Overblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Recherche

3 février 2017 5 03 /02 /février /2017 11:01
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - La Porte Océane - The Ocean Doorway ( 20 ) - Breton Version / E Brezhoneg .
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - La Porte Océane - The Ocean Doorway ( 20 ) - Breton Version / E Brezhoneg .

AUBERIVE ( 13 )

 

 

Dorioù ar Mor-Bras ( 20 )

 

( Heuliad "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )

" Va Doue , va Aotrou Doue ,

  Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,

  'Vit ma c'hallfen o karout ker ,

  Foeltran bleunioù va nev'zamzer ? "

Francis Jammes - "Frankizennoù en Nenv "

- An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 ) .

 

 

 

 

Pevare Lodenn : E Penn ar Veaj

Da Enorin Lhasa de Sela ( 1972 - 2010 )

" I got caught in a storm and carried away ... " *

 

 

 

 

Trede Devezh

" Petra ' c'houzanv ar marv , nemet pezh a from ha rann ac'hanomp ? "

Thomas Mann - "Tristan " ( 1903 )

 

 

            20 - Hanternoz tremen e oa .

Ouzh tor an dorgenn a-bezh e savas tamm-ha-tamm ur safar boud o vont war gresk .

Kerzhadeg ur strollad tud oc'h en em waskan mell-divell an eil egile ' oa , engroez divent trouz gantan o c'holein daskren diheverz tonnoù ar mor en noz . 

Tud o fennoù tokarnet ' zispake torchadoù ha goulaouennoù-tan a bare o flamm war o binvioù marvel , hag o tougen ur groaz du war o bruchedoù e kane meuleudi d'o C'hrouer gwadek !

- Krenit , c'hwi , tud disakret , mibien Satan !

Ra vo milliget an disivouderien !

Brouez an Aotrou bilo anezho holl ! , a yude gourdrouzus outo .

           " Peseurt Doue eo Heman ? , a laoskas a vouezh izel ar Brinsez Aleksandra 'vit rein ur respont dezho .

Hag e sellae pizh ouzh an donvor , o huanadin mantret war kement-se .

Beuzet ' oa breman ar gouloù en ur vougenn flammus a zegase d'he c'houn lazhadeg pirc'hirined ar Menez Santel ( 22 ) .

- N'eur deuet a-benn nemet E c'houwelout en E gaeran gant eost an eneoù bet advevet Gantan a ziwano eus an Douar-man 'vel eus ur parkad gwinizh divent , pep penn-ed anezhan o vont da vezan ur sterenn un deiz ...

Nimmer müsse ich ersterben ...

( 23 )

Siwazh ne voe ket 'vit komz pelloc'h .

          Mennet ' oa Fred da sikour Marieke .

O vezan dall , n'he doa ket intentet houman ' oa bet troc'het gouzoug he mamm ! 

Kroget he doa da vouskanan ur c'hantik karantez .

N'en doe nemet re nebeut a amzer , mac'het warnan gant ur yoc'h tud gourdrouzus , 'vit damwelout splannder dibar he dremm bet treuzneuziet gant un doare joa gevrinel .

- Erru omp ! , a hopas laouen gant ur gred birvidik diveizus .

          Tre da laez gant e neuz fall ken mezevellus a Varn Ziwezhan , edo un ti-kozh o taean anezhan dirak ar goullo serzh : gwintet war an devenn 'vel ur spes gouez skeud-diskeud , e seblante respont dezhan , gotek e zoare , meurdezus e dal ginklet a-leizh gant kimeraed ha gargolioù-maen moliac'hus .

Uhel dreist ar mor divent , ' oa kelc'hiet gant sapr du bras ' veze oc'h ober gward warnan ha rein gwarez dezhan gant moger krenv o c'hefioù stank .

Maner Auberive ' oa marteze .

         Peurlonket gant mor an dud e steuzias ar paourkaezh plac'h .

Den ebet ne glevas ken he gerioù diwezhan .

Flamm ur sterenn-dared a entanas an oabl ...

 

 

 

ECHU

( Heuliet gant "Laura " )

 

 

                                             ___

DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 20 - 2008 / 2010 - C'hwevrer 2017 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . "Auberive " , copyright 2006 .

                           ___

Notennoù :

22 - Montsegur " ma voe losket en un tantad bras-divent e-harz ar menez 210 disivouder d'an 16 a viz Meurzh 1244 " ( diouzh Fernand Niel , "Albiziz ha Katared " , Albigeois et Cathares , 1955 ) .

23 - "Biken ne zlefen mervel ... "

 

Kanaouenn : * "Rising " gant Lhasa de Sela ( 1972 - 2010 ) en he "Lhasa " albom , copyright Les Disques Audiogrammes Inc ./ Warner Music 2009 .

 

 

Partager cet article
Repost0
4 novembre 2016 5 04 /11 /novembre /2016 10:44
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - La Porte Océane - The Ocean Doorway ( 18 ha 19 ) - Breton Version / E Brezhoneg .
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - La Porte Océane - The Ocean Doorway ( 18 ha 19 ) - Breton Version / E Brezhoneg .

AUBERIVE ( 13 )

 

 

Dorioù ar Mor-Bras (18 ha19 )

 

( Heuliad " Istor ur Bleinier Laz-Senin " )

" Va Doue , va Aotrou Doue ,

   Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,

   'Vit ma c'hallfen O karout ker ,

   Foeltran bleunioù va nev'zamzer ? "

Francis Jammes - " Frankizennoù en Nenv "

- An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 ) .

 

Pevare Lodenn : E Penn ar Veaj

Da enorin Lhasa de Sela ( 1972 - 2010 )

" I got caught in a storm and carried away ... " *

 

 

Eilvet Devezh

" When the dark night seems endless , please remember me ... "

Loreena McKennitt - " Dante's Prayer " **

 

 

 

 

18 - 'Vel ur flammenn ruz bev c'hoazh dindan ludu tan bras e envorioù e tiflukas ar c'homzoù-se dioutan . 

        Deut e voe trumm da sonj ar beajour al levr kozh troioù-kaer en doa bamet e endervezhioù bugaleaj e bro vurzhudus Marc'heien an Daol-Grenn ...

Kredin a reas advevan un istor dreistkred en doa lennet e ti e eontr gwechall a selle ouzh unan eus e hendadoù aet kuit da Vrezel Vras ar Groaz gant Alan Fergant . ( 17 )

       Goude kemeridigezh Jeruzalem e 1099 evit gwir , ' oa bet an aotrou Brekilien unan er strolladig marc'heien-se a veve bepred en-dro da Jafrez Bouillon , mestr nevez al lec'h .

Evel-se eo e anavezas heman dioutan bezans ur meuriad kantreat a orin eus Petra , gwikadell veurdezus he zemploù maen krag ruz an Nabateaned bet adkavet diwezhatoc'h gant Burckhardt hag e c'hoantaas anezhan ober ur gwel da sujidi e zouaroù tro-war-dro . ( 18 )

       Estreget henn ' oa pal ergerzhadenn ar roue , neoazh , dianatoc'h : bez' edo ur vojenn o redek 'mesk ar bobl , ha majed a gomzas anv eus ur ruzvaen zoken , bet kuzhet en ur c'hev e Kumran , keriadennig ar Mor Marv . ( 19 )

Ha deut ' oa pred un diskuliadur ?

O seizh gwellan o doa graet Ben Jacob ha Myriam e verc'h , mirerien an tenzor , da brientin donedigezh o ostizidi .

Kalz en a-raok ma oant erruet anezho du-se , ' oa bet roet da c'houzout d'an ozhach-meur e vefe poent bras ma kemerfe unan bennak an dorn war e lerc'h .

         E-giz-se eo ma oa bet desevet-tre gant e " Rouanez kevrinus an Traezh " Huon Koadkaden ha deut karantez foll dezhan eviti !

