas ! 

   - Mona ar garedig on , emezi , gwerc'hez karantezus ... Hag e teuit da glask hon teir c'hant kroaz ha tri-ugent ? Lezel a ran va retred m'emaon o huanadin enni ... Setu me em c'haeran 'vel al Loar war gant skedus koumoul ar Reter ... Hag e teuit da glask un diougan ?

  - Fiona on , ar goantenn zispar , a ziskulias egile ... Ha ken plijus hag ur sonerezh nenvel eo trouzig va zreid da glevout .

Skeud Duncan o kuzhat e goueled groc'hioù Fingal e teuit da glask ? Gwirionez Levr Kells e teuit da gerc'hat , mignoned din ?

... Siwazh , ne zasson ket ken gant an delenn koadoù Sebora ! " ( 34 )

 O lavaroù diwezhan ' voe . Steuzin a reas div drolinenn wenn o seblantout mont da aezhenn a-ziwar kalir bleunioù-spes ar serr-noz ... Hini bokedoù-ar-sterenn , hini Mirabiliz ...

Ken buan ha ken pell ac'hanomp o doa redet ... " 

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

                                          ___

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VII - Sevenidigezh / Gaeltacht - Eil Lodenn - 9 - Gaeltacht III - Arbor Mirabilis 1 ( Un Diougan e Teuit da Gerc'hat ? ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes )  , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .

                                 ___

Notennoù :

31 - Job , 38 - 8/11 .

32 - Awenet eo bet din an holl bennad-man ( ha meneget inizi skosat ) a-drugarez da romant Jules Verne ( 1828 - 1905 ) anvet " Ar Skin Glas " ( Le Rayon Vert , 1882 ) - gwelout notenn 29 .

33 - Penmon , war enez Von ( Anglesey ) en hanternoz Kembre . Ilizoù keltiek ar c'hwec'hvet kantved .

34 - Levr Kells ( Leabhar Cheanannais ) , dornskrid an navet kantved . Skeudenn aman war-lerc'h . 

* Leconte de Lisle ( 1818 - 1894 ) , barzh gall ganet war enez ar Reünion ( Poèmes Barbares , 1862 ) .

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh - 9 - Gaeltacht - III - Arbor Mirabilis 1 / Un Diougan e Teuit da Gerc'hat ? Do You Come for a Sign ? Venez-Vous chercher un Signe ? - Breton Version / E Brezhoneg .
Repost 0
17 mars 2015 2 17 /03 /mars /2015 13:42

melusine_small.jpgKelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

 

An Erbeder ( VII )

04chaloupebourgneuf_50.gif

 

Eil Lodenn

 

 

 

/ Sevenidigezh /

" Breman ma veze tennet krenn digantan bed e yaouankiz ha ma seblante 'vit ar wech kentan distaolet gant ar mor war un aod estren , n'oa ket graet an traoù a save neuze en e spered gant pezh en doa sonjet en a-raok a-zivout e veaj ... "

Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " , 1 , 2 .

 

- Gaeltacht -

" Sellit , hag e oa ken glas-se ar gwez en hoc'h hunvre ?

   Ha c'hoazh dindan ar man e sourr dourioù kuzh ,

   Klevit , met ne larit mann ...

Youenn Gwernig - " Stok Ouzh an Enez " *

 

III - Arbor Mirabilis ( 1 )

        Reze

 

          O sevel an eor da vont kuit e loc'has ar " Vari-Vorgan " d'an noz war-lerc'h . 

Kregin a reas da gemer lans gant an avel , amur gouelioù ar vag en he stribourzh .

             Gwech bout bet gwelet ganto gouleier diwezhan Pennsans , ne voe ket pell ar voused da zistrein en-dro d'o c'hambr .

Gourc'hemennet ' oa bet d'ar mekaniker nerzhan e ijin-tan pa sachas Tadig hep sonjal war e gorn-butun ma vandrouilhe nervus beg anezhan o sellout pizh war e api ouzh linenn an dremmwel .

O vezan taolet ha distaolet gant ar c'hoummoù e roge al lestr bommoù spoum , hag aridennad an eonenn o lakaat froud e kalon ur vorganez vorgousket a veze sklerijennet ivez gant nakr al loargann morlivet .

