Overblog Suivre ce blog
Administration Créer mon blog

Recherche

17 novembre 2009 2 17 /11 /novembre /2009 12:46

Al Lizher
- Istor ur Vignoniezh Kozh -



Deizlevr , Envorennoù ( II )
evit Annemarie Schwarzenbach



8 - Spi Ha Digenvez
" Neuze , e nij ar marv dreist bevennoù hud ar Bed , kousket-mik .
  Ha n'on ket ken
. "
Annemarie Schawarzenbach - " An Draonienn Evurus  " ,
E Sils .


                Spi , digenvez , notennet he doa ar gerioù-man en he lizher .
Setu tout a chome diganti , nemet ivez he feltrig , a redis buan da gerc'hat em c'hambr , a-benn kaout warnan c'hwezh vat he frondoù .
Dougen a ris anezhan ouzh va zremm , diouzh an noz , evit ma c'hellfen kuzhat va foan e-barzh , oc'h ober an hini a gredfe c'hoazh he c'hlevout skein war an nor , hag he c'havout bepred em c'hichen .
Gant hiraezh un hunvre , omp disammet a-wechoù eus kemennoù didruez hon Tonkadur .
           Pezh a ris un deiz va gwreg gant an tog : kempenn a reas hon ti , ha dre en em zizober dioutan , e sonjas marteze e kasfe aes diwar dro he gwaz e holl amzer-dremenet c'hloazus .
Ne vanas ganin nemet an nebeud linennoù-se diwezhan , gwall skrivet dreist penn biz , 'vel relegoù hor yaouankiz er ritenn zislivet , a zegas alies d'am sonj tommder va achantourez , he bizied hir ha moan o spinan ouzh ar follenn baper deuet melen a-hed an deizioù .
           A-hend-all , e veze pempbloaziadoù am boa dilezet ar Polis .
E Pariz edon o chom atav , met em boa kollet ar wel " va mignon  " Tom . Un deiz goude merenn , o tiflukan eus un tavarnig , e kejis " dre zegouezh " gant heman diouzh tu al levrdi " Shakespeare " . ( 28 )



Gant e vaen strink en e gerc'henn , e voe aes-tre din e anavezout a-bell , daoust d'e glopenn zamvoal ha strivoù ar fri-furch mentek-se 'vit tremen buan e-biv din hep va gwelout !
Ha drant evel ul labous , diouzh e voaz !
- Ac'hanta , Aotrou Enseller , pebezh souezhadenn ! , a laras din war un ton goapaus ha divlaz , leun a widre . 
           Kemenn a ris dezhan , e berr gomzoù , e labouren breman en ur gompagnunezh-aer evel kontour . Ha n'e oa ket ebat , er c'hontrol , a resisae dezhan o c'hoarzhin .   
           O follennata levrig Sibylle , beajourez veur , e komzas din a-ziwar he fenn . Aet kuit e oa da glask henandonioù persiat kredennoù ha mennozhioù hor C'huzh-Heol .
- Ket bihan dra ! , e vamis o klevout se .
- Sapre Billy , kredin a ran eo aet sot gant ar c'hudennoù-se ! C'hoant he doa da skrivan un dra bennak war o divout , goude klask warno betek penn he C'hest ! Gouzout a rit , he deus kavet liammoù , war a seblant , etre Manikeiz ha Waldeiz , 'oa bet prezeget kredenn anezhi d'he hendadoù gant ar re-man
            Neuze , evel ma youle an Amerikan en em virout ouzh goulennoù diezhomm pe re ziaes evitan war e hentad micher pe hini e holl vuhez dezhan e-unan , e tennis ul luc'hskeudenn eus e c'hodell , hag a oa bet sinet a-ratozh-kaer 'vit an oberenn .
Warni , e veze gwelet ar plac'h gant Myriam ha Paol , en hent davit an Damavand , seurt menez hud , 'vel he c'henvroadez ken brudet . ( 29 )



- Myriam ? , a c'houlennis dezhan , sabatuet .
- Evit gwir , ne dint ket an div wreg-man 'vit bezan an eil hep eben ! , a spisaas goude gant ijin en e vousc'hoarzig .
             Penaos chom hep e gredin , daoust d'an trouz ha d'an tousmac'h a oa bet etrezo ?
Met e verzas , marteze , e veze neuz ur warizi c'hwerv war va zremm , hag en em gavas diampart .
             Ken kizidik e oa bet da livan he foltred m'e doa adroet nerzh ha kalon d'am c'harantez-flamm , o lakaat doujans outi en-dro , e don-donan va ene . Abaoe pell , e seblante bezan kuzhet va holl zoanioù a-drenv un tasmant , ha bep ar mare , paotr revet e galon ,  e tirollen da ouelan kanv d'am aelezig gollet .
             War hent an distro , o stranin war ar c'hae , e striven da welout sklaeroc'h an traoù . Diaes e oa evidon un tamm , koulskoude , dirak arvest dourioù lous-tenval ar Saen . Edon o klask gouzout perak , betek hen , ne oa ket bet mui a zarempred etre Tom ha me , perak ivez , n'en doa ket bet aon heman da rein din e chomlec'h nevez .
Evit va zouellan gwelloc'h , a sonje din , o werzhan piz e-lec'h fav , ha dre gaout kred e tavin , 'vit pouezan war va gwan gant ur goanag faos ?
              Peogwir em boa kemeret from en afer-man , e hanvalas din bezan deut luziet-bras a-daol-trumm anezhi . Anez ma oan bet faziet diwar va hent , n'oan ket sur , diouzh va c'hoant kuzh , e virfe c'hoazh he doare romantel . Marteze ivez , n'oa ket dav din bezan trelatet va fenn a-nevez , goude bout bet sodet ha divorodet ganti war un dro ?
Kentoc'h , 'vefe bet gwell ma'z afe er-maez kudennoù pouezus , bet goloet anezho dre re lorc'h pe elevez gant froudoù tenval va ziemskiant .
              Fresk-bev e oa c'hoazh em fenn pennadoù ar c'hazetennoù diwar-benn ar Bank Dürrenbach : n'en doa ket gwennet anezhan arc'hant lous trafikerezh an drammoù hag an armoù ? N'oa ket kenderv Camille , damwelet er c'habared , rener ivez an ajans ? N'oa ket eviti un digarez d'en em gavout ganin em c'hêr ? Ha piv 'oa Tom ? Ur poliser kuzh ?
Evel an avel e rede va spered war un toullad mat a c'houlennoù kevrinus , oc'h ober fae eus morc'hedoù o doa sammet anezhan nevez'zo .
              D'ar c'houlz-se , em befe karet bezan en he c'hichen ...
Met diwar welout trumm " he sell brav ag aelez diank ha digonfort " war hon Douar , e ruziis gant ar vezh , droug ha dispis o sevel ouzhin va-unan ! ( 30 )
              Digalonakaet-krenv , ha plaen va spered war un dro , ec'h azezis e skeud ur blatanenn , a-barzh kregin da lenn e Saozneg " Hope And Loneliness " ( Spi Ha Digenvez ) , evel ma oa anvet danevellig ar gantreadez , skeudennaouet eeun a-walc'h gant un nebeud klichedoù gwenn ha du . ( 31 )
Taolennet he doa ar skrivagnerez he c'hejadenn gant un Ael Splann , a chome e traonienn uhel ar c'hannderioù peurbadel .
" Perak ec'h eus kemeret karantez va buhez , an hini a oa melezour nemeti eus va ene nenvel ? ", setu pezh a weled skrivet war vez Myriam , bet bleuniet-dispar gant he mignonez . Kouezhet 'oa bet houman e-pad ar grapadenn , a dra sur , gwall skoet gant ur marv ken krizh .
Evel-se 'oa bet he zamm flanedenn war an Douar , al levrig-man o vezan bet skrivet evit dougen enor dezhi .
 
