Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh - 8 - Mari-Vorgan - II - Dre Holl Vorioù Loargannet - Sur Toutes les Mers de Lune - Across All High Moonlit Seas - Breton Version / E Brezhoneg .

17 Juin 2014 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #An Erbeder - Le Passeur Des Mondes

        images-pointe-du-raz-2.jpg       

 

       04chaloupebourgneuf_50.gifKelc'h Kentan : da Darzh an Deiz ...

 

 

 

bretagne-tm-copie-1.jpg

 

 

An Erbeder ( VII )  

 

 

 

Eil Lodenn

 

 

/ Sevenidigezh /

" Breman ma veze tennet krenn digantan bed e yaouankiz ha ma seblante 'vit ar wech kentan distaolet gant ar mor war un aod estren , n'oa ket graet an traoù a save neuze en e spered gant pezh en doa sonjet en a-raok a-zivout e veaj ... "

Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " , 1 , 2 .

 

              morb8.gif 

 

 

- Gaeltacht -

 

 

8 - Mari-Vorgan

" Ar mor-verc'h koant ken draitourez

   Hanter-besk hag hanter-vaouez ... "

Prosper Proux - " Da Varzed Kemri " ( 1867 ) *

 

                      Da Roparz Hemon

 

                                              images-pointe-du-raz.jpg

 

II - War Holl Vorioù Loargannet ...  

" Sellit'ta m'emaon gant va bag o redek hentoù mor-bras an Nenv

   Hag o tigerin Dor an Nevedoù ... "

Levr Anaon an Henegiptiz , 97 .

 

CAGP5M8E.jpg 

 

           Da c'houlou-deiz 'oa bet gwelet un enez o lugernin 'vel ur berlezenn zu dre sked lagad an heol o sevel a lakae an tan warni e mor-bras ar c'houmoul roz-melen-ruz liesfurm ...

             E penn an dremmwel e teraoue du-se ar sterenn he ren veurdezus war ar mor , o seblantout ober goap eus pep bann-gouloù diwezhan tourioù-tan " Ar Wrec'h Vras " , " Teveneg " pe " Ar Maen " , gedourien zispont an noz a ziwall ganto ar bigi dievezh diouzh kerreg-tarzh diniver , skoselloù o toullan o c'houc'h , regennadoù rec'hell , Gorle Greiz , Gorle Bella ... ( 11 )

Mouget 'oa deut al loar , o steuzin tamm-ha-tamm ...

Damsklerijennet pell er reter 'oa un tachad planedenn vaenek gant he dantelezhioù reier drailhet , he zornaodoù greunvaen dorosennek marellet a c'hreunennoù maen-skant o steredennin a-viliadoù 'vel malzennoù aour e kentan bannoù an heol !

Mogerioù serzh pallennet gant bleunioù tener ha gouez , gant bannoù touskan arc'hant kozh o liv , bet krignet gorrek anezho gant tarzhadoù spoum ar gwagennoù en em strinke o bommoù kounnaret-ruz outo !

            Penn-Ar-Bed , ec'honder divent an Douar !

images-ar-men.jpg 

            C'hwibanat a rae ur fourradenn avel fresk he c'han vintin en oabl .

A-vaez da inizenn Sun e oamp , kavell an achantour Merzin diouzh ar vojennoù , mammvro nav drouizez a wareze ar Gaoter Sakr ma veze drezi en o galloud da lenn an dazont ha lakaat ar mor da zirollan : gwiadet 'vije bet ganto hervez Mona ar vantell bet douget gant Arzur 'doug lidoù e gurunidigezh . 

Un torkad gouelini penn du a droidelle er vann .

O tont da fringal en e gichen e trese ur seurt kurunenn wenn-kann war roudenn al lestr .

Klevet ' veze ivez o krial morvrini ha poc'haned o figosoù melen ha ruz gwisket en o c'haeran , a ziskoueze bezhan holl c'hoant dezho kemer perzh e tousmac'h o fest vras en houlennoù !

