Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Recherche

2 décembre 2015 3 02 /12 /décembre /2015 10:01
L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR III - Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz I ) - 5 - Pellder Betek an Trepas .
L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR III - Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz I ) - 5 - Pellder Betek an Trepas .

 

An Istor hag an Hêrezh I ( L'Histoire et l'Héritage I )

 

 

 

 

HOLEN MOR III

 

 

 

 

Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( 5 )

 

 

 

 

 

5 - Pellder Betek an Trepas

 

 

     

     Ha dereat ' vefe deskrivan holl zarvoudoù ur prantad resis hervez red e amzer pe gaoz ' vefe er c'hontrol da notennan e emdroerezhioù dre weladurezh re zangorel un unan , anat eo , a daolenfe endro speredel ha buhezegel anezhan dre danzen hep ehan e veizadur e-unan , dazont anezhan o chom dianav dimp c'hoazh koulskoude ?

Penaos 'vefe dimp kredin war un dro ne lezfe ket ivez an disteran darvoudenn , raktonket pe nann , he zres disteroc'h zoken e Levr Bras Mab-den ha ne c'hoarife ket pep hini ac'hanomp e dammig sonerezh ?

Devouderezh pe daol-chans ?

Kudenn an deolenn gouezhet eus an doenn eo , istor Ben-Hur 'vel hini un tremeniad o vervel " dre zegouezh " en ur gwallzarvoud .

 

13-14 a viz Ebrel  ( 1990 ) : da noz etre digwener ha disadorn , unan eur vintin marteze . Erruout a ran eus un nijadenn o tont eus Istanbul .

' Vel boaz , goude un devezhiad skuizhus-tre gouestlet kalz anezhan da weladennin Mirdi brudet an Topkapi , 'm boa kemeret penn va hent en-dro d'ar gêr e rod-vleinian va fPeugeot c'hlas 305 TB ( Touristerezh Bras ) . ( 1 )

Edon o tont evezhiek-tre en denvalded eus CDG war-zu keriadennig vihan ar Mesnil-Amelot ' zo lec'hiet e kroashent an hent broadel 212 .

Aman ' vez kavet ur banell 'vit mont e-barzh an Takad Aerborzh .

O tizhout eno e harzan d'ar goulou ruz , ur c'harr all Renault 5 araozon , bleniet , a ouezin diwezhatoc'h , gant ur c'helaouenner .

Seder ' oa din va c'halon daoust d'am skuizhded , laouen a-walc'h da gregin gant ur sizhunvezh hir ehan da zont , priz dellezet diouzhin 'vit kement a strivoù !

Neuze eo e stokas va zistokell a-drenv ur Seat kaset gant ur verc'h yaouank a lenne he c'hartenn-hent e-lec'h sellout dirazi !

Damrust eo ar gejadenn-man a gavan , met dre chans on deut dic'hloaz er-maez diouti ! Un tamm diwezhatoc'h en deus graet ur skruz ar gazetenner d'e zivskoaz . Neoazh n'en devoa droug ebet e garrbed .

Netra nemet un tamm pense eo va hini en enep , ur paour framm dismantret e zarnoù o vogedin dindan al loar .

Dihenchet a-bezh eo an itron , war a seblant . Gouelan a ra war lez an hent . Deuet da vat ganto an dra eo pevar bugel en he c'hichen o hanvalout bezan seizet o holl gorf gant ar from .

- Va Doue ! , a hirvoud anezhi , petra m'eus graet ? Amprestet m'eus karr va gwaz hep gouzout dezhan ... Ur vleinerez yaouank 'maon . Va Doue !

      En taksi am c'has en-dro d'ar gêr goude meur a amzer da c'hortoz , e santan ur greskennig o koenvin dindan va glin dehou .

 

     

22 a viz Ebrel , disul : war skramm ar skinwel , skeudennoù ar prosez Ceausescu . Gwall bredadoù reuzus un heuliad keleier fall-put !

 

 

Fenoz , film dispar Claude Miller , " Dalc'h dindan Evezh " ( Garde-à-Vue , 1981 ) . Kerreizhded fromus ar c'hoarierien , trawalc'h ganto peadraoù bet arboellet koulskoude da sklerijennan doareoù touellus kuzhet e pep gwirionez , met c'hoazh an hent amsked a zisparti torfed sadek ha glanded , peurgarantez ha lousterioù .