              Kredin a ris e oa un taol-chans va beaj gentan , bet aozet war-du Suis . O kejan ganti adarre , a-benn ar fin , em boa spi da frealzin he c'halon .
              Siwazh , o teurel ur sell , hep sonjal , war ar " Neue Zürcher Zeitung " ( Kazetenn Zürich ) , e lennis ur c'heloù mantrus . ( 32 )
Splujet en doa he c'harr el lenn Sant-Moritz , a veze displeget ennan , hag aet a-benn dezhi ! Digompez e oa an hent el lec'h-se , ur fazi bleinian he defe graet , ha setu perak en doa riklet he c'harr en un dro-bleg diaes .
              Neuze e santis 'oa rannet gwall va c'halon gant an digenvez .
Kompren a ris ster ar ger-man en diwezh .


ECHU


                                       


DAN AR WERN - Al Lizher - 8 - Spi Ha Digenvez - Du 2009 - Deizlevr Yann Kervern ( II ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Version Bretonne . " Al Lizher / La Lettre " , Copyright 2008 . 

                       ___
Notennoù :
28 - Levrdi Shakespeare and Co. Stal-levrioù brudet , a-dal da Notre-Dame ( 5vet Arrdt. ) , kreizenn voas a sevenadurezh evit Saozon hag Amerikaned e Pariz , darempredet gwechal gand tud ar " Remziad Kollet " ( The Lost Generation ) .
29 - An Damavand , menez-tan uhelan eus Iran ( ardennad an Elbourz ) , a sav da 5671 metr a uhelder . Taolennet e oa bet gant Annemarie Schwarzenbach en he levrioù :
- Marv e Persia / Tod in Persien ( 1935 )
- An Draonienn Evurus / Das Glückliche Tal ( 1940 )
30 - Lavarenn Roger Martin Du Gard a-fet Annemarie , bet menneget e danevell vuhez Klaus Mann ( 1906 - 1949 ) , anvet " Pleg Va Hent , Istor ur Vuhez " / Der Wendepunkt , ein Lebensbericht ( 1949 ) .
31 - " Spi Ha Digenvez " , titl ar pennad-man .
32 - Kazetenn vrudet Zürich , bet diazezet e 1780 .
" Deu e-barzh , 
  Ma ne vefemp ket dianket en digenvez-man /
Tritt her , 
  Dass wir uns nicht verirren in dieser Einsamkeit
. " 
Joseph Von Eichendorff - Im Abendrot / E tan ar c'huzh-heol

                                                                                            

Repost 0
21 septembre 2009 1 21 /09 /septembre /2009 13:17

Al Lizher
- Istor ur vignoniezh kozh -


Deizlevr , Envorennoù ( II )
Evit Annemarie Schwarzenbach




7
- Nij an Elerc'h
" Gouzout a ouzon ervat pezh'zo ar vuhez :
  n'heller ket gounit un dra bennak hep dilezel un dra all ivez
.
"
Annemarie Schawarzenbach


               
                Resevet em boa al lizher-se , e follennoù deut ken kozh ha dilufr , ma anavezan pep ger digantan abaoe pell . Breman , eo dav din e beurlenn :
                " ... Ar gerig-man 'vit lared dit 'm eus pedet evidout er Benniliz , 'raok din skarzhan kuit dre ret da borzh-houarn Lion . ( 21 )
Bez truez ouzhin , mar plij , 'c'hoarzh ket goap p'emaon kleiz ha pa ran an traoù 'dreuz ha dre dastorn gant va enklaskoù !
Da betra e talvezfe dit , a-hend-all , va brizhziskleriadennoù 'vit gouzout perak em boa stranet ken diwezhat en noz-all
?
                N'ouien ket pet eur e c'hallfe bout bet , pa'z is er-maez eus da gêr .
Va mignonez a c'hortozis  en un davarn-noz

                Sonj 'm eus hon doa esaet goude , hon-div , adskoulman etrezomp ar peoc'h dre hon diviz . Met ken dishenvel omp , e gwirionez , na servij da netra , me 'gred , ar gerioù . Nag an daeloù , zoken .
N'eus nemet sonerezh ar film " Céline " , bet aozet gant Georges Delerue , a zeu en-dro d'am envor . Hini he doa profet din , 'raok skein an nor start war he lerc'h ! ( 22 )
Re zigenvez en em gavis neuze . Ne oa den ebet d'am c'hompren . Ha piv en dije gallet en ober , 'pad ma " laoske kriadennoù levenez steredennoù ar mintin " ? ( 23 )
                 Diwezhatoc'h e tintas ar pellgomz . Va mignon kent e oa , a gouvie ac'hanon en e di , e Zürich .
                 Kredin a ran a-wechoù n'eo ket un dra aes ar garantez , hag ez eo ret deomp kaout amzer awalc'h 'vit mont daviti dre doull an alc'hwez .
Mil bell 'zo edon ouzh he c'hedal da zont ... 'Vel skedoù an Heol o paran war zourioù tenval lenn Sankt Moritz . Van a reomp da gredin enno , tra ma zeuio prim ar serr-noz , koulskoude . ( 24 )


                 
                 Petra 'teuin-me da vezan , hep Myriam ? Ken buan e tro bizied an horolaj ... Padal , on chomet yaouank , ha pa darzho bronsoù an nevez-amzer , e vin lusket c'hoazh gant ur c'hoant direizh da redek da bevar c'horn ar bed
Ya , sur-mat e karfen heulian ar stummigoù gwenn-kann , du-hont , eus a rafen ... Emaint o skein 'trezek an oabl , tizh warno ...
Ne welez ket anezho ? Un nij elerc'h , marse , hag en em strink 'dreuz ar menezioù
...
                 Kent mont kuit davedout , edon o vale war-du Montparnasse .
Bez e oa ar goulou-man , tro-war-dro . Daoust d'ur glav sil ha troioù kamm an avel , e oa un engroez a finve 'vel skeudoù va digenvez , o kinklan buhezek anezho , zoken
D'ul logell-bellgomz , ez is a-benn-red ! Kement a c'hoant em boa da gavout spi , o komz outi ur wech ouzhpenn !
                 Neuze , ez is 'barzh iliz Itron Varia ar Maezioù . ( 25 )
Klask a ran bod enni , a-wechoù , pa yud an avel foll er-maez .
Eno , 'kreiz an amc'houlou , e pede tud en didrouz , daou pe zri , e skleur piledoù-koar an Templ
.
Ganto e taoulinis dirak aoterig ar Werc'hez , o kaout netra d'He c'hinnig , siwazh , nemet gwall bec'hedoù va zamm buhez , ken dister Eviti .
Met penaos da gendrec'hin ?
A-nebeudoù , em boa en em zilezet Dezhi ... Ha , gant He bezans dilavar em c'hichen ,  e oan krog da domman , ken skanv ma oan deut da vezan , tamm-ha-tamm , o kredin dinijal Ganti , tra ma veze dispartiet diouzh va ene , relegoù ur c'horf gloazet , ha ma weled ur ouel douellus o vezan stignet etre ar Bed-hont hag an Douar ... 
Pa'z is er-maez da c'houde , em boa ankounac'haet ar gwirvoud , o tansal e-kreiz flammoù divent , dindan volz steredennet an douaroù kreisteizel !
 