Poanius-mik ' oa bet touellet koulskoude anezhan un deiz ! ( 20 )

 

 

19 - " Hag e c'hellfe gwelout hep spont e zihun an den a sell ouzhoc'h pe a glask ho tivinout ? ", a vouskomz Tristan , haroz kadarn , d'e "Goantenn Vorgousket " .

" Ha mervel a rafe biken hor garantez ? " , en em c'houlenn Pelleaz o krenan 'vit e Velizand d'e dro ... ( 21 )

         A-benn ur sizhun e chomas daou varc'heg hepken war al lec'h . Ha mareadoù a dremenas ...

Gant c'hwezh an nevezamzer o tont goude morz ar goanv , e tiwanas teneridigezh ' vit he c'haredig e spered ar verc'h yaouank : ur bugel a c'hanas dezhi 'ben ar fin .

         Betek-henn ' oa en em roet d'e vestr korf hag ene Riou Lohieg , floc'h feal evitan .

Daoust da se en doa merzet e save enkrez war e spered deiz-ha-deiz , seurt mignoniezh en doa strivet da ziskouez gant kalon da blac'h ar gouelec'h o trein emberr d'ur garantez seul vuioc'h entanet ha distrujus ma veze ret dezhan he derc'hel kuzh ouzh pep hini .

         Marteze muioc'h en abeg d'e anken eget d'e wallc'hoant e reas fall dezhi , o sonjal ne c'hellfe ket trec'hin war ur santad ken tener ha berzet outan ?

Moarvat ivez en doa glabouzet re , o klask dont da dremen e boan dre ar gwin ?

         Ul lazhadeg spontus e oa !

O vuntran an holl gêriadenniz , e vennas skrapan ar maen burzhudus brezelourien , hag evel m'en doa tapet diouzhtu 'hed e c'har an traitour, ne chomas nemet ni hon-daou , me ha va zad hag , o kaout preder da vont en-dro d'e Vreizh , a zeuas a-benn da skoachan legadenn brizius Atlant-Iz en e visac'h memestra ... ( 20 )

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

 

                                                   ___

 

DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras -18 ha19 - Kerzu 2004 / Du 2016 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . "Auberive " , copyright 2006 .

                           ___

Notennoù :

17 - "An Erbeder " , Trede Lodenn , XI - Istor Riou Lohieg , I - An Disparti .

18 - "An Erbeder " , Trede Lodenn , XI - Istor Riou Lohieg , III - Ar C'hlask .

- Johann-Ludwig Burckhardt ( 1784 - 1817 ) , lesanvet "Scheich Ibrahim " , ergerzhour reteroniour suis a zizoloas dismantroù Petra e 1812 .

19 - Kevioù Kumran : lec'hienn henoniel o valiran a-us glann-kôrnog ar Mor Marv war diriad istorel ar provins roman Judea . 

20 - "An Erbeder " , Trede Lodenn , XII - Sekred Eozen Ar Ster - Bugaleaj 1 - Ar Gral .

21 - "Tristan " ( 1903 ) , danevell Thomas Mann ( 1875 - 1955 ) , skrivagner alaman , priz Nobel lennegezh 1929 .

"Tristan hag Izold " ( 1945 / 1950 ) , gant Zavier Langleiz ( 1906 - 1975 ) , livour , engraver ha skrivagner breizhat .

"Pelleaz ha Melizand " , c'hoarigan Claude Debussy bet krouet d'an 30 a viz Ebrel 1904 war ul levrenn Maurice Maeterlinck hervez pezh-c'hoari anezhan  ( 1892 ) .

 

Kanennoù* "Rising " , gant Lhasa de Sela ( e "Lhasa " albom , copyright Les Disques Audiogrammes Inc. / Warner Music 2009 ) ha ** "Dante's Prayer " gant Loreena McKennitt ( e "Book of Secrets " albom , copyright Quilan Road Limited / Warner Music 1997 / 2004 ) . All rights reserved .

 

Taolennoù : "Tristan and Izold " ( 1902 ) , "Pelleas and Melisande " ( 1910 ) gant Edmund Blair Leighton ( 1853 - 1922 ) , livour rakrafaelour saoz .

 

 

 

 

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - La Porte Océane - The Ocean Doorway ( 18 ha 19 ) - Breton Version / E Brezhoneg .
Partager cet article
Repost0
18 septembre 2016 7 18 /09 /septembre /2016 16:02
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - La Porte Océane - The Ocean Doorway ( 17 ) - Breton Version / E Brezhoneg .
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - La Porte Océane - The Ocean Doorway ( 17 ) - Breton Version / E Brezhoneg .

AUBERIVE ( 13 )

 

Dorioù ar Mor-Bras ( 17 )

( Heuliad " Istor ur Bleinier Laz-Senin " )

" Va Doue , va Aotrou Doue ,

   Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,

   'Vit ma c'hallfen Ho karout ker ,

   Foeltran bleunioù va nev'zamzer ? "

Francis Jammes - " Frankizennoù en Nenv "

- An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 ) .

 

 

Pevare Lodenn : E Penn ar Veaj

Da enorin Lhasa de Sela ( 1972 - 2010 )

" I got caught in a storm and carried away ... " *

 

 

 

Eilvet Devezh

" When the dark night seems endless , please remember me ... "

Loreena McKennitt - " Dante's Prayer " **

 

 

 

AR VERED VOR 

" Dour moulbennek , Lagad a vir ganit

  Kement a hun dindan un ouel flamm ,

  A , va feoc'h  !

Paul Valery - " Ar Vered Vor "

( Le Cimetière Marin )

 

 

17 - Dre gendastum pezhioù strewet ur c'hoari miltamm luziet , e klaskas Fred ur wech ouzhpenn adkregin gant film e vuhez bleinier laz-senin brudet kaer .

Dont a reas d'em welout digenvez 'n e gambr vugel adarre , o sonjal er marv , spontet 'kreiz an denvalijenn ouzh e c'hronnan . Ha n'en doa ket treuzet an harzoù hep distro en ivez ?

Moarvat , daoust da dachennadoù tenval kevrinus bennak na oad ket 'vit diarbenn diouto , ' oa 'n em douellet e-unan 'vel meur a zen .

       Neoazh , hag e c'hellfe bezan sur eus ur falssenario a roe klask breman tud da gredin hag eus ar skeudennoù ragaozet-se ' oa bet garanet don 'n e spered bet trelatet ganto ?

Emskiantek e teuas prim ouzh ar c'holoenn zister ' oa hini e gorf , o c'hedal er pellder ur sklerijennig a bede anezhan da vont 'trezek dremmwelioù all ...

       'Vit e zigarezin un tamm , n'oa ket bet skoet gant un irienn vakiavelek bet steunvet outan gant ur gevredigezh guzh e gre an Nazied ?

Keal ' oa eus un dra gevrinus , a sonje , unan bet kuzhet gant an SS Von Braun d'an ampoent m'edo o tec'hel kuit ' kerzh drouziwezh an Alamaned . Meneget ' oa bet pell amzer ar Gral war a lavare , pe un dilsam vojennel bet skoachet gantan pe 'barzh ar goadeg Vrekilien pe war un enez ...

( 11 )

       Heulian a reas an div vaouez .

Nepell diouzh ac'hano ' oa ur gael houarn merglet , hini ur veredig savet war un tornaod uhel-spontus hag o valiran 'vel ur vag a-us d'ar mor . 

Neuze , perak ennan ur santadur ken poanius-se da vevan eurioù skrijus bepred ?

"Pell'zo eo marvet va mamm , war "he " gwall e oa ! " , a laoskas fuloret war-zu an ec'honder divent , hep bezan miret da vallozhin c'hoazh an hantervreur-se en doa e zibabet 'vit em zizober diouzh e wreg Laura na gare ket ken . ( 12 )

      Ar Sklerijenn evel-just , setu pezh en dije mennet ober !

