Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Recherche

17 mars 2015 2 17 /03 /mars /2015 13:42

melusine_small.jpgKelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

 

An Erbeder ( VII )

04chaloupebourgneuf_50.gif

 

Eil Lodenn

 

 

 

/ Sevenidigezh /

" Breman ma veze tennet krenn digantan bed e yaouankiz ha ma seblante 'vit ar wech kentan distaolet gant ar mor war un aod estren , n'oa ket graet an traoù a save neuze en e spered gant pezh en doa sonjet en a-raok a-zivout e veaj ... "

Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " , 1 , 2 .

 

- Gaeltacht -

" Sellit , hag e oa ken glas-se ar gwez en hoc'h hunvre ?

   Ha c'hoazh dindan ar man e sourr dourioù kuzh ,

   Klevit , met ne larit mann ...

Youenn Gwernig - " Stok Ouzh an Enez " *

 

III - Arbor Mirabilis ( 1 )

        Reze

 

          O sevel an eor da vont kuit e loc'has ar " Vari-Vorgan " d'an noz war-lerc'h . 

Kregin a reas da gemer lans gant an avel , amur gouelioù ar vag en he stribourzh .

             Gwech bout bet gwelet ganto gouleier diwezhan Pennsans , ne voe ket pell ar voused da zistrein en-dro d'o c'hambr .

Gourc'hemennet ' oa bet d'ar mekaniker nerzhan e ijin-tan pa sachas Tadig hep sonjal war e gorn-butun ma vandrouilhe nervus beg anezhan o sellout pizh war e api ouzh linenn an dremmwel .

O vezan taolet ha distaolet gant ar c'hoummoù e roge al lestr bommoù spoum , hag aridennad an eonenn o lakaat froud e kalon ur vorganez vorgousket a veze sklerijennet ivez gant nakr al loargann morlivet .

             Notennoù hiraezhus ha pounner a vouskane sonerezh ar gwag bet pouezet muioc'h c'hoazh warno gant horell ha gwint ar vatimant stronset-distronset a c'hoarie didermen anezho 'vel ur gensonadeg vorel dre gorzennoù lies he c'houc'h etre languz ha bourzhell-izel , kef-dasson divent a veze henvel ouzh ur wir c'hwezherez-ograoù !

War-eeun da Vanav e verdefemp en doa kemennet dimp ar c'habiten ha du-hont e vefe graet un ehan e derou an endervezh e porzh Doolish .

             Gourvezet war e fled e sonjas Yanig en devezh dispar edo o paouez bevan .

Seblantout a reas dezhan klevout c'hoazh lavaroù iskis ar marc'hadour .

Na petra ' ta c'helle bezan an islonk spontus Corryvreckan-se - Coire Bhreacain 'vel ma lavare ar Skosiz e Gouezeleg - ha ken arvarus ken ' oa bet lonket bigi her e-leizh gantan ha ma oa ret em ziwall dioutan 'vel un euzhvil nevez al loc'h Nis ?

Hag ar " Bann Gwer " burzhudus-se , seurt " skerb Valkirienned " m'en doa komzet anezhan dezho ? ( 23 )

             Ne zaleas ket ar c'hoant kousket da zont dezhan , o touezian hervez e faltazi stultennoù e hunvre da wirvoud ken tost an eurioù diwezhan .

             

             O c'hoari toull-kuzh gant Roll er mintin-man en doa en em gollet hon paotr e milendall ar straedigoù kernevat .

             Un den iskis a zifoupas trumm eus un ti kozh dismantret hag en doa laret dezhan n'en doa ket ezhomm kaout aon rak bout bet kaset diwar an hent mat met d'ar c'hontrol e heulfe hini Ogma , kampion Iwerzhon  !  ( 24 )

Gwisket gant ur jobelin a liv du , e tenne un tamm d'ar sorserez Savenneg war agripa Mona , hini he doa diskuliet e zazont da Varkiz ar Pontkaleg . ( 25 )

Ha den ebet n'en dije gouezet he oad e gwirionez , ken lufr ' oa he dremm 'vel sklasenn ar mor .

Moarvat e kavas dezhan an deskard-martolod e vije bet a-walc'h marteze d'avelioù bras an diavaez he garanin don muioc'h ha leuskel houlennoù gwenn-kann he blev da vont er-maez eus he c'habell gant ar gorventenn !

Ha gwech e oa ur verc'h he daoulagad leun a bailhour alaouret o steredennin !

- Melisenn on , a gendalc'has he mouezh heson , henvel ouzh sonerezh kalirioù ar bleunv a dride gant karantez he flourigoù warno , a sonjas don ennan an den yaouank .

Anavet 'c'h eus ac'hanon p'emaon o tarnijal 'vel ur c'hwibu-luc'h war lein ar mogerioù-krenv ?