                   Iskis eo ar c'hoant a vroud ac'hanomp , ne sonj ket dit ?
'Vel an holl draouigoù-se o tont , war un dro , da enebin ouzhimp ...
Darnijal a reomp 'vel balafanned diemskiant o klask ur frankiz na c'hallimp ket talan outi
... Diouzh hon diviz , e lakaaomp dudi e kalonoù tud'zo , hag o c'hedal ur wir garantez da c'hounit en distro ,  petra ne rafemp ket , 'raok mont d'ar strad 'vel ur vag war var d'ober pense ?
Ar respont a anavezan neuze , avat :
" N'eus tra da gaout hep ober dilez eus un dra bennak all . " 
Pezh'oa bet laret dimp gant Annemarie
. ( 26 )
                   Hag e c'hellin digas an dra-se da vat ?
Re vuan e teu plegoù fall en-dro , a gavfe dit , hag hep mar ebet , em eus graet traoù ken dizoare evidout !
 
                   Skrivan a ran dit adalek va c'hambr leti , en Engadin . Pep tra 'zo sioul , aman . ( 27 ) 
Esaean a rin adkavout , da gentan , peoc'h va c'halon , ken pouezus evidon-me . Ha setu an ali fur a roes din ez lizher diwezhan . Ken skuizh emaon .
Da c'houde , ez heulin Paol da Afrika . Kenlabourat a ra du-hont evel mezeg .
                   Petra 'c'hellfen larout dit ouzhpenn , va mignon ?
'Meus ezhomm tizhout ur pal , 'vit sevenin va c'harg . Ha zoken ma choman aze d'en em zebrin gant an enkrez . Mir ist Weh um Herz ! ( Rannet eo va c'halon ! )
                   N'am varn ket diouzh va welout . Met lez-me aman , ken divarrek , ha gra war-dro tud dedennusoc'h !
Rak m'eo dleet dit gwelloc'h 'get ur plac'h hegredik ha gwan 'veldon-me , a gav din .
Da lezel a ran , breman , gant frazenn ur prederour euskarat , Miguel de Unamuno ( hag az po sonj anezhi ? ) :
" Me'gred e Doue an Tad evel me 'gred em mignoned , en abeg ma glevan c'hwezh vat E deneredigezh warnon , ha ma welan E zorn diwel ha divrall o tennan va c'halon etrezek Ennan , o tougen hag o waskan anezhi war un dro ; dre m'eo diskouezet din ur ragevezh dibar da bep unan ac'hanomp , pa selaouan ouzh mouez ar galon-man ' zo din . 
Ha me'oar ivez e verk ur Spered Hollvedel va tonkadur va-unan
. " ( 28 )
Poent eo kimiadin . N'ouzon tamm ebet hag e vo tu dimp d'en em adwelout c'hoazh
Taol pled ouzhit ! "
                  

S.D 



( Da vezan kendalc'het )

                                   ___


DAN AR WERN - Al Lizher - 7 - Nij an Elerc'h - Gwengolo 2009 - Deizlevr Yann Kervern ( II ) - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Al Lizher / La Lettre " , Copyright 2008 .

                                  ___
Notennoù :
21
- Penniliz ar Galon-Sakr ( Sacré Coeur ) , war dosenn Montmartre , e Pariz .

Porzh-Houarn Lion ( Pariz ) .
22 - " Céline " , film Jean-Claude Brisseau ( 1992 ) , gant Isabelle Pasco , Lisa Hérédia , Danièle Lebrun .
23 - Job , 38 , 7 . 
24 - Sankt-Moritz ( San Murezzan ) , e Suis : unan eus ar c'hreizennoù ski ar c'hosan , er c'hanton Graubünden ( Emglev Gris ) , rannvro Engadin .
25 - Itron Varia ar Maezioù ( Notre-Dame des Champs ) , iliz Montparnasse - 75006 - Pariz .
26 - Annemarie Schwarzenbach . Lec'hiet eo he zi en Engadin-Uhel , e Sils-Baselgia ( Suis ) .
27 - Engadin , rannvro suisat ar c'hanton Graubünden .
28 - Miguel de Unamuno ( 1864 - 1936 ) , prederour euskarat .

" Ha na pegement hon eus en em garet en Engadin neuze ! "

Marcel Proust - " Deizioù ha Plijadurioù  " ( 1894 ) , Kerse ha Reze , XXII .

 

Repost 0
11 juin 2009 4 11 /06 /juin /2009 13:32

Al Lizher
- Istor
ur Vignioniezh Kozh -



Deizlevr , Envorennoù ( II )
evit Annemarie Schwarzenbach




6 - Lorelei
" Un istor eus amzerioù kozh ,
  Hep ehan , a stok va envor
... "
Heinrich Heine - " Al Lorelei  " 

                                                                                      

                           E-lec'h mont kuit en diwezh , e tiskulias din ankenioù bras he doa bet o vevan en un tiegezh ma veze ret ennan ober neuzioù ha , dre ziskouez diavaezioù bourrus d'an holl , o tisplegan ivez , a-wel dezho , e beadra .                     
Staget e oamp gant un diviz diwar-benn al Lennegezh , ar Sonerezh .
En he gourvez war ar sofa , ec'h heuliae moged he sigaretenn , o klask en ul lec'h all , kevrinus , roudoù hunvreoù kaer he bugaleaj , evel palezioù marzhus " Ludwig " , pe garantezioù luziet he c'henvroadez , Annemarie Schwarzenbach . ( 16 )