Ar wirionez nemeti 'n dije fellet dezhan he dizolein a-zivout an holl gelanoù ha korvigelloù heugus-se , gwirionez splann 'vel goulou tan-flamm an tour-tan a weled o paran war anv kizellet e re , kichen-ha-kichen , dindan ur groaz vaen-greun : 

- LENA KERVERN , pianoourez , 1919-1952 .

- Kabiten BORIS " YOWAN " DAGAN , rezistant , 1909-1945 .

     E vammig ' oa ' veze beziet tost d'he c'henderv pinvidik-mor war an tamm douar Breizh-man , merc'h Yann ivez , c'hoarierez veur , seurt steredenn-red he doa traiset he danvez-pried 'vit un ofiser eus ar re wellan ' barzh arme-dalc'h an Ac'huberezh .

An hini all , bet rekouret gantan e gevezer "hael " , ' oa bet dilezet nebeut a-raok an arsav-brezel war e dremenvan . Bugel bastardet avantur anezhan , ' oa henvel e donkadur ouzh hini Roll bet kouezhet war an dachenn e 1914 . ( 13 )

     E sell d'an arvest-se ken trist en doa gwelet meur a wech kent , em stagas ar beajour da brederian c'hoazh war ster e vuhez .

Daoust da gement-se , e strivas da frealzin un tamm e galon , ken anat dezhan ar wir garantez e vage enni ouzh Marieke , ken pouezus ivez evitan Laura he doa 'n em ziskouezet dezhan 'n un doare ken dispar araozi !

     En hag e vreur o doa bevet pep unan hep anavezout hent buhez an eil egile . Sonjoù kasoni , gwarizi ?

Piv ' c'hallfe larout petra omp hag a belec'h e teuomp ?

" Fred digenvez " , bet lesanvet a-vihan 'vel'se , en doa klasket drevezan d'e vod emzalc'h e vamm : d'e dro e doa 'n em roet ur bugel , mab ganet eus ur rusianez o tremen eno he doa savet he "C'holiaig azeulet " en he c'hêr . ( 14 )

    A-drenv dezhan ' veze kazel-ha-kazel ha tavedek ar maouezed .

Hag e teuas mouezh voud Aleksandra da bellaat dioutan an nec'h ' oa 'n e galon a-wechoù 'pad nozvezhioù anhun ma veze o sonjal gant kalz morc'hedoù hiraezhus 'n doa dilezet frouezh e hil ...

Kredin a reomp , a laras , e intente Friedrich perc'hennan ur maen burzhudus deuet eus Palestina , hag , a-drugarez dezhan , ma c'hoantae ober implij anezhan da vestronian ar bed an nazied . "

- Ne oa ket ul loen gwadsec'hedik va zad , a gendalc'has Marieke . Menegin a rae alies gerioù-man Novalis : " Davit an diabarzh an hini eo ma vez o vont an hent kevrinus ... " ( 15 )

- Marse en deus dilezet e denzor kent dleout tec'hel kuit dirak an enebourien o tont war-raok , a zisoc'has ar Brinsez .

    Skedoù loar a baras a bep tu war lagad a-liv gant ar marv ar plac'h yaouank .

- Pezh en deus graet ' vijen bet eürus da vezan gouest en ober me ivez , a laras ouzhpenn bamet dirazan . Gouezet ' m eus en doa savetet kalz tud ha gant peseurt karantez ' oa drastet moarvat a-nebeudoù e galon !

   Ha ne oa ket an hevelep kan gant hini an eneoù , huanad didermen bet merzet o vevan hag o skrijan war holl wagennoù ' kreiz ar mor peurbadel ?

- N'eo nemet kig distumm an holl Zouar ? , a c'houlennas ar gweladenner .

- Kouezhan a ra er puns du-tenval ar vammoù ... " , a respontas dezhan meurdezus Aleksandra o sevel he brec'h war-zu an donvor . ( 16 )

Ar Maen-korn an hini eo koulskoude , hini bet douaret e diazezoù an Oberenn , hag a zo goanag nemetan hon Daspren !

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

 

                                               ___

 

DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 17 - Du 2004 / Gwengolo 2016 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . "Auberive " , copyright 2006 .

                            ___

Notennoù :

11 - " Istor ur Bleinier Laz-Senin " ( Auberive , 11 ) .

12 - " Ar Gejadenn " ( Auberive , 2 ) .

13 - " An Erbeder " , Trede Lodenn  , XI-24 ( Koad ar Varc'heien / Le Bois des Chevaliers ) .

14 - " Istor ur Verc'h Zianav Gevrinus " ( Deizlevr Yann Kervern III , 4 ) .

15 - " Bleudoù-Bleunv " ( Blüthenstaub , 1798 ) - 16 , gant Novalis , Friedrich Leopold Von Hardenberg , lesanvet ( 1772 - 1801 ) : " Nach Innen geht der geheimnisvolle Weg ".

16 - " An Dud Zevet " ( Les Brûlés , 1960 ) gant Zoé Oldenbourg ( 1916 - 2002 ) .

 

Kanennoù :* " Rising " , gant Lhasa de Sela ( in " Lhasa " albom , copyright Les Disques Audiogramme Inc./ Warner Music 2009 ) , ha ** " Dante's Prayer " , gant Loreena McKennitt ( in " The Book of Secrets " albom , copyright Quinlan Road Limited / Warner Music 1997/2004 ) - All rights reserved .

 

Taolenn : " Friedhofseingang " ( 1825 ) gant Caspar David Friedrich ( 1774 - 1840 ) .

 

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - La Porte Océane - The Ocean Doorway ( 17 ) - Breton Version / E Brezhoneg .
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - La Porte Océane - The Ocean Doorway ( 17 ) - Breton Version / E Brezhoneg .
Partager cet article
Repost0
3 mai 2016 2 03 /05 /mai /2016 09:41
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - La Porte Océane - The Ocean Doorway ( 16 ) - Breton Version / E Brezhoneg .
AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - La Porte Océane - The Ocean Doorway ( 16 ) - Breton Version / E Brezhoneg .

AUBERIVE ( 13 )

 

 

Dorioù ar Mor-Bras ( 16 )

( Heuliad  " Istor ur Bleinier Laz-Senin " )

" Va Doue , va Aotrou Doue ,

  Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,

 'Vit ma c'hallfen Ho karout ker ,

  Foeltran bleunioù va nev'zamzer ? "

Francis Jammes - " Frankizennoù en Nenv

- An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 ) .

 

 

Pevare Lodenn : E Penn ar Veaj

O tougen bri da Lhasa de Sela ( 1972 - 2010 )

" I got caught in a storm and carried away ... " *

 

Eilvet Devezh

" When the dark night seems endless , please remember me ... "

Loreena McKennitt - " Dante's Prayer " **

 

 

16 - Ouzh en em welout war ribl lenn Vrekilien 'kreiz ar goadeg adarre a skornas e wad en e wazhied . Ne oa nemet dek bloaz ...

Hudur e veze o vragal an euzhvil 'kreizik-kreiz an dour louet a-grenn , doare ur werc'hez wadek ha strobinellus warnan a-wechoù , hag a-wechoù all hini un alarc'h meurdezus ...

Daoulagad bras-divent a liv gwervaen o ibiloù boull-skarlek a sellas pizh outan didruez , re Laura pe Varieke marteze , 'vel broudoù diniver 'n e spered o teurel traoù doanius anezhan , morc'hed enno , difoupet eus froudoù ha troennoù e goustians , en un islonk distrad !

        Ar Maen-Gwad gwrezus a anavezas 'touez an denvalded ifern !

Ha goude , 'vel un taol-follentez a-berzh dezhan e voe , un dra bennak diskiant a reas hep sonj hag a oa tonket c'hoarvezout adarre gantan hep na vefe emouez ne c'hellfe kontrollan poulzadoù marvus evel-se biken !

