Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Recherche

12 mai 2006 5 12 /05 /mai /2006 14:19

images-Ronan-Huon.jpg 

                                                                 



 

 


In loving memory of Ronan Huon

( 1922 - 2003 )+

 

 

Lizher II : Ar Stêr

 

 

( Letter to Tudual Huon after the release of a special issue of AL LIAMM dedicated to his beloved father , RONAN HUON , former newspaper editor and magazine's founder in 1945 ) .

 

                  " ... Kavet ' m eus dedennus-tre an niverenn ispisial ( 345 , Eost 2004 ) gouestlet d'az tad .

Pebezh skrivagner ampart e oa-en !

Henvel eo e zoare skrivan , me ' gred , ouzh ar pezh a vez graet gant filmaozourien Holywood , evel Hitchcock , da skouer . Henvel ivez ouzh skritur Jakez Riou e " Geotenn ar Werc'hez " , unan eus ar skrivagnerien breizhat a blij din ar muian .

Dre vunudoù dister e lez an traoù d'en em silan tamm-ha-tamm a-ziwar gwirvoud an Natur , an diavaezh , da vont e-barzh speredoù klanv an dud faezh , evit moustran anezho muioc'h c'hoazh . ( Edo Anna o ouelan . Perak 'ta e ouele ? )

Evel red ur ster vras-meurbet eo , ( arouez Doue ? , nerzhioù dirollet a-ziwar-dro ? )  pa goenv he c'hoummoù distrujus , he galloudezh isdouarel , a c'hell trubuilhan ivez red emskiant an dud-se , ha skuban anezho didruez .

Pa lenner " Ar Ster " , e vez sonjet d'ar film " Deliverance " / Dieubidigezh , gant John Boorman - 1972.

Eveltan e oar Ronan krouin un aergelc'h iskis hag a ziskouezh stignoù kuzhet a-drenv ur gweledva plijus , war a hanval : - Aman , en ul lec'h distro , e ya ar vuhez en-dro ken habask hag ar ster Hudson meurdezus hec'h-unan . 

Anna hag ar Ster ...

Tost-tre eo , d'am meno , d'ar pezh o deus graet Giono , Ramuz , Hemingway , Pierre Benoit ... Un oberenn skouer evidomp-ni , skrivagnerien yaouank , ma vefe tu deomp da skrivan ken mat ha ma ouie hen ober da dad !

Gwelout a ran dirazon skouerenn " An Irin Glas " , bet sinet gantan evidon d'an 23 a viz meurzh 1984 , pa oamp a-gevret er Palez Bras e Pariz evit Diskouezadeg Al Levrioù .

Ur Stourmer meur , ul labourer ken dispar e oa !

Traoù all am eus kavet " gwir " . Da skouer , pa vez kenveriet ouzh ar Juzevien ar Vretoned ... Envorin a ran em boa merzet ivez an dra-se pa oan distroet en-dro d'ar vro evit ar vakansoù , o vezan gourvezet war an traezh e Plistin pe n'ouzon ket lec'h all , e Ploudiern marteze ?

Ha banniel Breizh a strake en e barr ha ken uhel en avel , dreist a-us va fenn heoliet !

Na pebezh santadur , na pebezh fromm !

Diaes da gompren , evel ar vouezh he doa komzet din en noz tra ma gousken un nebeud kent en ostaleri Sheraton , war aod Tel-Aviv :

" Breizh eo da Vro !

Parabolenn an Hader  ( 1 ) eo bet plijet din ivez . Hag-en e voe da dad , marteze , ul lenner André Gide ?

Ma ne varv ket ar c'hreunenn ... Si le grain ne meurt ... Kenavo , Ronan !

                  ___

 

DAN AR WERN - 24 a viz Eost 2004 - HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance / Lizher II : Ar Stêr ( gant Ronan Huon ) . 
                  ___

 

Ronan Huon ( 1922-2003 ) : An Irin Glas , danevelloù / short stories 1966 ha 1971 , Ur Vouezh Er Vorenn , danevelloù / short stories 1980, Evidon Va-unan , barzhonegoù , 1954 ha 1976 - Embannadurioù AL LIAMM - Pep gwir miret strizh - All rights reserved .   

(1) Displeget e voe parabolenn an " Hader " - Aviel Sant Vazhev 13 , 3 - evit obidoù Ronan Huon .                            

Partager cet article
Repost0

commentaires

Articles RÉCents

Liens