                  
                  Digoret em boa va c'halon a-zivout ar vuhez-man ken dister a oa din , pa labouren evit ar stad C'hall e Pariz . Komzet am boa ivez dezhi eus va c'hoantoù beajin d'ar broioù pell .
War-dro div pe deir eur , e voe mennet ar goulm da nijal kuit , hep gortoz em c'hichen kentan skleur an tarzh-deiz ... Seblantout a rae bezan trist , divarc'het .
                  Kas-digas e oa bet an devezh war-lerc'h evidon , o vont hag o tont afo dizehan : prosezadurioù , rentaoù-kont ur selaouerezh , tud o sevel klemmoù ...
Dispeg ebet 'pad an deiz !
Daoust ma oa berr va amzer , e klaskis pellgomz dezhi koulskoude . Bewech e ris tro-wenn , ha padal , o c'hwitan warni evel-se , em boa chans da glevout he mouezh voug er responter , hini Brünhild pe Lorelei , n'ouzon ket ken , a entane muioc'h c'hoazh va c'halon ! ( 17 )
                   Pa zeuis d'he c'hêr da serr-noz , ne gavis den ebet , siwazh . Ur wallhunvre a oa evidon , hep na vije bet va frinsez em c'hichen : evel Siegfried , e faltazien anezhi morgousket war ur roc'h c'hronnet gant ar flammoù ! Ken pell diouzh ar Walhalla ! ( 18 )
                   Ne voen ket evit serrin lagad ebet , ha padal , pa daolis ur sell , en hent , ouzh kelaouennoù-mintin a sache va evezh , e peurechuas ar re-se d'am zennan eus anken an digousk , rak ma voe divarc'het , er c'hontrol , va daoulagad ganto .
Edo ur Suisez o paouez bezan skrapet , hag un daspren savet goude dre bellgomz ouzh bod-skrivan kazetenn-bemdeziek vras ar Gêrbenn .
                   Ha pelloc'h , e ijinen ma veze un enseller " IGS " o c'hortoz ac'hanon e burev ar patrom , gant ur mousc'hoarzh laouen o paran war e ziweuz . ( 19 )
Dre ma'z afen di , e talfen ivez ouzh selloù diskredik va c'henseurted , en abeg ma oa bet skrivet va anv war garnedig-chomlec'hioù ar c'houzanvez .
Met arabat e vefe bet , diouzhin , ober re vuan evit mennout un dra bennak diwar-benn kement-se , a zeraoufen da zisklerian dezho goude , evit en em zifenn . Ha ne oa ket bet fiziet ennon an enklask-man war chekennoù laeret ?
E-tal beg pennwazer ar Servij o vont kamm , e vefe ret din diskouez , neuze , peseurt tud e oa an daou bezh fall a baotred start ha krenv o doa graet ged dirak dor Sibylle daou zeiz abretoc'h .
N'oufed ket petra respont din , a-dra-sur .  O selloù kurius a vefe o paran warnon . Ha me , da sonjal e c'hellfen bezan hardizh outo gant netraigoù evel-se , pa vezen-me ivez en enkrez !
                   Un tammig amzer goude , e tegouezhas un darvoud all iskis .
Hep nemeur a spi , e pellgomzis da dTom .
Heman a roas din da c'houzout e oa bet kaset dre veur a wech " hor " c'heneilez d'ar bredospital , skoet gant an drammin hag an evan re . Ur wech all , he doa klasket goudor d'e gêr zoken , goude dezhi bezan tec'het kuit d'ar red diouzh an ospital .
A-benn-red ivez , ez is da vMarmottan evit gouzout muioc'h . (20 )
                   Padal , e-pad an eurioù-se ken poanius ma glasken he roudoù en aner , n'em boa ket pledet gant un dra bennak pouezus : tra ma weladenne din , e oa bet skrapet e draoù digant ti-bank ar " Champs-Elysées " !
                   Meur a zeiz a yeas e-biou da c'houde , hep keloù ebet diganti . O vezan na ouien ket resis petra ober , e stagis da skrivan dezhi . 
Esaean a ris d'he frealzin gant un tamm gerioù touellus a garantez , na c'hellen-me kredin anezho zoken .
Ha neuze , e kase al lizher d'he chomlec'h e Suis .

Ur respont a resevis dizale diganti .


( Da Vezan Kendalc'het )

                                  
                                    ___


DAN AR WERN - Al Lizher - 6 - Lorelei - Mezheven 2009 - Deizlevr Yann Kervern  ( II ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Version Bretonne . " Al Lizher / La Lettre " , Copyright 2008 .

                           ___
Notennoù
:
16 - Loeiz II ( 1845 - 1886 ) , roue bavariat ( Ludwig II. , 1864 - 1886 ) , sot-pitilh gant an Arzoù-Kaer . Kestell boemus 'zo bet savet a-drugarez dezhan .
- Annemarie Schwarzenbach ( 1908 - 1942 ) , skrivagnerez , kelaouennerez ha rederez-vro ganet e Suis .
17 - Brünhild , tudenn ar vitologiezh hanternoz . Ganti a ra Richard Wagner e peder rann " Gwalenn an Nibelungen " ( Der Ring des Nibelungen , 1854 - 1874 ) .
- Lorelei : morverc'h c'hermanek a lak bigi ha martoloded ar Roen war o diskar .
18 - Siegfried , haroz mojennel ar vitologiezh hanternoz e-barzh oberennoù Wagner ( Der Ring ) .
- Walhalla : Gwenved ar vrezelourien galonek er vitologiezh c'hermanek ha skandinavat . 
19 - IGS : Ensellerezh Meur Servijoù Prefeti Polis Pariz . Karget da reolin pezh a ra Poliserien Pariz .
20 - Ospital Marmottan : Kreizenn brederian evit an drammidi , 17 / 19 , straed Armaille - 75017 - Pariz .
Taolennoù : " Ur Vorganez " ( A Mermaid , 1901 ) , " Lamia " ( 1909 ) , gant John William Waterhouse ( 1849 - 1917 )

                                 

Repost 0
30 avril 2009 4 30 /04 /avril /2009 20:57

Al Lizher
- Istor ur Vignoniezh Kozh -


Deizlevr , Envorennoù ( II )
Evit Annemarie Schwarzenbach



5 - Straed an Evlec'henn
" Ihr seht euch nicht wieder ,
  Der Tag ist vorüber , es dämmert die Nacht . "
  ( N'en em welot ket adarre ,
   Aet eo an deiz ,
   Bez' eo an noz o serrin
. " )
Christian Friedrich Hebbel ( 1813 - 1863 ) , " Sie Sehn Nicht Wieder "



