Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Recherche

16 septembre 2013 1 16 /09 /septembre /2013 10:01

baudelaire.jpg 

    

 

 

GUP-MOR 2 *

 

 

" Souvent , pour s'amuser ,

  Les hommes d'équipage

  Prennent des albatros ,

  Vastes oiseaux des mers ... "

 

( Alies e tap moraerien

  O c'hoari war o bagoù

  Morc'huped ,

  Evned bras-divent ar morioù ... )

 

Charles Baudelaire - " Les Fleurs du Mal "

( Spleen et Idéal , II - L'Albatros )

     

 

 

" Stars fall every time

  A lover has to face the truth ... "

Dan Fogelberg - " Stars " * * 

 

 

 

 

 

 

Siwazh n'em-oa ket ho kwelet

E korn va straed ,

Kement ' vall 'oa warnon

O redek buan 'dreuz ar gêr ,

Met piv 'welfe un den o vervel dilezet ,

Pa vez an engroez

O c'hoarzhin ivez didruez n'e genver ?

 

Abaoe ar c'heit

'M-oa kejet pell'zo ganit ,

Pa fellec'h chench holl draoù

'Raok mont kuit

War hentoù ar bed 'n ur hunvreal ,

'Vel ma tisklerie din , ma vefe dishenvel

Diouzh hon hini ken fall ...

 

Ur c'haner a blij din kalz

A gonte ' kouezhe ur sterenn

Bewech ma wele ur garour

Ar wirionez ,

Met breman e lardez

Ar bavez tu bennak ...

 

Ouzh va bro 'm-oa kredet

Adsellet 'pad un eilenn 

Pa zeue-hi eus an Nenv ,

Aelez bet troc'het he divaskell 

E doare ur morc'hup 'ra e dreuz

Diwar un aluzenn ,

Ha neuze , o chom sko c'hoazh e strad

Soubenn drenk e skudell ...

 

Hag ar c'haner a blij din

A gonte ' kouezhe ur sterenn

Bewech ma tale ur garour

Ouzh ar wirionez en diwezh ,

Met emaoc'h breman

En digenvez ...

 

 

DAN AR WERN - Puzzle , Carrefours et Labyrinthe ... XVII - Gup-Mor 2 - Gwengolo 2013 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Puzzle , Carrefours et Labyrinthe ... " , copyright 2006 .

 

 

* " Le Chemin Perdu " ( An Hent Kollet ) - IL'Albatros - Ar Morc'hup - The Albatross . 

 

 

**   " Stars " , a song by Dan Fogelberg in his " Homefree " album   

( copyright 1972 Hickory Grove Music / Columbia - All rights reserved ) .   

 

Partager cet article
Repost0

commentaires

Articles RÉCents

Liens