Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Recherche

21 décembre 2012 5 21 /12 /décembre /2012 11:22

 Auberive           

 

AUBERIVE ( 13 )

 

                  Red-planets.jpg 

 

Dorioù ar Mor-Bras ( 8 )

( Heuliad  "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )

 

 

" Va Doue , va Aotrou Doue ,

  Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,

  'Vit ma c'hellfen Ho karout ker ,

  Foeltran bleunioù va Nev'amzer ? "

Francis Jammes - " Frankizennoù en Nenv "

- An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 ) .

 

 

small_web-copie-1.jpg 

 

 

Lodenn Gentan : Marikele

 

 

              Eilvet Devezh    

 

 

 

                                 8 - Riv a groge en e gorf sklaset 'vel ur werzenn gozh he dasson flemmus o krignat e vouzelloù :

" What shall we use to fill the empty spaces

  Where waves of hunger roar ? ( 20 )

Hag evit respont hepken da reuzioù pell-iskis an heklev-se , didrouz ar gourhent dizarempred a-bezh o tenvalaat muioc'h-c'hoazh e ene drastet ...

                   Sabatuet-mik e voe gant pezh a zizoloas kentizh ha dihunet : lies adplanedenn bet gwelet oc'h ober tro un heol a bep seurt liv , kalz brasoc'h 'get hini o tomman hon Douar , e skeud hirisus par d'un hologramm !

Niverin a reas c'hwec'h anezho , henvel-bev daou-ha-daou , skedus pe skedusoc'h , tostik-tost mui pe vui an eil re hag ar re all , o stlejan pep hini d'he heul distaol du he dremm guzh davit unan all ...

A-wechoù evelkent e krede tizhout minc'hoarzh dipitet ul loar o teurel he skeud war hunvre he gevelenn ...

 

bateau-dans-la-brume.jpg 

                   Ha trumm e teuas d'e sonj traoù dreistkred 'oa c'hoarvezet dezhan pa verzas 'oa moged ur vag an hini 'oa diamen war rez dremmwel glas-ruz ar bazinier ! E-unan-penn edo , difinv ha war led e gorf , gourvezet war c'heotenn c'hlas ar pradoù skubet gant an avel lemm , e zaoulagad koc'hennet o vont ganti e donderioù displann e damm planedenn espar ... 

Oc'h envorin e veaj hir m'en doa kredet n'oa met un hurlink dezhan , e klaskas dastum e sonjoù en aner neuze . Rak aon en doa , krenan a rae gant holl e izili ! ( 21 )

                   Tremen a reas ur predig amzer ...

O tont a-benn da sioulaat e spered adarre , en em dapout a reas da sevel ivez kent lammat en un taol war al leur vitum a c'holoe ar pont-skourr divent .

Ur savadur bras-divent , foetet gant ar mor-bras dirollet e oa , ma c'helled mont uheloc'h d'an oabl a-nebeudoù gantan pa veze tu hepken da verzout e drolinennoù kentan . Morlusennoù a c'hronne anezhan a bep tu , beuzet e houarnaj-framman ganto , a seblante mont d'en em goll en dremmwel da c'houde . Iskisan tra 'oa ar santadur a zigenvezded , a vantridigezh a teue ennan digant ar relegenn veurdezus-se , seurt euzhvil bet krouet gant ur bed dianav !

                   Pell e kerzhas war ur bradenn c'hlasvezet ma veze bochadoù geot diniver o wagennan warni 'vel houloù ar mor rust a yude gouez outi er gorventenn , war draon , kri ar gouelaniged , ar morvrini ...

Na pegen marzhus 'oa evitan da welout , a sonjas , dre arvestin pezh 'oa difluket dirazan , gouest da rein en-dro dezhan e denzorioù bugel gwechall !

                   Hep kavout penn ebet da se , e krogas da redek gant jourdoul e yaouankiz adkavet !

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

                            ___ 

 

DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 8 - 2004 / 2012 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , copyright 2006 .

                              ___

Notennoù :

20 - Kanenn : "Empty Spaces " (What Shall We Do Now ? ) gant Roger Waters , c'hoariet gant Pink Floyd : " Gant petra a raimp 'vit leunian tachennoù goullo ma kroz enno houloù mor an naon ? "

Albom : "The Wall " ( Ar Voger ) , copyright Pink Floyd Music LTD. 1979 .

Film Alan Parker ( 1982 ) diazezet warnan . Pep gwir miret strizh / All rights reserved .

21 - Auberive 11 : " Istor ur Bleinier Laz-Senin " , 11 , V , 23 - Ar Bugel ' C'hoari Mell

 

deer-isle-bridge.jpg 

Partager cet article
Repost0
11 août 2012 6 11 /08 /août /2012 16:24

Enfant-de-brume.jpgAUBERIVE ( 13 )

 

 

Dorioù ar Mor-Bras ( 7 )

( Heuliad  "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )

 

" Va Doue , va Aotrou Doue ,

  Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,

  'Vit ma c'hellfen Ho kerout ker ,

  Foeltran bleunioù va Nev'Amzer ? "

Francis Jammes - " Frankizennoù En Nenv " -

An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 ) .

 

 

Lodenn Gentan : Marikele           enfant-de-brume-2.jpg 

 

 

                                 Eilvet Devezh

 

 

 

                   7 - Ne welas nemet ur skeud er pellder , un dra bennak dispis 'vel trolinenn un tasmant ...

Fellout a reas dezhan youc'hal a-bouez e benn e zispi warnan :

" Me ho ped da larout din pelec'h emaon o chom ! "

Met e seblantas steuzian trumm pezh a c'hoarveze . Petra ober , neuze ?

Bez'oa un nor-brenestr bihan hanterzigoret war-grec'h .

                   O kavout aman dre chans ur gador da bignat warni , e teuas a-benn da vont buan d'an digor , ha dre bouezhan war e zornellig , d'en em silan er-maez dre 'r riboul .

Pintet war ar seurt rizenn-se , edo ur gammed bennak nemetken etrezan hag an islonk !

'Vel Sisiphus , e touje bevan c'hoazh un hurlink peurbadel ! ( 16 )

N'eo ket hon Tonkadur henvel ouzh rod ur vilin a dro e zourioù tenval , rimadellig bet kanet gwechall gant e vamm evit e lakaat da gousket d'an abardaez , araok na gouezhas mor-bras an noz gant skleurioù diwezhan an devezh ? ( 17 )

Er wech-man , e oa lizherennoù bras o skedin a strivas da dreuzin ar vorenn bet lakaet a dammoù pilpouzek kotons louet war wez ar porzh , o kas buan da get hiraezh en doa d'e vugaleaj !    

                   Setu pezh a c'hellas lenn diouzh ar c'hentan sell , o krenan gant aon goude ar gavadenn-man ken fromus hag enkrezus !

"Ospital Rekourans " !

"Va Doue , n'edon ket o chom en Elzas neuze ! , a sonjas . Petra ' oa c'hoarvezet ?

                   Ur vouezh vugel voan a hopas dezhan iskis .

Paotr en doa kejet outan emberr en e hunvre e oa ... ( 18 )

Kredin a reas en em anavezout ennan eus a-bell e amzer e yaouankiz disoursi .

- Demat , Aotrou Kervern , ouzh ho kedal emeur , war a seblant  ! , a vousc'hoarzhas an avrelodig .

" Gant daoulagad 're dost da vervel ' ra alies an Ankoù 'vit teuler evezh ouzh an dud vev ... " , a laras dezhan e-unan . ( 19 )

                   Ent gwir , e oa e dasmant edo o paouez hopal evel-se d'ar beajour . E bedin a rae zoken da vont gantan war al lann betek bro o envorennoù gwechall ...