        Kablus ' oa  e hantervreur yaouank sur-'walc'h ivez koulskoude , a sonjas dezhan pa zirollas da ouelan o kouezhan d'an daoulin , ken gwall skoet ma oa bet gant envor o mamm varvet , " peogwir ' veze ur ranngalon vras 'vidon-me , hini nemetken er bed ,'edoc 'h o vont kuit ken pell diouzhin ... "

Met goude bezan bet darbet dezhan beuzin ' oa saveteet gant ragevezh Doue buhez ur bugelig tri bloaz en deiz-se !          Ha kent lammat trumm en e gerc'henn 'vel un amourouzez , gloaz euzhus anezhi o chom diremed da viken , ' oa deut da darzhan trumm an tremened war-c'horre adarre !

Trein a rae Prinsez Aleksandra o tennan iskis d'he mamm en ur valkirienn c'hrons ! 

" Ma raio Doue ur c'hristen mat diganeoc'h , va mab , a c'hourdrouzhas anezhan , ma karo ho kas d'ur finvez eürus ! ( 7 )

 

      Peurechuin a reas skleurennoù an tour-tan regin goude-se penn-da-benn ar ouel denval ha pounner o c'holein c'hoazh devezhioù enkrezus-se a zispac'h .

" Penaos , a c'houlennas dezhan e-unan gwall ankeniet e c'halon gant keuz ha kerse , penaos herzel ouzh al lagad didrugar ? " pa zeue en-dro stlapet 'vel ur goulou taer liv flamm d'e zaoulagad kement tra bet diskouezet amsklaer ha ken dispis gwechall dezho !

     Ha ne oa ket dre furchal en ur diretenn guzh en doa gouezet eeun ivez e oa bev c'hoazh e dad wirion , ar c'horonal SS Von Braun ?

Kavet en doa zoken goloioù-lizher enni , pep hini anezho bet merket gant ur gib aour brav galfrezet warni , arouez marteze ur gevarzhe guzh ma veze bet staget an tad diaezus-se outi d'an amzer ma oa deut da Vreizh da studian yezhoniezh hag istor ar Gelted ha Drouizien gozh ha kent ma vefe deut ezel goude eus unan etre spontusan strolladoù torfedus an Istor a-vreman !

Pried Yann , hini en doa klasket likaouin dre wall-ouzh-gwall , he doa kavet gerioù tener a garantez ivez e-barzh ! ( 8 )

     Kriz da glevet evel boaz ' oa bet damwelet ar wirionez tamm-ha-tamm . Tizhet en doa adkavout orin e gerentiezh alaman e Pfalz . Houman , heretik diouzh reoladoù Vatikan , he doa en em unanet gant ar "Koenigsburged " bro-Elzas en trizekvet kantved .

Met ur gudenn flemmus a vlonse e galon dreist-holl : merc'h Yann , kelennerez sonerezh e Brest , o vont kazel-ha-kazel gant un ofiser Nazi ! ( 9 )

Gwallat taol ha drochat tenergan ' oa an dra-man !

    Betek kêrbenn ar Reich en doa e kaset e enklask , lec'h m'en doa furchet en dielloù en aner , avat , penn-da-benn ha krec'h-ha-traon ! 

Dre eurvad pe dre chans , ha gant imbourc'hioù all en doa graet er gêr ma veze ken brudet e anv hag e ampartiz ma oa deut aesoc'h dezhan kejan gant tud'zo enni , ' oa bountet da heulian 'vel-se roudoù nevez .

    Dres d'an hanvezh 'raok ar brezel ' oa , a sonjas dezhan , p'hor boa bet tro d'ober ur valeadenn heoliek dre liorzh ar c'hastell Charlottenburg . ( 10 )

Un dallez , Aleksandra Von Braun , he doa kejet outan enni .

" Gouzout a rit , den yaouank , he doa anzavet gant ur vinc'hoarzhig war he muzelloù a-drenv gwer liv du he lunedigoù ront , eo gwall pounner ha ken sammus 'vit ar spered sekredoù zo ken eo gwelloc 'h o lezel da gousket e-lec'h m 'int douaret da viken , a gavan ... "

    Gweturig ar glanvourez a gase Marieke ganti . Ken servijus ha dous 'vel un oan e oa ! Penaos 'ta e vefe chomet difrom ha diseblant dirak an dudi a lakae he gwel en e galon ?

 

   O sonjal e petra edo ar c'hozh wrac'h-se dalc'het start war he c'hador-ruilh ?

Petra 'ta ' lare dezhi distaol skedus gouloù an heol e froud amlivet dour ar feunteunioù dre wer livet he lunedoù a skoache he dremm zislivet a zen nammet ?

Ha c'hwezh an avelig flour e deil ar c'hourliorzh , petra 'ta 'n doa sarac'het dezhi ?

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

 

                                               ___

 

DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 16  - Du 2004 / Mae 2016 - Pep Gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , copyright 2006 .

                             ___ 

Notennoù :

7 - Erbedenn ar Gatared .

8 - "Ar Gejadenn " ( Auberive 2 ) .

9 - "An Ti Achantet " ( Heuliad ar Sterenn II ) .

10 - " Istor ur Bleinier Laz-Senin " ( Auberive 11 ) .

 

Kanennoù : * "Rising " gant Lhasa de Sela ( in "Lhasa " albom , copyright Les Disques Audiogramme Inc. / Warner Music 2009 ) , ha ** "Dante's Prayer " gant Loreena McKennitt ( in "The Book of Secrets " albom , copyright Quilan Road Limited / Warner Music 1997 / 2004 ) - All rights reserved .

 

 

AUBERIVE ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - La Porte Océane - The Ocean Doorway ( 16 ) - Breton Version / E Brezhoneg .
Partager cet article
Repost0
22 décembre 2014 1 22 /12 /décembre /2014 12:16

180px-Novalis2

AUBERIVE ( 13 )

 

 

 

 

Dorioù ar Mor-Bras ( 15 )

( Heuliad " Istor ur Bleinier Laz-Senin " )

" Va Doue , va Aotrou Doue

  Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,

  'Vit ma c'hallfen Ho karout ker ,

  Foeltran bleunioù va nev'amzer ? "

Francis Jammes - " Frankizennoù en Nenv "

- An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 )

 

 

Pevare Lodenn : E Penn ar Veaj

O tougen bri da Lhasa De Sela ( 1972 - 2010 )

" I got caught in a storm and carried away ... " *

 

      lhasa04b

 

Eilvet Devezh

" When the dark night seems endless , please remember me ... "

Loreena McKennitt - "Dante's Prayer " *

 

 

 

 

15 - " Petra ' dalv d'an den gounit ar bed-holl mar deu da goll e ene ? , a gendalc'has ar brinzes war un ton bras . ( 1 )

- Berr ' vo an amzer ganimp ... Dav ' oa dimp hon adkavout e penn hent ar veaj , a resisas ' pad ma nije kuit pell er-maez an daou alarc'h bountet gant un aezhenn skanv .

Strivan a reas d'e frealzin , o flourikat gant douster e vlev lufret hag o lenn dezhan ur pennad  eus al Levr Santel :

" An avel c'hwezh e-lec'h ma kar ... " ( 2 )

Digalonekaet ha brevet gant ar glac'har ez aspedas Fred anezhi : Ra vo sellet a-druez ouzhin gant an Aotrou Doue !

          Bepred e teue gouloù an tour-tan da sklerijennan bep ar mare an aod  beuzet a-nevez en noz du . 

- Sell'ta du-hont  ! , a lavaras trumm , o tisteurel ivez dezhan luc'h gouez he daoulagad glaou-tan !