                                     Mont a raen war zizerian , antronoz d'abardaez , o chom hep keloù ebet goude un devezh ifern , pa dregernas afell ar c'hengomzer a-greiz-holl , war-dro unan eur warn-ugent .
" 'C'henta , Enseller ! 'Michans ' viot direnket ganin ?
Mouezh voud hag izel Billy e oa , mod Zarah Leander . ( 14 )
                                     Degemer vat a rin dezhi , daoust din bezan lakaet diaes gant trouz va c'halon , a dalme ken krenv em c'hreiz , ha gant bihanded va studio , hep pignerez , eus an naontekvet arondisamant .
                                      Pa erruas en nec'h , dindan doennoù Straed an Evlec'henn , e tenne , dre va sonj , da harozez " A Bout de Souffle " ( Betek Koll Anal ) : he c'hened a skede lugernus en noz , ken anat , ken diaes ivez da daolennin en ul le'h evel-se . ( 15 )
Penaos e veze dezhi o tont aman , a-hend-all , ken pell eus karterioù cheuc'h ar gêr vras , a sonje din ?
                                      E-doug ma strive da gemer he anal , ha me da ziabafin , e krogis da furchal er yenerez evit ur voutailhad whisky bennak , o valbouzan un nebeud gerioù diwar zegouezh war un dro :
" Aes deoc'h mont di d'am c'havout ? Ne oan ket e-sell ac'hanoc'h ...
                                      Va galvet en doa va fatrom d'e vurev , hiziv vintin .
Ha , war a hanvale , dre hanterouriezh al Lez-Varn , pe hini Ward ar Sielloù , e oa bet lammet an holl glemmoù bet savet araok a-enep d'an Dimezell Dürrenbach .
Gwelloc'h ' oa din diskar va c'hlipenn , rak m'edo ar Bank brudet-mat , hag an afer amjestr-tre .
Ur mell fazi 'oa bet graet , " anat e oa " , p' " o " doa roet din an enklask .
Evit mont berr , n' " o " doa ket a-walc'h dalc'het stad eus anv an deuriadez ...
                                      Goude seurt taol-treitour , o doa roet din poan em c'halon ivez troioù luz Ragevezh-Doue !
Gwallvantret e oan .
                                      Ne seblantas ket ar plac'h yaouank , o tarlipat he vodka-oranjez , bezan chalet kalz re gant va enkrezioù .
" Intent a reot , a zisklerias din , ur mousc'hoarzh war he diweuz , ne zleer ket kemer souezh ouzh taolioù-diboell va zad ...  
Gwisket e oa diouzh ar c'hiz " Hippie " , gant ur bragoù jeans tost d'he c'horf , hag un doare korfenn-hiviz seiz gwenn warni , brodet gant bleunioù , a veze damwelet a-dreuz dezhi trolinenn gaer he bruched . 
War he lentig , e vezellas feltr he zog-kloc'h , mod 1920 .
                                      C'hoant am boa gouzout muioc'h diwarni , met en em gaven distranset ganti ha gant he daoulagad c'hlas , dislivet , war un dro .
A-benn m'he doa evet daou banne hepken , e reas van da ziskargan he c'halon .
                                      En ur finv krenn , diampart , em boa kroget en he dorn dre anien .
Tridal a reas da gentan gant va zoareoù dichek . Met e roas din , goude , kuzuligoù e pleg va skouarn : abaoe ma oa deuet er bloaz diwezhan e Bro-C'hall , e oa yenaet ivez an darempredoù gant he familh , arouez fall an " Establishment " Suisat .  
" Ar re-se ken pilpous am argarzh ! , a gemennas din , ur fulor voustret enni .  
" Gwelet fall eo ganto bevan en he roll , c'hwi 'oar , pe vezan re war ziskouez , 'vel ur fougeerez , he doa resisaet goude gant he zaolig-mouezh boud germanek , fromus-tre evidon .
                                      Ha toullet 'oa bet kaoz etrezomp dizale .
Kavout a ris tro d'he lakaat da zamwelout va c'hudennoù va-unan , ha da anzav outi en em gaven pell vro du-man , en digenvez .
" 'C'hanta ! , a lavaras din hantervezv , o c'houlennata hag o komz dre " te " ouzhin .
" Te' sonj dit eo gwelloc'h da Vretoned eget re all ? Hag e tellezont kement a breder ziwarnout ?
" Sybille ...
" Dav eo din mont kuit , breman , a droc'has , o tridal enni .
" Deut on hepken d'ho ... d'az trugarekaat , ha d'am zigarezin rak bezan aet trumm diwar wel dec'h da noz .  Met dindan ur gaouad aon e oan , ha ken iskis eo gwelout penaos ...
'Vel kroc'hen naer he doa ivez , krenan a rae ken betek he botez .
                                       Kuzh eo chomet pep tra , a sonjas din neuze , padal , tamm ebet , ne oan deuet a-benn da zisklerian he c'hevrin .
Koulskoude , e doa an hini krenv he denesaet ouzhin .
                                       Marteze he doa kredet em boa livet gevier outi ? Hag e oa bet aozet pep tra ganin evit he adwelout ?
Aet e oa glas he dremm , pa gomzis outi eus Tom .
Ha Camille , an Afrikanez ?
" Feiz 'ta , avat , klevet 't eus pep tra ? Merc'h ur ministr eo hounnezh , unan e-touez mac'homerien ar Bobl !
Cheuc'h , 'keta , darempredoù va zad ? "
                                        C'hoant am bije gouzout muioc'h en abardaez-man . War a seblante , netra 'oa bet torret pe laeret en he gêr .
Rak-se , ne vefen sur nemet eus he fok , evidon-me , a roas din dre laer , koulz hag ur bromesa eus he c'hentan gweladenn ... 


( Da vezan kendalc'het )


                                        ___

DAN AR WERN
- Al Lizher - 5 - Straed an Evlec'henn - Ebrel 2009 - Deizlevr Yann Kervern ( II ) - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés - E Brezhoneg / Version Bretonne . " Al Lizher / La Lettre " , Copyright 2008 .
                                         
                                        ___
Notennoù :
14 - Zarah Leander ( 1907 - 1981 ) , dremmourez , kanerez Svedat .
15 - " A Bout de Souffle " ( Betek Koll Anal ) , film Jean-Luc Godard ( 1960 ) , gant Jean Seberg ha Jean-Paul Belmondo .

Luc'hskeudenn Jean Seberg ( 1938 - 1979 )






Repost 0
12 mars 2009 4 12 /03 /mars /2009 11:56

SD079-amoureux---Paris.gifAL LIZHER
- Istor ur Vignoniezh kozh -


Deizlevr , Envorennoù ( II )
Evit Annemarie Schwarzenbach



4 - Billy ' Vez Graet Ac'hanon



                    Abegoù all a-vicher am boa bet da heulian he roudoù .
N'en doa ket paret hec'h anv nemet war hunvreoù splannan am boa graet a-ziwar he fenn . E welet em boa ivez ouzh talbenn un ti-bank , er " Champs-Elysées " .
Intent a ris an dra-se un nebeud devezhioù war-lerc'h .
                    Un enklask en doa fiziet ennon va fatrom war he divout , ha , koulz lavaret , e veze an afer boutin-man a chekennaouegoù laeret , " hor bara pemdeziek " .
Kavet em boa an digarez a glasken-me , 'gave din , padal e chomen sebezet-holl o welout ur plac'h yaouank evelti ret dezhi feurmin ur gambr-vatezh er " C'harter Latin " .
                    Dalc'het eo sonj din eus an endervezh flamm-se a viz Du , gant e engroez a hanvale baleata digas war riblennoù ar vali , bet strewet delioù ken lies o liv warno .
An Dimezell Sibylle Dürrenbach , 8 , Ru an Delenn : kant gwech em boa adlennet he chomlec'h , ha , dindan va envor , e oa kement a vall warnon ma welen pred hirgortozet hor c'hejadenn en a-raok !
                    Den ebet ne gaven , pa zisoc'his el lec'h , avat .
Va mennozh a ris he c'hortoz , daoust da se , o vezan war c'hed a-ziwar lein an diri .
Neuze-souden , e welis daou bezh fall a hiniennoù o tiflukan a-greiz-holl gant un doare droukrans war o dremm , mut evel pesked , ha ken krenv ha nerzhus pep hini hag ur marc'h .
Hag en em c'houlenn a ris penaos bennak o doa gellet , ken aes dezho , digerin an nor . Petra ' glaskent da c'houzout ?
                    O tostaat didrouz ouzh he lojeiz , e veizis e furche ennan  gant aked , ha traon-ha-krec'h , hon daou benn ki-saoz .
                    Ken buan evel lazhan ar gouloù , en em strinkan a ris neuze en derezioù , gant ar sonj da dennan evezh ar goantenn !
Merzout a ris anezhi en diwezh war ar vali : he dremmig flour aelez  am boa anavezet diouzhtu , hag ivez he doare fichan he blev evel ur paotr .
" N'it ket di , Sibylle ! , a laris dezhi , o stekin va dorn ouzh he divskoaz .
Torret eo bet dor ho kambr ! "
                    War an trumm , n'oa ket tu dimp komz an eil d'egile .
Met eskemm ur ger pe zaou , marteze ?
" Piv oc'h-c'hwi ? , a c'houlennas din a-benn ur redadeg , oc'h ober van d'am dianavezout evit mat , pep hini ac'hanomp o strivan da ziskulian un tamm e galon da c'houde e peoc'h ur bierdi elzasat , kluchet dindan skeud ur platan .
                     Fromet-krenv a seblantas din ar plac'h yaouank , gant an dud-se bet kaset war he lerc'h , o tiskouez bezan nervus ha stoket-tre he spered . Ur sigaretenn a danas .
                     Klask a ris he skoazellan evelkent , o tegas koun dezhi eus chekennoù he bank , ur falssinadur warno ...
Hervez klevet , ne fizie ket ennon , hag o tremen ingal dreist va c'houlennoù edo .
C'hoant he doe mont en-dro d'he gêr .
" Ya , 'michans ! , a eilgeris dezhi . Met , sonjit mat , e riskl eo ho puhez , rak ouzh ho kedal ema c'hoazh hon enebourien , marteze . N'it ket diouzhtu
                     Mantret-holl e teuas souden he dremm da vezan . Ha dirollan a reas ar gaezhez paour da ouelan .
" Va lezit da vont kuit , Aotrou , me ho ped ...
                     Rak he c'hoant kavout ur repu asur , ha pellgomz ivez d'ur vignonez , ez asantas va heulian em zi a-benn ar fin . 
Kroget he doa da c'hoari un tamm gant he boemerezh , o wilc'hat ouzhin a-wechoù . Ur minc'hoarzh aonik a skedas zoken war he dremm evidon , hag en doa rannet heman diouzhtu va c'halon !
                     Gouestlan a ris kent dezhi ez in da deurel ur sell ouzh he dor .  Antronoz , e rafe hervez he sonj hag he diviz .
" Dreist-holl , na larit mann !
- Gwell a se , Sibylle ...
" C'hwi ' oar ,  Billy 'ra va mignoned ouzhin !
                     Pa zeuis en-dro dezhi , e oa aet kuit diwar-nij va durzhunell ... 


