unan bennak evel-se ...
UNAN BENNAK EVEL-SE - 10 - Itron al Lenn - The Lady Of the Lake - La Dame du Lac .
Unan Bennak Evel-Se ( 10 )
Itron al Lenn
Evit Lleuwen
" Melenach e oed e fenn
Na blodou an banadyl ... "
Alan Stivell - " Olwen "*
Pep hini war e zremm
En deus un dra bennak skrivet ,
N'ouzon ket mui penaos
Mat he lenn ,
O valean hep pal en-dro
D'al lenn ,
Va holl sonjoù kollet war benn
Ur geotenn a gren ...
Marse eo hor buhez
'Vel ur veradenn dour ,
Pa strink an Heol e skedoù
War ar gwagennigoù aour ,
An avel ' c'hwezh ,
E deil ar gwez ,
He c'hanenn ,
Tra ma redez da-unan-penn ,
Buan , en-dro d'al lenn ...
Anezhi
'M eus gwelet un deiz ,
War riblenn al lenn ,
O skaran primoc'h eget
Al luc'hedenn ,
Ha gant ken tizh e rede 'dreuz
Al letonenn ,
M'en em stekin a rejomp feuls
An eil d'egile ...
Piv ' ouezo pelec'h
Eo aet da c'houde ?
N'em eus ket bet tro ken
Da gomz dezhi ,
Ken pell 'm eus sonjet brav
N'he blev melen ,
'Vel en he c'hoarzh ginet anezhi
War va fenn ,
Pa glasken va lunedoù gweet
Er geotenn ...
DAN AR WERN - Unan Bennak Evel-Se - 10 - Itron al Lenn - 6 a viz C'hwrevrer 2009 / Mae 2021 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Unan Bennak Evel-Se " , Copyright 2007 .
" Out on the lake , where the wind can run free ,
With your heart and your soul ... "
Alan Stivell - " The Lady Of the Lake "*

Lleuwen
* " The Lady Of the Lake " , and " Olwen " , in " The Mist Of Avalon " , Copyright KELTIA III , 1991 - Alan Stivell - Pep gwir miret strizh / All rights reserved .
UNAN BENNAK EVEL-SE - 9 - E-Pad Ma Voredez ... / Pendant Que Tu T'Endors ... / While You Fall Asleep ... ( Doare / Version 2 ) .
Unan Bennak Evel-Se ( 9 )
E-Pad Ma Voredez ...
( Doare 2 )
" Your famous blue raincoat was torn at the shoulder ... "
Leonard Cohen - " Famous Blue Raincoat " *
Derou un devezh eo ,
Ledet war va gwele ,
Ken pell diouzh Sant-Loeiz ,
O sonjal ennout ...
Em c'hambr louet
Ar " Warwick " ,
E teuas ur c'hlizenn warnon ,
'Vel hini an dourioù tenval-se
War vigi
Ar Mississipi ...
Ez kêr-te 'man Dor-dall
Un Tonkad all ,
A gaso dimp pelloc'h ,
Marse ,
'Get va hunvreoù fall ...
O , kaer am bo da ganan 'vidout ,
Al luskellerez-man ,
'Doug ma gouskez ,
Va Aelez ,
Gant an hini a garez ...
P'en em gaves ganin ,
N'az poa laret din tra ,
Nemet gerioù boutin
Ha disterachoù ...
Maouez an ostaleri
'Veze war hon diwall ,
Ne rae ket kalz war-dro
An ostizidi all ...
Hag e tapjout krog em dorn ,
Va c'haredig gaezh ,
Pa gomzjomp eus bokedoù lorn
Deizioù skol
Da vugeliezh ...
Ha padal , ' welan-ni alies
Hon-daou , em hunvreoù kaeran ,
E-pad ma voredan ,
Va c'harantez ...
En digenvez on breman ,
'Vel ma ouiez ,
N'em welimp mui da viken ,
E gwirionez ,
Me o terc'hel sonj ouzhit
Kement ha m'eus graet ,
En ur glask kuzh dit neoazh
Anken va melkoni ...
Petra all ' c'helljen-me ober ,
Pa oa echu hon istor-ni ?
Oc'h en em goll
Un tamm a ranker ,
'Keta ,'raok mont 'nevez
Da c'hoari ?
Pep hini ' ya , un deiz ,
D'e roud e-unan ,
Ha me ' gano se bepred evidout ,
E-pad ma voredez ,
Va c'harantez ...
DAN AR WERN - Unan Bennak Evel-Se - 9 - E-Pad Ma Voredez ...
( Doare 2 ) 26 ha 27 a viz Genver 2009 / Mae 2021 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Unan Bennak Evel-Se " , Copyright 2007 .
* Tu 'zo da ganan va barzhoneg war sonerezh Leonard Cohen : " Famous Blue Raincoat ", Copyright 1971 , Stranger Music / Sony Music Entertainment - All rights reserved .
UNAN BENNAK EVEL-SE - 8 - Stourmer - Combattant - Fighting Man .