Leun a fru , e adlavare dezhan hep ehan he c'hlemmgan heskinus an avel-vor , 'vel heklev hiboud ar gwagennoù war an draezhenn , a raksante edo tostik-tost anezho , skeud diziraez ha goapaus o-unan eus e garantezioù kollet : 

" Petra 'c'heus graet gant da vuhez , petra ' c'heus graet gant da vuhez ? Karout a rez ac'hanon ? " , a vouskane dezhan an donn zidruez .

 

plage-brume-web_1207325849.jpg 

                   Teuzin a reas e weledigezh gant relegoù latarenn diwezhan .

Gant ar skalieroù-servij , debret gant ar mergl , e tiskennas Fred . War un hent bras dilezet , a seblante mont diwar nij leun a spi d'ar maez , en em gavas da c'houde . Met da betra e c'helle talvezout ? , a c'houlennas outan e-unan . Ul lec'h distro ha digenvez penn-da-benn e oa , gant nikun ha kirri-tan ebet tro-war-dro ...

                   Spontet-mik , e kouezhas war an douar glebiet , skuizh-divi e-unan-penn , faezh betek skoulm e ene ...

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

                      ___

 

DAN AR WERN - Auberive ( Trede kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras7 - 2004 / 2012 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive, copyright 2006 .                           

                     ___

Notennoù :

16Sisiphus , mab Aeol , bet kondaonet gant ur varnadenn beurbadel da ruilhal ur roc'hell zivent war ziribin ur menez , oc'h adkouezhan dioutan dizehan bewech ma dizhe e lein .

Awenet 'oa bet Albert Camus ( 1913 - 1960 ) , prederour ha romantour gall , gant an istor hengounel gresian-se da skrivan e " Vojenn Sisiphus " ( Le Mythe de Sysiphe , 1942 ) .

17 - Rimadell Vro-Wened : " Pep hini d'e dro , hag ar vilin a dro ... "

18 -  "Istor ur Bleinier Laz-Senin " ( Auberive , 11 - V - 24 , Ar Bugel 'C'hoari Mell ) .

19 - " Pep Hini en e Noz " ( Chaque Homme dans sa Nuit , 1960 ) , romant Julien Green ( 1900 - 1998 ) , skrivagner gall-amerikan a skrive peurliesan e Galleg , ezel eus an Akademiezh C'hall .

 

_brume_m.jpg 

 

Partager cet article
Repost0
10 mai 2012 4 10 /05 /mai /2012 12:00

            ferrier.jpgAUBERIVE ( 13 )

 

Dorioù ar Mor-Bras ( 6 )

( Heuliad  "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )

" Va Doue , va Aotrou Doue ,

   Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,

   'Vit ma c'hallfen Ho karout ker ,

   Foeltran bleunioù va nevez-amzer ? "

Francis Jammes - " Frankizennoù en Nenv "

- An Iliz Gwisket an Delioù ( 17 )

 

 

Lodenn Gentan : Marikele

 

Eilvet Devezh  

 

 

6820050-Belle-Dame-sans-Merci-Posters.jpg

 

6 - Sonjal a reas dezhan e vije bet ur c'hadarniad eus ar Grennamzer o vont gant tizh war hentoù serzh ar Groaziadeg 'vit servij e "Belle Dame Sans Merci " 'vel e hendad marc'heg , hag o kounaat unan ar bravan gwerzhioù bet kanet gant Kathleen Ferrier , brudet he anv :

" I see a lily on thy brow ,

  With anguish moist and fever-dew ,

  And on thy cheek a fading rose ,

  Fast withered too ... " * ( 15 )

     Ha n'en doa ket karet anezhi o c'houzanv poan , 'vel an noz o kendeuzin gant skleurioù melen blin an tarzh-deiz a lak un deiz nevez da ziwanan koulskoude ?

Un diviz dilavar etre Skeud ha Goulou ?

Ha poellet he doa ar gentel-se ?

     Forzh penaos , ne verne ket re dezhan : aet 'oa-hi d'ar bed all , da betra e talvezfe dezhan kenderc'hel gant e vuhez breman ? Ne gave ket gwelloc'h mont daveti ?

Ha padal , hep na vefe bet tu dezhan kompren perak , e teuas d'e veiz edo e yec'hed war wellaat a-nebeudoù , o verzout naon-du a vroude gantan zoken .

     Edo o sioulaat anezhan er c'hontrol , o tizhout dezhan amenin d'an droug en heskine ha lakaat da nijal kuit enkrezioù diouzh e spered .

O kas e linsel diwar e dro , e tivizas difrapan tuellennoù plastik e holl venviachoù yac'hadel . E pe lec'h iskis en em gave ? Nikun tro-dro ! Fellout a reas dezhan tapout krog er pellgomz 'vit choual e vuhez !

Met evit respont dezhan , ne oa nemet un ouat stank dreist ar stalafioù , pezhioù morlusenn henvel ouzh ur gwisk a liv ruz-gwad o vont e truilhoù . Netra ken !

Pa vefe keal eus un tour-tan , a sonjas , ne vefemp ket er Vogesen ...

     Mall bras warnan gouzout muioc'h , en doa gwisket ur re zilhad lakaet aman e kuzh outan , tra iskis all , war ur gador , ur chupenn flanell du a rae mat-tre dezhan hag ouzhpenn , ur bragoù gwenn a seblante bezan troc'het diwar vuzul evitan .

      Boutan a reas an nor gant un tammig anken : leun 'oa an trepas . En em avanturin a reas er-maez !

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

 

 

                                               ___

 

DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 6 - 2004 / 2012 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Auberive " , copyright 2006 .  

 

                                 images-white-flame-lily-2.jpg

                                 

Notennoù : 

15 - "An Erbeder " ( Brezel ar Groaz , Trede Lodenn ) , gant Dan Ar Wern .

     - Kathleen Ferrier ( 1912 - 1953 ) , kanourez vrudet Breizh-Veur .

     - "La Belle Dame Sans Mercy " ( 1819 ) , skrid ar barzh romantel saoz John Keats ( 1795 - 1821 ) ha taolenn ( 1893 ) al livour klasel-nevez ha rakrafaelour saoz John William Waterhouse ( 1849 - 1917 ) .

 

* " War da dal 'welan ul lili ,

     Mouest gant ar c'hwez ha glizh an ambren ,

     Ha war da zivjod ur rozenn o wenvin ,

     Disec'het buan zoken ... "   

   

Partager cet article
Repost0
21 mars 2012 3 21 /03 /mars /2012 15:35


Fleckenstein0.jpg

AUBERIVE ( 13 )

 

Dorioù ar Mor-Bras ( 5 )

( Heuliad  "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )

" Va Doue , va Aotrou Doue

   Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,

   ' Vit ma c'hellfen Ho karout ker ,

   Foeltran va bleunioù nevez-amzer ? "

Francis Jammes - "Frankizennoù en Nenv " -

An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 ) .

