Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR II - 3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen - La Montagne et la Pierre - The Mountain and the Stone ( C ) .

25 Avril 2013 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .

Kalon-Anna-Vreizh.jpgHolen Mor II

 

 

L'Histoire et l'Héritage I

( An Istor hag an Hêrezh I )

 

 

3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen ( David ha Goliaz : 1898 - 1918 - 1938 ... )

 

 

Da enorin Richard Wagner ,

 

Evit Thomas Mann ,

Achantour ar " Menez Hud " , *

 

Hag evit va mab Eliaz ...

 

 

 

" Pign Davedon war ar Menez

  Ha chom eno ,

  Ma roin dit Taolennoù Maen ... "

Ermaeziadeg , 24 , 12 .

 

 

 

C - Signum Mortificationis **

 

" Da betra 'talvezfe skrivan pa vez ar bed o vont d'e ziskar ?

  Wozu Schriftsteller ? "

Pascal Dethurens -

" Thomas Mann ha Dismantr ar Spered " 

( Notenn 11 )

 

 

" Ha ne zeufe ket a-benn ma oa steuziet va hunvre ? "

Constantin Christomanos - " Elesbed Bavaria " ***

 

 

      Ya , e c'hellfe bet ar marv-se hini Europa eus e vefe , hi bet chomet klanv 'pad seizh bloavezhioù hir gant Hans Castorp e gwele ar gambr 34 ( sifr 7 ar Gematria ivez ) un ospital menez da glask gouzout muioc'h war he dazont politikel .

Ur Parsifal nevez 'vit ur c'hlask dic'hallus ' ha re ziwezhat oa bet-en : petra 'ta ' oa bet he c'hultur , he sevenadur , en em c'houlenn , morc'hed ennan ? ( 11 )

Met perak derc'hel da skrivan ivez pa vez holl draoù o vont war o diskar ? Ha d'ober petra mont d'ober " Meaulnes Veur " o vezan ma c'hoarvezas Brezel Troia ? ( 12 )

Skeud anezhan , 'vel Joachim Ziemssen , keniterv Hans el levr Mann , a lazhfe marteze bremaik engortoz tud hanv 14 , bet muntret holl esperansoù kaer dezho , re Jacques Thibault 'vel re Jaurès .

( 13 )

" Perak 'ta o deus lazhet Jaurès ? " 

( 14 )

      Roll , bet mezeget e ankoun en Alamagn , a zeufe da vezan ur jeneral SS diwezhatoc'h , o tiskouez ' oa gwir diogeladur truezus Settembrini , bet dihenchet uhelvenoz an den-se bet kredet dezhan diwall kentoc'h e " Sklerijennoù " deut ken displann da c'houde 'vit e spered touellet :

" Seurtoù dizurzh nemetken eo klenved ha dic'hoanag alies ... " , a anzavfe aonik evit echuin .

( 15 )

Gwirionez bet stadet gant Antoine ivez , mezeg a gavfe gwelloc'h dezhan en em lazhan 'get asantin da ziwaskan e boan ziremed . ( 16 )

Doktor all , diagnostik all war un dro , hini Duhamel oc'h ober goulennoù outan e-unan dre selaouennan kalon hag ene e gempredidi : ha ne vefe ket ar sevenadur-man ( hon hini ) nemet " un doare gouezder kuzh " ? ( 17 )

      Rak an Ankoù eo a vez o kantren gant e vaskl ruz dre vanelloù Venezia , hini a glask da dec'hel d'ar red en aner dirazan perc'herien betek seizhvet ( 3 + 4 ) sal ur palez brudet mat e stad c'hoazh en ur bed oc'h en em goll hag a gouezho en e boull gantan koulskoude , " beuzet e werinier gant ur c'hlizhenn wadek " evelkent !