            Chichant ' oa kalon Tadig ivez daoust ma weled e ziouer a gousked .

A-fizians-kaer gant tu a skoe dezhan hent e vag , e talc'he gantan penn-eeun dirazan o sachan a gaouadoù krenv war e gorn-butun paotr disoursi a vogede a-unan gant hini a rae 'vel he mestr 'dreuz korzenn he siminal , e genwallerez kozh faro bet sartaet hag adroet dezhi startijenn gant ar verdeadenn nevez-se .

Ken plaen ' oa an dour a-hend-all ma teue da flouran gant e vordrouz bourzhelloù izel ar vatimant .

Sklaer an amzer , izel an avel !  , eme ar c'habiten . A-du an avel eo ar red-dour , ha zoken er Raz ne vefe ket ret da gapeal 'vel ma ' oa ranket din ober lies gwech en taolioù gast-amzer !

- Petra eo " lakaat dindan e gab " ? , a c'houlennas Roll eeun e-pad ma tigore bras-tre e c'henoù 'vit bazailhat . 

En e hantervorgousk en doa sonjet hep gouzout perak e troioù markiz ar Pontkalleg pe e " Bonedoù Ruz " Sebastian Ar Balp , istorioù kaer Breizh he doa kontet mamm e genderv gwechall 'pad o beilhadegoù e korn an oaled . ( 12 )

- Gwir eo , mousigoù , n'ouzoc'h ket ur ger a-zivout bageerezh , a eilgerias dezhan an tad-kozh . Met n'eus forzh da se , dont a-benn a ra pep hini dre boanian ! N'eo ket ken diaes , e c'hallit va c'hredin ! , a daolas dezho gant ardoù fall o c'hwezhan e stomok etre div droellenn voged .

Pa vezen ken oadet ha c'hwi ... ha ne dremene ket e-bioù d'an disteran traigoù Tadig Tanguern , arabadus kozh ha kaozer brav o adkregin , hep respont morse d'ho koulenn ,  gant danevell e yaouankiz foll d'e selaouerien a veze ken skuizh d'o c'hlevout fardet kaeroc'h un nouspetvet gwech all !

            Damglevout a rae Yannig o rambreal pezh a ouie a-zindan envor abaoe pell .

N'o doa ket bet c'hoant ar vugale mont en-dro d'o c'hambr-lestr . Mezevellet ' oant gant an arvest meurdezus profet dezho 'vit gwech kentan o buhez , kaerder dreistpar a seblante o lakaat a-wel da Zoue hollc'halloudek !

            Ur gwir eurvad eo p'eo tizhet sked an deiz nevezc'hanet ober steuzian tevded an denvalijenn !

O daoulagad bet savet war-zu bolz an Nenv , ez arveste o-daou ouzh blinkadennoù diwezhan ar stered a zivalvenne an eil d'eben en oabl divent 'vel en ur park brizh a-gent gant un degad miliadoù bleunv nevez-amzer !

Marteze ' vefe gwelet " Bag an Noz " o kas pell ganti 'baoe Bae an Anaon ' trezek ar c'huzh-heol an eneoù hirvoudus ha faezh betek o skoulm , a sonje ?

Ha ne vo ket gouest ar c'hriadennoù-se a euzh dre ruioù Is d'ho parean biken diouzh kan touellus ar morganezed , gwerz unton ha strobinellus a hoal ar beajour kollet da gleuz ar c'herreg du  ?

" Gouzout mat a raen e tedennfen 'c'hanout aman . Ne harz netra ouzh nerzh va zaolioù-mouezh , a gane ar velegez Veleda da Eudore he doa choazet . ( 13 )

" Ma welfen dindan biroù an iliz ha ma teufen a-benn da glevout son kleier sant Gwenole , en em c'houlenne mab Mona o trein gant e sell war an tonnoù an traoù-man war e spered , ez afen da roue me ivez ?