 

 

Lodenn Gentan : Marikele

 

speyerpelerin165.jpg

 

 

          Eilvet Devezh

 

" Petra 'vefe pedenn an Iliz hep emro ar garourion vras d'an Doue a zo Karantez ? "

Edith Stein - " Das Gebet der Kirche " ( Pedenn an Iliz )

5 -

          Envorin a reas ur valeadenn a-gevret er rannvro Pfalz . ( 6 )

Un devezh hanv tomm e oa , hag ar plac'h yaouank he doa diskouezet he skol zoueoniezh dezhan . ( 7 )

bandespeyerdom.jpg

Un tamm pourmen o doa graet da c'houde 'barzh iliz-veur Speyer 'raok mont da verennan er menezioù . ( 8 )


                   Cath-drale-de-Spire.jpg

                   

          Gwech bet tizhet Bro-Frans , o doa gwelet livioù-tan ar c'huzh-heol o paran splann war rivinoù kastell Fleckenstein , hag oc'h ober an dro dezho buan , re drellet o daoulagad , marteze , da c'hallout mont tre , ken diwezhat ma vefe bet 'vit ur garantez gollet ! ( 9 )

          En e lizheroù niverus chomet direspont - berr e veze an amzer ganti , a gave gwell d'en em zigarez alies dezhan - en doa komzet anezhi eus harozezed kevrinus 'vel Diotima , Karoline Von Günderode , m'hen dije bet c'hoant bezhan awenet ganto 'vit ur c'hrouin sonerezhel da zont ... ( 10 )

          Un noz , o santout flourad aelezed war e zremm , e hunvreas en unan anezhe deut da ganan he luskellerez dezhan ...

Hag an tro-vale a rejont 'zoug o c'hamm 'hent alez koadeg Schönau , a sonjas , tamm pred gras war an deroù-noz kent mont an eil diouzh egile ? ( 11 )

" Pa welis un durzhunell yaouank o tec'hel kuit a-denn-askell diouzh an deil , e kavas din 'oa 'vel karantez diroll Goethe Vras 'vit e Frederique , a laras dezhi un deiz e pleg he skouarn ... ( 12 )

          Ne oa ket "bugel Gwengolo " e-unan ouzhpenn-se ,  "Prins damglanv e spered " edo o klask , 'vel Peleaz ha Tristan , ene hirvoudus ur vaouez na vez ket ken gortozet war hent dispi ur batis kozh dilezet ? ( 13 )


Pelleas.jpg

                   

          Kregin a reas en he dorn , hag er stardas kalonek 'vit ar wech diwezhan ...

" En em garout a raimp keit ma tavimp an eil egile , he doa mouskomzet dezhan , o tegas d'o sonj pedenn fromus Francis Jammes :

" Brav 'oa an amzer pa varvas ho mignonez ?

O ! Me 'garfe gouzout mar beze 'pad ar mintin ...

Mousc'hoarzhet he doa ouzhoc'h 'raok mont kuit ? " ( 14 )

          Petra 'chome breman eus un amzer na zistrofe biken ?

Envorennoù dispis o nijal kuit 'vel delioù diskar-amzer , tammoù buhez aet e pilhoù , ludu stered ...

Petra ? , a c'houlennas dezhan e-unan , e sell paret war liv damruz al latar a veuze ar prenestr ...

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

                                                   ___

 

DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 5 - 2004 / 2012 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Auberive " , copyright 2006 .

                                   ___

Notennoù :

6 - "Land " Rheinland-Pfalz er mervent da Alamagn .

7 - " Istor ur Bleinier Laz-Senin " .

8 - Speyer , kêr alaman war ribl ar Roen , er su da Pfalz . Iliz-veur romanek brav diazezet gant Konrad II e 1030 .

9 - Kastell Fleckenstein , en norzh da Elzas , kumun Lembach , savet goude 1138 da genver savidigezh Konrad III Hohenstaufen d'an tron .

10 - " Diotima " lesanv Suzette Borkenstein ( 1769 - 1802 ) , karantez vras Friedrich Hölderlin ( 1770 - 1843 ) , barzh klasel - romantel ha prederour alaman , meneget en e oberenn vrudetan : " Hyperion " ( 1797 - 1799 ) .

- Karoline Von Günderrode ( 1780 - 1806 ) , barzhez romantel alaman hag en em lazhas gant he goustilh d'an oad a 26 vloaz .

11 - Schönau , kêriadennig damdost da harz Bro-C'hall , etre kastell Fleckenstein ha koadeg Pfalz  , meneget ivez e barzhoneg Friedrich Schiller ( 1759 - 1805 ) : "Der Gang Nach dem Eisenhammer " . Gwech bet pignet betek penn ar wenodenn dindan skeud gwez ar sapreg , ' vez kavet ur maenig-envor gant ur groaz engravet warni : "Am Zundelsfelsen " ( Ar Roc'hell flamm ) .

12 - Goethe , studier e Strassburg ( 1770 - 1771 ) , a chomas e Sesenheim ma teuas ur garantez diroll dezhan enni 'vit merc'h pastor ar barrez , Friederike Brion ( 1752 - 1813 ) .

13 - "Bugel Gwengolo " ( Enfant de septembre ) , " Prins damglanv e spered " ( Prince malade ) , in " Madeleine " ( 1915 ) , danevell Alain-Fournier bet embannet e "Burzhudoù " ( Miracles , 1924 ) .

- "Peleaz ha Melisand " ( 1893 ) , pezh-c'hoari Maurice Maeterlinck ( 1862 - 1949 ) el luskad arouezhouriezh , hag ivez ur c'hoarigan Claude Debussy bet krouet e 1902 e Pariz . Un doare treuzlec'hin mojenn Tristan hag Izold e oa , a lakaas yaouankiz ar mare da vezan bamet-tre ganti !

14 - "Tristidigezhioù " ( Tristesses , 1905 ) , eil rann eus "Frankizennoù en Nenv " ( Clairières dans le Ciel , 1902 - 1906 ) , bet skrivet gant Francis Jammes ( 1868 - 1938 ) , barzh arouezour bearnat . 

- Mary Garden ( 1874 - 1967 ) , sopran skosat , krouerez perzh Melisand e 1902 . Teul "Hachette Journal " an Teatr . Pep gwir miret strizh .


dickseetheendofthequest.jpg

 "The End of the Quest " ( 1921 ) gant Sir Frank Dicksee ( 1853 - 1928 )

Partager cet article
Repost0
28 décembre 2011 3 28 /12 /décembre /2011 16:33

18614__quills_l.jpgAUBERIVE ( 13 )

 

 

 

Dorioù ar Mor-Bras ( 4 )

( Heuliad  "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )

" Va Doue , va Aotrou Doue ,

  Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,

  'Vit ma oufen Ho karout ker ,

  Foeltran va bleunioù nevez-amzer ? "

Francis Jammes - "Frankizennoù en Nenv " -

An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 )

 

 

Lodenn Gentan : Marikele

 

 

                   Eilvet Devezh

 

 

 

4 -

" In ihrem Herzen hat für mich die Stunde schon geschlagenEn he c'halon eo bet skoet va marv he daol diwezhan ..."

 René Schikele - Barzhonegoù / Gedichte - " Lied / Kanenn "

                   O vezan m'en doa kroget aon ennan , hag evit argas an nerzhioù fall a zaremprede ul lec'h ken didermen war e dro , en dije mennet Fred adkavout ar studierez .

Spi en doa en defe harp diganti , marteze , da anzav outi eeun e garantez ?

                   " ... Arabat eo dit va gwelout  ! ... ha sonjal ennon zoken , he doa gourc'hemennet dezhan .

O chaokat sonjoù kozh edo , ur froudad envorioù glac'harus oc'h entanan hag o vezevellin e benn , a lakae anezhan da gouezhan didruez en un islonk distrad !

E-giz un hunvre ez adwelas ar veilhadenn-se ken trist m'he doa diskuliet he c'halon dezhan e korn an oaled , er sal vras Auberive . images-manoir-1.jpg

                   He dremm gaer zisliv , seder he doare da gentan , a ruzie tamm-ha-tamm gant strink ar c'hefioù entanet .

