Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Recherche

13 janvier 2016 3 13 /01 /janvier /2016 11:45
L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR  IV - Goanag em Digenvez ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz II ) - 1 - Auld Lang Syne .

 

L'Histoire et l'Héritage I ( An Istor hag an Hêrezh I )

 

 

 

HOLEN MOR IV

 

 

 

 

 

II- Goanag em Digenvez ( 1 )

               ( 1990-1992 )

 

Hag e teuio d'ar Sklerijenn ,

  Hini ' ra hervez ar Wirionez "

Sant Yann , 3 , 21 .

 

" Seblantout a ra din e vevan en un digenvez diziwezh ,

  Da vont da belec'h n'ouzon ket ,

  Ha me eo an hini ' zo ar gouelec'h , ar beajour

  Hag ar c'hanval war un dro ... "

Gustave Flaubert

 

 

 

 

- Auld Lang Syne *

 

" Tostik-tost dit emaon o chom ,

   Gant va sell o vont tre da galon ... "

Philippe Sollers - " Tenzor a Garantez

( Trésor d'Amour , 2011 )

" P'en em gaves ganin ,

  T'oa ket laret traoù ,

  Nemet gerioù boutin ,

  Disterachoù ... "

Dan Ar Wern - Unan-Bennak Evel-Se , 9 - E-Pad Ma Voredez

 

 

   

   Arouez pe daol-zegouezh eeun ?

N'eus forzh penaos , e hanval bezan iskis a-walc'h hor buhez a-wechoù , neketa , ken diaes da gompren : war-dro teir eur d'enderv 'm eus adwelet Nancy R. war nij Londrez hiziv ... 

    Pa sonjan , dek vloaz ' oa bet va gwech diwezhan ganti e miz Mae 1980 e Sant-Loeiz , kêrbenn Missouri ! ( 1 )

Anzav a rankan , a-hend-all , ' oan deut emouez du-hont ne oa netra ken all d'ober 'vit klask en em gavout ganti ur wech c'hoazh ...

   Met breman , pennadoù re verr pa oamp en em gavet a-nevez goude pell , em boa deut a-benn ivez da eskemm ur ger berrbad pe zaou ganti .

   Klevout a ran neuze eman o chom e Londrez abaoe pemp bloaz , divugel ha bet torret he dimez eveldon .

Fortun gwelloc'h eo bet graet gant he mignonez an amzer-se " deut mamm diegezh garget a dri lampon " , a ziskler din-me gant un tamm mousc'hoarzh godisus o paran war he muzelloù . 

   Ha pa fell din distagan anv anezhi , ne gompren ket mat va doare , met goude ' vez lugernet he daoulagad gant ar plijadur enno o vezan gouest da intent stumm-lavar ur vro all : " A , Ioulia ! " ( 2 )

   Sabatuet-mik eo gant hon emgav , war a seblant . Ha me ivez !

Ambroug a ra ur strollad tud da Bariz , emezi ...

   Liv an enkrez ' zo war zremm hor c'hoantenn pa vez goulennet diganti rein din ur chomlec'h , ha marteze en abeg d'an den azezet n'he c'hichen eo bet lakaet diaes ganin ivez warni . Gant kalz a vousfent ez anzav ouzhpenn heman , seurt hiron Gall-hag-Aziad , ne oar ket c'hoazh men eman o chom ha neoazh , anat din en em anavez mat an eil egile .

N'eo ket re chenchet Nancy a gavan , ha zoken ma tiskouez dimp min laouen ur vaouez yaouank c'hoazh a dri ha tregont bloaz hepken hervez m'eo jedet buan ganin , e verzan eo deut d'he barr gant roufennigoù bihan merket war he zal ha korn he diweuz .

Hi , bet maen ken kalet ha kunv diwar va hent !

  Distroet omp krenn breman en tremened !

Kaoz ' zo eus ski e Serre-Chevallier , lec'h ma gejis ganti e miz Meurzh 1978 .

" Kernevez " ' oa-hi , ha " Virginia " ivez ! ( 3 )

 Met n'on ket sur e ouife biken pezh a veze evidon ... N'on ket sur d'e c'houzout me-unan c'hoazh .

Hag he labour ?

Petra'ta ' ra da vat ?

 

  Kent dimp bezan daouhanteret boutailhadig ur " gwin a laouena kalon an den " , diougan ur vignoniezh adsavet hag arouez ur garantez kevrinel , e laoskan ganti va daveennoù .

( 4 )

Beaujolais nevez ar c'hentan deiz eo , hini ar goanag !

 

Respont a raio-hi dezhan ?

 

 

 

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

 

 

 

                                                ___

 

 

DAN AR WERN - An Istor hag an Hêrezh IHolen Mor IV - Goanag em Digenvez ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz II ) - 1 - Auld Lang Syne - 15 a viz Du 1990 ( Adwelet : Genver 2016 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Goanag em Digenvez " , copyright 2016 - " Holen Mor " , copyright 2013 . 

                             ___

Notennoù :

1 - " Unan-Bennak Evel-Se " , 9 - E-Pad Ma Voredez .

      " Saisons " , 8 - Heure d'Avril .

2 - " Kernevez " , AUBERIVE , 5 .

3 - " Virginia " , AUBERIVE , 6 .

4 - Salm 104 , 15 .

 

* "Auld Lang Syne " ( gwechall-gozh ) : tro-lavar skosat .

   " Same Old Lang Syne " , e-barzh "The Innocent Age " albom , copyright EMI April Music / Hickory Grove Music , 1981 , Ascap - CBS Inc. gant Dan Fogelberg ( 1951 - 2007 ) , kaner amerikan brudet he doa va lakaet d'anaout Nancy .

L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR  IV - Goanag em Digenvez ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz II ) - 1 - Auld Lang Syne .
Partager cet article
Repost0

commentaires

Articles RÉCents

Liens