 

            Met ar plac'h he blev kouevr hag he lost skant arc'hlas pounner a neunvfe pell amzer c'hoazh 'michans war holl vorioù loargannet betek deiz he daspren .

" Mari-Vorgan , Mari-Vorgan ... , a ziskane hep ehan trouz rok ha didrugar ar mekanikoù , o kinnig diwar bep lamm e respont unton da luskell al lestr : nemet e vefe bet heklev distrad an islonk o tont gwezhave d'an nec'h war-c'horre da drubuilhan hunvreoù ur pesketaer yaouank ...

     

                               images-mouettes.jpg

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

                                        ___

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VII - Sevenidigezh / Eil Lodenn - 8 - Mari-Vorgan II - War Holl Vorioù Loargannet - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern et Arbredor.com 2007 ha 2008 (  Numérical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .

 

images-ile-de-sein.jpg

 

                              ___

Notennoù :

11 - Tour-tan ar Wrac'h Vras bet savet ur miltir e kornog Beg ar Raz war ur garreg anvet " Gorle Bella " - " Gorle Greiz " = karreg all bet meneget gant Herri Kefeleg  ( 1910 - 1992 ) , skrivagner breizhat , en e levr entanus " Troioù-Bale e Breizh " ( Promenades en Bretagne , Balland , 1969 - Tous droits réservés / Pep gwir miret strizh ) .

12 - Chrysogone-Clément de Guer , markiz Pontkaleg ( 1679 - dibennet e Naoned d'ar 26 a viz Meurzh 1720 ) a voe unan eus ar noblansoù a gemeras perzh en un irienn vreizhat da ziskar gouarnamant ar rejant Fulup II Orleans ( 1718 ) . 

Deut e oa brudet goude gant kan " Maro Pontkalek " ( I , 46 ) er " Barzaz-Breiz " ( 1839 ) Kervarker ( 1815 - 1895 ) , gant romant Alexandre Dumas anvet " Une Fille du Régent " ( Ur Verc'h eus ar Rejant , 1845 ) hag ivez gant ar film gall " Que la Fête Commence " ... ( Ra Grogo ar Gouel ... , 1975 ) sevenet gant  Bertrand Tavernier ha c'hoariet gant Philippe Noiret ( Ar Rejant ) , Jean-Pierre Marielle ( Pontkaleg ) ...

       Sebastian ar Balp ( 1639 - 1675 ) , brogarour breizhat all , pennrener stourm gwadek " ar Bonedoù Ruz " ( 1675 ) .

13 - Mojennoù Kêr-Iz  :

( Barzaz-Breiz , I , 6 : " Livaden Geris " )

" Les Martyrs " ( Ar Verzherien , levr X , 1809 ) , romant François-René de Chateaubriand ( 1768 - 1848 ) , skrivagner brezhon ganet e Sant-Maloù .

 

                     images-enez-sun.jpg               

Lire la suite
Publicité

Le Livre de Virginia - Virginia's Book - Levr Virginia - VI - 1ère Partie - XII - Le Roi Perdu ( 23 , 24 ) .

12 Juin 2014 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #LE LIVRE DE VIRGINIA

    Black swan 2Les larmes du coeur

 

Première Partie

 

 

XII ) LE ROI PERDU

 

" Mon Dieu , mon Dieu , pourquoi m'as-Tu abandonné ? "

Marc , 15 , 34 .

 

 

            23 - La Porte du Ciel

 

" Comme les poissons qui restent sur la terre sèche meurent ,

  ainsi les moines qui s'attardent hors de la cellule ... "

Apophtegmes de Saint-Antoine , 10 .

 

            Tandis que les vaisseaux d'Orion venus en masse tentaient vainement de saisir le mystère d'Auberive , Enoch sommeillait dans une sorte de grotte profonde située dans les soubassements de la tour .

Qui aurait pu savoir qu'en fait il s'agissait d'un des dix habitacles d'une gigantesque ville-lumière , chacun d'entre eux coiffé , tel un bocal , d'une immense coupole translucide où se mouvaient d'étranges formes quasi invisibles ?

