Overblog Suivre ce blog
Administration Créer mon blog

Recherche

10 décembre 2016 6 10 /12 /décembre /2016 11:51
LES ETOILES DU MATIN - 24 - Poultr Sterenn - Stardust - Poussière d'Etoile .

Les Etoiles du Matin - Steredennoù ar Mintin - The Morning Stars ( 24 )

 

 

 

Poultr Sterenn *

 

 

da Leonard Cohen

( 1934 - 2016 )

 

 

 

N'hellan ket hoc'h heulian ,

Karedig ,

Poan 'm eus

Mont war ho heul ,

Ken pell en amzer

'Trezon ha c'hwi ,

Keit all eus va lec'h

Siwazh d'ho ti ...

 

 

Gouzout ' rit piv on ?

Va gwelit en heol-hont ,

Ac'hanta , an hini ' gar trein

Eus netra va foultr sterenn emaon ...

 

 

Lakaet ho peus ho ene war an noazh ,

Lazhet ho preur 'vel ul loen gouez ,

P'lec'h 'maoc'h-c'hwi , breman ,

Va c'harantez ,

P'lec'h 'man ar bugel

A garan c'hoazh ? 

 

 

Met pa yafe va hent da enkaat ,

' Teufe ho pedennoù

Marse d'am zieubin ,

E bruzun ' peus rannet va c'halon ,

E poultr

A zistroit ouzhon ...

 

 

Gouzout a rit piv on ?

Ho kwelan eus an heol-hont ,

Ac'hanta , an hini ' gar trein

Eus netra ho poultr sterenn emaon ...

 

 

DAN AR WERN - Les Etoiles du Matin - 24 - Poultr Sterenn - Kerzu 2016 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Les Etoiles du Matin " , copyright 2007 .

 

* Awenet gant " You Know Who I Am " , kanaouenn Leonard Cohen en e albom " Songs from a Room " , copyright 1969 Sony Music Entertainment Inc. / Stranger Music - All rights reserved .

Repost 0
Published by Dan Ar Wern - dans Gwerzioù - Barzhoniezh
commenter cet article
26 novembre 2016 6 26 /11 /novembre /2016 17:05
SAISONS - 18 - P'Hoc'h eus Hon Laosket ... Quand Tu Nous a Laissés - When You Left Us ...

P'Hoc'h eus Hon Laosket ...

( Blues Oaled Nedeleg )

 

 

E Koun va Zad

 

 

E vo glav pa zeui en-dro

Marteze ,

Glav pe erc'h ,

N'ouzon ket mat c'hoazh ,

'Vel mor-bras va enkrez ,

Mor-bras va zristidigezh ,

Rak eo breman holl c'hlas an oabl ,

Ha louet va c'halon

E traezh digenvez an izelvor ,

Liv va zisesper ,

Liv an envor ...

P'hoc'h eus divizet

Hon dilezel ken a-fo ,

P'hoc'h eus hon laosket ,

Hon laosket eno ...

 

Ha neoazh 'vel pep bloaz ,

' Savo ar c'hraou

Da vugale ,

Hag e paro mil gouloù tan 'vel boaz

Eus gwezenn Nedeleg ...

 

Eno ' vimp da c'hedal

An disteran trouz er siminal ,

Pa ziskenno

Eus bro ar faltazi

Hon tad-kozh e noz

Ar Baradoz ,

E noz ar spi ...

 

 

 

 

DAN AR WERN - Saisons - XVIII - P'Hoc'h eus Hon Laosket ... Du 2016 - Pep gwir mirets strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "Saisons " , copyright 2006 .

Repost 0
Published by Dan Ar Wern - dans Gwerzioù - Barzhoniezh
commenter cet article
19 octobre 2016 3 19 /10 /octobre /2016 13:51
PEDENNOU UN HARLUAD - 24 - Kerse - Dépit - Grudge .

 

 

Kerse

 

" Kenavo neb am c'harr em parrez tro-war-dro ... "

Barzaz-Breiz - "An Droug-Hirnez "

 

 

 

Ha rannet eo bet va c'halon d'he zro

Gant an trais hag an dispi ,

'Vel m'eo bet ivez disrannet va bro

Gant ar spont hag ar c'hampi ...

 

Lec'h ' zo , ' lares , 'vit gerioù kerse ,

Ha lec'hioù all 'vit dismantr va c'halon ,

Livioù du ha livioù ruz , un takad gwad

O ruilhal don en dachenn c'had ...

 

Ha neuze ' rankan mont kuit en hent war dec'h

Eus da sell ken flour ha yen ,

Nag a ouel ennon en deizioù dec'h

' Oa lezet ' drenv din douar c'hwek hon ifern ...