             Notennoù hiraezhus ha pounner a vouskane sonerezh ar gwag bet pouezet muioc'h c'hoazh warno gant horell ha gwint ar vatimant stronset-distronset a c'hoarie didermen anezho 'vel ur gensonadeg vorel dre gorzennoù lies he c'houc'h etre languz ha bourzhell-izel , kef-dasson divent a veze henvel ouzh ur wir c'hwezherez-ograoù !

War-eeun da Vanav e verdefemp en doa kemennet dimp ar c'habiten ha du-hont e vefe graet un ehan e derou an endervezh e porzh Doolish .

             Gourvezet war e fled e sonjas Yanig en devezh dispar edo o paouez bevan .

Seblantout a reas dezhan klevout c'hoazh lavaroù iskis ar marc'hadour .

Na petra ' ta c'helle bezan an islonk spontus Corryvreckan-se - Coire Bhreacain 'vel ma lavare ar Skosiz e Gouezeleg - ha ken arvarus ken ' oa bet lonket bigi her e-leizh gantan ha ma oa ret em ziwall dioutan 'vel un euzhvil nevez al loc'h Nis ?

Hag ar " Bann Gwer " burzhudus-se , seurt " skerb Valkirienned " m'en doa komzet anezhan dezho ? ( 23 )

             Ne zaleas ket ar c'hoant kousket da zont dezhan , o touezian hervez e faltazi stultennoù e hunvre da wirvoud ken tost an eurioù diwezhan .

             

             O c'hoari toull-kuzh gant Roll er mintin-man en doa en em gollet hon paotr e milendall ar straedigoù kernevat .

             Un den iskis a zifoupas trumm eus un ti kozh dismantret hag en doa laret dezhan n'en doa ket ezhomm kaout aon rak bout bet kaset diwar an hent mat met d'ar c'hontrol e heulfe hini Ogma , kampion Iwerzhon  !  ( 24 )

Gwisket gant ur jobelin a liv du , e tenne un tamm d'ar sorserez Savenneg war agripa Mona , hini he doa diskuliet e zazont da Varkiz ar Pontkaleg . ( 25 )

Ha den ebet n'en dije gouezet he oad e gwirionez , ken lufr ' oa he dremm 'vel sklasenn ar mor .

Moarvat e kavas dezhan an deskard-martolod e vije bet a-walc'h marteze d'avelioù bras an diavaez he garanin don muioc'h ha leuskel houlennoù gwenn-kann he blev da vont er-maez eus he c'habell gant ar gorventenn !

Ha gwech e oa ur verc'h he daoulagad leun a bailhour alaouret o steredennin !

- Melisenn on , a gendalc'has he mouezh heson , henvel ouzh sonerezh kalirioù ar bleunv a dride gant karantez he flourigoù warno , a sonjas don ennan an den yaouank .

Anavet 'c'h eus ac'hanon p'emaon o tarnijal 'vel ur c'hwibu-luc'h war lein ar mogerioù-krenv ?

... o vont war vale dindan al Loar ' kreiz an noz Valpurgis , maen-harz miz Beltain , pe vouchet gant ur ouel-spes 'c 'heus va gwelet o stranin dibreder ' pad miz Gwengolo ' hed ar stêr Av war bont ar Sekred

Graet ' vez Lisenn gant tud ' zo ac'hanon , evito an hini ' zo bet emaon hag evit all an hini ' zeuio ... Kaer eo fichet va zilhad , liv 'r gevrin warnan ...

CABC2VVA-la-licorne-1.jpg CAH8RXYE.jpg

            Dre he muzelloù diwel e tinije gerioù eus bro ar skeudoù , o zon lemm ha flour o voustran war galon ar c'housker bet tec'het da benn noz ar rouantelezhioù dreistenvor ...

- A-wechoù c'hoazh ' vez graet Viviana ganin-me ... ( 26 )

       

            Finval a rae diehan ar bugel . Pizennan a rae beradennoù c'hwezenn war e dal .

Stoket-distoket e spered gant ur stourm feuls-dispis edo o paouez damwelout bezans ur c'hrouadur dianav ha marteze diaoulek ennan ? Steuziet e oa buan koulskoude , o vont kuit diwar-nij gant e zivaskell zamc'hlas p'en em gavas gounezet gant un nerzh peoc'hleun !      

