Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Recherche

1 avril 2023 6 01 /04 /avril /2023 13:06
The Meteor (1860 ) by Frederick Edwin Church ( 1826 - 1900 )

The Meteor (1860 ) by Frederick Edwin Church ( 1826 - 1900 )

Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

An Erbeder ( VIII )

 

 

 

 

 

Trede Lodenn

 

 

 

 

/ Brezel Ar Groaz /

 

Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,

   Engravet don 'n E wad tanflamm ... "

Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "

- Ar Skarbouklen .

 

 

 

Brezel ar Groaz -

 

 

 

11 - An Aotrou Brekilien 

( 11 )

Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )

Palefarzhet an aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù . "

Ardamezioù Brekilien

 

Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "

Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .

 

 

 

 

Istor Riou Lohieg

 

 

 

 

 

 

 

II -  An Ergerzhadeg

 

 

 

 

 

 

 

16 - Div Steredenn Wenn

 

 

     

 

       " Efedusoc'h 'get kadarnded 'oa habaksted ha gwidre , moarvat !

         Bez' oa hanterouriezh kannadourien ar C 'halif Egipt da gentan , heman o chom dic'houest da bardonin d 'an Durked o doa kemeret Palestina dre nerzh dezhan !

         Hag a bep seurt emgannoù 'oa bet etrezomp ha luioù muzulmat bet deuet da rein un taol sikour dezho , hep ankouaat lazhadeg-se ar stêr Orontès ma veze lakaet da vervel enebourien niverus ennan !  ( 27 )

         Ne zeue netra a-benn da lakaat aesoc'h an traoù , nag ar gernez e-barzh ar

c'hrenvlec'h , nag ar voued a ziouere ivez d 'ar Groazidi da heul un dro-widre bennak bet graet dezho , marteze .

         Bremaïk e tiazezas enebezhioù ha dizunvaniezh e spered hon prinsed a ziskouezhas kemer gwarizi an eil ouzh eben !

         Abaoe seizh miz e pade ar seziz endeo pa oa asantet gant an holl d'un arsav-brezel a roas tro da bourvezin ar sezizidi diouzh un tu , met , diouzh un tu all , ne reas met dalean momed an daskor ken gortozet !

         Edo o paouez distardan ar skoulmad , neoazh , un treitour teusk anvet Firouz komandant an tri tour pennan ar moger-dro ha kuzulier Yagi Sian , prins Antiokwar un dro , c'hoant bras dezhan ouzhpenn 'vel ur Judaz nevezda gaout madoù a-leizh . 28 )

         Ha 'pad ma voe gwelet ganeomp un deiz ozhac'h-meur ar C 'hresianed bet stlejet war ar mogerioù 'vel ur c'hi du , e reas e bilpouz o tont da glemm a-gevret ouzhomp eus heskinoù ha poanioù bet diwasket en e gêr gant hon re ! 

         Bohemond Taranto , gant e c'hoant da berc'hennan holl zoaroù an aloubadeg , a reas van ivez , marteze , da gredin e morc'hedoù a groge ennan koulz hag e weledigezh en doa a alie anezhan , diouzh e glevet , da lakaat digor-frank toulloù dorioù ar wikadell O kaout preder da wiriekaat orbidoù ar ganaz , e iriennas a-enep ar C 'huzul , o c'hoari e jeu en ur vrudan faos keleier trechalus diwar-benn un armead a zaou kant mil soudard o tont ouzhomp d 'hon arsailhan du-man !

         'Vel ur ganell ez eas pep tra gant an tun-se : ur barrad aon a gouezhas trumm warnomp ken na vefemp divizet dre " Ragevezh-Doue " da asantin d 'e raktres !

         Ne oa nemet Remont Toloza Sant

-Jili , avat , na oa ket bet touellet gantan !         

         A-benn ar fin e teuas ar poent krenn-se ma vefe ret dimp en em sonjal da vat : e sioulded un noz liv du evel ur forn , luc'hedus a-wechoùgant ur mouch-avel flour o c'hwezhan enni , e krogas tri-ugent emouestlad , ha ni en o zouez , da bignat en ur skeul-gordenn lêr betek tour-meur hor " mignon ", e-harzh ar menez Silpios ... Diwar neuze , ur wech bet gronnet al lec'h strategel-se , ' oa bet sanket ha divarc'het un nor bennak ganimp ... Hag e-giz-se eo ma oa bet gounezet ar c'hrenvlec'h , etre an daou hag an dri a viz Mezheven 1098 !

Met piv bennak na c'hellas ket , siwazh , laret anv an Aotroùoa bet lazhadeget didruez !

         Ha bez' e oa tud , goude-se , a lavare o doa gwelet ur gometenn a danflamme ar C 'hornog hag e oa bet treset en oabl kurunenn ur merzher gant ur steredenn wenn zouget Dirazan gant ar re-se a brof d 'ar Salver , an holl C'hloar Dezhan , o buhez ...

         Div 'oa a lugerne muioc'h c'hoazh en o metoù , war a hanvale din . Ne ouien ket

perak , met e sonjen e Florine , merc'hig ez-yaouank kaer an dug Bourgogn trelatet he c'halon gant ur prins danat .

         Siwazh , ne oa ket tu d 'o c'harantez o c'henel da vleunian er bed-man !

         Mervel a rejont kouezhet e rouedoù un traped-brezel , ha breman evel dec'h e plij din kalz ijinan eo an ebr a-bezh entanet gant bleunioù nenvel dispar o eured ! "

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Da Vezan Kendalc'het )

 

 

 

 

 

 

                                      ____

 

 

DAN AR WERN An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien 16 - Div Steredenn Wenn ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .

 

                          ____

 

Notennoù :

 

27 - Emgann al lenn Antioc'heia ( 9 a viz C'hwevrer 1098 ) - Degouezhout a reas kentan seziz Antioc'heia etre an unan-warn-ugent a viz Here 1097 hag an daou a viz Mezheven 1098 - An eilvet seziz a c'hoarvezas pa glaskas ar Vuzulmiz d'adkemer ar geoded , o padout etre ar seiz hag an eizh-warn-ugent 1098 . 

- War-dro daou kant mil den e kollas Arme ar Groazidi en abeg d'ar seziz ha d'ar c'hlenvedoù-red . 

28Yagi Sian , emir Antioc'heia ( 1086 - 1098 ) .

Emgann Antioc'heia

Emgann Antioc'heia

Partager cet article
Repost0

commentaires

Articles RÉCents

Liens