( Da vezan kendalc'het )


DAN AR WERN - Al Lizher - 4 - Billy 'Vez Graet Ac'hanon - Meurzh 2009 - Deizlevr Yann Kervern ( II ) - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Al Lizher / La Lettre " , copyright 2008 .

Luc'hskeudenn ar film skinwel Luc Béraud : " Dourioù Displann " ( Eaux Troubles , 2003 ) , gant Julie Debazac ha Jean-Pierre Lorit .

Repost 0
10 février 2009 2 10 /02 /février /2009 13:20

Al Lizher 
- Istor ur Vignoniezh Kozh -


Deizlevr , Envorennoù ( II )
Evit Annemarie Schwarzenbach


3 - Anaout A Rez ar Ganenn-Man Ken Nenvel ?
" N'eus netra varzhusoc'h 'get chom da c'hortoz ur vaouez ... "
Annemarie Schwarzenbach - " Danevell Lourennek " ( Lyrische Novelle )



                             
                    Diaes eo tostaat er bed-man ouzh ur brinsez a seblant ho tianavezout .
Arvestin a rit ouzh he c'haerder valc'h , skedus , evel ur prenvig-douar a vefe sot-pitilh gant ur sterenn , o ouelan dre guzh outi , gant hiraezh ma vefe deuet da wir hoc'h hunvre .
Kuitaet he doa Sibylle ar " Belle Epoque " , ha gweladennin a rankis va c'heneil Tom evit gouzout hiroc'h .
" A , tapet oc'h bet gant Billy ? , a c'houlennas ouzhin , 'vel mantret ouzh va gwelout .
                    Anavezout a rae kalz tud war al lec'h an Amerikan , e tropellad an estrenien .
'Barzh ur gelaouenn zivyezhek , e skrive pennadoù d'an diaspora  saoznek , hag , a-wechoù , pa ne rae ket skol war ar skingomz , e teue d'ho ti da rein deoc'h kuzulioù mat war yezh Mark Twain , pe war hini , muioc'h peurlipet , Faulkner . ( 10 )
                    " Petra ' faot deoc'h , ma faotr ? , emezan din ,  seurt gwaz tavedek , gant e vouezh roc'hellus .
" Ur familh vavariat eo , pe suisat , n'ouzon ket mui . Kredin a ran ne chom ket pell ac'hanen .
" Sell'ta ! , a c'hwitellas neuze war don " Yankee Doodle " , sell aze he niverenn ... ( 11 )
                    Esaean a ris da vont e darempred ganti diouzh an noz .
Met , pa glevis ton boud he mouezh gevrinus er pellgomz , e teuas ar seizi warnon .
Chomet ' oan skodeget gant strobinelloù ur vorverc'h ken hoalus he garm-hud !
                    Penaos e vije bet un den krouet eveldon-me , a-hend-all , evit kredin tremen dreist harzoù ur Rouantelezh zifennet ?
                    Edon war c'hed , a-holl nerzh va c'halon !
Met e chome berr va c'homz , koulskoude , em gourlanchenn .
Dindan va frenestr , e c'hoaried " Sonatenn Ziskar-Amzer " , klemmgan kanvaouus a finve deil ar gwez . ( 12 )
                    Mignonez ger , hag ez anavezfes avat ur ganenn all , gwerzenn zispar ma veze mouezh an Achantourez o taskrenan enni ?
Ma felle dit , ez afemp Ganti a-dreuz ugent kantved , ken na vefe tu da santout ennomp , en diwezh , flouradennoù c'hwek an avel dibenn-hanv o c'hwezhan war wagennoù ar stêr ...
" Strinkerez-dour , evn-Kibriz ,
   Kan ganeomp hor c'hoantoù kentan
! " ( 13 )
                    Hag e-keit ma sonjfen ennout , o tibunan da notennoù-hud , e savfe troellennoù ezans betek an Nenv :
" ... Goloet e vez a vleunioù , 'vel an Douar , korf nevez ar plac'hed yaouank , hag e tosta ouzhimp an noz dre holl hon hunvreoù ... " ( 13 )
                    Neuze , e vefemp war glask d'un henval Hini , emezon din va-unan . C'hoant a zeufe dimp hon-daou Ganti , marteze , da dresan livioù diheverz He skeud er melezour a-nevez ...
N'hon dije ket tro evel-se , da vont daveti He dremm gaer ?
Hag a-drugarez Dezhi , davit sioulded ar bugaleaj , a-dreuz broioù divent hor faltazi ?
Aesoc'h eo dimp , avat , er bed-man ken trist , ober van da danva poanioù un den all bennak , eget e garout evit mat . Neketa ?
                    Met penaos e c'hallfen-me chom hep kompren ennout ?
Hep na vefe tu d'az anavezout gwelloc'h  ?
Bamet on gant ur vaouez ken lemm he spered ha te , a lak ac'hanon da vezan ken doaniet va c'halon , rak ma santan ivez kaerderioù hec'h hini en a-raok ...