Gwel'ta ar sterenn o skedin ken dispar-se 'vel "un dra hunvreel , peurbad ha disont nemeti  " ! Du-se 'man hor gwir mammvro , Douar c'hoant ar galon ' zo kelc'hiet gant e vogerioù strink ... ( 3 )

" Pegen spontus eo al lec'h-man  ! , a eilgerias ouzhpenn Marieke , daoulinet uvel e-tal an arvest burzhudus-se . Va lakaat a reas mamm d'e gompren : Ti Angus eo , Dor eus an Nenv ! ( 4 )

          He daoulagad glebiet gant daeroù , ez empente marteze ar benedourez dall skeudenn un tour divent o lugernin war donnoù tenval .

Ha 'vel pa vefe lakaet warnan , e veze kurunnet e volz-doenn gant teir rod-heol zamwenn o c'helc'h ha dreist kement a oufed larout o sked !

          Dassenin a reas en egor ur vouezh skrijus o tougen c'hoazh barnadennoù euzhusoc'h-all !le lever de crystal m

- Setu an Alfa hag an Omega , a gemennas-hi d'an den o tridal kement gant ar spont gwelout loarioù glas Auberive ken e krede ne vefe spi ebet ken hag e vefe daonet da viken !... Setu an Hini a zo ! ( 5 )

          Met e c'hellfe ar gouloù sklerijennan an hini a ra an droug ? , a seblantas respont dezhan tan spouronus an Diskuliadur-se .

Gerioù an "Hon Tad " katar o kouezhan eus genou Aleksandra 'vel eus hini un diouganez a lakaas liv e zremm goar da zont gwennoc'h c'hoazh gant re zislivet limboù nenvel warnan a sebelie relegoù saotret ar reuzeudig en ul linsel c'hloar !

- An Iliz Doue eo ! , a gemennas dezhan ar Pitia gant nerzh :

" ... Mor gouloù , peoc'h disi , Te a grouas an eneoù glan ha ket fall ... " ( 6 )

          O veskan he zon heskinus gant hini an tonnoù e teue da vervel war an aod peurbadel ar Brezegenn Santel , hag en distro ar gwag ' oa klevet aspedennoù ur velegez o tibunin greun he chapeled truez :

" En deiz ken meulet-se , ro dimp hor bara dreistbedel , Da gentelioù gwirion a vo bara hon eneoù , Da wir c'horf ha priz Da wad ... " ( 6 )

          Hag o tont en-dro a-nebeudoù eus goueled an islonk 'vel an eonenn bet strewet gant an avel-vor e savas envorennoù pell e vugaleaj a-rez gorre an dour ...

Skeudennoù e wall dremened a vec'hias trumm e galon dorfedour !

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

 

                             

                             ___

 

 

DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 15 - Du 2004 / Genver 2015 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Auberive " , copyright 2006 .

                             ___

Notennoù :

1 - Mazhev , XVI , 26 .

2 - Yann , III , 8 .

3 - Novalis ( 1772 - 1801 ) , " Meulganoù d'an Noz " ( Hymnen an die Nacht , 1799 / 1800 ) , IV .

4 - Geneliezh , 28 , 17 : Terribilis est locus iste !

     Oengus , Aonghus e gouezeleg , doue ar Garantez hag ar Varzhoniezh e mojennoù Iwerzhon .

5 - Diskuliadur , I , 8 .

6 - "Ar Re Zevet " ( Les Brûlés , 1960 ) gant Zoé Oldenbourg ( 1916 - 2002 ) .

Kanennoù : * " Rising " gant Lhasa de Sela ( in " Lhasa " albom , copyright Pladennoù Audiogramme Inc. / Warner Music 2009 ) ha * " Dante's Prayer " gant Loreena McKennitt ( in " The Book of Secrets " albom , copyright Quinland Road Limited / Warner Music 1997 / 2004 ) - All rights reserved .

Taolenn : " Le Lever de Crystal " , gant François Schlesser , liver dreistgwirvoudel e oberenn ziskouezet e Mirdi Faltaziek ( Musée Imaginaire ) kastell Ferrières ( Seine-et-Marne , Bro-C'hall ) .

Partager cet article
Repost0
15 septembre 2014 1 15 /09 /septembre /2014 10:43

Kroyer-summer-evening-in-Skagen.jpg-2.jpgMondaufgang über dem MeerAUBERIVE ( 13 )

 

 

Dorioù ar Mor-Bras ( 14 )

( Heuliad " Istor ur Bleinier Laz-Senin " )

" Va Doue , va Aotroù Doue

  Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,

  'Vit ma c'hallfen O karout ker ,

  Foeltran bleunioù va nev ' amzer  ? "

Francis Jammes - " Frankizennoù en Nenv " -

" An Iliz Gwisket gant Delioù " ( 17 )

 

Trede Lodenn : Skeudoù War ar Mor

 

                                  da William Butler Yeats

                                       ( 1865 - 1939 )

 

Eilvet Devezh

" A , serr outo , nozvezhiad garantez ,

  Ro dezho ankounac'h ken c'hoantaet o buhez ;

  Kas anezho d'ar goueled ,

  Hag o tieub diouzh spes touellus ar bed  ! " 

Thomas Mann - " Tristan "

 

 

ALEXANDRA

 

          

          14 - Souezhet ' oa bet o welout div vaouez pelloc'h en em zalc'he ouzh an aspled da arvestin an donvor .

Klevout a reas unan anezho a vouslavare un dra bennak d'egile :

- Pegen brav eo bezan war vord ar mor digenvez didermen ! ( 1 )

          A , en em laras dezhan e-unan , sur-'walc'h ' oa ar vouezh dibar-se ken flour o vont a-gevret en e sonj gant " kan melkoniek uhellan " ar violons hini Marieke dindan he c'habell lien louet , koulmig bihan bet treuzet he c'halon gant ur saezh ... e-kichen he c'henvaleerez o trein war e zu hag he doa dilezet he lennadenn pa santas prim edo aman ... ( 2 )

          Ha 'pad ma tasskede o dremmoù sklerijenn splann loarioù Auberive , e kredas an den gwelout e vamm , ur sae vurell hir ispilhet ur ruzvaen flamm ouzh he bruched , spilhenn-alc'hwez o lugernin leun a dan warni !

- Mamm ! , a huchas trumm dezhi strafuilhet a-bezh .

          Ur mousc'hoarzh eeun sioul meurded ennan e tiskoueze houman avat : 

- Prinsez Aleksandra Koenigsburg eo va anv !

          Hejet e gorf gant difronkadennoù skrijus , e taoulinas ' tal dezhi .

' Keit ma salmas d'he zro ar plac'h yaouank ar varzhoneg-man , ' veze taolet poanioù spontus nevez 'n e ene saotret :

- Te hag a oa bet koustians va bouedenn gizidik , te a garan da viken , a hunvre bezan dieub ! ( 3 )

          O klevout mat kroz ar mor-bras divent , e fellas dezhan sevel en e sav . Hag evel ur film dirak e zaoulagad enkrezet , e sonjas d'ar paotrig a glaske e volotenn o redek war an traezh ergentaou . ( 4 )

- Ac'hanta , ne zeu nepred war wel ar wagenn , ha nepred ivez ne steuz kuit , a eilgerias dezhan an hini oadetan , pep tra 'zo brizh-heol ha skeudc'hoari nemetken , va mab , met an ene o lenvan disrannet diouzh e Zoue ... 

- Neuze , perak 'ta eo deut dall Marikele ? , a aspedas outi o skuilhan daeroù 'vel ma oa seblantet gouzout netra ken a-fet-se . ( 5 )

- Piv a c'hello da frealzin , Gwerc'hez , verc'h Zion ? , ' oa ar respont hepken a deurvezas rein dezhan ... ( 6 ) 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

                                        ___

 

DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 14 - Here 2004 / Gwengolo 2014 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Auberive " , copyright 2006 .

