Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Recherche

27 juillet 2022 3 27 /07 /juillet /2022 10:12
TREIZH ( Dastumadenn divyezhek ) - II - Kêrioù ha Kêriadennoù Aelezed - 3 - Kernevez ( Virjinia ) .

TREIZH 

( Dastumadenn divyezhek )

 

 

 

 

 

I - Kêrioù ha Kêriadennoù Aelezed

 

 

 

 

 

 

 

 

 

)    Kernevez *

          ( Virjinia )

 

 

 

 

 

 

Kinniget da Vefa de Bellaing


 

 

" Ha da belec'h ez it pa'z eo tizhet penn hoc'h hunvre ? "

( 1 )
 ( And where do you go when you get to the end of your dream ? )
Dan Fogelberg - " Nether Lands " - Hickory Grove Music , 1977 ( ASCAP )
All rights reserved .



                           

 

       1 - Pignat a ranker evit mont da Gernevez .
Kuitaet oc'h bet ar gêr vras dizanv , astennet ganti he brec'hioù en oabl damlouet , dindan ar glav ... Dilezet ivez Porzh-Houarn Lyon , pell zo , e voged , e rouestlad linennoù hent-houarn hag e zonkadurioù diniver .
Aman , ez eus tud pres warno . Redek a reont a bep tu , bount ha chav ganto , evel merien .
Hag evel ur freg e klemm divent an Denelezh , gant e lavar diveiz , e skrign ar rodoù war an houarn : du-hont , steuziet en engroez , evel lonket gantan , un dorn astennet en dic'hoanag war-zu unan bennak all , war dec'h , evel skeud ur minc'hoarzh war glask ur plac'h yaouank .
Houman , aet buan diwar wel , he deus diskouezet deoc'h , e-pad un herrad berr , hent ur vuhez adc'hanet ...
             Klask a rit en em rein da gousket , gourvezet war ho fled , en desped d'an trouz , d'an tommder , d'an diaez m'eo bezan c'hwec'h den stardet kichen-ha-kichen , ha roc'hal a ra unan anezho , bern-war-vern , er c'hambod strizh-se .
             C'hoarzhadennoù mouget , kuzhuligoù n'eus fin ebet dezho gant daou anezho , e-krec'h ...
Ha  da gredin 'zo eman Laura ha Muriel o klask o kouvian , ha koulskoude , n'o anavezit ket , kas ac'hanoc'h en o c'hoari , ha rein hoc'h ali war o c'hudennoù diabarzh n'emaoc'h mui dic'houzvez anezho ken .
            Da c'houde , eo bet trec'h an hun warnoc'h , en diwezh , hag horjellerezh gwaskus ar vagon a zo deut a-benn d'ho luskellan ...
            Buanoc'h-buanan , e tremen skeudennoù diwezhan an devezh , a-feur ma tap an tren tizh , dre riboull divoull an hunvreoù diechu : distro d'ar burev poultrennek , damvelen e skleur ar goulou neon , gant e zremmoù blouc'h , daouarn bouk tud lorc'hus , fouge ha stad enno dalc'hmat .
Dihelloù kaset da benn , etre div gaozeadenn ne servijont da netra , nemet da lakaat biz an horolaj landreant da vont primoc'h ...
Klianted amjestr , pellgomzadennoù , promesaoù pilpous d'ur plac'h a vo disonjet buan , peogwir ne douell nemet hoc'h enoe ...
            Hag evel-se e tibun ur vuhez , dizudi , diret a-grenn , dre ijin un ardivink diskiant ha diroll hepken , hini ur c'hargiad yaouank , e-unan-penn , hag a glask tec'hout diouzh ar pemdez unton : heman oc'h en em gav gludet e brizh boazioù e genseurted !
            Ha setu erru ar pred-se , en diwezh , ar poent hirgortozet da vont kuit , da c'hwec'h eur rik , met araokaet un tamm hiziv , rak , abaoe an derc'hent , mezvet oc'h ha moustret eo ho kalon , skoulmet ho poull-kalon gant avel ar frankiz : c'hoant ho poa da zislonkan zoken , a-wechoù ...
Ur sigaretenn gant unan all c'hoazh , hag an amzer 'ra he zro .
            Goude-se , evel dre laer , 