( Da vezan kendalc'het )

                             ___


DAN AR WERN - Al Lizher - 3 - Anaout A Rez ar Ganenn-Man Ken Nenvel ? - Genver , C'hwevrer 2009 - Deizlevr Yann Kervern ( II ) - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version - " Al Lizher / La Lettre " , Copyright 2008 .
                             ___
Notennoù
10 - Mark Twain , Samuel Langhorne Clemens ( 1835 - 1910 ) , skrivagner meur e Stadoù-Unanet Amerika : " Troioù-Kaer Tom Sawyer " ( The Adventures of Tom Sawyer , 1876 ) , " Troioù-Kaer Huckleberry Finn " ( The Adventures of Huck Finn , 1885 ) .
    - William Faulkner ( 1897 - 1962 ) , romantour amerikan , den skouer el luskad " Red an Emskiant " ( Stream of Consciousness ) .
11 - Kan brogar amerikan . 
12 - " Sonatenn Ziskar-Amzer " ( Höstsonaten ) , film Ingmar Bergman ( 1977 ) , gant Ingrid Bergman , Liv Ullmann .
13 - " Kanennoù Bilitiz " ( Chansons de Bilitis ) , Rann gentan , Bugulganoù E Panfilia ( Bucoliques en Pamphylie ) , " Keveriadennoù " ( Les Comparaisons ) , gant Pierre Louÿs , 1894 .


" Sonatenn Ziskar-Amzer " , taolenn gant
Annie Ranguin , livourez a Vro-Dreger 

Repost 0
14 janvier 2009 3 14 /01 /janvier /2009 20:45

Al Lizher
- Istor ur Vignoniezh Kozh -


Deizlevr , Envorennoù ( II )
Evit Annemarie Schwarzenbach


2 - An Danserez
" Ha sonjal a ran kalz da Sibylle ? "
Annemarie Schwarzenbach - " Lyrische Novelle " ( Danevell Lourennek )


                                   "Bilitiz " a veze bet graet anezhi , er c'habared " La Belle Epoque " , a zaremprede a-wechoù d'ar Sadorn evit kreskin un tamm he leveoù studierez , marteze .
                                   
Kejet em boa ganti " dre zegouezh " d'un abardaez fest , deiz-ha-bloaz bennak ma c'hlasken , diwar evan en e voubouadegoù , disonjal poanioù va c'halon .
Dalc'het 'm eus sonj eus doare sell melkonius he daoulagad pers , ha sked anezho o lugernin davedon evel strink , dindan gantolorioù flemm-flimin ur sal-degemer vourc'hizel , 'barzh ur ranndi eus ar pempvet arondisamant Pariz .
Eno en doa bodet Tom , va c'heneil , tud yaouank deuet eus pevar c'horn ar Bed .
                       Meur a galon a veze broudet gant he dremm aelez , ha n'he doa nemet treuzneuziet birvidigezh an holl .
Neuze , evel m'en doa kredet ur merc'hetaer divergont , seurt buzore bras a-walc'h , he lubanin gant ur bern komzoù flour 'kreiz he lezig , en em laerezh a reas kuit buan hor Prinsez evel an Heol .
Ha me , dic'hoanag , n'ouien ket dare pa vefe tu din d'he silan an disteran ger a-benn an diwezh .
                       Ne vefe nemet diwezhatoc'h , pa zeuas a-benn unan bennak emroüs da lakaat va diwask da ziflipan diganin .
Ouzh he gwelout war al leurenn , livet fall he dremm gant fard , hag o tansal droukwisket gant un togig du , e teu c'hoazh em spered e oa va c'halon o lammat gant feuls em c'hreiz .


                       
                       En noz-se , em boa lavaret din ennon e teuin en-dro 'man 'vit he gortoz ur wech all , ha rein dezhi da c'houzout e oan bev-kann da vat .
                       Kavet em boa dor an dremmourien .
Erruout a reas erfin ar pred resis , ur pennad mat goude an abadenn , ma chomen a-sav er ru ouzh he c'hedal , hi ken mistr ha moan he doare .
Aon a savas ganin , koulskoude , na vefe spontet gant istrogell ar renkad gentan , ur werennad en e zorn , na baoueze ket e selloù da baran war an " Aelez C'hlas " dirazan , a-hed arvest boemus anezhi . ( 8 )
Aon ivez na dremenfen evit un den dister ha , pa zamzigoras an nor-borzh , e oa skubet riblennoù du ar straed gant glizhaj padus un avel ziskar . 
Goudor em boa klasket dindan valed un davarnig en diavaez , ma veze he lien-koaret o teveran an dour-glav dioutan .
Aze eo e welis ur skeud dindan dec'h o vont e-biou din , hini ur gaezouregez he blev melen , bet spurmantet ergentaou .
Gorrek e tinozelennas he mantell-c'hlav en un doare sonjus .
Unnan bennak all he skoazellas .
                        Ur gaer a vaouez du he c'hroc'hen e oa , oadet muioc'h egeti , a dregont vloaz war-dro ... 
- Neuze , karedig , pebezh amzer gagn fenoz !
- Ya sur , Camille ! Dre chans , out deuet d'am c'hemer . N'he deus tamant ebet deomp an Itron Clark , te'oar . Skuizh-marv on !
                        Azezet e oan a-drenv d'ur speurenn wer-mouk , doare Rokoko , kinklet gant delioù-gwini .
Astenn a ris va skouarn da selaou .
Toullet 'oa bet kaoz ganto diwar-benn Afrika . Anat din , ne oa ket bet mat da Sibylle ( tapet em boa he c'hentanv diwar-nij )  he zremen fresk e Senegal :
- Sell'ta pezh a fell din-me ober , Nitscha . O vevan 'kreiz ar beorien eo , ha karout kompren anezho ... Mennet on da gavout sekredoù an Natur ... ( 9 )
- Petra 'zo , bichig ? , a eilgerias an duardenn , o tarlipat drev he c'hognak .
'Veldomp emaout , neketa ? Ne zebrez ket yod , ha gwelloc'h ganit ur banne gwin 'get ur banne sistr , ket gwir ?...
                        Gwisket brav war e begement , e tostaas un den a-feson d'o zaol .
Hag e welis o-zri oc'h en em strinkan da c'houde 'barzh ur " vMercedes " wenn , he gouleier ken splann , hag a steuzias a-herr en denvalijenn ...

( Da vezan kendalc'het )

                                   ___


DAN AR WERN - Al Lizher - 2 - An Danserez - Here 2008 / Genver 2009 - Deizlevr Yann Kervern ( II ) - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Al Lizher / La Lettre " , Copyright 2008 .

                                    ___
Notennoù
:
8 - " An Aelez C'hlas " ( Der Blaue Engel ) , film germanek Josef Von Sternberg ( 1930 ) , gant Marlène Dietrich
9 - Lesanv Camille , c/f : " Onitsha " ( 1991 ) , romant J.M.G Le Clézio , skrivagner breizhat , Priz Nobel 2008 .

" Kromm da gein , savet war da dreid ,
  Hej da lounezhi , displeg da zivhar ,
  Hag e stlakimp hon daouarn dit ,
  O youc'hal a-bouez penn
! "
" Kanennoù Bilitiz  " ( Chansons de Bilitis ) , trede Rann , Flemmganigoù e Kiprenez , " An Danserez gant Naered-Ouroulerez " ( La Danseuse aux Crotales ) - Pierre Louÿs , 1894 .
              