                           ___

Notennoù :

1 - Heinrich Von Kleist ( 1777 - 1811 ) - " Ar Pezh 'Vez Santet dirak un Daolenn Friedrich " ( Empfindungen vor Friedrichs Seelandschaft , 1811 )

2 - Thomas Mann ( 1875 - 1955 ) - " Trestan " ( Tristan , 1903 )

3 - Paul Eluard ( 1895 - 1952 ) - " Lavarezh Diwar-benn Nerzh ar Garantez " ( Dit de la Force de l'Amour , 1947 ) e " Barzhonegoù Politikel , Goude " ( Poèmes Politiques , Après " , 1948 )

4 - " Istor ur Bleinier Laz-Senin " ( Auberive 11 , V , 24 ) ha " Dorioù ar Mor-Bras " ( Auberive 13 , VII , notenn 18 )

5 - " Istor ur Bleinier Laz-Senin " ( Auberive 11 , IV , 22 )

6 - Klemmganoù , 2 , 13

 

Taolennoù :

- Caspar David Friedrich ( 1774 - 1840 ) : " Mondaufgang über dem Meer " ( 1822 )

- P.S Kroyer ( 1851 - 1909 ) : " Summer Evening on Skagen's Southern Beach " ( Detail , 1893 )

 

" Say goodbye to Alexandra leaving ,

  Say goodbye to Alexandra lost ... "

Leonard Cohen - " Alexandra Leaving "

in "Ten New Songs " , 2001 ,

Copyright Sony Music Entertainment Inc / Columbia Music - All rights reserved .

Partager cet article
Repost0
12 juillet 2014 6 12 /07 /juillet /2014 08:51

miror-at-sunset.jpg       

AUBERIVE ( 13 )

 

Dorioù ar Mor-Bras ( 13 )

( Heuliad "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )

 

" Va Doue , va Aotrou Doue ,

  Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,

  ' Vit ma c'hallfen Ho karout ker

  Foeltran bleunioù va nev'z-amzer ... "

Francis Jammes - "Frankizennoù en Nenv "

- An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 ) 

 

Trede Lodenn : Skeudoù War ar Mor ...

 

                                   da William Butler Yeats

                                        ( 1865 - 1939 )

 

Eilvet Devezh

War-zu pellder opal-aour meurvor Atlantel ,

   Er skeud en-dro dimp kouezhe tonnoù damzu

   ' Skigne o skleurioù glas-pers kevrinel ,

   Ha war varezioù skorn frondoù o falu ... "

Villiers de l'Isle-Adam - " Danevelloù Kriz "

Rimadell Garantez , IV , " War Vord ar Mor "

 

 

AL LIORZH

 

         

         13 - Klask a rae en aner tra ma kerzhe gant herr war an aod .

Hep bezan emouez outo diouzhtu e welas bodet aman tiez bennak distro ar gêriadenn .

Ur barr anken o sevel ennan rak aon na vefe heuliet , e taolas damselloù dre guzh a-drenv dezhan hor baleer digenvez .

               Oc'h en em gavout e-unan 'tal ar mor divent bremaik , ez eas goude gant penn ur wenodennig bevennet gant bodoù spern-gwenn hag agroaz .

Pellaat a reas tamm-ha-tamm diouzh ar c'hlann heoliet hogen an hent glasvezek-se pallenet a c'heot hag a vrinsoù frondus 'vit troidellan goude 'kreiz bleunioù glas ha damruz , bodadoù Beskenn-an-Itron-Varia marteze , a daole o c'hwezh vat iskis e skleurioù diwezhan an deiz .

Aonik ez eas don en ur c'hoad e strouezheier kevrinus dindan e volzoù deliek a veze trolinennoù dreist-kred gwez du bras a-us dezho .

Ha du-hont , dreist penn diwezhan ur bale hiraezhus ha tenn ' dreuz brankoù tenval ar c'hoadaj , ' vefe kinniget dezhan bevenn ur bed dianav , a sonjas gant spi ...

               O trein sonjoù-se war e spered e tisoc'has en un alpenn bennak an den .

Damwelout a reas neuze ur savadur iskis dismantret o tifoupan war-c'horre ul leurenn skedus . Ur vogerenn doullet gant ur groazigell e oa , spes meurdezus a veze savet ' touez kefioù treut-eskern .

Rod an heol , bet ket c'hoazh gounezet gant kousk an noz , a zeue da skein war-eeun gant he bannoù ' kreiz he c'halon .

Relegoù bennak un abati kozh , en em laras outan e-unan o sellout anezho gant nec'h .

 

Kreuz-und-Kathedrale-im-Gebirge.jpg

              Diskenn a reas daou zerez pe dri neuze kent arvestin ouzh un abadenn drellus !

' Pad ma entane serr-noz pep tra e stagas da deurel a bep tu o skinoù lies heol war c'hoarioù ur feunteun veurdezus a strinke he dour 'vel ur vrumenn ouzh gorre arc'hantet he c'hibell ma veze war neunv enni daou alarc'h kaer-dispar , unan a liv du , egile hini un erc'h dinamm .

A-us d'ul liorzh lili ha roz ' veze savet un delwenn varmor o velezourin el lennig he c'hoantiz hag he braventez .

              Kredin a reas Fred anavezout enni dremm e vuian-karet ...

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

 

 

DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 13 - Gwengolo 2004 / Gouere 2014 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Auberive " , copyright 2006 .

 

bassin-des-quatre-saisons---versailles--.jpg 

 

Partager cet article
Repost0
24 mars 2014 1 24 /03 /mars /2014 11:09

exoplanetes-496941.jpgfantastic-ocean-3d-screensaver-640-7.jpgAUBERIVE ( 13 )

 

Dorioù ar Mor-Bras ( 11 / 12 )

( Heuliad  "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )

" Va Doue , va Aotrou Doue ,

  Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,

  'Vit ma c'hallfen Ho karout ker ,

  Foeltran bleunioù va nev'amzer ? "

Francis Jammes - " Frankizennoù en Nenv "

- An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 ) .

 

Eil lodenn : Ar Gêriadenn

                

                         da bPatrick McGoohan ( 1928 - 2009 )

 

 

Eilvet Devezh   

" Everything waits to be noticed ... " *

 

11 - Lola ' oa anezhi ar gast en doa kejet ganti un takad 'oa , anat 'oa dezhan , a sonjas trumm  ! ( 7 )

He gervel a rae breman gant ur vouezh voug o tifronkan a rae dezhi ur griadenn zic'hoanag !

" Na selaou ket pezh a laront  ! , a seblantas respont dezhan heklev an donvor ...

       Sklerijennet 'oa bet buan goude dremm-skeud unan bennak nevez o tec'hel kuit er pellder gant goulou damvelen ul letern hag hini un tanlestr o taskrenan war bont ur oueletenn .

A-walc'h e oa da bikan e galon , o lakaat anezhi da dridal .

Bez'e oa-hi edo o paouez anavezout 'giz un tasmant , he gwiskad loargann en-dro dezhi 'kreiz amsked ha skleurioù touellus fall ar serr-noz : e vamm !

Ne dizhe ket dezhan kompren penaos bennak 'oa tremenet ken buan e zevezh war ar blanedenn iskis-man , na dre beseurt taol-(di)chans e vefec'h lezet eno da advevan pennadoù skrijusan ho puhez ?

       "Ha ne oa ket gant re hor fotoioù kozh an hevelep dilhad en-dro dezhi ? , a c'houlennas dezhan e-unan .

Aspadennoù rouez ur maread aet da get : amzer ar brezel e oa , gwallreuz ar bloavezhioù daou-ugent ...

He mousc'hoarzh hag he neuz dichek avat , arouezioù he yaouankiz difinv , a entane c'hoazh e ene gant roud skedus anezho en he daoulagad seder !

       Santout a reas o doa pouezet an holl draoù kevrinus-man da lakaat difetisoc'h an denvalijenn tro-war-dro ... Kendegouezh ?