e tec'hit kuit !
            Gweledegizhioù all a darzho bremaik , pelloc'h , diresisoc'h , pa vo morzet an noz , serret en he c'havell kevrinus :  emaon war gein ur marc'h feuls , d'an daoulamm , a-hed gouelec'h divent al Lev-Traezh , e Plistin , e-tal mor dirollet va bugeliezh ha va yaouankiz . Pemzek vloaz e oan d'ar mare-se . 
Adwelout a ran c'hoazh va c'harantez kentan , diamen , gant he fennad- blev hir , liv ar mel . Ruzian a rae he dremm ,
ha grik ne

rannemp ...
Pallenn ar pavioù-bran , hag ar banal e bleunv , a skuilhe o frond war an tevinier uhel . Lakaet e veze bodoù an nevez-amzer , dizeliet gant an avel-vintin , war lien kriz ar mor-bras . Hag ez ae livioù anezho , ken tener , da goll e koumoul un oabl damruzlivet gant ar spi .
             " Da belec'h eo aet an holl draoù-se 'ta ? " , emezon-me , a feur ma tizolo ar saprennoù ken bras ha du er goulou-deiz gwenn-holl , dindan an erc'h dinamm : ha gedourien int , war a seblant , e traon ar barroù meurdezus . 
Netraigoù , marteze , ganet diwar arvestin neuz an traoù , evel ur c'hoant diwalc'h war nij en aer , hag a vefe mennet , a-wechoù , da enkrezin kalon un den yaouank o vont da gestal ur gwirvoud all , ur boud all enno .
Tra ken , a-dra-sur , met ur brizhhunvre dibad , hag a dresfe trolinennoù diresis ur Spes peurbadel , gant e donkadur dreistlavar ...
Komzoù steuziet kerkent ha bet klevet , a sonje din , hag a adkaver gant poan e kammdroiù un endervezh sioul , kent nijal kuit diwar muzelloù un Achantourez , ' trezek broioù kevrinus .  
Netra all , panevet uloc'h e kontreoù ar rez , luc'hskeudennoù kozh ...


        2 - Sellout a ran outo , bep an amzer , pa sav hiraezh ennon d'an deizioù tremenet . 
Da zremm a gas ac'hanon c'hoazh davit ar momedoù-se a c'hras hag a gerse , war glask ur marevezh kollet .
             Ne oa nemet ur sizhunvez-ehan , koulskoude , 'vel kalz reoù all ,