Repost 0
29 décembre 2008 1 29 /12 /décembre /2008 10:36

Al Lizher
- Istor ur Vignoniezh Kozh -

Deizlevr , Envorennoù ( II )
evit Annemarie Schwarzenbach


1 - Bilitiz

" ... Daou alc'houeder nemetken , oc'h uhela c'hoazh en aezhenn ,
      Hag o rambreal dre an noz
. "
Joseph Von Eichendorff - " Im Abendrot  " ( Da Serr-Noz )
Gedichte - Ausgabe letzter Hand ( 1841 )



                                Setu 'man ul linennoù bennak bet skrivet ganti , ken iskis , am boa adkavet goude , kuzhet mat dre va sonj , hag e poultrenn ur galatrez . Ar re gentan he doa kaset din , ar re nemetan , koulz all .
Setu istor ur vignoniezh kozh :

Sankt-Moritz , 2 a viz Du .

" Mignon ker , flammig kaezh va c'halon ,

     Resevet 'm eus da c'her , met ne sonj ket din , evel da varzh , " e luc'ho 'nevez ar bleunioù dindan an Heol ... "
 
Ket evidon , siwazh ! Ket breman ! ( 1 ) 
Klask a ran selaou sonerezh Debussy , 'z poa komzet dit diwarnan en deiz all , ar " Ganennoù Bilitiz  "-se m'en em gavan mat a-walc'h o klevout anezho , a c'hallez va c'hredin , ( hag o tigejan da skritur ken brav emaon ) : "... ne ra o eskell nadozioù-aer nemet spinan , war a seblant , diavaez an traoù dre velkoni an nevez-hanv . " ( 2 )
Na gaerat frazenn ! Met e ran kement a strivoù evidout , ha ken mantret eo va c'halon , na c'hellfen ket tanva hirnez romantel an delioù en o ziskar ...
                     O vezan m'eo aet diganin va mignonez evit ur gwaz all , e oa dle din stranin 'dreuz kêrioù digenvez , " hag an noz 'ya o steuzin kuit , e pella ar stered . Setu m'eo aet ar serc'hed diwezhan d'ar gêr , gant o c'harediged . Setu me skrivan , dindan c'hlav ar mintin , ar pozioù-man war an traezh ... " ( 3 )
Me'zo goullo va sac'h .
                     A-wechoù 'kredi ganit , dav a-walc'h , on un oristalez .
C'hoarvezout a ra din ne c'hallan kompren me va-unan ... Adlenn a ran Rilke :
" '
Dreuz va buhez e krenan diglemm ,
  Hep huanadoù , gant ur c'hlac'har don ha tenval
... " ( 4 )
Eman ur gouli o wadan e-barzh , hag a vez o kreskin e zalc'h warnon , ken plaouiet eo va yaouankiz gant an dic'hoanag . Grevus eo nec'h va spered . Bewech m'en em glaskan da bedin , e vez degaset din envor ur valeadenn am boa graet ganti e Kalon-Sakr . Eno , em boa santet en he c'hichen holl zienez ar Bed , sanket don em ene 'vel , marteze , ur spernenn e Hini hor Mamm Santel ...
Menegin a ran evidout frazenn gaer da levr , am boa kaset din , met n'on ket evit kredin , koulskoude , e promesa an daeroù ...
" Beuzet eo va sonj en he mousc'hoarzh , glebiet gant perlez boull , dour nevez ha druz he goueloù ... Evel ur c'hentan pok a garantez , a-raok ma vije bet gouest ar garantez d'oc'h en em gompren hec'h-unan ... " ( 5 )
Hor c'harantez deomp !
E-keit ma oa kroget tanioù kentan ar serr-noz war Bariz , hon doa heuliet , adalek ar were , bomm-nij ur c'houblad koulmed ...
                     Moarvat e fellje din tec'hel ivez ganto , " a-hed an noz treuzwelus " ?
Met ne vo biken an traoù henvel ken , te 'oar .
Breman ma bedan start an Nenvoù , en aner evelkent , d'am rein o flouradoù e diouer he re , e tenn va hunvre d' " o gwagennoù dantelezh " , d'ar c'houmoul-se ... ( 6 ) Paourkaezh koumoul , na baouezont ket eveldon , da zifronkan ! 
                     Trugarez dit , va mignon . Tost ur balzam eo da lizheroù 'vidon . Ha dont a ray a-benn d'am farean anezho ?
Hag e vo tu din da goll he sonj ur pennad drezo , marteze ?
                     Pa gren va c'halon , eo skoet ivez gant pinvidigezh da gomzoù , hag a zisamm un tammig he foanioù drezo ,'vel tenzor-diabarzh nemetken un ezhommeg . 
N'em befe ket c'hoant bezan ur wazhaourez , avat .
N'ouzomp ket , emezout , hag e talc'hfe an Diskuliadur d'e bromesa , evidomp da vevan , marteze , e amzerioù diaes anezhan ?
Araozon , Bibl kozh va zad , am eus tennet un arroudenn diwarnan :
" Rak evel ma teu kellid d'ar greun taolet en Douar , ha ma tiwan an had el liorzh , ken sur all e lako an Aotrou Doue da ziwan hadenn ar Silvidigezh , a roio Gloar Dezhan dirak an holl bobloù . " ( 7 )
Met ne vin ket ur bec'herez Evitan da viken ? Te a bardono din un deiz ?
                     Ken digenvez en em gavan alies ! Tomm va c'halon , me a'z ped , habask va spered .
Ra vo unanet hor c'hroazioù ganit !

( Da vezan kendalc'het )




                          ___


DAN AR WERN
- Al Lizher - 1 - Bilitiz - Kerzu 2008 - Deizlevr Yann Kervern ( II ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg - " Al Lizher / La Lettre " , Copyright 2008 .

                          ___
Notennoù
:
1 - " Le Deuil des Primevères - Elégie Seconde " ( Kanv ar Bokedoù-Laezh - Eil Klemmgan ) , Francis Jammes , 1898 .
2 - " Chansons de Bilitis " ( Kanennoù Bilitiz ) , sonerezh leurenn bet eilet gant daouzek barzhoneg Pierre Louÿs da zibunan , gant Claude Debussy , 1897 .
3 - " Chansons de Bilitis " ( Kanennoù Bilitiz ) , trede rann , Epigrammes dans l'Île de Chypre ( Flemmganigoù e Kiprenez ) , " La Pluie au Matin " ( Glav ar Mintin ) , Pierre Louÿs , 1894 .
4 - " Briefe an einen Jungen Dichter - Franz Kappus Sonett " ( Lizheroù d'ur Barzh Yaouank - Sonedenn Franz Kappus ) , Rainer Maria Rilke , 1904 .
5 - " Le Passeur des Mondes - Le Secret d'Eon de l'Etoile " ( An Erbeder - Sekred Eon Ar Sterenn ) , gant Dan Ar Wern , Copyright 2005 / 2008 .
6 - " De l'Angelus de l'Aube à l'Angelus du Soir - Aujourd'hui , le Long de la Nuit ... " ( Adalek Anjeluz an Derou-Deiz betek Anjeluz ar Serr-Noz - Hiziv , A-hed an Noz ... ) , Francis Jammes , 1897 .
7 - Izaiaz , 61 , 11 .

Film David Hamilton , " Bilitis " ( 1977 ) , gant Patti d'Arbanville , Mona Kristensen , Bernard Giraudeau .

Repost 0

Articles Récents

Liens