 

Mogedoù , morc'hedoù , kerse ,

Pa zeu sonj dit on direzon ,

Bez' ez eus lec'h 'vit gwallhunvreoù , marse :

Da c'herioù fals digas hepken dirazon ...

 

 

 

DAN AR WERN - Pedennoù un Harluad - 24 - Kerse - Here 2016 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "Pedennoù un Harluad " , copyright 2006 .

" I saw some people starving ,

  There was murder , there was rape ... "

Leonard Cohen - "Almost like the Blues "

( in "Popular Problems " album , copyright Columbia / Sony Music , 2014 - All rights reserved )

Repost 0
Published by Dan Ar Wern - dans Gwerzioù - Barzhoniezh
commenter cet article
4 avril 2016 1 04 /04 /avril /2016 12:08
MEIN DIWAR VA HENT - XVIII - Jubile - Jubilee .

Jubile

 

" I can't keep track of each fallen robin  ... "

Leonard Cohen - " Chelsea Hotel II  " *

 

 

Dremmourien o c'hoari

Taolennoù ur c'hozh garantez

War al leurenn ...

 

" Ha perak n'omp ket bet galvet ,

Emezi ,

Perak n'omp ket dleet mervel

A-gevret 

 

Er memes deiz ,

 

Memes ti ? "

Met goude n'eus ket tres ebet ken

Eus he buhez

'N e hini ...

 

Piv ' gonto istor ur paour-kaezh den dizeur

Pa ne chomo ket met un tamm poultrenn

War al leur ,

Ha goulioù gwad

E sell un emzivadez

Sanket don 'n e zaoulagad

Drant , ken diseblant outi ?

Piv ' glevo klemmvan hirvoudus

An avel

O c'hwezhan foll e gan ziwel

War he bez dezhi ,

War he bez dezhi ?

 

 

 

 

DAN AR WERN - Mein Diwar va Hent - 18 - Jubile - 4 a viz Ebrel 2016 , Degemenn da Vari - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Mein Diwar va Hent " , copyright 2006 .

 

* Leonard Cohen : " Chelsea Hotel 2 " , copyright 1974 Sony Music Entertainment e-barzh e albom " New Skin for the Old Ceremony " .

 

 

 

MEIN DIWAR VA HENT - XVIII - Jubile - Jubilee .
Repost 0
Published by Dan Ar Wern - dans Gwerzioù - Barzhoniezh
commenter cet article
28 novembre 2015 6 28 /11 /novembre /2015 22:40
CROSSROADS , MAZE AND PUZZLES ... XXI - Lazhadeg - Massacre .

Lazhadeg

" I've seen the future , brotherit's murder ... "

Leonard Cohen - " The Future " *

 

 

 

 

Kontet 'oa bet din eus tud bet lazhet er mintin ,

Kredin 'raent 'vez pellaet " pep komz gaouiat " 'vel-se ? ( 1 )

Met m'eo lugaj hepken gwirionez an devezh ,

Touell en defe hoal e splannder ivez ,

Marteze ?

 

 

Rak ' oa bet laret din eus un haroz muntret d'an noz

A c'hoantae salvin kalz e vreudeur ger ,

" - Met piv c'hallfe didouezian ho gaou , a garme ,

Diouzh peurvad ur garantez veur deoc'h-c'hwi ennon ,

Ha da venn ' rankfe mont ac'hane va c'halon ,

Gwech bet tizhet ganeoc 'h penn ho hunvreoù kaer ?

 

 

Gwell eo dit dansal ' ta , mignon din va buhez ,

' Vel ma ra an heol hag e c'hoar en avel zireizh ,

Gwell eo dimp kanan c'hoazh salmoù avieloù kozh ,

' Vel ma ra al loar 'vit an heol bepred o c 'hortoz ... "

 

 

 

 

 

DAN AR WERN - Crossroads , Maze and Puzzles ... XXI - Lazhadeg - Du 2015 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Crossroads , Maze and Puzzles ... " , copyright 2006 .

 

 

( 1 ) Ermeziadeg 23 , 7 .

 

 

* Taolenn : " Lazhadeg an Inosanted " ( 1868 ) gant Carl-Heinrich Bloch ( 1834 - 1890 ) , livour danat .

* " The Future " , copyright 1992 Leonard Cohen Stranger Music , INC . ( BMI ) - All rights reserved .

 

 

Lazhadeg al Lucs-Sur-Boulogne e Vande , d'ar 28 a viz C'hwrevrer 1794 ( Chapel Petit-Luc - Gwerenn-livet Fournier , 1902 ) .

Lazhadeg al Lucs-Sur-Boulogne e Vande , d'ar 28 a viz C'hwrevrer 1794 ( Chapel Petit-Luc - Gwerenn-livet Fournier , 1902 ) .