Un euzhden end-eeun n'eo ket an hini-man hag en em gav e penn trepas-dall ar re ziveizet , an netra , an digenvez : bez'ez eus e pep hini ac'hanomp , 'vel un islonk 'tre div galon , ar "pellder kuzh-se betek an trepas " ... 

" Met 'tre plustrenn ho keneliezh hag ho gwad labezet ... " , ar wirionez , piv ' c'hellfe he gouzout ? ( 2 )

Hag e c'hell Camille , bugel en e vleunv a gomz dezhan karantek Martinaud , tostaat outi ? ( 3 )

Ha bepred fazioù skrijus ene an den , falstamall drastus o fallvrudan didruez ...

 

Dodenn vrudet mat prizet gant va fried kent , hon eus komzet hiziv eus steredouriezh ar c'harma gant Laurence ! ( 4 )

Treuzkaset he deus din homan ur varzhoneg bet skrivet gant unan eus he mignoned henvelrevel yaouank e 1984 , a lavar din :

" Un den e-unan-penn

  War al leurenn ,

  Ereet e zaouarn en e gein ,

  Daoulagad anezhan mouchet gant ul lien ,

  Un drouklamm gantan nemetken :

  Ar gontell ' zo ditour, diluz , prouenn ,

  Hag e gorf netra ken

  ... Met ur skeud en avel yen ... "

Diaez spered unan bennak ( hi emichans ? ) a zlefed merzout er skrid-man , buhez kent un den rust muntrer ur vaouez , marteze .

'Vel-se ' vefe diskouezet hoalerezh Laurence 'vit endroioù amsklaer ha zoken klenvedel , entanet ma'z eo gant Mylène Farmer hag ivez gant " Ar Manac'h " , levr Antonin Artaud skrivet diwar oberenn Lewis ma'z eo-hi sot-pitilh gantan .

( 5 )

Nevez ' zo he deus diskuliet din en em sante en ur c'hroazhent , oc'h anzav e veze hoalet gant ar merc'hed hag e rae fae warno en ur garout anezho war un dro .

Ha boemet e vefen me ivez gant he lagad tan ha seder en he fenn ?

Adalek Venezia m'eus kaset dezhi ur gartenn bost gant ur maskl Meurlarjez warni , " ma vez kuzhet marse skeudenn kened kevrinus ur grennardez dianav a-drenv dezhan ... " , a skriven dezhi . Hi hec'h-unan ?

Pe hini ur garantez dianzavet ha dispi ? Va hini ...

 

 

 

18 a viz Mae , digwener : En Akademiezh C'hall , prezegenn gadorian Jean-Denis Bredin , alvokad brudet hag a lid en devezh-man gouel e unanvet ha tri-ugent bloaz . ( 6 )

'Vit an dro e tibun buhez kuzh ha feuls-birvidik Marguerite Yourcenar dirak hon daoulagad . Dizoloet ha diskuliet eo e pleg hon divskouarn bamet a zlefen larout kentoc'h .

N'on ket evit mirout da sonjal koulskoude eo lennegezh ensavadurel ha prizioù meur an dreistelezh nemet adskedoù touellus ur vuhez wirion .

Mat a ouie se Marguerite hag a gave gwelloc'h kan an avel er sedrez hag er pin 'vel distro he dezerzh gwenn er gournorzh .

Miliadoù a girri-tan ' zo tremenet dirak ar c'hae Conti . Fraonval a ra ar ruskenn , nijal kuit ar gerioù ...

Petra ' chomo eus he oberenn ha ster he zonkad ?

Doue nemetken a c'hellfe rein e respont dezhi moarvat :

" N'eo ket an oad a roio deoc'h Furnez , n'eo ket ar gozhni a lakaio deoc'h da vout gouest da varn ... " ( Job 32 , 9 ) .

Setu penaos eman an traoù ' pad on pedet da hunvreal gant sonerezh Debussy "Teir Skeudenn " ( Trois Images ) hag " Ar Mor " ( La Mer ) a laka da ziwan stultennoù ur c'hantved all , strobinelloù sorserien ha luskellerezhioù ennon ...

Met petra eo ar Sevenadur ?

O sonjal ennan edon bremaik o selaou ouzh an dilennad nevez ...

Gwelet 'm eus dec'h ur gelaouedenn a-zivout un annez 'vit ar re gozh evezhiet gant miradorioù , chas-bleiz ha gwarded ...

Ur gêr Kalifornia eo , dizarempred ha troc'het diouzh ar bed .