... o vont war vale dindan al Loar ' kreiz an noz Valpurgis , maen-harz miz Beltain , pe vouchet gant ur ouel-spes 'c 'heus va gwelet o stranin dibreder ' pad miz Gwengolo ' hed ar stêr Av war bont ar Sekred

Graet ' vez Lisenn gant tud ' zo ac'hanon , evito an hini ' zo bet emaon hag evit all an hini ' zeuio ... Kaer eo fichet va zilhad , liv 'r gevrin warnan ...

CABC2VVA-la-licorne-1.jpg CAH8RXYE.jpg

            Dre he muzelloù diwel e tinije gerioù eus bro ar skeudoù , o zon lemm ha flour o voustran war galon ar c'housker bet tec'het da benn noz ar rouantelezhioù dreistenvor ...

- A-wechoù c'hoazh ' vez graet Viviana ganin-me ... ( 26 )

       

            Finval a rae diehan ar bugel . Pizennan a rae beradennoù c'hwezenn war e dal .

Stoket-distoket e spered gant ur stourm feuls-dispis edo o paouez damwelout bezans ur c'hrouadur dianav ha marteze diaoulek ennan ? Steuziet e oa buan koulskoude , o vont kuit diwar-nij gant e zivaskell zamc'hlas p'en em gavas gounezet gant un nerzh peoc'hleun !      

 

images-Tour-M-lusine.jpg

           

            Neuze e tibunas d'an tizh ruz skeudennoù e vuhez : ur bann heol en em sile ' dreuz toennoù ar c'hastell ... Trec'hin a rafe war un toull-bac'h tenval kent dieubin e garc'hariadez vrav ouzh tonioù skiltr un drompilh hag ouzh kroz mandoreoù o taboulinan galv an doueed vadelezhus !

Ha kuit da goll roudoù e goulm e pignfe war vord ouzh he heul da seizh avel he lestr !

 

images-envol-de-l-ame-copie-1.jpg

           

           Pelloc'h , perak ne glaskfe ket anezhi war un enez gollet he zornaodoù bout bet ganet eus tonnoù dirollet ar mor 'vit doare ?

Mil korriganez a zifoupfe eus ur c'hev hudel da saludin donedigezh o Rouanez , an hini a varc'hegfe an Unkorneg meurdezus ' kreiz ur poultr stered !

Ha ne vefe ket annez ar Gral , marteze , diwallet-mat gant daou leon ha bet dizoloet un deiz gant Lanselod bamet d'e vommoù sklerijenn zallus ha berrbad ?

Setu Avallac'h , enez wenn ar gwez-avaloù , rouantelezh an nav c'hoar ma 'z eo Morgan hini gaeran anezho , plac'h leun a goantiz a c'hell ivez ho parean gant he louzoù ' raok dezhi nijal en-dro a ster da ster dre nenvoù didermen da vro meuriadoù an doueez Dana !

Setu Emain Ablach , douar an promesaoù goloet a zelioù aour hag a vein-strink ma vez daoulagad ar merc'hed o lugernin luc'hus gant skedoù-noz ar safir hag an azurit ennan !

" Bez' ez eus tri gwez ruz-sklaer war dreuzoù ar C'hornôg ... Bez' ez eus ur plac'h en ti nobl 'zo dreist d'ar re all ... Rak eo gloazet kalon pep den dre nerzh karantez anezhi ... " ( 27 )

             Ha mont a rafe betek an Inizi Gall da zivinout annezlec'h kann an Doueed , mammvro ar " Fir Bolg " hag ar " Fomoire " ken alies meneget gant e vamm ?

Gwelout a rafe ivez o tont er c'houmoul du leun a luc'hedoù gouez harnezioù tenval an " Tuatha Dé Danann " , distaolioù skedus o gouloù o strinkan dre gantadoù da stourm ouzh tenvalijenn enezeg an Norzh ?

- A-drenv d'o listri-tan o deus kuzhet an Heol 'pad teir noz ha tri deiz ! , eme ouzhpenn ar gonterez all , e vamm , da souezhan muioc'h c'hoazh an dud a selaoue outi . Hag e teue eus Kassiopeia 'vel ma vez lavaret ... Nemet e vefe eus ar C'harr-kamm Bras a vez anvet ivez Karr Arzhur ? ( 28 )

           Skeudenn splann , ouzh petra a sellez er blaenenn ?

" Trec'het o deus Balor e skin loskus ... Nuada , o fenn-vras gant e gleze skedus , en deus kollet e vrec'h e kadoù Maighe Tuireadh ... " ( 29 )

           Dassenin a reas pell ar c'homzoù-se 'vel un diougan e don-donan e emskiant .

Ha ne oa ket Manannan e wir dad , a ren war Geltia hag holl vorioù-bras ar blanedenn ? Ne oa ket en e-unan , bleinier an eneoù , a c'halve e vugel d'e gas da Dir Na nOg ?

" Anaout a raio Fiachna 'vit e vab ... " ( 30 )

           - An Alc'houez a roio dit , eme Melisenn addiskouezet trumm .