en ul lec'h m'eo kustum an dud mont da skian , en Alpoù .villeneuve_serre_chevallier.jpg
En ti-prenn bras-se , avat , war ar menez , e rene un endro gouel , intret a joa hag a yaouankiz . Hep mar , en gortoz e oan-me d'un dra bennak burzhudus , un dra ne oamp ket evit ober zoken , " dreistdiraez " , evel ma ouzhpenni diwezhatoc'h , te , plac'h Sant-Loeiz ** , war un ton pragmatek .
" C'hwi , Gallaoued , eo hunvreerien , evel Chateaubriand ... Ar Romantelezh am eus studiet ! " , ' poa lavaret din , stad ennout , en ur zistagan ur c'hoarzhadenn sev , ma kleved enni , neuze , son da vouezh ken dudius , " a-vaez-bro " .
Met , en tu-hont d'ar meizad mezegel-se , yen un tamm , dispriz ennan , e oa kuzhet , me 'zo sur , ha pa vefe bet diemskiant evidout , ar gourvenn da c'houzout hiroc'h diwar va fenn , da lakaat da voemerezh da c'hoari ganin-me , d'am waskan ...
" O , Virjinia , hag ez eo un disterig plas ez kalon evit ur garantez c'hloazet ? Is there a place in your heart for a wounded love ? ( 2
Diwar adlenn ar varzhoneg gozh-se , e klaskan faltazian war da vuhez a-vreman , ken estren hiviziken , trec'hin war gement a zo deut re ziseblant etrezomp , 'vel ar sioulded-se , kalz re spis , degaset din , hag en desped din , gant distruj didruez an amzer hepken .
             E-pad pell em eus gouelet , gouzanvet ' m eus .
Den n'en deus garmet krenvoc'h eget an droug-se ennon , dihunet kriz diwar santad ar goullanter , 'vel ur sammad re bounner ha didrouz .
             Penaos tapout krog er pezh na c'haller ket merzet ?
Penaos en em goll e froudennoù an avel , hag a hoal ac'hanoc'h , a dro hag a dec'h , a-daol-trumm , a-sil dre ar c'hoabrennoù ?
" Piv en deus gwelet an avel ? " ( 3 )
             Ha dleet 'oa din mont da heul ar wennili , a-us plaenenn divent ar morioù , pe guzhat , rag-eeun , e-barzh ul lizher ?
Morse respont ebet n'em eus bet .
             Ur wech hepken ' poa skrivet din evit va zrugarekaat war-bouez ur valizenn bet ankounac'haet ganit dre zievezh , hag adkaset ganin goude , an holl frejoù war va c'houst . Setu tout .
             Ne oa lec'h ebet ennout evit an tremened .
Dazont ebet , kennebeut , goude hon devalennoù foll war roudennoù-ski Kernevez , hor c'haouadoù c'hoarzhin , hor c'hrogadoù fent en erc'h gant Padrig ha Bernez .  
Nag hor c'hendivizoù entanet war oberennoù Carson McCullers , ha re Novalis , da belec'h int aet 'ta ? 
" The Sojourner " on , an dremeniadez , emezout , e-ser c'hwezhan an tan , moarvat , ha gant ur pezh fouge ennout . ( 4 )
" Ha te , Heinrich out , paourkaezh ! Gouelan a rez c'hoazh , kollet eo da Sophie ganit ! " , ez poa lavaret din war ton ar godis hag an damant . ( 5 )
             Diwar-benn va Breizh din-me edon o komz dit ,  a-zivout he yezh ankouaet hag he sevenadur disprizet .
" Tud iskis oc'h-c'hwi , Gallaoued ! Fentus eo , han ! Ne'm eus anavezet aman nemet un dispac'her euskarat ! Ha te , breman ! " 
             Nag an abardaez-se , er piano-bar ?
Da ganenn hud az poa kanet , hini Dan Fogelberg , hon hini : " There's a place in the world for a gambler " ( Bez'ez eus ul lec'h er bed evit ur c'hoarier ) ... ( 6 )
Ha danset hor boa war-lerc'h , re hor boa evet , irish-coffee , sangria ...
" Gout 'rez , Yann , ma fell dit bezan eurus , e rankez sonjal

er c'houlzad resis-man hepken " . 
             Da zargreiz e oan o stardan , o lakaat va fenn war da blennad-blev hir alaouret .
Un dremm ael a floure va hini .
                                 Neuze , hep lavaret grik , az poa poket din feuls !