 

images-Tour-M-lusine.jpg

           

            Neuze e tibunas d'an tizh ruz skeudennoù e vuhez : ur bann heol en em sile ' dreuz toennoù ar c'hastell ... Trec'hin a rafe war un toull-bac'h tenval kent dieubin e garc'hariadez vrav ouzh tonioù skiltr un drompilh hag ouzh kroz mandoreoù o taboulinan galv an doueed vadelezhus !

Ha kuit da goll roudoù e goulm e pignfe war vord ouzh he heul da seizh avel he lestr !

 

images-envol-de-l-ame-copie-1.jpg

           

           Pelloc'h , perak ne glaskfe ket anezhi war un enez gollet he zornaodoù bout bet ganet eus tonnoù dirollet ar mor 'vit doare ?

Mil korriganez a zifoupfe eus ur c'hev hudel da saludin donedigezh o Rouanez , an hini a varc'hegfe an Unkorneg meurdezus ' kreiz ur poultr stered !

Ha ne vefe ket annez ar Gral , marteze , diwallet-mat gant daou leon ha bet dizoloet un deiz gant Lanselod bamet d'e vommoù sklerijenn zallus ha berrbad ?

Setu Avallac'h , enez wenn ar gwez-avaloù , rouantelezh an nav c'hoar ma 'z eo Morgan hini gaeran anezho , plac'h leun a goantiz a c'hell ivez ho parean gant he louzoù ' raok dezhi nijal en-dro a ster da ster dre nenvoù didermen da vro meuriadoù an doueez Dana !

Setu Emain Ablach , douar an promesaoù goloet a zelioù aour hag a vein-strink ma vez daoulagad ar merc'hed o lugernin luc'hus gant skedoù-noz ar safir hag an azurit ennan !

" Bez' ez eus tri gwez ruz-sklaer war dreuzoù ar C'hornôg ... Bez' ez eus ur plac'h en ti nobl 'zo dreist d'ar re all ... Rak eo gloazet kalon pep den dre nerzh karantez anezhi ... " ( 27 )

             Ha mont a rafe betek an Inizi Gall da zivinout annezlec'h kann an Doueed , mammvro ar " Fir Bolg " hag ar " Fomoire " ken alies meneget gant e vamm ?

Gwelout a rafe ivez o tont er c'houmoul du leun a luc'hedoù gouez harnezioù tenval an " Tuatha Dé Danann " , distaolioù skedus o gouloù o strinkan dre gantadoù da stourm ouzh tenvalijenn enezeg an Norzh ?

- A-drenv d'o listri-tan o deus kuzhet an Heol 'pad teir noz ha tri deiz ! , eme ouzhpenn ar gonterez all , e vamm , da souezhan muioc'h c'hoazh an dud a selaoue outi . Hag e teue eus Kassiopeia 'vel ma vez lavaret ... Nemet e vefe eus ar C'harr-kamm Bras a vez anvet ivez Karr Arzhur ? ( 28 )

           Skeudenn splann , ouzh petra a sellez er blaenenn ?

" Trec'het o deus Balor e skin loskus ... Nuada , o fenn-vras gant e gleze skedus , en deus kollet e vrec'h e kadoù Maighe Tuireadh ... " ( 29 )

           Dassenin a reas pell ar c'homzoù-se 'vel un diougan e don-donan e emskiant .

Ha ne oa ket Manannan e wir dad , a ren war Geltia hag holl vorioù-bras ar blanedenn ? Ne oa ket en e-unan , bleinier an eneoù , a c'halve e vugel d'e gas da Dir Na nOg ?

" Anaout a raio Fiachna 'vit e vab ... " ( 30 )

           - An Alc'houez a roio dit , eme Melisenn addiskouezet trumm .

Dalc'h sonj eus daou c'her a bouez pa weli an islonk . Na c'hlask ket d'am c'hompren ! Rak an dra-se a zisonji 'vit ar pred ... O terc'hel koun dispis eus ur c'housk fall nemetken ... Met ' vi bountet war bont ar vag pa vo erruet anezhi dirak ar poull don !

Hag e lari ar gerioù-man 'vel un dae : ARBOR MIRABILIS !

           Mont a reas kuit goude ar sorserez .

 

 

                               Tristan et Iseult 1

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

                                       ___

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VII - Sevenidigezh / Gaeltacht - Eil Lodenn - 9 - Gaeltacht III - Arbor Mirabilis 1 ( Reze ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .

                                  ___

Notennoù :  

23 - Gwelit an notenn gent ( 22 ) .

24 - Ogme , doue ar Gelted kozh ha kampion an " Tuatha Dé Danann " , ' voe lazhet siwazh e-kerzh eil emgann " Magh Tuireadh " . Breur Dagda , an doue-drouiz , e ra ambroug da eneoù an Anaon betek ar bed-all .

25 - Chrysogone-Clément de Guer ( 1679 - 1720 ) , markiz Pontkaleg a oa gantan orin " Irienn Bontkaleg " . Dibennet e voe d'an 26 a viz Meurzh 1720 : " Marv Pontkaleg " , I , 46 , Barzaz-Breiz .

26 - Melisenn , boudig vojennel a vlein Tonkad mab-den ( gw : Jean Markale , " La Femme Celte " / Ar Vaouez Kelt , Payot 1972 ) .

27 - Emain Ablach pe Avalon , annezlec'h ma chom ennan doueed ar bed-all ( mojennoù Iwerzhon ) . "Ablach" a dalvez " Aval " , frouezh an divarvelezh . El lec'h-man 'vo dihunet un deiz ar Roue Arzhur ha n'eo ket marv met kousket hepken e gwirionez hag a zeuio en-dro en dazont da adunanin an div Vreizh o savetein evel-se ar Vretoned . ( gw. ivez : " Ar Vaouez Kelt " ) .

28 - " Tuatha Dé Danann " , Tud pe Veuriadoù an doueez Dana / Danu , poblad mojennel Iwerzhon . Trec'h int d'ar " Fir Bolg " d'ar c'hentan a viz Mae ( Beltan ) e-kerzh kentan kad " Maighe Tuiread " . Gw. : " Lebor Gabala Erenn " ( mitologiezh Bro-Iwerzhon ) , " Ar Gelted ha Sevenadur ar Gelted " ( Les Celtes et la Civilisation Celtique , Payot , 1969 ) , gant Jean Markale ) , hag " Ar Gelted / Les Celtes " , Robert Laffont , 2000 , gant Venceslas Kruta .

29 - Gwerzennoù menneget gant Jules Verne en e romant " Ar Skin Glas " ( Le Rayon Vert , 1882 ) , pennad XIV , bet awenet dioutan gant " Fingal " , kan kentan barzhonegoù gouezelek " Ossian " ( 1760 / 1763 ) dastumet gant James McPherson  , bet adskrivet ar re-man goude gant Musset :  

" Kannadez pell morlivet en noz foll ,

   Da zremm ' splann holl ' dreuz gouelioù 'r c'huzh-heol ,

   Sterenn , ouzh petra ' sellez er blaenenn

30 - Roue Emain Ablach , doue ar mor , eo Manannan Mac Lir , pareer hag hudour , liammet ouzh Enez Manav . E wreg Fand ( Gwennili ) ' zo deuet karantez dezhi 'vit Cu Chulainn , haroz Ulad .

- gw : Tochmarc Etaine / Lez Etain , mitologiezh Iwerzhon , " An Drouized " ( Les Druides , 1986 ) gant Françoise Le Roux / Christian J. Guyonvarc'h , Ouest-France Université hag albom Alan Stivell anvet " Mojenn " ( Légende , 1983 ) - Keltia III Music - All rights reserved - Pep gwir miret strizh .

- Arbor Mirabilis : " An Erbeder " , XII , 12 , notenn 29 .

                               " An Ti Achantet " , II , 3 , notenn 17 .

Posters : Nadja Mikkilä , all rights reserved .

Film : " Brocéliande " ( 2002 ) sevenet gant Douglas Headline ha c'hoariet gant Cédric Chevalme , Elsa Kikoïne , Cylia Malki , h.a ... All rights reserved . 

* " Stok Ouzh an Enez " ( Youenn Gwernig ) sonet ha kanet gant Alan Stivell en e albom " Trema an Inis " , copyright Keltia III , 1976 - All rights reserved / Pep gwir miret strizh .

