Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Recherche

9 décembre 2016 5 09 /12 /décembre /2016 10:51
L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR III - Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz I ) - 6 - Douster Bevan .
L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR III - Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz I ) - 6 - Douster Bevan .

 

L'Histoire et l'Héritage I ( An Istor hag an Hêrezh I )

 

 

 

 

HOLEN MOR III

 

 

 

 

Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( 6 )

 

 

 

 

- Douster Bevan

 

      

     "Ur Rouantelezh skizofrenek " a rae eus e vro c'henidik pa venege Breizh Zavier Grall ( 1 ) :

Dav ' oa bet dezhan he adijinan dibaouez adalek tourioù Sarcelles marteze , o tresan livioù e ene trubuilhet 'kreiz holl re bet kaset dre-man gant tud eus pevar c'horn ar bed hag o tiskulian e hini e-unan e trolinennoù diresis un hunvre pe ur yezh digant an harlu .

     "Unan bennak evel-se " edon ( 2 ) , o vougan e kambrig dizanv ur gêr estren 'vel hini Le Clezio , met o kavout repu daoust da se enni hag ivez e lennadenn adkroget bepred eus levr va foan em ziabarzh , prenester digor-frank neoazh war an donvor ha war un natur stank-tre pe dost , he degouezhioù ken rust ha damzic'hortoz !

Piv , du-man , en doa envoret ergentaou douster bevan ?

( 3 )

     Koun am boa dalc'het eus barroù-arnev feuls-tre kentoc'h , eus ur mor o spouman dindan yudoù ar Mistral gouez o tont eus ar c'hornôg , frondoù mezvus tamariskl ha siprez gantan , a skube a-gevret gant nerzh poultrenn ar straedoù ha brizhsked touellus ar binvidien nevez .

Doureier-beuz ar glav a rae o c'hwezh put da c'houde , o c'haranan an douar , o toullan-didoullan ruzelennoù ruz-plom a-bezh a darzhe war an ter-douar teuzet . Ha goulloù taer , trellus an heol o tomman maezioù an endro a-nevez kent brevin an dud gant holl e c'halloud meurdezus !

   Pegement a endervezhioù en digenvez 'pad ehanoù-hanv didermen , kuzhet a-drenv damskeud warezus bet silet dre 'r stalafioù ' keit ma veze seblantet un dae bevan er-maez dre greiz ar c'hwrez !

   Ul liorzh-bugale avat ' oa Nisa 'vidon da gentan .

Ebatal a raemp e skeud ar manati 'touez dismantroù Cimiez , keoded kozh ar Romaned .

Savet eo bet ar skolig war un doare beg-douar uhel a-us da blaenenn veurdezus ar Paillon . ( 4 )

Ribitailhoù bugale ' c'hoarie 'man 'mesk ar bleunioù liesliv , oc'h ober soubig e dour ar feunteunioù pe o redek dindan ar gwez-orangez .

Na pebezh plijadur ' oa bet din adkavout un tamm uheloc'h "ar c'hoadig " , seurt kornadig kuzh 'vel ur peniti dihewel ha didrouz ma veze skoachet ennan er skeud an tomman dervenn d'am c'halon !

Mont a rae mamm-gozh Alis ganin a-wechoù , o klask du-hont a-dra-sur ur goudor a-berzh Doue 'enep an ifern 'kreiz an tan .

' Vidon-me , ' oan e ged da dreuzin gant hiraezh met aonik un tamm ivez en tu all ar bed-man da "Vro ar Burzhudoù " estlammus , rouantelezh achantet va c'haeran hunvreoù-bugel !

En ul lec'h dudioù dinamm , teatrig " troioù-kaer " hon yaouankiz 'vel ma oa an hini-se , ne zaleen ket da santout un dra bennak diaes din da gompren en disheol  ...

Plijout a rae din pignat , me va-unan pe gant tud all , ouzh ur wezenn ken munut ma veze graet eus ur skourr hepken , izel a-walc'h , a glote mat gant neuz an takad douar .

Kludet warni e kleven frondoù mezevellus , o vezan intret betek kreiz va c'halon gant sarac'h o sevel diouzh an didrouz hag o selaou unan bennak er pellder o strakal diheverzh e gammedoù gevrinus war dachenn ar bochad gwez bet goloet a zelioù pin 'pad ma kemmeske ingal trouz divent ar mor 'vel ur seblant sorc'hennus anezhan gant hini dispis tolpad tudoù , kirri hag uzinoù ar gêr vras vogedet gant he gazoù saotrus ... 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het

                                               

 

                   ___  

 

DAN AR WERN - An Istor hag an Hêrezh I - Holen Mor III - Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz I ) - 6 - Douster Bevan - 2006 / 2016 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - " Tro-Vale e Bro ar Skeudoù / Balade au Pays des Ombres " , copyright 2006 - " Holen Mor " , copyright 2013 . 

                             ___

Notennoù :

1 - "Ar Marc'h Gourvezet " , respont da " vMarc'h al Lorc'h " Per-Jakez Heliaz ( Le Cheval Couché , 1977 , Réponse au " Cheval d'Orgueil " de Pierre-Jakez Hélias  ) gant Zavier Grall ( 1930 - 1981 ) , skrivagner , barzh ha kazetenner breizhat .

2 - " Unan Bennak Evel-Se " , teskad barzhonegoù Dan Ar Wern - Copyright 2007 , pep gwir miret strizh .

3 - "Douster ar Vuhez " ( La Douceur de la Vie , 1939 ) , levrenn XVIII eus "Tud a Youl Vat " ( Les Hommes de Bonne Volonté ) , heuliad romantoù bet embannet etre 1932 ha 1946 gant Jules Romains ( 1895 - 1972 ) , dramour , skrivagner ha prederour gall .

4 - Stêr-veur a red direizh 'vel ur froud eus ar menez a-dreuz Nisa .

L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR III - Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz I ) - 6 - Douster Bevan .
Partager cet article
Repost0

commentaires

Articles RÉCents

Liens