( 18 )

Ha setu ma ne vefe ket gwelet hor buhez nemet diwar-c'horre ganimp , pe ziwar neuz fall ma rafemp anezhi  'pad Meurlarjez Versailhez

( 1919 ) , droukwisket ac'hanomp gant relegoù un Impalaeriezh barnet da vervel diouzhtu rak e vije bet kaoz , marteze , da vezan graet re kalz ganti evit he fobloù da genvevan mat etrezo . ( 19 )

        Al Loen gant Seizh Penn , ar Seizh Iliz ... ( 20 )

- Rak piv hor bez aon Ester , n'on ket ho preur ? , a c'houlenn Assueruz d'e wreg . ( 21 )

" Elster wenn , Elster zu ... " ( 22 )

      Erer an Nazied , o terrin unan eus seizh siell an Diskuliadur , a rogfe gant e skilfoù ar Feur-emglev kasaus , o c'hoari lapavan adal ar Salzberg gant hunvreoù diwezhan Ludwig hag Elesbed ...

( 23 )

      An " Anschluss " 'vel ur respont lemm d'o c'harantez 'vit an Arz , Kened beurbadel , a yafe dezho dre heg ha dre grenv 'kenver kiladennoù München . ( 24 )

Hag evit pezh a selle ouzh c'hoant adnevezin ur fallskredenn bennak , hini Naphta pe Liebenfels , e vije bet roet dezho da zigarez hepken da sujan ar bed da veli un Urzh trehontet gant an Dreistden , benveg ar Peurvoud karet gant Robespierre , o rakskeudennin ar Spont Bras . ( 25 )

" Ganit ' c'hellez derc'hel ar frilienn ruz ,

   Met adro din va zamm c'halon ,

   Ganit ' c'hellez derc'hel ar frilienn ruz ... " ( 26 )

 

Signum Mortificationis !  

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

                         ___ 

 

DAN AR WERN - An Istor hag an Hêrezh IHolen Mor II - 3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen ( Signum Mortificationis )  - Ebrel 2013 - Pep gwir miret strizh - Tous droits réservés - All rights reserved . " Holen Mor " , copyright 2013 .

               ___

 

Notennoù :

 

( Berradurioù : ZG = Ar Menez Hud

                      CS = Thomas Mann ha Dismantr ar Spered )

 

11 -

 

 

Seizh Bloaz Harlu :

 

- " Ur C'hendi , Anv ur Steredenn Warnan " ( " Tro-Vale e Bro ar Skeudoù " , Deizlevr Yann Kervern I , 8 ) gant Dan Ar Wern .

 

- " Menez Hud " ( Der Zauberberg = ZG ) gant Thomas Mann ( 1875 - 1955 ) , Priz Nobel 1929 :

Hans Castorp , deut da weladennin e geniterv Joachim klanv gant an dorzhellegezh , a chomo 7 vloaz en ur sanatoriom ( 1907 - 1914 ) a-raok ar " Brezel Bras " . 

Pennadoù :  " Von der Taufschale " ( A-zivout ar Potev-Badezin , II , 1 ) , " Walpurgisnacht " ( Noz Walpurgis , V , 9 ) ha " Veränderungen " ( Kemmadennoù , VI , 1 ) ar " Menez Hud " .

 

- " Thomas Mann ha Dismantr ar Spered " ( Thomas Mann et le Crépuscule du Sens " = CS , 2003 ) 

par Pascal Dethurens ( Chapitre I ) . 

     

 

 Etre Kultur ha Sevenadur :

 

" Von den Beiden Grossväter " ( Diwar-benn an Daou Dad-kozh , IV , 9 ZG ) - Rakskrid CS .

 

 

 

12 - " Wozu Schrifsteller ? " ( Pennad III , CS ) ha " Veränderungen " ( VI , 1 ) , " Noch Jemand " ( Unan Bennak C'hoazh , VI , 2 ) ZG .

     - " Tro-Vale e Bro ar Skeudoù " ( I , 3 - Ar Sklerijenn Diabarzh ) .

 

13 - " Hanvezh 14 " ( " L'Eté 14 " , 1936 ) , seizhvet lodenn " An Debaoted " ( " Les Thibault " , 1922 - 1940 ) , oberenn veur Roger Martin du Gard ( 1881 - 1958 ) , skrivagner gall , priz Nobel lennegezh 1937 .