 

images-M-lusine-2.jpg9aa9ecmf.jpg

Repost 0
22 janvier 2015 4 22 /01 /janvier /2015 12:07

Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

An Erbeder ( VII )04chaloupebourgneuf_50.gif

 

Eil Lodenn

 

 

 

/ Sevenidigezh /

" Breman ma veze tennet krenn digantan bed e yaouankiz ha ma seblante 'vit ar wech kentan distaolet gant ar mor war un aod estren , n'oa ket graet an traoù a save neuze en e spered gant pezh en doa sonjet en a-raok a-zivout e veaj ... "

Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " , 1 , 2 .   

 

14_470x350Land-s-End.jpg

 

 

- Gaeltacht -

 

 

 

9 - Gaeltacht

     ( Beaj d'an Inizi )

 

m_787efba049ca323abf3c035fea9c5968.jpg

       

      II - Ninv Diarmuid

               ( Doan Vras Ziarmuid )

" Divinout a ran ar mor-se end-eeun , a strink e zour war draoù ha sonjennoù , o lakaat hunvreoù da vezan frouezhus hag o vrasaat arvest ar bed ... "

Zavier Grall - " Ar Marc'h Kousket " , VI .

 

         Muioc'h a aon 'get a c'hloaz e voe , n'oa ket pell Pennsans . ( 17 )

           Tuchantik ' oa gwelet Penn an Wlas , penn ar bed e Kernev-Veur ma vez komzet anezhan gant Hudson , an naturour , gweledvaoù hiraezhus un ene kollet gantan , a gav en-dro ' benn ar fin e hunvreoù du a garantez bet chomet war o c'hoant e rouestl ur bern reier mesk-ha-mesk 'vel strewet a bep tu  : kelc'hiad gwagoù didermen , stok elfennoù , penseoù didruez !

" Follentez an avel ' dreuz ar c'herreg ... Mor-bras tenval ... Red-dired ur pikol houlenn vras du ... Maread mouezhioù rust ar mor ... " ( 18 )

           " N'out ket bepred ar c'hrenvan ? , a c'houlennas dezhan Roll , sonjus e zremm , ' dreuz al lomber .

Rein an hini ' ra ' r mestr-se disuj-kenan 'vel ma oar adkemer pep tra , peurbadel ha digemm ma'z eo dre red kounnaret e donnoù 'trezek an aod , c'hoant bras debrin ha kement a itik 'vit krignat reier ha lannoù gantan ' pad ma lamm ha dilamm ar chal ret ha kildrouk e gildroennoù kent ma teu an dichal hag en em denn ar mor a-drenv en diwezh !

" Netra na den ne vefe gouest da zerc'hel penn outan ... " , a sonjas da c'houde hep klemm ebet o tont war e du ' keit ma eveshae ouzh an hini a zismantr ivez nebeut-ha-nebeut dre uz ar milvedoù touell hon galloud-ni bet savet , ma'z eo , war neuz ur vrasted zister en doa asantet lakaat da lugernin 'vel ur c'hastell el Loar dirazomp .

Hag an trouz boud-se ' don grec'hier iskis krignet gant ar mor ?

           " Petra 'ta ar skeudenn-man ? , en em c'houlennas dezhan e-unan Yann yaouank o kredin divinout ' oa hini an achantour Marzhin pa zeue en-dro d'e sonj danevelloù bet graet dezhan gant Mona diwar-benn barzhed hag " harpeors " o kanan e vojenn 'baoe kantvedoù : notennoù sklintin o veran diouzh andonioù deut frondoù , o kendeuzin da c'houde e dourioù strink a lamme eus binvioù nenvel ar vusikerien e tolzad re ar mor-bras fuloret dic'hortoz , e arfleu o poentaouin ar gevrollen veurdezus !

           Emichans ' ouie se Tadig , en ' oa bet souezhet outan !

E penn e nerzh ' oa aet da ziskuizhan un tamm ar c'habiten 'n e gambrig , o fiziout ar stur d'e eil .

Moarvat , n'en dije den ebet kredet komz mui anv dezhan eus ar mordreizher " La France " , ' oa aet ken hardizh da ugent skoulm , muioc'h 'get biskoazh , dirazan , o stankan hent e zre-dan , tost-kaer toullan e gouc'h zoken !

Darbet ' oa bet bout bet stoket gantan !

Ha n'oa ket bet o teurel dismegans war Vreizh un anv 'vel e hini , a sonje ouzhpenn , pe reut ha dibalamour e emzalc'h 'n he c'henver da nebeutan ?

