Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Recherche

3 septembre 2007 1 03 /09 /septembre /2007 16:27

l---cole.jpg

                                       Bugeliezh


" Bep mintin e tarzhe bronsoù hag e tigore bleunioù nevez ... "

Jakez Riou
- "Geotenn ar Werc'hez " ( 1928 )



Keit all ' zo bet din 
A-yaouank ,
Oadvezh hegoll  
Ha diank ,
Hedorr evel ar roz a zigloz ,
Hiroc'h eget an herrad dibad
,
Eo berr ivez ebat
Ha bragoù ar vugale
...


En he dorn delt , he sell divent ,
M'eus klasket an hent-se 
D' hor skol
,
'Vel a-gent a zerene ,
Dre c'hwezh ziverket ar c'hleiz ,
Un tres ,
Uloc'h ennon a loc'h 
Gant ehanoù an hanvezh
...


Evezhier ingal , an amzer ,    
Pa rede dibreder ,                  images-foot-et-enfants.jpg
Ur vell a ruilhe
' herr en avel          
Ken pell eo aet hor bugeliezh
,
Enni , nerzh an arhent ,
Ha tarzh-an-deiz va buhez !
image-l---cole-2.jpg

DAN AR WERN - Saisons - X - Bugeliezh
- 1975 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . "Saisons " , Copyright 2006 .


 

Partager cet article
Repost0

commentaires

Articles RÉCents

Liens