Tamm-ha-tamm ' oa koazhet truilhoù stoub ar vrumenn o veuzin 'baoe pell er voredenn dourioù ar porzh  ...

 

12 - Ha pep tra staget da zihunin en em ziskoueze breman gant muioc'h a spisted evel ma vefe bet c'hoant dezhan e zoare vresk ober fae ouzh an hollved  !

Pep bev ivez ...

       Edo o paouez kludan meurdezus un albatroz war dilher-araok ur fourgadenn .

Er-maez eus ul lomber e savas penn sebezet ur mousig o tispakan a-wel d'an holl e stammenn c'hloan roudennet dindan rodelloù kej-mesk e greouichenn , ur boned ruz gant un doupenn wenn warni .

       A bep tu 'oa kroget en-dro lusk-dilusk ar porzh-kenwerzh . Dre sil e kerzhe buan martoloded etre landonioù ha rolloù fard ha paramantoù gant kasedoù koad tachoù kouevr enno war o divskoaz .

A-hed ar c'hae ' save bernioù traezh ha glaou , menezioù barrikennoù o tamguzhat listri niverus bet staget o chadenn outan , kabellet gant siminalioù uheloc'h 'get tiez .

       'Kreiz givri ha dokoù ez eas war-nij koabrennoù laboused liesliv , skreved ha gouelini o leuskel o c'hriadennoù skrijus dreist toennoù marellet etrepaouezioù betek war obantoù ha goueladurioù .

Outo 'oa staget trouzioù all , tint ur c'hloc'h , gwigour chadennoù ... Ha taolet 'oa en aer c'hwezioù eol , ter-du , lec'hid pe voged ... En oabl deut sklaer adarre 'oa tu da arvestin ouzh taolenn varzhus ar pellennoù damc'hlas , ruz-moug , o gwel dirazan o tegas da sonj ar baleer ne oa ket chomet er gêr ken met lakaet a-dal d'un degouezh spontus na c'halle ket bezan kredet a-envor den !

       A-benn ar fin , d'ar c'houlz ma spluje ar sterenn flamm bras divent er mor trellus , e profe d'an deiz ur momedig diwezhan livioù-tan ar c'huzh-heol .

Mezevellet ' voe penn Fred a-nevez !

       Kroget aon ennan e teraouas da redek en-dro davet an hini a grede ' oa bet kollet neuze ... 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

                                             ___

 

DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 11 / 12 - Gwengolo 2004 / Meurzh 2014 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Auberive " , copyright 2006 .

                              ___

Notennoù :

7 - " Istor ur Bleinier Laz-Senin " ( Auberive 11 , 6 ) .

* " Everything Waits to Be Noticed ... " ( Gortoz a Ra Pep Tra ma Vefe Taolet gantan e Evezh ... ) , kanaouenn Art Garfunkel war e albom an titl-man gant Maia Sharp ha Buddy Mondlock - Copyright Manhattan Records , 2002 - All rights reserved .

   

Partager cet article
Repost0
20 novembre 2013 3 20 /11 /novembre /2013 11:58

Port-breton-2.jpg    AUBERIVE ( 13 )

 

 

Dorioù ar Mor-Bras ( 10 )

( Heuliad  "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )

" Va Doue , va Aotrou Doue ,

Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,

'Vit ma c'hellfen Ho karout ker ,

Foeltran bleunioù va nev'amzer ? "

Francis Jammes - " Frankizennoù en Nenv "

- An Iliz Gwisket gant Delioù ( 17 ) .

 

 

 

Eil Lodenn : Ar Gêriadenn

 

                          da bPatrick McGoohan ( 1928 - 2009 )

 

 

 

        Eilvet Devezh

 

 

       10 - Tec'hel buanan ma c'hallfe ! Mont d'an tu all ar blasenn hag hep sonjal , en em oufin goude a-benn-herr e banelloù strizh ar gêr gozh , seurt milendall gwirion stok ouzh ar porzh-kenwerzh gant e ziri gamm-zigamm , e riboulioù liv ar groug warno en doa anavezet mat yaouankoc'h pa gerzhe 'kreiz ar vorenn dirak barrleternioù o vlinkan ur gwall davarn na veze kinklet he diavaez alies met gant ur c'hast feul he doare ha sev he c'hiz ruz 'vel he muzelloù .

        Tro-dro d'ur batis dirapar , e tisoc'has e lec'h ur stalig hudur , fallvrudet ha sklaeriet-fall ar c'hengerzour .

Na pebezh ur souezhadenn vras 'oa bet dezhan neuze gwelout dre-holl er rakstal embannadur diwezhan ar gelaouenn "Sterenn Rekourans " , un titl bet skritellet e lizherennoù bras war ar bajenn gentan tost d'ur foto dezhan e-unan :

" DROUG ADARRE E-NEUS GRAET AR PIANOOUR LAZHER ! "

Gant un displegadenn dindan : "Diwalc'h goude muntr e wreg e teu en-dro du-man da dennan dial  ! "

          O tiskouez un dant alaouret 'touez amailh o c'hrizan e vousc'hoarzh suner-gwad , e huchas ar stalier warnan bravig e toull e zor : 

- An niverenn nevez eo hini , Aotrou Kervern ! Keal 'zo nemet c'hanoc'h hiziv , war a seblant !

       Met ne lakaas met da c'hridiennan muioc'h ivez e c'hêriou diwezhan ! Penaos 'ta en doa e anavezet an higrenn a zen fall-se ? , en em c'houlennas kent skarzhan kuit d'an daoulamm ruz !

       Un tamm pelloc'h e teuas da zihunin envorennoù poanius en e spered komzoù all bet laret dezhan gant ur " pin-up " he daoulagad louet 'vel re ur vleizez .

- Alo 'ta , kaezhig ! Deus 'man ganin-me ! , a hopas dezhan dichek . C'hoant 'm eus da c'hoari dit "tres an ellig " ! ( 5 )

       Adkouezhet 'oa breman al litenn .

Darbet 'oa bet dezhan riklan war ar pavez gleb ma veze-hi oc'h ober kof-gar , pintet uhel-tre war he seulioù , gwisket eeun gant ur mini-broz hag ur jiletenn c'hloan roz he gouzoug chinchilla .

Lakaet 'oa bet splannoc'h ar re-fard he doa war he dremm gant neon ar pub nes ha skleurennoù dislivet bet taolet tro-war-dro gant al lamp-straed ma veze he c'hein sko outi .

 

CON1606.jpg 

 

Kredin a reas en doa adkavet un anaoudegez kozh bennak .

Perak ? , en em c'houlennas gant nec'h .

        'Greiz-holl 'oa peget ur barr-aon ennan !  

O santout ur spont o tremen dre holl e izili , n'ouie ket penaos tec'hel diouzh ar strobinell ziwel-se a seblante trein un doare gwir buhez en ur c'hoari ken diaoulek !

Rak-se , emouez e kavfe tro an arvar da darzhan a bep tu , en doe c'hoant da vont buan pelloc'h , met ken berr 'oa aet warnan gant e red ken 'oa ret dezhan e herzel , o tizhout koulskoude da glevout trouz ingal gwagennoù ar mor mesket gant stronsadoù e anal e-unan . 

              Merzout a reas neuze an den e veze trubuilhet a-wechoù o c'han hiraezhus gant stlak taer lien ur gouel pe gri fuloret ar skreved ... Port-breton-1.jpg 

Deut da vezan siouloc'h , e leunias e skevent gant aezhennoù an aer vor ha goude , war gouc'h ur vag , e lennas gant poan lizherennoù bennak skrivet e gwenn :

"Steredenn ar Vintin " ( 6 )

      Sklerijenn ruz un tour-tan o trein er pellder a entane anezho d'ar c'houlz ma daole e vannoù warno  ...    

 

 

   

( Da Vezan Kendalc'het )

 

                                               ___ 

 

DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 10 - 2004 / 2013 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version . " Auberive " , copyright 2006 .