Buche-dans-une-chemin-e.jpg

E kevrin an noz tenval-man 'oa savet ur vorenn velkoni d'he daoulagad pers , ha sked flamm anezho a zistaole hini an oabl divent . Perlez glizhenn o doa o c'hlebiet p'he doe komzet diwar-benn un armeniad yaouank m'he doa kouezhet e karantez gantan , daoust ma oa re henvel outi , koulskoude , 'vit derc'hel spi e c'hellfe mont en-dro d'e c'havout . Ne zimezer ket d'ur beleg , neketa ?

" Va Doue , pegen bras eo va c'harantez ouzhoc'h !

  Ha gouzout a oufen bevan hepzoc'h ? " ( 4 )

 

images-Kate-Winslet-1.jpg

                   Padal , un dra bennak dizampart en doa hiboudet e pleg he skouarn d'an abardaez-man ? Disonj en doa graet .

Met goude-se , ne voe ket evit mirout alfo ar garantez vras-meurbet-se edo o paouez kredin lenn c'hoazh gant kement a drid-galon etre e linennoù birvidik , adkavet dre vurzhud !

Re hir e oa aet , moarvat , ha bet distrujet gantan evel-se al liamm bresk a unane daou garedig o c'halonoù strafuilhet ?

Pa c'havit e vez debret ho spered gant ar glac'har , e chomit mut bepred , o terc'hel d'ober neuz c'hoari ar breur feal ?

Pe 'vo ezhomm ac'hanoc'h d'en em c'houlenn un deiz gant ar barzh :

" Petra eo an den da gaout diaez gantan e-unan ?

  Petra eo kalon an den ? " ( 5 ) 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

                               ___

 

DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 4 - 2004 / 2011 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Auberive " , copyright 2006 .  

                                ___

Notennoù :

4 - "Danevelloù Kriz " , An Hini Dianavez ( Contes Cruels , L'Inconnue ) - Villiers de L'Isle-Adam ( 1883 ) .

5 - "Poanioù ar Werther Yaouank " ( Die Leiden des Jungen Werthers , levr I ) , Goethe ( 1774 ) . 

 

     PA170637-feu-de-chemin-e.jpg

Partager cet article
Repost0
2 décembre 2011 5 02 /12 /décembre /2011 14:46

M-morial-d-Obernai.jpgAUBERIVE ( 13 )

 

 

 

Dorioù ar Mor-Bras ( 3 )

( Heuliad  "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )

" Va Doue , va Aotrou Doue ,

  Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,

  'Vit ma oufen Ho karout ker ,

  Foeltran bleunioù va nevez-amzer ? "

Francis Jammes - "Frankizennoù en Nenv " -

An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 )

 

 

 

Lodenn Gentan : Marikele Odilienberg.jpg

 

 

Eilvet Devezh

 

 

3 -

" Sebeliet e oan bet . Klevet em boa anv eus va marv ... "

René Schikele - Barzhonegoù / Gedichte - " Seelenwanderung / Divroadeg Speredel " .

 

 

                              Gant kridiennoù o redek dre e gorf e tihunas , ur fo berv en e zremm .

Skleurennoù damruz a darzhe er gambr dre ar stalafioù .

En ur ober ur sell tro-dro dezhan , e veizas un dra bennak e-harz ar gwele .

                    Ur c'holoenn c'hlas-tre e oa , ma wele div follenn vras a liv gwenn e-barzh , kinklet pep hini anezho gant ur c'halirig aour bet galfrezet war o c'horn kleiz uhel , hag o terc'hel div c'halon gant un tridant treuz-didreuz . 

Dont a reas a-benn da dapout krog enni gant poan , diaezet ma oa gant strinkell e enskuilh .

Merkoù gwad a welas warni , avat , a ziskouezas adarre , 'vel derc'h , e spouron .

                    Pet eur e oa ?

Horolaj ebet ouzh ar voger . Hag e vontr ?

                    Kompren a reas e veze keal eus ul lizher kozh bet skrivet dre 'r seurt huanadennoù kevrinel 'trezek enni he doa graet he astenn gar diwezhan en ur gwallzarvoud boutin : Marikelig Von Braun .

Sotoni hon tro er bed-man : ha tonket 'oa bet dezhi ober an dra-se ken dic'hortoz ?

                    Anez na vefe gant gerioù , a sonjas , penaos diskouez dezhi e oa glan e galon ha gwir e garantez eviti ?

Daeroù a skuilhas e zaoulagad pa adlennas he disoc'hoù ken mantrus :

" ... Da bedin a ran d'am fardonin pa veze un tamm hirnez dec'h da noz , na gemer ket droug ouzhin pa raen va "neuzioù " fall ...Va stardan ouzh poull da galon a vije bet gwelloc'h ganin 'vit analan da frondoù ken trelatus !

Ha lakaat da zorn goustadik war ar vorc'hed-se a grign va ene ... 

Gouzout a ouiez pegement em eus poan ?

                    Ur c'hri a reas en ur lenn an dra-se .

Seblantout a reas dezhan edo ar paper o tevin gant ur flammenn zivougus , ha glizi o lakaat da grenan e eskern dindan e c'houlioù !

 

  Graal-atlante.jpg

 

                     Ur pennadig e kredas ar c'hlanvour edo dirak an hini he doa dalc'het testeni eus e garantez eviti .

" ... Ur gwall nozvezh am eus bet , ha sonjet 'm eus kavout repu breman er menez Obernai , ma teuas er bed warnan Santez Odila ...

Adwelout a ran ar groaz wenn veur ma'z eo enskrivet en he maen anv an dud bet lazhet 'pad ar brezel ... " ( 3 )

                    Prederian a rae war ster e aberzh , o lakaat anezhan kevret gant o hini :

" ... Dieubet en em gavis pa stokas va zorn outi er beure-man . Evelto e vije fellet din mervel ... " 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

                       ___

 

 

DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 3 - 2004 / 2011 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Auberive " , copyright 2006 .

                     ___

Notennoù  :

3 - Kounlec'h Obernai ( Elzas ) . 

Partager cet article
Repost0
21 octobre 2011 5 21 /10 /octobre /2011 23:37

 

Griffon.jpgAUBERIVE ( 13 )

 

 

 

Dorioù ar Mor-Bras ( 2 )

( Heuliad  "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )

" Va Doue , va Aotrou Doue ,

  Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,

  Vit ma c'hallfen Ho karout kunv ,

  Foeltran va rozenn en he bleunv  ? "

Francis Jammes - "Frankizennoù en Nenv " -

An Iliz Gwisket Gant Delioù ( 17 )

 

 

Lodenn Gentan : Marikele

 

 

 

 

Annemarie-Schwarzenbach-on-bike.jpg

 

 

 

                   Devezh Kentan

 

2 -

" Pell amzer 'zo 'maon o ouelan em digenvez ,

  Re bell em c'halon eo an diskar-amzer a vez ... "

Gustav Mahler - "Kan an Douar " ,

Hini Digenvez an Diskar-Amzer . *

 

 

                   War-lerc'h goueloù mouget , e savas trumm ur vouezh skiltr en trepas , o trubuilhan e spered dezhan .

Tra ma oa sklaset e izili gant ar spont , e wigouras an nor war he mudurunoù . Gouzout a reas neuze e vefe talvezet dezhan e dorfedoù war an Douar ...

                   Tro-dro , 'pad ma c'holoe a denvalijenn skrijus e ene daonet , e krogas da izelaat ivez ar gouloù .

