Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Recherche

21 novembre 2014 5 21 /11 /novembre /2014 10:46

images-ombres.jpg

 

An Istor hag an Hêrezh I ( L'Histoire et l'Héritage I )

 

 

 

HOLEN MOR III

( Envorennoù Dan Ar Wern )

 

Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( 1 )

        Evit François-René de Chateaubriand

Rakskrid : Graet 'm eus ivez gant ar skridoù-man 'vit ijinan buhez Yann Kervern II , unan eus tudennoù " Heuliad ar Sterenn " , e yaouankiz e Nisa o vezan henvel-mik ouzh va hini ( Deizlevr Yann Kervern I / Journal de Yann Kervern I ) .

 

" Evel an heol eo ar wirionez . Ober a ra gwelout pep tra , met da vezan sellet outi n'en em lez ket . "

Victor Hugo

" ... Rak piv 'oar pezh eo mat d'an den war red e vuhez , keit ha ma tremen deizioù dibaot e vuhez 'vel ur skeud leun a fouge hag avel . "

Qohelet , 6 .

 

1 - Ur Skeud 'Touez ar Skeudoù

 

      O vezan n'ouzon netra , e tlejen anavezout holl an traoù ? Ha dav ' vefe din intent kement tra ?

Deut eo din hiziv menoz an deiz-levr-man ' pad ma valeen ' hed bali Montparnasse , un heol tomm nevez-amzer o paran warnon , hag ennon ar santad boas da vezan nemet ur skeud etre skeudoù ar c'hoariva bras a gomze anezhan dec'h da Laurence gant holl zremmoù an dud-se tro-dro a chomo estren din bepred , moarvat .

O vevan pe get ? Gwelet ' vefe an diforc'h ma'z afen kuit er-maez eus ar c'hinkladur droch-se ?

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

DAN AR WERN - An Istor hag an Hêrezh I - Holen Mor III - Tro-Vale e Bro ar Skeudoù  ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz  I ) - 1 - Ur Skeud 'Touez ar Skeudoù - 15 a viz Meurzh 1990 ( adwelet : Du 2014 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "Tro-Vale e Bro ar Skeudoù / Balade au Pays des Ombres  " , copyright 2006 - "Holen Mor " , copyright 2013 .

 

" Bed ar skeudoù eo bed an diavaez ,

  Teurel a ra e skeud war Rouantelezh ar Sklerijenn "

Novalis , " Blüthenstaub " ( Bleudoù-Bleunv , 1804 )

Partager cet article
Repost0

commentaires

Articles RÉCents

Liens