Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Recherche

23 février 2010 2 23 /02 /février /2010 16:15

Psyche-Waterhouse.jpg

Unan Bennak Evel-Se

( 14 )



Va C'harantez
E koun va c'harantez gentan ...



Me 'm eus da garet ,
Da garout a ran c'hoazh ,

N'eo ket tra aes 
Da sonjal ez kened 
Gant kement a enkrez ,


Gouzout a rez ? 


Aba m'em eus da welet ,
Eo deut va fenn follet 
Gant dans ar c'hirri-tan 

War ar vali ...


War ar vali ,

An avel ' c'hwezh

E gan e deil ar gwez ,
Diroll on deut eveltan 
Gant aon d'az koll ...

 

Met abaoe m'em eus da gollet ,
E klaskan-te , va c'harantez ,
E bannoù kentan ar goulou-deiz ,

Lec'h m'emaout o c'hoari ,

Marteze ,

Va aelez ?

 

Poan am bez 'n ur gerzhout 
E straedoù-se ken digenvez ,
Hag o klask ac'hanout du-hont , 
Em hunvreoù pell ,
Atav ez po va skoazell ...

 

Met abaoe 'm eus karet

Ken start ouzhit ,
E teu ennon hirnez ,
Adsked da sell splann 
War ar pavez disheoliet ...

 

Kredin a ran da adwelout neuze 
' Pep lec'h e
 skeudoù du-se

O tremen buanoc'h

'Get hor buhezioù , 

Hag ac'h eus lakaet enno da ene ,

Marse ,

Un tammig da dan veuzet

Dindan o disglavieroù ? 

 

Met an avel ' ziskano din hepken 
E gomzoù trist ,

Leun-tenn a va melkoni ,
Va c'harantez ...





DAN AR WERN - Unan Bennak Evel-Se - 14 - Va C'harantez - 1973 / 2010 / Mae 2021 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Unan Bennak Evel-Se " , Copyright 2007 .

Taolenn : " Psyche Opening the Golden Box " ( 1903 ) , gant John William Waterhouse

( 1849 - 1917 )

Partager cet article
Repost0

commentaires

Articles RÉCents

Liens