Goude , dour-c'hwez o teveran diouzh e dal , e santas an derzhienn a groge ennan .

Penaos ober , a sonjas , evit en em ziwall diouzh ar c'hastiz spontus a zlefe kouezhan war ar c'hrouadur-man ken lu en doa kredet rein un dae da Lezenn Doue ?

Fellout a reas dezhan sevel , 'raok mont kuit en ur red ...

                   En abeg d'e c'hloazioù niverus, koulskoude , e envoras holl vandennoù ha tuellennoù bet staget ouzh e c'houlioù , a zislebere e gorf hag e zremm , tra ma teue da denvalaat muioc'h-mui e benn , o tiskouez warni alfo paranoiek a zalc'he krog ennan didruez a-grenn !

Spouron ruz !

Kredin a reas kaout d'ober ouzh ul loen euzhus e lagad sklaer evel un naer !

Ha n'edo ket oc'h en em silan er gambr , souchet , c'hoant du ennan e dagan gant e zaouarn grabanek ?

Gant ur c'hoarzh yud o tassenin en e zivskouarn 'oa bet graet ur gourdrouz iskis dezhan : 

" Un eurioù bennak , tri deiz marteze , hag e vimp a-gevret ! " , a skrignas fallakr an diaoulig gouez .

Tri deiz !...

                   Kregin a reas e galon da dalman krenvoc'h en e greiz .

Dizehan e veze hemolc'het gant skeudoù an noz o yudal 'vel bleizi fuloret ouzh o freizh kent dezho e brofan d'an Doueed !

                   Met ken skuizh e oa na zaleas ket da voredin e gwirionez . Steuzin a reas tamm-ha-tamm ar sell euzhus graet outan . Sioulder bresk ur c'housk c'hwek a dizhas tanva en diwezh .

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )  

 

 

 

DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 2 - 2004 / 2011 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Auberive " , copyright 2006 .

 

* Gustav Mahler - "Das Lied Von der Erde " ( 1908 - 1909 ) - 2 - Der Einsame im Herbst ( Gedicht von / Barzhoneg gant Tschang-Tsi ) 

 

             sally_scott.jpg

Partager cet article
Repost0
29 septembre 2011 4 29 /09 /septembre /2011 11:20

umgebung12.jpgKate_Winslet6.jpgAUBERIVE ( 13 )

 

" Setu , digoret Em eus un Nor dirazout , ha den ne c'hello he serrin ... "

Diskuliadur Sant-Yann , III , 8 , VI - Filadelfia .

 

 

 

Dorioù ar Mor-Bras ( 1 )

( Heuliad  "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )

 

" Va Doue , va Aotrou Doue ,

  Perak ez eo ret Deoc'h keit-se , 

   'Vit ma c'hellfen Ho karout kunv ,

  Foeltran va rozenn en he bleunv  ? "

Francis Jammes - " Frankizennoù en Nenv "

An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 ) .

 

 

Lodenn Gentan : Marikele

 

 

 

                   Devezh Kentan

 

1-

" Ich bringe dir die Wälder meiner Heimat dar / Kinnig a ran dit koadegoù va mammvro ... "

René Schikele - Barzhonegoù / Gedichte - " Widmung / Dedi "

 

 

                            Dezhan 'voe degaset skeudennoù bev bennak da gentan , o veskan an eil d'egile hep ehan en e emskiant direizhet . Un dremm ...

                   Digerin a reas e zaoulagad . N'en doa ket a sonj ken eus pezh 'oa degouezhet e gwirionez .

E gwenn 'oa livet pep tra , 'vel ul linsel en-dro dezhan .

Ur gambr ospital ? , a sonjas .

Pegen pounner ha sempl war un dro en em gave , o krenan an derzhienn .

Seblantout a reas dezhan e oa bet skoet war e benn a daolioù gloazus !

  

nom-koenigsbourg_hive-20Kopie.jpg

                   

                   Hag en un taol neuze , e teuas envorioù d'e spered , ar gwallzarvoud en doa troc'holiet e garr a-ziwar hentoù treuz ha riklus Elzas , e-kichen krenvlec'h Hoh-Königsburg  !

                   E miz Genver e tlee bout bet c'hoarvezet , gwall gendegouezh , pa gouezhas un nebeud deizioù abretoc'h e vignonez en un islonk , ha ganti he frof Nedeleg , ur marc'h-houarn e starderezed direoliet , marteze !

Ken fromet e oa bet gant ar marv trumm-se !

Ken diaes ivez da chom en e zigenvez krenn da c'houde , hep na vefe kened hoalus plac'h Roen en e gichen ken , ur studierez yaouank , bet graet " Marikele " anezhi , en doa kejet , turmud ha birvilh ganti war un dro , en ur park berlinat . ( 1 )

Diouzhtu e plijas anezhi dezhan kalz he doareoù koantenn ouez .

Pebezh barr karantez ! , a lare alies dezhan e-unan , ur mousc'hoarzh war e ziweuz .

Evit ar paour-kaezh plac'h , avat , n'he doa ket bet nemeur a amzer 'vit sevenin he gouestl kaer da servijout he Doue .

                   Merzout a reas emdouell an eurvad-se 'kreiz houlennoù tenval buhez e galon ...

 

                   A-wel-kaer , e oa 'vel ar Samaritan . ( 2 )

Digor en doa roet hael da familh e vreur , a gavas gwell dezhan , ar fall hini , tec'hout kuit da New-York , o tilezel e re war e lerc'h . E genseurted , bet kenteliet gant gwidre hag ampartiz war an taol-kaer-man , a sellas outan en un doare dishenvel , hogozik dezho bout deut a-benn d'e lakaat da gredin e oa un den brokus !

Traoù duoc'h bennak a seblante diflukan bep an amzer avat eus donderioù kevrinus e ene , 'vel ganet eus an Ifern , diaouligoù a zeue da zansal a-wechoù dirazan korolladeg an Ankou , o tegas didruez d'e sonj al le sujidigezh en doa touet da Aotrou an izelved-man !

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

                                  ___ 

 

DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 1 - 2004 / 2011 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Auberive " , copyright 2006 .

 

                                  ___

Notennoù :

1 - C/f : "Istor ur Bleinier Laz-Senin " .

2 - Ar Samaritan , Lukaz , X , 29-37 .

 

Kate Winslet : "Marikele " . 

 

                      

Partager cet article
Repost0
3 septembre 2011 6 03 /09 /septembre /2011 14:24

small_web.jpgAUBERIVE ( 11 )

 

 

 

 

 

 

 

Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 11 )

 

 

evit Gustav Mahler

e koun Herbert Von Karajan

 

"Hag ar pezh hoc'h eus trec'het warnoc'h

  Ho tougo da Zoue "

Gustav Mahler - Eil Kensonadeg , " Dasorc'hidigezh "

( Auferstehungssinfonie )

 

 

Pemvet Luskad

 

 

 

Trauermarsh - Lux aeterna 

 

 

V - Ar Bugel ' Choari Mell

 " Pounneroc'h 'get boul an Douar eo ar Bellenn ...

   Met e c'hoari ar Bugel ganti rak m'eo bet graet

   gant hevelep danvez : Sklerijenn ! "

Gitta Mallasz - "Kendivizoù Gant an Ael " , eil diviz . *

 

 

 

                  23 - Gwech torret an taol-se skoet warnan , en em welas sklaer o teraouin tapout ul lamm hir dre un doare milendall liesliv , uhel-spontus , pell eus lagad louet ar vleizez hag hini Marieke , mesket espar ganto o-div , a steuzie tamm-ha-tamm er pellder .