Repost 0
Published by Dan Ar Wern - dans Gwerzioù - Barzhoniezh
commenter cet article
10 février 2014 1 10 /02 /février /2014 15:55

The-flood-3.jpg

Linvad-Meur

" Here comes the Flood again ... "

Katie Melua - " The Flood " *

 

 

Pezh a sonje din

War hent ar gêr eo

N'eo ket mui hini va bro ger ,

Lamm he bec'h diganti

Taolet d'an traon ,

Ra savo mor c'hoazh d'he dieubin

Gant e fraonv veur

Diouzh an diskar ...

 

 pobl brewet

A ouenn gar ,

Sav en-dro

War-lerc'h kouezhan kriz ,

Digor kili houarn da doull-bac'h ,

Ar frankiz , te'oar , 'zo dispriz ...

 

'Vel ar vorvran , an drenenn ,

Lamm buan da vec'h diganit ,

Nij war gribell ar goumenn kuit

Hag ez ene enaou tan

Ar garantez 

Az tommo 'nevez ... 

       

Pa sonje din  

War hent ar gêr

N'oa ket mui

Eus va Breizh ger ...

 

 

DAN AR WERN - Saisons - XVI - Linvad-Meur - C'hwevrer 2014 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "Saisons " , copyright 2006 .

* " The Flood " ( 2010 ) , a song by Katie Melua from her " The House " album , copyright Dramatico Entertn. LTD 2010 - All rights reserved .

Repost 0
Published by Dan Ar Wern - dans Gwerzioù - Barzhoniezh
commenter cet article
23 janvier 2014 4 23 /01 /janvier /2014 10:11

    Anne-de-Bretagne.jpg

Anna Vreizh 

" Pa sko ar Marv war an nor ,

  Stok er c'halonoù ar c'hren-mor ... "

Barzaz-Breiz *

 

Mais je voudrais trouver les mots

Pour oser prendre enfin

Vos mains de porcelaine ,

Chercher encore plus haut

Votre âme étrange , votre peine ,

Ô , votre coeur , ma Reine ...

 

 , pep tra 'vidoc'h-c'hwi a rin

'Lec'h ar re dud fall o deus graet ,

Kavout deoc'h gerioù a gevrin

Da vouskomz d'hoc'h ene iskis

Ha d'ho kalon Rouanez Kêr-Iz ,

Kent en diwezh em hini yen

Kredin tomman ho torn porselen ...

 

Anna , Anna Vreizh ,

Heuliet 't eus un hent-bleiz

Betek kêrbenn an estren ,

N'az poa choaz ebet all ,

Nemet ez pevarzek vloaz oas ,

'Vel da bobl touellet , desevet ,

Ken klask repu en ur bed all ...

 

Mais je voudrais trouver les mots

Pour oser prendre enfin

Tes mains de porcelaine ,

Chercher encore plus haut

Ton âme étrange , ta peine ,

Ma Reine ...

 

 

DAN AR WERN - Mein Diwar Va Hent - 16 - Anna Vreizh - Genver 2014 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Mein Diwar Va Hent " , copyright 2006 .

  

*  Barzaz-Breiz ( 1839 ) , III , 5 - Kanaouenn an Anaon ( XLIII ) gant beskont Kervarker ( 1815 - 1895 ) , lizheregour ha skrivagner breizhat . 

            

 800px-Coeur_Anne.jpg

Repost 0
Published by Dan Ar Wern - dans Gwerzioù - Barzhoniezh
commenter cet article
5 novembre 2013 2 05 /11 /novembre /2013 13:57

lemoaly.jpgKlemm an Avel Zu

 

" Piv 'stourmo ouzh galloud va brec'h ? " 

" Fe , Spi , Karante " ( 20 a viz C'hwevrer 1907 ) gant Erwan Ar Moal  ( Dir-Na-Dor , 1874 - 1957 ) , barzh ha skrivagner breizhat .

 

 

" Piv ' stourmo ouzh galloud va brec'h ? " ,

' Yud an avel Zu fenoz ,

Pa sonjan ez torn kunv am floure ken tener ,

Piv ' dorro warnon va c'hounar va c'hroz

Ken na vo dinijet diganin pouez va nec'h

 

' N em led war c'horre ar bed

Dindan lagad sklaer-fraezh ar stered

War ar mor ?

Ha leizh e gerreg didruez 'zo gwashoc'h ,

Me 'gred ,

Da neb a skoio outo dibreder

Ken na vo d'e dro troc'het ganto e vrec'h ...

