Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Recherche

25 novembre 2014 2 25 /11 /novembre /2014 14:27

bretagne-tm-copie-1.jpg

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

L'Histoire et l'Héritage I ( An Istor hag an Hêrezh I )

 

 

 

 

HOLEN MOR III

 

 

Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( 2 )

 

 

2 - Luduennig ar Vilin-Winlec'h

 

 

           Pa gemeran penn hent amsked / Ar Wenodenn marellet-holl ... ( 1 ) / hunvreoù hag envorennoù va bugeliezh , ha me skuizh-divi 'vel kalz re all gant poanioù ha prederioù a voustr siwazh war hon from er buhez pemdeziek , e c'hoarvez din adkavout al levrioù kozh-se a skoas un taol gwechall em c'halon gant o frond prizus deuet eus ur bed all .

           Adwelout a ran c'hoazh va mamm o vont d'ar skol en he botoù-koad gant he dornlevr Istor Breizh .

Luc'hskeudennoù  melenet ar vare-se a ziskouez din c'hoarzh he yaouankiz-flamm war he dremm en desped da gement-all , en he c'harter paour-glan e Sant Brieg , " Hent ar Vilin-Winlec'h " .

Adober 'm eus dleet ar birc'hirinded abaoe .

Met e oa ankeniet va spered ha gwasket va c'halon bewech ma welen al logell-man ken drouk ha diaoulek he hoal hag he beli .

N'ouzon ket resis ha n'he deus ket roet plas an tiig trist da ranndioù bennak da feurmin hiziv ha ne oa ket bet koultronet ar wenodennig a hede anezhan a-hend-all .

Hag evit ar mell ki-bleiz pemp-warn-ugent vloaz 'zo ? E harzoù gouez a dinto bepred em fenn hag em c'halon ! En em veskan a raint an eil egile da viken gant " An avel walarn a yud hag a groz ! "

Hogos a-zindan envor ez anaveze gwerzennoù-man barzhoneg hollgaer DIR-NA-DOR ( Erwan Ar Moal ) , anvet " Fe , Spi , Karante " - Feiz , Spi , Karantez - ha deiziadet 20 C'hwevrer 1907 . Pell o deus entanet va faltazi barzh yaouank en harlu .

Echu a reont meurdezus an oberennig bet skrivet gant Alain Raison du Cleuziou ha Charles de la Lande de Calan , beskont ha kambrelan kuzh ar pab Pi X .

" War he roc'h kalet ,

   Gant Fe daoulinet ,

   Breiz ne spouron ket ! " ( 2 ) image-upload.jpg

              ' Raok mont da gousket o chom en estlamm gant he danevelloù brav leun a reuz hag enor war un dro a-zivout Istor hon pobl bet desket e Robien e ti C'hoarezed ar Spered Santel , em bije gellet muioc'h teurel pled outo ha selaou gant muioc'h a feiz ouzh ar vaouez-se ken eeun hag oberiant a glaske o rein da c'houzout , lorc'h enni , d'he mab : Nevenoe , trec'hour war roue ar Franked Karl Voal , skrap Naoned gant an Normaned , Alan Fergant o vont kuit da Vrezel Vras ar Groaz en ul lezel e zugeliezh kaer da Ermengard e bried , ken dous ha deol ...

Met envor boanius deroù ken tenval he deiz he doa lakaet luduennig ar vilin-winlec'h da vezan simudet a-walc'h .

Luskellan a rae ac'hanon a-wechoù , o tiskouez din he c'harantez don leizh he c'halon dener dre ur rimadellig a gane er prantad-se ken diaes :

" Mont a rae d'ar skol Jezuz mabigell ,

  O tougen e groaz war e zivaskell ... "

( Le petit Jésus allait à l'école en portant sa croix dessus son épaule ... )

Re vuan 'oa aet va mamm-gozh d'ur bed gwelloc'h , o lezel en hini-man he-unan gant he enkrez ur paourkaezh krennblac'h wallgaset gant he zad hag he lezvamm .

Pebezh ur c'hloaz 'oa dleet bet dezhi sevel he yaouankan breur gant he c'hoarig yaouan !

          Evidon-me bugel peurskoaziet ha skoazellet mat , disonj hep digarez eus an darvoudoù ken munut-se , ne baouezen ket da c'houzanv garv an harlu koulskoude , oc'h adkrouin hep ehan hor rambreoù arvoriat , o skrivan ur wech c'hoazh roll hor roueed , konted ha duged , hor broioù puilhentez , enezi pell Avallac'h ken marzhus o anvioù , a gomze din eus ur vare leun a c'hloar , eus un douar dreistdiraez a oa henvel ouzhin , va hini : Bro-Ereg , Erispoe , Salaun , Kerne , Devnon ...

         Mont a raen mantret-marv ivez pa veze kaoz eus gwalleurioù hon Dugez Anna , ken yaouank ha dilezet e-tal da blanedenn diflach va Breizh .

N'o doa servijet da netra strivoù Landais , ar c'huzulier feal , bet tapet gant un taol Juzaz , hag a voe " dalc'het , barnet d'ar marv ha krouget goude e Naoned  ( 1485 ) " . ( 3 )

         Evit an dug Fransez II , tad ar brinsez kaezh , en em gavas " marvet gant ar c'hlac'har " , a zispleg al levr , goude drouziwezh bras Sant-Albin-an-Hiliber , gwallziseur a sonas glaz hon dizalc'h ( 1488 ) . ( 4 )

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

                                         ___

 

DAN AR WERN - An Istor hag an Hêrezh I - Holen Mor III - Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz  I ) - 2 - Luduennig ar Vilin-Winlec'h - 17 mai 2006 ( adwelet : Du 2014 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Tro-Vale e Bro ar Skeudoù / Balade au Pays des Ombres " , copyright 2006 - "Holen Mor " , copyright 2013 .

                                  ___

Notennoù :

1 - Paol Lukas ( 1827 - 1858 ) , barzh breizhat - AL LIAMM 190 .

2 - " Istor Breizh Eeun " ( Histoire de Bretagne Elémentaire ) , gant Alain Raison du Cleuziou ha Charles de la Lande de Calan , beskont , embannadurioù Armand Prud'homme , Sant Brieg , 12 ru Poulain-Corbion , 1933 .

3 - Per Landais ( 1430 - 1485 ) , pennan kuzulier da Fransez II , dug Breizh , a strivas da zifenn frankiz Breizh a-enep iriennoù Charlez VIII , roue Frans .

4 - Sant-Albin-an-Hiliber , lec'h emgann ma voe trec'het ennan arme Breizh gant hini Bro-C'hall ( 28 a viz Gouhere 1488 ) .

 

Taolenn : " Deiz ar Pask Kentan " ( Jour de Première Communion , salons 1905 ) gant Alfred Guillou ( 1844 - 1926 ) , livour breizhat . 

Partager cet article
Repost0

commentaires

Articles RÉCents

Liens