Ha seul vui ma kouezhe war-du an Douar , mui e kredas pellaat ivez dioutan tizh-ha-taer davit stered a-vilieroù o framman galaksiennoù ...

Pegeit amzer e padas , un eilenn pe meur a gant vloaz ?

                  Pa zihunas , e vije bet anat dezhan ne chome mann ebet eus an enkrez a oa da gentan war e spered , eus skrijoù ha dic'hoanag en doa gwelet bihanaat gorrek 'vel tammoù uloc'h bet lamet diwar gorn e lagad gant ur gorollerez bennak , dudius ha mistr 'vel hini un Diva ...

Dilezet-mik en em gavas hiviziken , e-tal ec'honderioù didrouz ha goullo an oabl divent .

Perak'ta 'oa dleet dezhan mont er-maez ?

Klevout a reas e galon o talman pounner ha plom en e greiz , ha trouz e anal voustret warni gant oksigen stank e voutailh .

Tra ma kerzhe gant poan a-hed gerlink al lestr , staget eeun outan gant landon dir e sae egorel war e gein , e oa trellet a-greiz-holl e zaoulagad gant ur vrogonenn o redek prim 'vel un tenn !

                  Tonioù ha livioù boud , ur strinkad arliv dishenvel da bep hini , a ziwanas eus korfoù ha strolladoù diniver o treluc'han en egor didermen .

Liderezh fromus Honegger e oa , en doa renet gwechall doujans Doue dezhan , a darzhas eus ar magma-se , o kinnig d'an noz du-dall kensoniezh tenval e gevrinoù . ( 1 )

" Setu , a veizas kalonek , estlammet dirak ur galloud chomet dreistdiraez da splannder E Grouadelezh , setu penaos en em gav , marteze , an Alpha hag an Omega gant an Doue peurbadel ? " 

                  Met , war harzoù an oferenn-lid-se ken iskis , e teuas koulskoude buan-ha-buan d'e wel c'hwec'h steredennig c'hlas o kelc'hian ur voulenn ruz : Red-planets.jpg

neuze , 'vel bout bet degouezhet e penn e hent , e chomas krenn a-sav al lestr , oc'h en em strinkan da c'houde en ur riboul hir ma tibunas ennan d'ar red tan gwallan skeudennoù buhez ar beajour !

Brevet-en gant an tizh bras ha mantret e galon ivez gant ar glac'har , e santas heman ne oa netra ken gouest da herzel e garbed .

Echu 'oa an abadenn , a sonjas gant spont , prest e oant da darzhan , moarvat !

                  Staget 'oa ar blanedenn gevrinus da greskin muioc'h-mui en e askre , neoazh , gronnet gant lies skeudoù flamm .

Penaos'ta 'oa deut an egorlestr da ehanan difinv dirazi , e penn diwezhan e veaj ken dispar ?

Goude bout bet dinec'het e spered war c'hallout chom bev , en em adc'houlennas un tamm diwezhatoc'h petra 'oa c'hoarvezet gant e genseurted ar "Bunker " ? ( 2 )

Men 'oant aet da guzh , m'o doa gallet en em dennan diouzh an arvar ?

Ha dre beseurt burzhud e oa bet-en , ezel nemetan ur bare dasmant , anvet da sturier , penaos e oa bet tu dezhan advont d'e lec'h adal an diavaez ?

Kement a c'houlennoù chomet direspont , o vezan ma kavas dezhan e oa un hunvre , ur wallhunvre kentoc'h .

                  Skuizh-divi , ha daoust ma teue dezhan a-vommoù sonerezh Ligeti , e stagas da voredin e-tal an arvest-se ken meurdezus !

Met e krogas aon ennan , ha spont adarre zoken , pa welas darvoudoù film Kubrick o veskan er pezh edo o vevan e-unan . ( 3 )

Lemmoc'h e teuas e spered da c'houde , oc'h en em c'houlenn penaos e c'helle ur C'hrouer ijinus-dreist evel-se liamman E Sklerijenn gant kement a dorfedoù , viloni ha mezh !

                  Ur vouezh a vouskomzas dezhan flour ha sioul e pleg e skouarn 'pad ma tostae muioc'h-mui d'ar steredenn noz bet entanet he dremmwel gant ur skleurenn wrez 'vel hini un tour-tan 'kreiz ur mor a arvarioù .

E vamm e oa , o c'hlask e frealzin , a strive da gompren ivez ar gasoni verv hag ar souezh bras-dispar a vage ennan ouzh e dad war un dro ...

                  Ha breman e tibune broioù digenvez , menezioù uhel gant o c'hened gevrinus en distro , keodedoù amsklaer ar bed-se ken trist ha ken boemus , ec'honder an tachennoù dileun ha gouez ...

Marellet-kaer ma oa deut luc'h ur gwervaen gant livioù damc'hlas ar strink er pellder , e pellaas ivez e boan , o rein lec'h da Garantez , Poell . 

O vont da advevan en un aergelc'h habask a levenez e vefe , a-benn ar fin , 

war un Eden nevez oc'h adunvanin an Den gant e Zoue ...

Lec'h genidik un "Dasorc'hidigezh " , marteze ?

 

 

                  24 - ...Dihunet 'voe gant gouleier en ul lamm .

Ur gleuzeur vras hollgrenn e oa , gant c'hwec'h boull en he zroad .

Skeudoù dispis , gwisket gant kaldravioù gwenn , a sellas outan a-bann 'vel m'o doa gwelet un dra gaer .

Bommoù lavar a gouezhas e pleg e skouarn en e zamgousk :

- ... Un tamm mat en deus graet dezhan ar bikadenn , marteze ... Ezhomm en devo ur strinkadenn zour yen ... Kentan tro ... Ur gwall vaniak eo ... Kredin a ra ez eo un arzour ...

 

                  Ne oa bet kement-man nemet touelloù , en ur ger .

An heol a baras en e nerzh en deiz war-lerc'h .

Moarvat e oa deut an nevez-amzer .

                  Dre brenestr e gambr e tammwelas ur paotr yaouank o c'hoari mell e-unan war ar c'hlazenn .

Un dra iskis evitan da welout ar c'hanfardig bihan ma oa bet en deizioù kent .

Mes petra 'oa deut da vezan goude-se , en en doa graet berzh kaer dre gevezan evit mont d'ar skol-sonerezh ha studian ar piano ?

 

                  Gallout a rafe bevan c'hoazh ? Ne vefe ket lonket holl ar bed a-bezh ?

Ha gouzout a ouife adskrivan un deiz d'e vod meurgan reuz buhezioù bugale bet dilezet ha muntret en o hunvreoù diechu a vrud hag a c'hloar , istor-se penn-da-benn hag hep penn na lost ur bleinier laz-senin ken dic'hortoz ?

                  Fred Kervern a sankas don e benn e goubenner e wele klanvdi , goudor diwezhan e boanioù .

Daoust ma ne oa den ebet ken d'e selaou , e c'hrozmolas etre e zent rak ar senkloù kriz a naske e frankiz ken prizius .

Neuze , en em adroas da gousket ... 

 

 

 

 

 

ECHU

( Da Vezan Kendalc'het gant : "Dorioù ar Mor-Bras " )

 

 

 

fantastic-ocean-3d-screensaver-640-7.jpg 

 

 

 

 

 

                                         ___

 

DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 11 ) - 2003 / 2011 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Auberive " , copyright 2006 .

