Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Recherche

15 décembre 2007 6 15 /12 /décembre /2007 14:52

 images-Sainte-th--r--se.jpg 
            
         

         

 

 

 

         

 

         Nedeleg Laouen !
              ( Kantik / Gospel )

da Santez Tereza ar Mabig Jezuz

Breman , en em sil ennon da levenez
  Hag en em laka en-dro-din anezhi ;
  Evel ur bugel on
  Hag a ebat en ur gouel . "

 Toukârâm - "Salmoù ar Pirc'hirin " , 121 .



                          
Ken skuizh out a-wechoù ,
Goude ur gwall zevezh labour ,
Ken na vo ket
Amzer ken ,
Dit da rein
Un taol sikour
Da ziwaskan poanioù
Un nesan ...

Petra ' teus graet ,
E gwirionez ,
Da skoazian da vreur ,
A gleve re
Ouzh an anoued ?


Petra ' teus roet dezhan ,
Er bloavezh-man ,
D'e ziwall
Diouzh an dienez ?

Paour-kaezh den

Na c'hallo dilenn ken 
Met an diouer hag an dilez 

' Kerz ma tinto ,
Kleier e-leizh

En e benn :
 

Nedeleg laouen !

 

Ha te ,

Pet a reuzeudik a weli 
'Traon da ranndi ,
Gant ur sell ken yen
Ha dispi
 
Rak da ziegi ?
 

Nedeleg laouen ,
Nedeleg laouen !

A , kanit 'ta Nouel
Ganin-me d'an Ael
A glaske bara
Davedomp ,

Heman eo ar Mabig Santel
,

Hor prof Nouel ,
Boued doueel 
Ha gwir bennozh

Ar re drugarezus

File0022.jpg


DAN AR WERN
- Saisons - XII - Nedeleg Laouen ! - Kerzu 1980 / Kerzu 2007 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés .
"Saisons " , Copyright 2006 .






                                              
images-coeurs.jpg


                                                                                                                    images-no--l.jpg
                                                                                                                images-Nedeleg-laouen-2.jpg !!

 

" Aotrou , peur hon eus-ni Da welet naon Dit pe sec'hed , estranjoùr pe en noazh , klanv pe er prizon , ha n'omp ket deuet war Da sikour ?

E gwirionez , M'hel lavar deoc'h , bewech ma n'ho peus ket graet kement-se evit unan eus ar re vihan-se , Din-me kennebeut n'ho peus ket her graet . "

Sant Vaze , 25 , 44 - 45 .

Partager cet article
Repost0

commentaires

Articles RÉCents

Liens