        3 - Diskennet omp en-dro .
Adkavet em boa va c'henseurted , buhez ar burev .
Ur chans 'oa dit m'he doa fiziet ennon he chomlec'h , a sonjen , ankeniet . Hag ivez , ma oa-hi o chom e rannvro Pariz , eveldon : " Au pair emaon , e Neuilly ...

evit daou viz c'hoazh . "
              Krenan a raen pa gleven ar c'homzoù-se , distaget ken sklaer , 'vel ur varnadenn .
Lizheroù karantez hir a skriven dezhi . Bep noz , e klasken pellgomz .
Bepred hegarat , habask , evel ma seblant bezan an Amerikaned , e c'hoarzhe-hi goap , difrom ha pragmatek , ouzh va c'hinnigoù .
             Lakaet e voe un emgav .
             Envorin a ran ... Kemer a ris anezhi dirak he skol-dans , plasenn an Invalides .
En e bleunv e oa Miz Ebrel . Ha me 'gave din e oa-hi boemusoc'h eget biskoazh .
Hep rannan ger ebet , e treuzjomp an Tuileries .
Kemennet ez poa din : " Klask klevet an diskan-man hepken :

Buhez , me 'gar ac'hanout ! "
Ha me da sonjal , koulskoude , en ur poz-kan all a salmfe trist e respont ennon , e-touez bernioù deil gwenvet gant flourig ar marv , hini avel an diskar-amzer :
" Miz Ebrel , e teuio ... Miz Gwengolo , e teuio d'am c'houn . " ( 7 )
             Leun-barr a levenez , e tennez da alan en aer sin : " Na pegen eürus on da vezan aman ... Pegen kaer eo an devezh ! "
An heol splann a sklerijenne da zaoulagad gwervaen , nemet e vefe da vousc'hoarzh a savfe davetan .
             Biskoazh n'ankounac'hain an ti-debrin-se , war-zu Saint-Michel , lec'h ma oan bet degaset ganit : " An Ostaleri Vihan " SD079-amoureux----Paris.gif
Deut eo da vezan pal va firc'hirinadennoù .
             " Plijout a-walc'h a ran dit ? Troc'het 'm eus va blev " , a lavaras din a vouezh izel , gant he neuz eeun a roe c'hoant din , muioc'h c'hoazh , da bokat dezhi evel ur foll !
Kinnig a ris dezhi he frof : arc'henadoù-koroll nevez he doa diskouezet din a-raok , entanet , e gwitrin ur stal-vras .
Dre laer , e stokas he dorn ouzh va brec'h .
" Trugarez , Yann , n'on ket dellezek anezho , ne rankjes ket bezan graet kement-se . "
Termal a reas un tammig , mezh ganti , ruzaj o tont war he divjod : " ... Re gaer int ... "
War-nes eilgerian e oan bet , ha me da grenan gant an drivliadenn-se :
" Grik ... Ne lavar seurt ... Chom didrouz ... Piv 'c'hell didouezian ar gaou diouzh ar wirionez
? " ( 8 )
Goude ur predig sioul : " Gout a rez , me 'zo gant ar sonj da vont kuit bremaik ... da Vro-C 'hres em eus c'hoant da veajin gant Julia , va mignonez ... Anavezout mat a rez anezhi endeo , neketa ? " An hini a oa a chome e Bro-Saoz . A-hend-all , ez aent bepred da skian o-div a-gevret .
              Dinerzh , e respontis goustad , evel peurvantret dirak un dazont hepzi na oa tec'h ebet dioutan .
Hag an dra-se am boa raksantet , hep gaout ar galon da dalan outi .
Yen-skorn , marteze , e oa deut va mousfent eviti :
" Kredin a ran ez in d 'en em veuzin

er Saen " . 

              N'he doa ket kredet kompren , pe van he doa graet , kentoc'h , da c'hoarzhin : " Waah ! Pegen romantel oc'h-chwi bepred , Gallaoued ! "