                            ___ 

Notennoù :

 

1 - Kensonnadegoù n° 2 ( 1941 ) ha 3 , lesanvet "liderel " ( 1946 ) gant Arthur Honneger ( 1892 - 1955 ) .

2 - "An Trede Arc'h " gant Dan Ar Wern .

3 - "Requiem " ( 1963 / 1965 ) gant Giorgy Ligeti ( 1923 - 2006 ) , sonerezh ar film Stanley Kubrick "2001 , un Imram Egorel " ( 2001 , a Space Odyssey ) , gant Gary Lockwood ha Keir Dullea diwar oberenn Arthur C. Clarke .

"Perak ez eus sonerezh , nemet evit adrein e galon d'an hini en deus e gollet ? "

Hélène Grimaud

images-Gustav-Mahler-2.jpg " Peogwir e talvezas evidomp hag evit ur rumm dud a-bezh muioc'h eget ur muziker , ur mestr , ur bleinier laz-senin , muioc'h eget un arzour eeun , kement tra n'hellas ket ankounac'haat hor yaouankiz e oa . "

Stefan Zweig ( A-zivout Gustav Mahler ) .

 

* "Kendivizoù Gant an Ael " ( 1943 / 1944 ) gant Gitta Mallasz ( 1907 - 1997 ) , kevrinadez Aostrian-Hungarat . 

    

          1390353191_small.jpg

Partager cet article
Repost0
3 juin 2011 5 03 /06 /juin /2011 15:05

AUBERIVE ( 11 )

 

 

Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 10 )

 

evit Gustav Mahler

e koun Herbert Von Karajan

" Hag ar pezh hoc'h eus trec'het warnoc'h

  Ho tougo da Zoue . "

Gustav Mahler - Eil Kensonadeg , " Dasorc'hidigezh  "

( Auferstehungssinfonie )

 

 

 

Pevare Luskad

 

 

 

IV - Ar Beajour Dreist ar C'houmoul

 

" Say goodbye to Alexandra leaving ,

  Alexandra leaving with her Lord ... "

Leonard Cohen - " Alexandra Leaving  " *

  CN-138-35AR.jpg

 

In gemessenem Schritt

 

 

 

         21 - O lakaat e gelaouenn war an daol-stipan , e verzas e oa distaolet ur sked damruz gant ar melezour , flamenn war ar stank adenaouet muioc'h c'hoazh gant kentan skleurennoù an derou-noz .

En armel-levrioù prenn evlec'h a-dal dezhan , e tapas ul levr kozh liv-flamm , lizherennoù aour munut kizellet war geinadur lêr anezhan :

" Poltred en ur Melezour  " , gant Charles Morgan . ( 1 )

       - Dedennet oc'h 'ta gant ar Gral  ? , en atersas ar gweladenner o follennata an oberenn-se gant evezh .

- Ha perak klask gouzout  ? Kredin a ran eo dreist-holl va zad ... , a valbouzas dezhan etre daou venoz .

Mar deomp da vale bremaik , e tiskouezhin deoc'h an Tour Sant-Yann a-gleiz dimp , e kendalc'has drantoc'h da c'houde . Pep unan warn-ugent a viz Kerzu , goursav-heol ar goanv , e teu da c'houlou-deiz un derenn heol da baran war vogerioù komandouriezh gozh-se an Demplourien .

Ha mojennoù bennak 'zo ivez , a lavaras ouzhpenn , a gomz diwar-benn un hent-riboul kuzh a gas da Sal an Tenzor , hini ur brinsez gatarat forbannet ...

Hag hon eus e kavet biskoazh , avat ? N'em eus ket klevet e vefe deut pinvidik-mor hon tiegezh , frankonat a orin .

Evit ar Gral ... , e klaskas da zisoc'h war un doare kevrinus .

       - Evit da virout ennan eo ma fell dezhan ... , a vouskomzas dezhi e pleg he skouarn , o vont dousik war he c'haoz .

- A , gwelout a ran e lennit  "Sparkenbroke " ! , a eilgerias estlammet  , mousc'hoarzh ur plac'h dinamm war he muzelloù . Kefridi uhel eo hini ar varzhed , neketa ? Donezonoù o defe da ziawelout traoù an dazont evit anavezout ar speredoù ?

" ... Ennan 'vo diskuizhet va zaoulagad , ken hirc'hoursavet o selloù ma c'hello kavout gras d'arvestin outan 'pad un eurvezh da nebeutan ... " ( 2 )

Hogen , a gendalc'has o vont betek an treuzoù , netra ken met buhez Doue 'kreiz hon eneoù sentus 'vefe ar Gral , a gav din ...

       En em c'holoet he doa Gwerc'hez ur presbital dilezet gant un dilhad-sport , seurt mantell-c'hlav oranjez , he blev fin , melenet-sklaer , bet fichet warni e stumm un torkadig-blev savet war an taol , ma taole kement a bled outan .

- N'eo nemet un touell evidon plijadurioù ar bed danvezel , a anzavas a-benn ar fin , un taol-esae didalvez ha dic'hounid evel kened ur plac'h bennak o vont da wenvin !

Padal , ma karit tre skeudenn ar " Vaouez e fleurenn he yaouankiz-se  " , lennit kentoc'h lizheroù Maria Dreinded , un domenigadez nes he spered ouzh hini Mestr Eckhardt ha kevrinidi rannvro Roen . ( 3 )

Va c'havout a reot enno daoust din , marteze  ? 

       - Gouzanv poan a ran ! , a enebas outi brouezet . Klevout a rit  ?

Doan am eus rak ho kwelout war hent ar gouent  ! Ezhomm bras 'zo din ac'hanoc'h , ken plijet on gant an nevezamzer , ar vuhez  !

Ha neuze ... Re aon am befe d'az koll ... , e aspedas anezhi c'hoazh , tost da ouelan .

       - Sell'ta , fazian a rez , a respontas dezhan ar plac'h yaouank esmaeet , ne ket me eo ar rozenn vresk  !  Va c'hoar Alexandra , marteze , daoust d'he neuzioù sportourez , hini az poa kavet el liorzhoù Charlottenburg ?

He deskadurezh relijiel he defe c'hoant da beursevenin gant mont da garmezez , evel ma anzavas ouzhin a-wechoù . Diaes eo he buhez ...

       Hag o stardan e zorn evit klask e harpan da c'houde , e strivas da sioulaat e anken tra ma gomze . 

- N'eo nemet un diaoulez evidon-me , a stagas , gwrac'hez baour anezhi , disivouderez hep frealz an tiegezh , ma fell dit ... Dedennus n'on ket , rak boazet re lennan levrioù va zad : Dante , Ruysbroeck , Joachim de Fiore ... ( 4 )

       Deraouin a reas , hanterfrealzet , he stardan feuls ouzh e galon .

Sell'ta , va c'haredig , emezan hep gouzout dezhan e-unan : n'ouezi nepred eus pelec'h 'c'hallfe dont hadenn va c'hoant evidout , ha men 'vo dioueliet maskl da varv kennebeut !

 

 

Stürmisch bewegt . Mit grösster Vehemenz .

 

 

          22 - Rouestl meur a lakaas ar sonjenn-man en e benn : 'vel dislonket spontus-tre eus an Ifern , e krogas skeudennoù e dremened da darzhan didruez war-c'horre e spered klanv .

En em welout a reas trumm adarre e log ar skalieroù .

Pep tra 'oa stlapet ouzh e dal , breman : Alexandra , Marieke ...

Breoù gwechall a ruzie e zivjod , o hejan e gorf gant glizi braouac'h !