     - Notenn 18 " Tro-Vale e Bro ar Skeudoù " ( Deizlevr Yann Kervern I , 11 - Teachers ) .

 

14 - " Jaurès " in " Les Marquises "

( " Ar Markizezed " , 1977 ) gant Jacques Brel ( 1929 - 1978 ) , kaner belgiat . Copyright Barclay Records - All rights reserved .

 

15 - Lavaroù Settembrini : " Ar Menez Hud " , V , 3 : " Freiheit "

( Frankiz ) .

 

16 - " Les Thibault " ,

Dibenn : " Deizlevr " Antoine

( 18 a viz Du 1918 ) .

 

17 - " Perc'henniezh ar Bed " ( La Possession du Monde , 1919 ) gant Georges Duhamel ( 1884 - 1966 ) , X : " Arnodadenn A-zivout Dalc'h ar Galon

( Essai sur le Règne du Coeur ) .

 

18 - " The Masque of the Red Death " ( Maskl an Ankoù Ruz , 1842 ) gant Edgar Allan Poe ( 1809 - 1849 ) , barzh ha skrivagner amerikan .

     - " Der Tod in Venedig " ( Marv e Venezia , 1911 / 1912 ) gant Thomas Mann ( 1875 - 1955 ) , priz Nobel lennegezh 1929 , skrivagner alaman .

     - Notenn 2 " Venezia , e Melezour ar Garantez , Maskl ar Marv " ( Aman hag Ahont , VIII ) .

 

19 - Aostria-Hungaria ( Österreischisch - ungarische Monarchie ) renet gant tiegezh an Habsburged betek 1918 .

 

20 - Diskuliadur Sant Yann :

     - D'ar Seizh Iliz a zo en Asia ( I , 4 ) .

     - Al Loen o Sevel eus ar Mor ( XIII , 1 ) .

 

21 - " Esther " ( 1689 ) , II , 7 , pezh Jean Racine ( 1639 - 1699 ) .

 

22 -  " Noz Sezambr " , I , 7 - Ar Roue Kollet .

 

23 - Feur-Emglev Versailhez , sinet e 1919 , ' oa gwelet evel un " Diktat " untu ha direizh gant Alamaned .

     - Elesbed Wittelsbach ( 1837 - 1898 ) , lesanvet " Sissi " , Impalaerez Aostria ha Rouanez Hungaria , keniterv Ludwig II Bavaria ( 1845 - 1886 ) , Roue Bavaria etre 1864 ha 1886 .

 

24 - An " Anschluss " ( 12 a viz meurzh 1938 ) ' oa bet stagidigezh Aostria ouzh Trede Reich alaman .

     - Emglevioù München ( 29 / 30 a viz Gwengolo 1938 ) .

     - An Arz , " Kened " beurbadel : " Ar Gejadenn " ( Auberive 2 ) - " An Tremeniad " ( Auberive 7 , IV ) - " Tro-Vale e Bro ar Skeudoù " ( Deizlevr Yann Kervern I , 8 - Ur C'hendi , Anv ur Steredenn Warnan , I , 10 - Plac'h Rosporden ) hag all ...

 

25 - Naphta : " Noch Jemand " ( Unan Bennak C'hoazh , VI , 2 ) ZG .

     - Jörg Lanz Von Liebenfels ( 1874 - 1954 ) , manac'h sistersian , saver ar gelaouenn c'houennelour " Ostara " , awener an Naziegezh .

" Noz Sesambr " : anvet eo bet unan eus va zudennoù " Irmin Von Lebenfels " ( Lebenfels = Roc'h-Vuhez / Liebenfels = Roc'h-Garantez ) .

 

26 - Kanenn bet meneget gant Constantin Christomanos en e levr : " Elesbed Bavaria ", Impalaerez Austria , Pajennoù deizlevr ( 1898 ) .

 

 

 

 

* Gwelout ar pennad kentan : Anna , la petite " Brette " .