Unan Bennak Evel-Se
( 8 )
Stourmer
" O Sturm in den Segeln ,
O Sturm mir im Herzen ,
O Leben ! "
René Schikele , skrivagner elzasat .
N'eo ket anavet mat da gad
Digant tud hag o deus arc'hant ha mad ,
'Vito ne dalvez da netra da feiz ,
Peogwir n'eo ket da gaout muioc'h a voneiz !
Stourmer ...
N'eo ket aes din bepred heulian da hent ,
Rak da boanioù 'wechoù 'zo divent ,
Kouc'h ur vag c'hronnet gant houlenn ar mor ,
Gant kalm-wenn o herzel outi a vont
En donvor !
Stourmer ...
Bez'e vo un enez du-hont ,
Evel un amzer-da-zont
'Vit da venozioù iskis ,
Un deiz , ar bedenn-se a ris !
Stourmer ...
Anvet out bet harzer ,
Marteze hunvreer ,
Alies hon eus da lazhet ,
Alies da zisprizet ,
Goapaet ,
Stourmer !
Te 'zo bet merzher !
DAN AR WERN - Unan Bennak Evel-Se - 8 - Stourmer - 1984 / Mae 2021 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Unan Bennak Evel-se " , Copyright 2007 .

" Stourmerien eo ar gwir Vretoned " ( Dan Ar Wern )
UNAN BENNAK EVEL-SE - 7 - Gouzout A Rez - You Know - Tu Sais .
Unan Bennak Evel-Se ( 7 )
Gouzout A Rez
evit Katellig
'Dreuz straedoù didruez
An harlu ,
Re vannlevioù an dic'hoanag du ,
'Maout bepred o vevan
Em c'halon ,
Sonjoù 'leizh em c'hreiz
'vidout-te ,
Gouzout a rez ...
Ganit 'm eus lakaet
Ma albac'henn ,
Douget en avel ,
Takennoù ar glav ,
Met piv nemedout ' vefe gouest
D'am c'hompren ,
Da vont ganin betek ar penn ?
Gouzout a rez ,
Ma c'hellfe bezan
Graet an dilenn ,
Ma vefes-te dieub a-nevez ,
Daoust m'out bet
Gwall zilezet-varv ,
Gant tud yen , diseblant
Ouzh o hentez ?
Met da skleurenn atav ' glasken
E skeud an derv-gwenn ,
Distaolet gant selloù goullo
An engroez
Oc'h hunvreal ez plev hir ken brav ,
Dindan skourroù deliek da wez ,
Breizh ...
DAN AR WERN - Unan Bennak Evel-Se - 7 - Gouzout A Rez - Mezheven 2008 / Mae 2021 - Pep gwir miret strizh / Tous droits réservés / All rights reserved . " Unan Bennak Evel-Se " , Copyright 2007 .
" Gouzout A Rez " , ar ganenn : Words , Dan Ar Wern , Music , Katellig . Tous droits réservés / Pep gwir miret strizh / All rights reserved . Copyright Katellmusic / Dan Ar Wern , 2008 .

UNAN BENNAK EVEL-SE - 6 - Nisa - Nice .
Unan Bennak Evel-Se ( 6 )

Nisa
evit J.M.G Le Clézio
" Gwelet 'zo bet un den o vale ,
Gantan 'n e zorn un alc'hwez ... "
Nolwenn Korbell - " Ur Wech e Vo " *

Dont a rae da stlepel bili
D'an noz ,
A-wechoù war ar mor ,
Goude redek d'hounit bara ,
Unan bennak evel-se ,
Ur Brezhon o vevan ,
E-unan e Nisa ...