- Perak 'ta n'ac'h eus ket skrivet din ? Perak ? , ez adlavaras dezhi , droug ennan , fuc'het-mik gant ar gounnar , kaouadoù gwrez o sevel krenn ar gwad d'e benn entanet gant ur c'hoant du he lazhan !

        - Petra c'hoarvez ? , a lenvas an dallez , seizet a-daol gant an nec'h .

Gerioù edo o paouez rannan a ziflukas ken diaes eus he genou rak bezan gwasket krenv-spontus anezhi gantan .

Ha klevout a reas ivez he galon o talman a-frapadoù en he c'hreiz .

N'he dije ket gallet e gompren , moarvat ?

Ne vije ket bet gouest da verzout ar c'horf marv gourvezet e-kichen an oaled : hini ar c'houarnerez .

        Dre an abeg dezhan e oa , ne vern penaos , ma ne c'helle ket ken gwelout mat hiviziken , a envoras en ur barrad kasoni : p'en doa mennet kejan un deiz gant e "wir " tad , ez-ofiser ar Waffen SS , evit ma vo talvezet dezhan e dorfedoù .

        Kredin a rae ne oa deut e Breizh ar penn-hini-man , ken fallakr , war e glevout , ha ken sot gant gouizigiezh kuzh ha rin an hendadoù , nemet evit kemer dre nerzh al legad prizus ha , dreist-holl , 'vit lakaat en arvar enor e vamm . images-Erwin-Rommel.jpg

E vuhez-pad , koulskoude , e tregernfe en e zivskouarn c'hoarioù ha c'hoarzhadennoù sklintin unan eus e lezc'hoarezed , bountet gantan e-pad e weladenn ha kouezhet eus krec'h an diri .

Disoc'het 'oa bet an enklask war ur " gwallzarvoud keuzius  " ...

        - Marikele ... Marikele ... , a zaeraouas dezhi ar beajour .

Ha padal e santas brec'h e c'houzanverez o pouezan pounner war e hini 'vel ur voled pe ur groaz a zleer stlejan gant poan betek penn uhelan ar spouron !

Marteze 'oa teuet da welout sklaeroc'h enni en deiz-se o c'hentan kejadenn , aet buan ivez , hep gouzout dezhan , dindan he c'hazel-ge , birvilh ennan o sellout outi , en , ar gwall ael kouezhet war ur blanedenn zisplann !

- N'oc'h nemet ur gaouier ! , a gemennas dezhan , he c'halon o c'hourlamm gant an dic'hoanag .

         Ne oa ket evit rein dezhi ur respont , ken mantret e chome gant gwel skrijus ar serr-noz .

E youl a drec'he un tamm muioc'h war bilpouserezh an dud , setu tout !

Pozioù Wagner , kaeraet gant sonaozouriezh Mestr Wahnfried , a seblantas dezhan bout goullo , didalvoud 'vel ar glav unton ha trist , mesket e diskan er-maez gant trouz o zreid war ar grouan .

" Penaos tec'hel diouzh ar vro

  A zalc'h enni an hollved ,

  D'al lec'h ma ya Tristan ,

  Oc'h mennet d'e heulian , Izold ?... ( 5 )

         

         Tremen a rejont e-biou kloz al loened gouez .

Ar vleizez , he c'helin en-dro dezhi , a reas un oc'hadenn feuls o welout an den dianavez gant he mestrez .

Santout a reas heman e ouie an aneval iskis lenn e ene .

           

         Skubet gant e varradoù taer , en em astenne ar " chaume  " a-ziwar wel . ( 6 ) 

Ne weled ket kalz a dra pa heulied roudoù amspis ur wenodennig , 'kreiz koadoù uhel ar Vogesen . Ne chome nemet geotenn c'hlas ar pradoù , riklus evel ar feltr , gwech marellet gant Bokedoù-an-Dreinded , gwech strewet a vodadoù lus e-pad an nevez-hanv .

Ha seul uheloc'h ez aed betek penn ar bed-se , seul vui a vernioù kerreg mesk-ha-mesk e oa , mein disac'het , beuzet gant al latar pe islonkoù gouest da vezevellin ar pennoù !   

 

        Pell e kerzhas o daou gorf kichen-ha-kichen , skornet  dindan ar glav-sil ha yuderezh an avel foll . Hag o kavout dezhi e oa muioc'h-mui war var he buhez , e waske start Marieke war he daeroù .

 

        Diwar an diaz , koulskoude , 'vel taolet gant un tour-tan 'kreiz ur mor a boanioù , e strinkas bannoù gouleier evel un tenn , ha krenn e krogas  luc'hedennoù el lennig da freuzan drailhoù ruz-mouk an oabl !

- Va heuliet o deus ! , a yudas an torfedour war e sach diwezhan .

Abalamour da Lola eo . Re henvel ouzhit e oa . Ne oan ket evit he lezel da vevan ... Ken hakr , ar plac'h-man !

        Ur bagad bleizi , difoupet eus neblec'h , a dostaas outo hep ober trouz .

        Tra ma tegouezhe 'harz ur groaz vaen divent a-us d'an draonienn , e oa buket kanol ur fuzilh 'trezek ividig an tec'had .

- Ac'hanta , Kervern , a-walc'h 'vel-se , em ziskor dimp

Lies archourien , bet enket anezhan gant ar Von Braun kozh , o doa kouchet o armoù warnan .

        Darbet 'oa bet da hêrez Auberive , strinket en douar , bezan kaset ivez e don an islonk !

Kresk a reas ar glav hag an arnev .

        N'en doe ket amzer hon bleinier laz-senin da bouezan 'vit en em zifenn war nozelenn vunut a droe e vazh-rener en ul laonenn dir troc'hus !

Sailhet he doa warnan Eva , ar vleizez , hag e vountas er goullo !

 

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

                                  ___  

     

DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 11 - Istor ur Bleinier Laz-Senin ( 10 ) - 2003 / 2011 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , copyright 2006 .

 

                                   ___

Notennoù :

1 - "Poltred en ur Melezour " ( Portrait in a Mirror , 1929 ) , gant Charles Morgan ( 1894 - 1958 ) , skrivagner , barzh ha c'hoarivaour saoz . 

2 - "Sparkenbroke " ( 1936 ) , eus an hevelep oberer .

3 - Maria Dreinded ( Marie de la Trinité , 1908 - 1980 ) , dominigadez .

4 - Jan Van Ruysbroeck ( 1294 - 1381 ) , kevrinad Bro-Flanderez .

      Dante Alighieri ( 1265 - 1321 ) , barzh , politiker ha skrivagner italianat .

      Joachim de Fiore ( 1132 - 1202 ) , teologour ha lean sistersian .

5 - "Wahnfried " , ti Wagner e Bayreuth .

     "Tristan hag Izold " ( Tristan und Isolde , 1857 ) , gant Richard Wagner .

6 - "Chaumes " = Peurvanoù torioù uhel ar Vogesen .

 

Luc'hskeudenn  : ar marichal alaman Erwin Rommel ( 1891 - 1944 ) .

 

* "Alexandra Leaving " , kanaouenn Leonard Cohen , copyright 2001 , Sony Music Entertainment Inc . , in " Ten New Songs " album ( 2001 ) - All rights reserved .

 

 

" Hon holl gejadennoù a zellezomp : klotan a reont gant hon tonkadur hag o deus ur ster ez eo dleet dimp bezan digejet . "

François Mauriac - "Hentoù ar Mor " ( Les Chemins de la Mer , 1939 ) .

 

 

                                           Kate Winslet

kate-winslet02-716730.jpg

Partager cet article
Repost0

Articles RÉCents

Liens