Ne rae forzh dezhan gouzout piv en doa graet ar mell fazi bageal-se a-hend-all : ken buan ha tenval ' oa aet pep tra a-daol-trumm na oa ket bet amzer lakaat ar c'horn-boud hag ar sinaloù goulaouek da vont en-dro !

Na petra ' ta !

Anat ' oa e bourzh ur vatimant a-vent gant hini ur mordreizher atlantel ur yoc'had reiziadoù ha rikoù kalz muioc'h aozet modern d'en em ziskouezh .

Goap a rae a-wechoù ar " Vari-Vorgan " , hi , eus skinbellskriverioù .

Met ' oa tu d'ar barez ken kozh ha feal-se d'ho souezhan diouzh an aez he doa d'hen ober he-unan , o chom he doareoù hep bezan 'vel re an dud voutin : dre santout muioc'h 'vel ur varzhez e rae ... Setu tout !

            Ouzh taol ur " pub " eus ar gêr ez ejod en abardaez-noz .

' Kreiz e sal vogedet e frapas un delennourez evezh an arvesterien .

War a veze laret etrezo , e teue eus ur brovins a-bell ha pa gane , e lakae buan anezho da devel douster heson he mouezh hoalus . Tridal a rae kalonoù an dud gant ar from neuze pa zifoupe mil son sklaer eus he benveg hud , ha pell garanet don enno ' voe-i mezevellet gant pezh a chome eus he fozioù , seurt gwrez karantez troet evito da spered , emskiant hollvedel !

 

m_fc6e745ff2cf16d69469b310ba218090.jpg

           

            Ha kement ' oa bet goursavet ha boemet ar selaouerien gant huderez he rodelloù alaouret-se , ken e seblantas brasaat ivez tamm-ha-tamm ar gwel anezhi he haelded , he dudi en o c'halonoù , o tizhout o leunian anezho gant karantez Doue ' benn ar fin ...

            Dianav ' walc'h ' hanvale bezan he yezh neoazh , 'vel difluket eus istor mab-den , met diwar un dra vurzhudus bennak e ouie pep hini gant aez gerioù a gane , oc'h evan anezho 'vel un nektar eus rouantelezhioù aeled .

O tisteuler sklerijenn o gwirionez meur e chenchas neuz ar c'haeran mojennoù he dornioù ampart o c'hig treuzwelus .

Ha 'vel ur Mann e skuilhe ar c'hwistentin-se diweuz hoalus an Achantourez ...

 

" Va lakaet hoc'h eus e ninv an argoll , a Gràinne ... Vskrapet hoc'h eus digant palez ur roue da gas va buhez en harlu ...

  O tremen va deizioù 'hed traoniennoù du an ankouazh emaon 'vel ar c'harv pe an demm ...

  Ha b'lamour deoc'h 'm eus kollet va douaroù da viken , ha va bigi o gouelioù gwenn war ar mor ... " ( 19 )

 

            Unan nevez o c'hoarzhin ' bouez e benn ' zivorfilas pep hini eus an doare terzhienn-gousk ' stroll-se . Hag o rein lec'h d'ur maout a zen , seurt tourc'h-paotr bever brav a forbannas parfeted rik an holl zud o tigerin an nor ' oa bet tec'het ivez didrouz an arzourez .

Seblantout a reas an den anavezout mat an " hini kozh " , rak eeun ez eas davetan .

Souezhet-tre ' oa neoazh gant ar sioulded nevez-se war e zro .

Istor Diarmuid ha Gràinne a roas dezhan da c'houzout Tadig .

- Iskis eo , a grogas da zisklerian ar gweladenner o komz ' giz Rusianed o vageal war ar stêr Volga , mourroù ur penn-bras Tatar dindan e fri . ( 20 )

Kuitaet 'm eus keoded Winchester ma vez kavet an Daol Grenn vrudet enni - gouzout ' ouzoc'h ? - ha gwelet 'm eus ivez dismantroù kastell Tintagell o tont aman , hini kavell Roue Arzhur ! ( 21 )

 

250px-Chateau-Tintagel.jpg110px-Winchester_-_Table_ronde_du_roi_Arthur.jpg

 

- Na petra 'n diaoul 'maoc'h ' vat 'c'h ober dre-man ? , a droc'has krenn dezhan an tad-kozh hag , evit ur gwel , ne c'hoantae ket lakaat un anv bennak war e zivizer espar .