                              ___

Notennoù : 

5 - Thomas Mann , "Tristan " ( 1903 ) : Das Liebesmotiv ( Le Motif du Désir ) .

6 - Morning Star . 

 

LuggerInn.jpg 

 

Taolenn : " The Lugger Inn " , gant Don McLeod ( St Ives , Cornwall - UK ) .

Partager cet article
Repost0
3 août 2013 6 03 /08 /août /2013 18:26

            Le-Village.jpg

Le-Village-5.jpgAUBERIVE ( 13 )

 

Dorioù ar Mor-Bras ( 9 )

( Heuliad  "Istor ur Bleinier Laz-Senin " )

" Va Doue , va Aotrou Doue ,

  Perak ez eo ret Deoc'h keit-se ,

  'Vit ma c'hellfen Ho karout ker ,

  Foeltran bleunioù va nev'amzer ? "

Francis Jammes - " Frankizennoù en Nenv " -

An Iliz Gwisket gant an Delioù ( 17 ) .

 

 

Eil Lodenn : Ar Gêriadenn

 

                           da bPatrick McGoohan

                             ( 1928 - 2009 )

 

                     Eilvet Devezh

 

 

          9 - En o c'haer e save talbennoù kentan tiez ar gêriadenn war ziribin an dorgenn .

Kent dilennan prederiek un hent a gasfe , dinaou dister gantan , d'ar blaenenn arvorel , ez anavezas banelloù livus-kaer porzhig an amzer gwechall . Le-Village-2.jpg 

" Neuze , 'maoc'h o tiskenn , aotrou Kervern ? , a zichekas dezhan un iskis a zen gwisket eveltan , ur mell mousc'hoarzh war e vuzelloù : " Ken brav an amzer , neketa ? "

Neudennoù aour 'veze gwriet dindan lun un erminig ouzh e vruched . Gouest e oa d'o lenn : " Kentoc'h mervel ... " ( 1 )

N'en doa ket amzer da respont dezhan , nebeutoc'h c'hoazh da gompren penaos en doa divinet e anv ar baleer : steuzian a reas trumm 'vel ur skeud e skedoù an heol splann !

          Dassenin a reas heklev ur sonerezh a zeue a-vommoù en e zivskouarn betek ennan tregern ziaoulek ul lazig-senin , strollad lirzhin muzisianed yaouank a c'hoarzhe er pellder o poelladin hep ehan da c'hoari war ton o biniawoù-bras hag o bombardoù un arroud eus " Ar Vro Gozh " , kan broadel . ( 2 )        

          Souezhet-mik o klevout komz bremaik yezh kozh al ledenez gant an tremeniad , e reas Fred goulennoù outan e-unan .

A-bann hag a-gorn o doa sellet outan an holl dud a oa aet e-biou dezhan diwar-neuze , prez warno ivez da droc'han kuit ar buanan ar gwellan gant un " Yac'h an dud du-se ? " hegarat ha droch a seblante o didamall bewech eus o zec'h !

          Dalc'het gant ur santadur iskis krog ennan ez erruas dirak an ti-kêr .    

            Le-Village-6.jpg  Doareoù ur fest laouen , ur peoc'h sioulaus 'veze displeget en ardremez dirazan koulskoude . Roudoù ebet eus Rekourans hag he " bunkerioù " euzhus ... Aspadennigoù hepken eus un amzer aet da get a seblantas dont en-dro disklaer dezhan war c'horre e emskiant . Nann , a sonjas 'vit disamman e galon , ne c'hellfe ket bezan c'hoazh hurlink euzhus an ospital , gweledigezh-se ur Reveulzi-Veur he dismantroù niverus he doa e lakaet da gredin e distrujidigezh ar bed penn-da-benn ! ( 3 )

          Lizherennoù aour a lugerne meurdezus war dalbenn an ti-kêr : " Potius Mori Quam Foedari  ! "

Strakal a rae bannieloù gwenn ha du diniverus en avel vaez .

Edo o vont e-biou d'ar sonerien a c'hoarie ar memes ribourtadenn bepred ha ne oa ket dishenvel diouzh ar re all o dilhad .

Perak'ta 'vezent gwisket gant un hevelep lifre ? , a sonjas .

Abalamour d'ar goulenn-man 'veze heskinet .

Met krenvoc'h 'get cholori ar sonerezh frondoù an holen mor ennan , e respontas dezhan , difluket eus neblec'h , ur vouezh vaouez metalek he sonnliv , hoalus ha flour war an dro ! 

Demat deoc'h-holl ! , a gemennas . E tarzh un devezh splann emaomp ! Ho programm ? Prientin an dibunadeg a vezo fenoz !... "

          Rak e naon-bras da c'houzout eus pelec'h e teue ar bedenn hegarat , n'en doa ket c'hoant hor gweladenner da glevout muioc'h . Sellout a reas da gentan ar bokedoù kaer frondus 'oa bet lakaet 'harz mogerioù ar savadur war ar blasenn . Klask a rae ur mikrofon .

Neuze e komprenas e c'hellfe bezan skoachet-ouesk , marteze , 'touez al lieskinkladurioù tredan a c'houlaoufe ar gouel diwezhatoc'h . 

          Evit-se 'oa fichet holl vonumantoù ar gêr gant aozadoù bleunvel , tresoù bleunioù 'vel tarzhioù flamm a sklerijennfe anezhi a bep tu , he straedoù bet goulaouet-holl da c'houde gant garlantezioù ha strobadoù lieslivek o strinkan enni 'vel tanioù-arvest ha marzharvestoù !

Dre-holl avat , a-hed talioù marellet ar c'hendioù giz varok pe rokoko , koulz war letioù pompadus ha palezioù reteriat 'vel war doennoù soul penntier eeunan-tre an aod , 'oa dibunet panelloù lien divent a ziskouezhe bewech dremmoù peurhenvel .

         Ne reas van pelloc'h hon haroz gant tisaverezh kitsch-tre hag emdro ar c'hêraozan er gêr gouronkan ken sioul ha kensentour amzer e yaouankiz . Sabatuet 'oa bet ken a grene 'vel un deliaouenn !

Rak 'oa bet en , ur sell falskarantezus ennan ,  en doa gwelet war holl vogerioù  en e wiskamant leurenn gozh , luc'hskeudennoù melenet ur sonadeg a-ziagent ! ( 4 )

         A-daol-trumm e tigorntroias tud yaouank vervet er ru !

Re ar " bagad " e oa , hag hini a vleinie anezho , pennsoner , a zirollas da yudal en e uhelgomzer 'pad ma save ur seizenn e ambrougerien daer gant e gomzoù kintus warni :

" Kervern muntrer , Kervern muntrer ! "  

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

                       ___

 

DAN AR WERN - Auberive ( Trede Kelc'h ) - 13 - Dorioù ar Mor-Bras - 9 - 2004 / 2013 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved -Tous droits réservés - E Brezhoneg / Breton Version  . " Auberive " , copyright 2006 .

                         ___

Notennoù :

1 - " Kentoc'h Mervel eget Bezan Saotret  ! / Potius Mori quam Foederi  ! " ( latin ) , ger-stur Breizh .

2 - " Bro Gozh ma Zadoù " ( 1898 ) , kan broadel Breizh , pozioù savet gant Fransez " Taldir " Jaffrennou ( 1879 - 1956 ) , skrivagner ha drouiz Breizh .

3 - " An Trede Arc'h " .

4 - " Istor ur Bleinier Laz-Senin "

 

Luc'hskeudennoùPortmeirion ( Kembre ) er stirad skinwel " Ar Prizoniad " ( The Prisoner , 1967 ) , sevenet gant George Markstein ha Patrick McGoohan

 

 

Le-Village-4.jpg 

 

 

           

Partager cet article
Repost0

Articles RÉCents

Liens