N'eo gouzanvet enni " ar re yaouank " nemet 'vit ur pennad-amzer berr-tre , ha berzet int zoken .

Arouez vrav war lez ar Saen .

Mod-all , penaos adijinan ur vuhez e rouantelezh an diseblanted hag an digenvez ?

Betek men e kasfe Pont an Arzoù e gwirionez , pa seblant pep tra goullo 'kreiz ur janglenn ouez veuzet e muderezh an drammoù hag an dismegans ?

A-benn pegoulz Akademiezh Vreizh ?

 

Ur "c'hendegouezh " iskis eo marteze ? O paouez resev oberenn ziwezhan Marguerite anvet " Petra ? Ar Beurbadelezh " ( Quoi ? L'Eternité ) emaon .

Stagan ' ra gant an tri ger-man ken talvoudus : " En e-unan eo Mikael " . ( 7 )

Doare brav da dermenan stad Mab-den war an Douar , neketa ?

Ha bez'ez eus diwar se un dra bennak all estreget anien chom bev , stourm etre an heol hag ar c'houmoul , etre ur c'horventenn grenv hag ar mor-bras ?

" ... Ar mor eo 'zo aet gant an heol " , a skriv Rimbaud . ( 8 )

 

Ne vefe deut Jezuz tamm ebet er bed-man ' lar lod tud o vezan n'eus prouenn istorel ebet .

Hag e vefe drougintent ar vuhez nemeti end-eeun , c'hoari fall pe wallzarvoud ?

Sonjal a ran neuze e dastumadeg euzhus an holl vadoù-bevezin-se , o welout ivez da skouer miliadoù a levrioù alies gwallskrivet ' zo berniet etre kig fresk ha kaotigelloù .

En em c'houlenn a ran da vat petra eo talvoudegezh an den hag al lec'h m'eo e hini 'touez an traezoù ?

Pa vin marv ha nemet poultr en avel , hag e teuio a-benn d'am c'hervel Karantez e-penn un trepas hir ha du ?

"Love Calls You by your Name " , ' gan Leonard Cohen . 

Piv ' oar ?

 

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

                                                ___

 

 

DAN AR WERN - An Istor hag an Hêrezh IHolen Mor III - Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz I ) - 5 - Pellder Betek an Trepas - 13 a viz Ebrel / 18 a viz Mae 1990 ( adwelet : Kerzu 2015 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved -Tous droits réservés . " Tro-Vale e Bro ar Skeudoù / Balade au Pays des Ombres " , copyright 2006 - "Holen Mor " , copyright 2013 .

                             ___

Notennoù :

1 - Topkapi , palez kozh ar Sultan otoman deut hiziv ur mirdi 'vel hini al Louvre .

2 - Gerioù kanaouenn Leonard Cohen anvet : " Love Calls You by your Name " , 1967 , Stranger Music Inc. in " Songs of Love and Hate " albom , copyright 1971 Sony Music Entertainment / Columbia - All rights reserved .

3 - "Dalc'h dindan Evezh " ( Garde-à-Vue , 1981 ) , film Claude Miller ( 1942 - 2012 ) gant Lino Ventura , Romy Schneider , Michel Serrault , Guy Marchand .

4 - Evel me 'm eus laret dija , n'eo ket henvel-krenn va  envorennoù va-unan ouzh re faltaziek "Deizlevr Yann Kervern I ".

5 - " Ar Manac'h " ( The Monk , 1796 ) , romant Matthew Gregory Lewis ( 1775 - 1818 ) , skrivagner ha c'hoarivaour breizhveuriat , troet e 1931 gant Antonin Artaud ( 1896 - 1948 ) , skrivagner , aktour ha leurennour gall .

6 - Jean-Denis Bredin , alvokad , skrivagner gall ganet e Pariz e 1929 .

7 - " Petra ? Ar Beurbadelezh - Milendall ar Bed III  " ( Envorennoù ) / Quoi ? L'Eternité , 1981 - Le Labyrinthe du Monde III  ( Souvenirs ) , gant Marguerite Yourcenar ( 1903 - 1987 ) , skrivagnerez gall .

8 - Barzhoneg Arthur Rimbaud : " L'Eternité / Ar Beurbadelezh , 1872 " e " Gwerzennoù Diwezhan / SklerijennoùDerniers Vers / Illuminations " , 1872 / 1875 ) .

L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR III - Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz I ) - 5 - Pellder Betek an Trepas .
Partager cet article
Repost0

commentaires

Articles RÉCents

Liens