 

" Piv 'stourmo ouzh galloud va brec'h ? " ,

Emaon o ouelan digenvez fenoz ,

Va c'hloazet 't eus pell gwerso ,

 , va c'harantez ger ,

Marse gant spern e delioù brav

Da bokedoù roz ...

 

 

DAN AR WERN - Saisons - XV - Klemm an Avel Zu - Du 2013 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Saisons " , copyright 2006 .

    

Repost 0
Published by Dan Ar Wern - dans Gwerzioù - Barzhoniezh
commenter cet article
16 septembre 2013 1 16 /09 /septembre /2013 10:01

baudelaire.jpg 

    Gup-Mor 2 *

" Souvent , pour s'amuser , les hommes d'équipage

  Prennent des albatros , vastes oiseaux des mers ... "

  ( Alies moraerien o c'hoari war o bagoù

    'Dap morc'huped , evned bras-divent ar morioù ... )

Charles Baudelaire - " Les Fleurs du Mal " ( Spleen et Idéal , II - L'Albatros )

     

" Stars fall every time a lover has to face the truth ... "

Dan Fogelberg - " Stars " *  

 

 

Siwazh n'em-oa ket ho kwelet e korn va straed ,

Kement ' vall 'oa warnon buan en-dro d'ar gêr ,

Ha piv 'wel un den o vervel dianket ,

Pa vez an engroez o c'hoarzhin didruez n'e genver ?

 

Abaoe ar c'heit 'm-oa kejet pell'zo ganit ,

Pa felles chench holl an traoù 'raok mont kuit

War hentoù ar bed-man 'n ur hunvreal ,

A zisklerias din , ma vefe dishenvel diouzh hon hini fall ...

 

Ur c'haner a blij din kalz a gonte

'Kouezh ur sterenn bewech ma wel

Ur garour e wirionez ,

Breman 'maout war ar bavez ...

 

Ouzh va bro 'm-oa kredet sellet 'pad un eilenn ,

Pa oa-hi en nenv aelez bet troc'het he divaskell ,

Skeud ur morc'hup 'ra e dreuz diwar un aluzenn ,

'Chomo sko c'hoazh e strad soubenn drenk e skubell ...

 

Hag ur c'haner a blij din a gonte

'Kouezhe ur sterenn bewech ma wele

Ur garour ar wirionez en diwezh ,

Breman 'man en digenvez ...

 

 

DAN AR WERN - Crossroads , Maze and Puzzles ... XVII - Gup-Mor 2 - Gwengolo 2013 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Crossroads , Maze and Puzzles ... " , copyright 2006 .

 

* " Le Chemin Perdu " ( An Hent Kollet ) - IL'Albatros - Ar Morc'hup - The Albatross . 

   " Stars " , a song by Dan Fogelberg in his " Homefree " album   

( copyright 1972 Hickory Grove Music / Columbia - All rights reserved ) .   

 

Repost 0
Published by Dan Ar Wern - dans Gwerzioù - Barzhoniezh
commenter cet article
7 février 2013 4 07 /02 /février /2013 20:17

Sts_Constantin_Helene.jpgHent ar Sent

" Deoc'h-c'hwi eo roet da anaout kevrinoù Rouantelezh an Nenvoù ... "

( The knowledge of the secrets of the Kingdom of Heaven has been given to you ... )

Sant Vaze / Saint Matthew , 13 , 11 . 

 

 

 

Petra ' fellje Dit ma larfen

Dit diwar va fenn ?

Penaos ' vefe tu din disonjal

Pouez va anken ,

Kent nijal d'az nenvoù diseblant ,

Ket ur sant ?

 

Met piv 'n defe galloud ,

Piv nemedout ,

Goude bezan hol lezet d'az ankouaat ,

Hon pedin d'em gaeraat ,

'Vit nijal diouzh da ved didruez

D'az Neved nevez ?

 

Met piv 'n defe galloud ,

Piv nemedout ,

Hon harzho ouzh Da garout c'hoazh

' Harzh ar Groaz , aeled ziwel ,

Daoust dimp bezan tud hag az lazho

Ivez war hent ar sent ,

Hent serzh da sent ?

 

And what would You like me to say

'Bout me as I pray ?

You know I always try to forget

Your blood as well as my sweat

Till I fly up to Your Kingdom of Heavens

Different ,

Not a saint , 

Not a saint ...

 

 

 

DAN AR WERN - Pedennoù un Harluad - 23 - Hent ar Sent - C'hwevrer 2013 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous doits réservés . "Pedennoù un Harluad " , copyright 2006 .

 

Ikonenn Santez Helena ha Sant Kustentin  : " In hoc Signo vinces  ! "ihsv.jpg 

Repost 0
Published by Dan Ar Wern - dans Gwerzioù - Barzhoniezh
commenter cet article

Articles Récents

Liens