Ha goude e zevezh labour ,
E heuliae ar bigi ,
Roud o eon war ar mor ,
O troc'han kuit ganto ,
Ha marteze pelloc'h
Eget poan e velkoni e-unan ,
Davit dor e vro , e di ...
Skrivan 'reas dezhi ,
Gerigoù aet direspont ,
O sonjal he doa-hi
Ur vuhez all dezhi ,
Du-hont ,
Ken dishenvel
Diouzh hini
Un harluad 'kreiz an divroidi ...
Met e skuilhas daeroù puilh
e diwezh an deiz ,
O kousk en HLM ,
'Mesk estrenien
A-ziwar-laez
Ha dindan ,
E trouz dizunvan
Ar gêr vras ...
DAN AR WERN - Unan Bennak Evel-Se - 6 - Nisa - Mae 2008 / Ebrel 2021 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Unan Bennak Evel-se " , Copyright 2007 .

* " Ur Wech e Vo " , gant Nolwenn Korbell , in " N'Eo Ket Echu " , Coop Breizh 2003 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved .
UNAN BENNAK EVEL-SE - 5 - Les Crimes du Coeur - Torfedoù ar Galon - Crimes of the Heart .
Unan Bennak Evel-Se
( 5 )
Remembering us , close together , in the Galleria Theatre , Houston ( TX ) , watching a Bruce Beresford's movie : " Crimes of The Heart " *... It Was the first days of 1987 .
Thereafter , we saw " The Mosquito Coast " , with River Phoenix and Harrison Ford .*
Was there any link ?
Les Crimes du Coeur
For my " Winter Lady "
" Trav'ling lady , stay a while ,
Until the night is over ,
I'm just a station on your way ,
I know I'm not your lover ... "
Leonard Cohen - " Winter Lady " *
Les crimes du coeur
Brisent le silence ,
Et ta douleur , aussi ,
Hurle sans bruit ,
Dans ce village
Où la chance
A les couleurs de l'ennui ...
Et chacun , derrière sa fenêtre ,
Sait bientôt tout de ta vie ,
Certains jaloux vont ,
Peut-être ,
Te conduire au meurtre ,
A la folie ...
Mais si tes rêves t'entraînent
Là-bas ,
Dis-moi que tu les oublieras ...
Les crimes du coeur
S'effacent sous la pluie ,
Et la torpeur ,
Ou bien l'hypocrisie ...
Et si l'amour vient calmer ta souffrance ,
Attention , tu sais ,
Chez eux ,
C'est interdit ...
Mais si tes rêves t'emmènent
Là-bas ,
Dis-moi que tu ne reviens pas ...
Crimes of the heart
Break the silence ,
And your sufferings too ,
Howl thru the night
An old romance ,
That's all there is for you ...
DAN AR WERN - Unan Bennak Evel-Se - 5 - Les Crimes du Coeur - 1987 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits reservés - " Unan Bennak Evel-Se " , Copyright 2007 .
* " Crimes of the Heart " , a Bruce Beresford movie ( 1986 ) - Music : Georges Delerue , with Diane Keaton , Jessica Lange , Sam Shepard and Sissy Spacek , and a Claudia Reilly Novel , Copyright 1986 , New American Library , based on the pulitzer prize-winning play and screenplay by Beth Henley - All rights reserved .
* - " The Mosquito Coast " , a Peter Weir movie ( 1986 ) , based on the Paul Theroux Novel , with Harrison Ford , Helen Mirren , River Phoenix - All rights reserved .
* - " Winter Lady " , a song by Leonard Cohen , Copyright 1967 , 1969 , Stranger Music , Inc . In " Songs of Leonard Cohen " , Copyright 1968 , Sony Music Entertainment / Columbia .
She was looking like Madeleine Peyroux ...
UNAN BENNAK EVEL-SE - 4 - Histoire des Rues - Story of the Streets - Istor Ruioù .
Unan Bennak Evel-Se ( 4 )
Histoire des Rues
" O Crown of Light , O Darkened One ,
I never thought we'd meet ... "
Leonard Cohen - " Boogie Street " *
Les rues de la ville sont en moi
Quand le vent se met à rire ,
Les voitures semblent ramper
Dans la nuit de mes délires ,
Je reste penché à la fenêtre
De cette vieille chambre d'hôtel
Où mes mains sont tendues
Vers le ciel ,
Au pays des fleurs ...
Je sais que tu m'as entendu ,
Toi qui marches dans les ruines ,
Que ton regard m'a suivi
Là où le soleil décline ,
Mais laisse-moi te dire encore ,
Ô mon enfant d'hier ,
Tous ces gens
Que tu vois perdus ,
Maintenant ,
Cherchent la Lumière ...
Alors , je me demande
Où vont ces grands chemins ,
Que me font parcourir
Les lignes de ta main ,
Toi qui passes dans le noir ,
Etrangère à ma vie ,
Tu es ma prisonnière ,
Et tes souffrances
Me font sourire ...
Je t'en prie ,
Ne reste pas là ,
Sur ce trottoir sans mystère ,
Où les rêves n'ont que l'éclat
D'un pâle réverbère ,
Toi , l'amour de mon coeur ,
Viens briser ce miroir ,
Où je vois tes jeux de hasard
Se perdre en mon regard ...
Viens te blottir dans mes bras ,
Nous trouverons le lieu ,
Puis nous prierons
Pour voir grandir
Cet astre que tu veux ,
Mais si je dois te réveiller ,
Ne me demande pas :
" Faut-il donc s'en aller ,
Faut-il vraiment partir ?... "
Allons , je t'emmène avec moi ,
Seul , avec mes souvenirs ,
Tu regardes ce monde froid ,
Qui nous fait tant souffrir ,
Et perdu dans la foule du métro ,
Comme un navire sur la mer ,
Je vois se dessiner ton visage ,
Dans ces yeux qui désespèrent ...
DAN AR WERN - Unan Bennak Evel-Se - 4 - Histoire des Rues - 1974 / 2021 - Inspiré par la chanson de Leonard Cohen , " Stories of the Street " , Copyright 1967 , 1969 , Stranger Music , Inc., in " Songs of Leonard Cohen " , Sony Music Entertainment / Columbia , 1968 , All rights reserved - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Unan Bennak Evel-Se " , Copyright 2007 .
* " Boogie Street " , by Leonard Cohen , in " Ten New Songs " , Copyright 2001 , Sony Music Entertainment / Columbia and Sharon Robinson Songs ( ASCAP )- All rights reserved .
" Pardonit , torrit ar melezour ,Aotrou ker ,
Lazhet ho peus ar gouleier dija ,
Noz eo en Ho ti , ma argazhet hoc'h eus ... "
Maguy Kerisit - " Klemmadenn d'an Aotrou "
( AL LIAMM 334 - 30/01/02 - Pep gwir miret strizh )
UNAN BENNAK EVEL-SE - 3 - Dans le Fond de mon Coeur - E Don va C'halon - Deep down into my Heart .