            Côte à côte avec la princesse Ninti-Anath , son corps gravitait dans un liquide amniotique blanchâtre paraissant les maintenir en vie . 

Parfois , de violents éclairs d'électricité traversaient cette eau céleste , modifiant peu à peu les caractéristiques des créatures ophidiennes . ( 53 )

            La régression s'effectuait avec régularité , leur arrachant parfois des cris de douleur épouvantables quand défilaient sur l'écran de leurs rêves obligatoires des moments difficiles d'existences passées .

            Les ombres floues et brillantes s'affairant au-dessus d'eux déposèrent les deux êtres rajeunis sur une table d'émeraude où l'on voyait le reflet d'un énorme soleil rouge entouré de six planètes orbitales dont trois n'étaient que le double pâli de sa jumelle , cristallisant bientôt le reflux de leur énergie afin qu'ils soient à l'état foetal aspirés dans leur centre où se trouvait une porte ouverte sur d'autres dimensions de l'univers ! ( 54 )

" La goutte d'eau " sur le rebord du toît de l'âme " va-t-elle disparaître au cour de son périple , ou bien traversera-t-elle en un flux de transformations incessantes le grand océan de ses mille plis légers ? ( 55 )

 

            24 - Le Chant du Cygne

 

            Puis il le vit se précipiter sur elle , manquant de tomber lui-même quand les deux cygnes s'élancèrent depuis le parapet dans le vide entonnant leur chant de mort !

            Plus haut , vers le troisième étage , il perçut les gémissements d'une jeune fille .

- Virginia ! , soupira-t-il à travers la lourde porte . Que t'ont-ils fait ?

- C'est par le néant , lui demanda-t-elle , abattue , que tu es monté vers moi ? ( 56 ) Faust 4 

           C'est alors qu'il réalisa toute la force de son amour secret pour celle qui ressemblait comme deux gouttes d'eau à Marieke ! ( 57 )

- Je suis monté , crois-tu ? , lui répondit-il au bord des larmes . Depuis le temps que je te cherche , tendre amour ... je croyais que tu étais morte ! Je ne savais plus quoi faire , je t'assure ! ( 58 )

... J'ai eu tant de mal à te retrouver

 

 

 

 

FIN DE LA PREMIERE PARTIE 

 

 

 

( A Suivre )

 

 

                                     ___

 

DAN AR WERN - Le Livre de Virginia - VI - Première Partie - XII - Le Roi Perdu ( 23 , 24 ) - Juin 2014 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Le Livre de Virginia " ( Suite de : " Laura " , Auberive XIV ) , copyright 2013 .

                              ___

Notes :

53 - " La Nuit de Cézembre " , II , 4 - Labyrinthe et 6 - Assomption .

54 - " Le Livre de Virginia " , VI , 11 - Avez-Vous les Clefs ? ( Note 17 ) .

55 - Virginia Woolf ( 1882 - 1941 ) : " Les Vagues " ( The Waves , 1931 ) .

     - Deepak Chopra , né en 1946 , médecin , penseur américain d'origine indienne : " La Vie Après la Mort , Le Livre des Réponses " ( Life After Death , The Book of the Answers , 2007 ) .

56 - " La Demeure Enchantée " , II , 9 - L'Alchimiste .

57 - " La Demeure Enchantée " , IV , 9 - Le Vol d'Horiosis ( Note 61 ) .

58 - " La Nuit de Cézembre " , II , 5 - Sternkammer .

Natalie Portman dans " Black Swan " ( 2010 ) de Darren Aronofsky avec Vincent Cassel , Mila Kunis , Winona Ryder , Barbara Hershley ...

Camilla Horn dans " Faust , une Légende Allemande " ( 1926 ) , film de Friedrich Wilhelm Murnau ( 1888 - 1931 ) , avec Gösta Ekman , Emil Jannings ...

Lire la suite