        4 - Ne oa ket bet tizhet barr an dic'hoanag c'hoazh .
Pa oan oc'h ambroug anezhi e-tal digor meurdezus ar palez-se ma oa o chom ennan , e santis un tamm nec'hamant pa ranken dilezel eno va frinsez yaouank , evel dirak dor , prennet da viken , an ezvezans .
Mennet e oa d'am c'halonekaat , hag hi da laret din e teufe en-dro e-pad un nebeud

devezhioù .
Gerioù na c'hallent nemet degas muioc'h a anken war va spered .
             Derc'hel a raen anezhi an tostan din , daeroù em daoulagad ...
" Mont tre a rankan , breman ... So long , Yann ! Take care ! "
             Pell em eus gouelet ,

gouzanvet 'm eus .
Den ebet n'en deus merzet spisoc'h egedon e oamp ken dinerzh ha dic'halloud rak taolioù gidas an Tonkad .
Fellout a raje din da heulian betek penn ar Bed , dre ar morioù , war gein va marc'h-red , kozh ha feal .
M'em bije gellet ...

             Karout a raen ac'hanout , Virjinia .
Evel dour difinv al lenn , entanet gant ur sterenn diamen ...
Va c'harantez e oas , va bann-heol din-me .

             Mes , ro din ur respont : da ven e ranker mont pa'z eo bet tizhet penn an hunvre ?

( 1 )

 

                           ___     

 

 

DAN AR WERNTREIZH ( Dastumadenn divyezhezk ) - II - Kêrioù ha Kêriadennoù Aelezed - 3 - Kernevez ( Virjinia ,  1986 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " TREIZH 

( Traversée ) " , copyright 2022 .

 

                             ___

Notennoù :

1 - Kanaouenn Dan Fogelberg : " Nether Lands ", Hickory Grove Music ( ASCAP ) , 1977 . All rights reserved .
2 - " Virjinia " , 1979 , e-barzh " Auberive " ( Heuliad ar Sterenn III ) 6 ,  barzhoneg  Dan Ar Wern .
3 - " Who has seen the wind ? " 
( Piv En Deus Gwelet An Avel ? ) , danevell Carson McCullers , skrivagnerez amerikat ( 1914 - 1967 ) , embannet e 1956 e-barzh ar gelaouenn " Mademoiselle " , hag e-barzh " The Mortgaged Heart( Ar Galon Ouestlet Warni ) , Houghton Mifflin , Boston , 1971 .
4 - " The Sojourner " ( An Tremeniad ) , danevell Carson Mc Cullers , embannet e " Mademoiselle " e 1950 , ha goude , e-barzh " The Ballad Of The Sad Cafe " ( Gwerz ar C 'hafedi Trist ) , Houghton Mifflin (1951 ) .
5 - " Heinrich Von Ofterdingen " ( 1802 ) , romant lourennek , intret a varzhoniez hag a brederouriezh , brudet-kaer . Bet skrivet gant ar skrivagner german Novalis ( 1772 - 1801 ) , oberour meur ar Romantelezh .
Sophie Von Kühn , danvez-gwreg Novalis , a oa marvet yaouank-tre . Nec'het-bras e oa bet ar barzh gant ar gwalldaol-se .
6 - Kanaouenn all Dan Fogelberg : " There's a place in the world for a gambler ",e-barzh e albom " Souvenirs " , Hickory Grove Music ( ASCAP ) , 1974 .

7 - " April Come She Will " , kanenn vrudet gant Simon and Garfunkel . Pattern Music LTD , 1965 , Paul Simon . All rights reserved .
8 - " Dancing Shoes " ( Botoù Dansal ) , ur ganenn all gant Dan Fogelberg e-barzh e albom

" Nether Lands " .

  

* Kernevez ( Heuliad ar Sterenn III ) , e galleg " Auberive " ( Cycle de L'Etoile III ) - Copyright 2017 Dan Ar Wern / Edilivre et publié dans la revue " Al Liamm " ​​​​​​n° 336 de février 2003  - Traduit du Breton par l'auteur - Mars 1986 - Tous droits réservés / Pep gwir miret strizh / All rights reserved .


** Sant- Loeiz ( Missouri ) .

     

Partager cet article
Repost0

commentaires

Articles RÉCents

Liens