Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

LES ETOILES DU MATIN - 24 - Poultr Sterenn - Stardust - Poussière d'Etoile .

10 Décembre 2016 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #LES ETOILES DU MATIN

LES ETOILES DU MATIN - 24 - Poultr Sterenn - Stardust - Poussière d'Etoile .
Publicité

Les Etoiles du Matin - Steredennoù ar Mintin - The Morning Stars ( 24 )

 

 

 

Poultr Sterenn *

 

 

da Leonard Cohen

( 1934 - 2016 )

da Yann

 

 

 

N'hellan ket da heulian ,

Karedig ,

Poan 'm eus

Mont war da heul ,

Kement ' amzer dremenet

'Trezout ha me ,

Kement all ma vevez-te

Breman

Diamen 'c'hanon ...

 

 

Gouzout ' rez piv on ?

Sell ouzh an heol

Du-hont ,

Ac'hanta ,

An hini ' gar trein

Eus netra

E boultr sterenn

Emaon ...

 

 

Lakaet ac'h eus va ene

War an noazh ,

Lazhet da dad

'Vel ul loen gouez !

P'lec'h 'maout-te , breman ,

Va c'harantez ,

P'lec'h 'man ar bugel

A garan c'hoazh ? 

 

 

Ha pa yafe

Da hent da enkaat ,

' Teufe va fedennoù

d'az tieubin ,

E bruzun

'Teus rannet va c'halon ,

Met e poultr

E tistroi ouzhon ...

 

 

Gouzout a rez piv on ?

Da welout ' ran 

Du-hont ,

Ac'hanta ,

An hini ' gar trein

Eus netra

Da boultr sterenn

Emaon ...

 

 

 

 

DAN AR WERN - Les Etoiles du Matin - 24 - Poultr Sterenn - Kerzu 2016 / C'hwevrer 2019 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Les Etoiles du Matin " , copyright 2007 .

 

 

 

* Awenet gant " You Know Who I Am " , kanaouenn Leonard Cohen en e albom " Songs from a Room " , copyright Leonard Cohen 1969 Sony Music Entertainment Inc. / Stranger Music - All rights reserved .

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article