Dalc'h sonj eus daou c'her a bouez pa weli an islonk . Na c'hlask ket d'am c'hompren ! Rak an dra-se a zisonji 'vit ar pred ... O terc'hel koun dispis eus ur c'housk fall nemetken ... Met ' vi bountet war bont ar vag pa vo erruet anezhi dirak ar poull don !

Hag e lari ar gerioù-man 'vel un dae : ARBOR MIRABILIS !

           Mont a reas kuit goude ar sorserez .

 

 

                               Tristan et Iseult 1

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

                                       ___

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VII - Sevenidigezh / Gaeltacht - Eil Lodenn - 9 - Gaeltacht III - Arbor Mirabilis 1 ( Reze ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .

                                  ___

Notennoù :  

23 - Gwelit an notenn gent ( 22 ) .

24 - Ogme , doue ar Gelted kozh ha kampion an " Tuatha Dé Danann " , ' voe lazhet siwazh e-kerzh eil emgann " Magh Tuireadh " . Breur Dagda , an doue-drouiz , e ra ambroug da eneoù an Anaon betek ar bed-all .

25 - Chrysogone-Clément de Guer ( 1679 - 1720 ) , markiz Pontkaleg a oa gantan orin " Irienn Bontkaleg " . Dibennet e voe d'an 26 a viz Meurzh 1720 : " Marv Pontkaleg " , I , 46 , Barzaz-Breiz .

26 - Melisenn , boudig vojennel a vlein Tonkad mab-den ( gw : Jean Markale , " La Femme Celte " / Ar Vaouez Kelt , Payot 1972 ) .

27 - Emain Ablach pe Avalon , annezlec'h ma chom ennan doueed ar bed-all ( mojennoù Iwerzhon ) . "Ablach" a dalvez " Aval " , frouezh an divarvelezh . El lec'h-man 'vo dihunet un deiz ar Roue Arzhur ha n'eo ket marv met kousket hepken e gwirionez hag a zeuio en-dro en dazont da adunanin an div Vreizh o savetein evel-se ar Vretoned . ( gw. ivez : " Ar Vaouez Kelt " ) .

28 - " Tuatha Dé Danann " , Tud pe Veuriadoù an doueez Dana / Danu , poblad mojennel Iwerzhon . Trec'h int d'ar " Fir Bolg " d'ar c'hentan a viz Mae ( Beltan ) e-kerzh kentan kad " Maighe Tuiread " . Gw. : " Lebor Gabala Erenn " ( mitologiezh Bro-Iwerzhon ) , " Ar Gelted ha Sevenadur ar Gelted " ( Les Celtes et la Civilisation Celtique , Payot , 1969 ) , gant Jean Markale ) , hag " Ar Gelted / Les Celtes " , Robert Laffont , 2000 , gant Venceslas Kruta .

29 - Gwerzennoù menneget gant Jules Verne en e romant " Ar Skin Glas " ( Le Rayon Vert , 1882 ) , pennad XIV , bet awenet dioutan gant " Fingal " , kan kentan barzhonegoù gouezelek " Ossian " ( 1760 / 1763 ) dastumet gant James McPherson  , bet adskrivet ar re-man goude gant Musset :  

" Kannadez pell morlivet en noz foll ,

   Da zremm ' splann holl ' dreuz gouelioù 'r c'huzh-heol ,

   Sterenn , ouzh petra ' sellez er blaenenn

30 - Roue Emain Ablach , doue ar mor , eo Manannan Mac Lir , pareer hag hudour , liammet ouzh Enez Manav . E wreg Fand ( Gwennili ) ' zo deuet karantez dezhi 'vit Cu Chulainn , haroz Ulad .

- gw : Tochmarc Etaine / Lez Etain , mitologiezh Iwerzhon , " An Drouized " ( Les Druides , 1986 ) gant Françoise Le Roux / Christian J. Guyonvarc'h , Ouest-France Université hag albom Alan Stivell anvet " Mojenn " ( Légende , 1983 ) - Keltia III Music - All rights reserved - Pep gwir miret strizh .

- Arbor Mirabilis : " An Erbeder " , XII , 12 , notenn 29 .

                               " An Ti Achantet " , II , 3 , notenn 17 .

Posters : Nadja Mikkilä , all rights reserved .

Film : " Brocéliande " ( 2002 ) sevenet gant Douglas Headline ha c'hoariet gant Cédric Chevalme , Elsa Kikoïne , Cylia Malki , h.a ... All rights reserved . 

* " Stok Ouzh an Enez " ( Youenn Gwernig ) sonet ha kanet gant Alan Stivell en e albom " Trema an Inis " , copyright Keltia III , 1976 - All rights reserved / Pep gwir miret strizh .

 

images-M-lusine-2.jpg9aa9ecmf.jpg

Partager cet article
Repost0

commentaires

Articles RÉCents

Liens