- C'hanta , Tangern , 'vel boaz , ober kenwerzh gant aferigoù all ... , a zic'hargadennas ar gour ha na baoueze ket a finval an daol gant e gof bras 'vel hini ur manac'h ' greiz ober un taol-sell goapaus da Houarn Pogam !

        Leal e oa e gwirionez ?

- Ha 'vidoc'h 'ta ? , a eilgerias , liv ar gwidre n'e zaoulagad laouarn . Klask a rit spes Izold ?

- Um ... , a c'hrozmolas hor bleiz-mor un doare souezh war e fas , ha rak m'en en gave un tamm en arvar en doa sachet teir gwech lerc'h-ha-lerc'h diwar e gorn , o tont a-benn da beurveuzin 'n ur " fog " saoz dibar e amezeien 'vel-se ' pad ma klaske chench kaoz rak aon a ziskulian pezh en doa divizet d'ober gant e lestrad .

- 'Vidon me ... ? , a anzavas outan war evezh 'vit echuin , d'an Norzh e tennan , va fratikoù eo 'man ivez ...

- Oban ? a zichekas e c'houlenn dezhan ar rusig slav e ( fals ? )vourrennoù perlezennet gant restachoù eon e vier vrun .

Souezhet ouzh e spiswel ken trumm e ruzias feuls divougenn ar moraer .

- Penaos ' c'hellit ... ? , a ronkas hep gouzout petra respont .

- Ar Graal end-eeun , a zistroas an all o tarzhan da c'hoarzhin lein e c'henou . N'oc'h eus ket klevet komz eus ar Skin Glas biken , e eilstumm skosat ? Dleet eo dezhan ' zo bet roet ar chans d'e welout divinout an dazont ha dizolein sekredoù an askre ... ( 22 ) .

- 'Giz pa selaouer ouzh an Itron he zelenn hud ? , a sonjas Roll en doa strivet kalz da chom hep mont da gousket , ken sebezet ' oa bet gant an istorioù hoalus-se ...

 

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

 

                            images-tristan-et-Iseut.jpg

 

                                       ___

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VII - Sevenidigezh / Eil Lodenn - 9 - Gaeltacht II - Ninv Diarmuid - Pep gwir miret strizh - All right reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .

                                  ___

Notennoù :

17 - Pennsans ( Pensans e Kernevek ) a dalvez " Beg-Santel " . Porzhig-pesketa Kernev-Veur .  

18 - William Henry Hudson ( 1841 - 1922 ) , evnoniour , naturour ha skrivagner arc'hantinat , breizhveuriat a orin , oberour " Land's End , a Naturalist's Impressions in West Cornwall " ( 1908 ) .  

19 - Mojenn Iwerzhon " Diarmuid ha Grainne " ( Heuliad Finn = Fiannaiocht ) bet meneget ' barzh levr Jean Markale ( 1928 - 2008 ) : " L'Epopée Celtique d'Irlande " ( Meurzanevell Gurioù Harozed Bro-Iwerzhon " ) , Payot , 1971 .

20 - " Bageerien ar Stêr Volga " , kanaouenn hengounel rusian .

21 - Winchester , kêrbenn gozh rouantelezh Wessex ( Kontelezh Hampshire ) ma vez kavet enni an Daol Grenn ( Hall Bras ar c'hastell ) .

     - Tintagel / Trevena ( " Tre War Venydh " e Kernevek ) 'zo ur gêriadennig war an aod er biz da gontelezh Kernev-Veur , lec'h genidik ar Roue Arzhur ha kastell ar brinsez Izold .

22 - " Ar Skin Glas " ( Le Rayon Vert , 1882 ) , romant Jules Verne awenet gant un anadenn weledel , seurt skleur liv ur gwervaen o strinkan war an dremmwel pa guzh an heol .  

Luc'hskeudennoù : Gwenaël Kerleo , Axandâra , telennourezed .

Taolenn : " The Lugger Inn " gant Don MacLeod , arzour Porth Ia ( St.Ives ) .  

 

LuggerInn.jpggrianne.jpg      

Repost 0

Articles Récents

Liens