Unan Bennak Evel-Se ( 3 )
Dans le Fond de mon Coeur
" Heureux l'homme qui sait retrouver le chemin de ce jardin où souffle la brise du soir , il entendra peut-être encore l'écho d'une voix lui murmurant :
- Adam , où es-tu ?
Michel Hubaut , " Les Chemins du Silence "
1991 , Desclée de Brouwer .
Dans le fond de mon coeur ,
Il est un jardin ,
De bien jolies fleurs
De lys et jasmin ...
Vole tourterelle ,
Vole à tire d'aile ,
O , bel oiseau blanc ,
Pleure son amant ...
Des larmes de pluie ,
Doucement se posent ,
Sur ta robe rose
Où le soleil luit ...
Mouilleront la rose , 
Ainsi va la vie ,
Ainsi vont les choses
Du jardin fleuri ...
Où cours-tu la belle ?
Ma rose de nuit ,
Quand reviendra-t-elle ,
Mon amour s'enfuit ...
DAN AR WERN - Unan Bennak Evel-Se - 3 - Dans le Fond de mon Coeur - 25 / 26 Novembre 1987 - Tous droits réservés / Pep gwir miret strizh / All rights reserved - " Unan Bennak Evel-Se " , Copyright 2007 .
Tableaux : Paul Collomb , Bouguereau , Klimt
" Petra , turzhunell yaouank ,
A dourmant da galon ? "
" An Durzhunell " , kanaouenn Vreizh
UNAN BENNAK EVEL-SE - 2 - Ur Yezh All - Une Autre Langue - Another Language .

Unan Bennak Evel-Se ( 2 )
Ur Yezh All
" Neuze e teuen da gompren va yezh ,
met ne vefe ket roet dezho
d'he intent ... "
Annemarie Schwarzenbach
( 1908 - 1942 ).
" An Draonienn Evurus "
( " Das Glückliche Tal " , 1938 ).
" Evel un den e oa a glev ur yezh dispar , ha gwrez ennan a ginnig skrivan er yezh-se ... "
Rainer Maria Rilke ( 1875 - 1926 ).
" Notennoù Malte Laurids Brigge "
( " Die Aufzeichnungen Malte Laurids Brigge " , 1910 ) .
Evit Janed Ark
Glan an diwel ,
An Nenv em sell ,
Hunvre zisplann ,
Ha diavaezh ha diabarzh
E welan , dianav din ,
Skleurennoù
E traoù kuzh
O koll en avel lemm
'Vel ur c'hlemm foll ...
Ha rannet ' oa bet va c'halon
Pa zeujout fall-yost dirazon
A-daol-dall ,
O komz ur yezh all ,
Aberzh na c'hallen ket
Kompren ,
Estren din al lavar ,
Da zaeroù , E wad ...
Met bepred ha nepred
E wanan
An Den-Bez ,
Skinenn ouezh ,
Ha Kroaz ...
Broudoù 'n E galon ,
Saotr em ene ,
Afo distroet en-dro ,
A zihuno bepred ennon
An hevelep Euzhden
O komz ur yezh all ...
Ha pa c'hellfemp
Mervel " devet " c'hoazh ,
' Harz Menez
E Neved Santel ,
E tlefemp ivez
Lakaat a-nevez
Da gouezhan mui en danvez
Pep hini hon eneoù ?
Ha goude genel , adc'henel ,
A varv da vev ,
A-raok ma teuio
Spered Peurbadel
Enno ?
Kaer 'vefe dezhan
Ar roman garv
C'hoarzhin goap neuze
Ouzh Merzher Hevoud
Ar Gwasker !
Rak ken real evel dec'h ,
E komz ur yezh all !
DAN AR WERN - Unan Bennak Evel-Se - 2 - Ur Yezh All - 1975 , 2004 ha 2007 / 2021 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés .
" Unan Bennak Evel-Se " , Copyright 2007 .
" I'm not this hunchback that you see ,
I sleep beneath the Golden Hill ... "
Leonard Cohen - " Avalanche "
Copyright Stranger Music , 1971 .
All rights reserved .
Taolenn : " Morgen Im Riesengebirge " ( 1810 / 1811 )
Caspar David Friedrich ( 1774 - 1840 )
Montségur
UNAN BENNAK EVEL-SE - SOMEONE LIKE THAT - QUELQU'UN COMME CA - 1 - Brest Blues .
Unan Bennak Evel-Se
( 1 )
Brest Blues

" Hunts her down by the waterfront docks
Where the sailors all come in ... "
( Peut-être elle passera , qui sait ,
Entre deux marins ivres morts ... )
Bob Dylan - " Simple Twist of Fate " *
Bez'e vezen ,
O vont kuit eus Orly ,
Gant ur c'harr-nij , da Vrest ,
Ha pellgomz a raen a-raok dezhi ,
Kounaat a ran c'hoazh
Ur fest vras ,
'Vel ur moustr , ken pell'zo ,
'Pad un abardaez-noz
Pevarzek bennak
Ar viz Gouhere ...
Ha sellet hor boa
Ouzh bigi a-leizh ,
Listri hobregonet
War ar vorlenn ,
Dindan tanioù-arvest
Ken lies o livioù
'Vel ur boked spi ...
'Pad m'en em vriata a raemp ,
Hon-daou ,
Ar voraerion
O vont prest hebiou ,
Gant o lifreoù fresk ,
A selle a-gorn o skrignal
Ouzh arvest
Ul levenez ken bresk ...

A , n'hor boa ket re galz
A garantez , va mestrez ,
E gwirionez ,
Daoust deomp da c'hedal
Gant mall ,
Bewech ,
Me 'zo sur ,
Ma c'hoarvezo buan
Hor plijadur ...
And sometimes I get the blues ,
Thinkin' of you
Lovin me more ,
'Vel m'em boa gellet un deiz ,
Bevan pelloc'h en ho frondoù ,
Va bleunvig gaezh
A Vreizh ...
DAN AR WERN - Unan Bennak Evel-Se - 1 - Brest-Blues - 1980 ha 29 a viz Mae 2007 / Ebrel 2021 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Unan Bennak Evel-Se " , Copyright 2007 .
* " Simple Twist of Fate " ( Un Simple Coup du Sort , traduction de Francis Cabrel dans son album " Vise le Ciel " - Sony Music Entertainment / Columbia , 2012 - All rights reserved ) .