 

** Signum Mortificationis : " Vom Gottesstaat und von übler Erlösung " ( A-Zivout Bro Zoue hag ar gwall Zaspren , VI , 3 ) ZG .

 

 

*** " Elesbed Bavaria " ( Elisabeth de Bavière , Impératrice d'Autriche - Mercure de France 1905 ) .

Notenn 8 " Aostria , Hunvre Sissi Aet da Get " ( Aman hag Ahont XIII ) - " Prières d'un Exilé " ( Pedennoù un Harluad ) , III , " Voyages " , 27 - Autriche , Le Rève Brisé de Sissi - Copyright 2018 Dan Ar Wern / International Book Market LTD - OmniScriptum - Editions " Muse " .

Lire la suite
Publicité

L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR II - 3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen - La Montagne et la Pierre - The Mountain and the Stone ( B ) .

18 Avril 2013 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .

    220px-Poe_william_wilson_byam_shaw.jpg

Paluder Gwenrann 3Holen Mor II

 

An Istor hag an Hêrezh I ( L'Histoire et l'Héritage I )

 

3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen

( David ha Goliaz : 1908 ... )

 

 

Da enorin Richard Wagner ,

 

Evit Thomas Mann ,

Achantour ar " Menez Hud " , *

 

Hag evit va mab Eliaz ...

 

 

 

 

" Pign Davedon war ar Menez

  Ha chom eno ,

  Ma roin dit Taolennoù Maen ... "

Ermaeziadeg , 24 , 12 .

 

 

 

 

     B - Menez C'hom ,

          Menez Hud

 

" Rannet eo bet va askre , siwazh , etre daou ene , pep unan anezho o kaout c'hoant d'en em zistagan diouzh egile ... "

Goethe - " Faust**

 

              

    

 

 

           Kredin a ran a-wechoù ' vefe sanket d'he zro Frans e fons ur c'hwec'hkorn , ac'hubet al lec'h-man gant ur bobladig izel a glaskfe da zifenn he yezh hag he sevenadur , ha ni bet deut da vezan , 'vit chench , he gwaskerien .

War ar " Menez C'hom " , adanvet " Menez Hud " , ' vefe ur sanatoriom renet gant un " Achantour " , seurt deskard sorser ha bleinier laz-senin o vourevian e sonerien gant un " Dekvet Kensonadeg " diaes-tre da c'hoari , kensonadeg Europa ... ( 4 )

          'Vit gallout talan d'hon sklaverezh diemskiant , psikoz-se ur bobl faezh betek skoulm hec'h ene a c'hallfe he c'has ivez d'ar follentez ha d'ar marv , ' oa bet distaolet ennomp 'pad re bell amzer 'vel ur c'hastiz perzh kavet re zister ha gwan hon tadoù ! Ul liv louet , kentoc'h !

Neuze , 'vit em dennan salv eus pezh ' oa nac'het ouzhomp , ' oa dav dimp mont war zaou-c'hement 'vel skeudenn zispis haroz ur romant moliac'h Dostoyevskiy . ( 5 )

Damgredin a raemp e vefemp 'vel-se degemeret gwelloc'h e kumuniezh vras  , spered strizh dezho , ar robotoù-keodedourien :

" 'Vel m'eo an hollved un ene troet ouzh an diavaez , eo heman un hollved troet ouzh an diabarzh ... "

( 6 )

          Keit all ' zo edomp o rankout tremen hep bevan en hor roll .

Met piv 'trezomp , koulskoude , n'oa ket an " Homo Duplex "-man ? , en em c'houlenn Baudelaire bet dedennet e selloù gant re Lilith o lugernin saotr ha marv war spered Eva / Lilia , skeudenn hec'h-unan c'holoet gant gwad bet skuilhet war zremm zoubl ar melezour , ur c'hleze mojennel o treuzin-didreuzin anezhan 'vel ur skeud ! ( 7 )

" Potius mori quam foedari " ... ( 8 )

 

" Trec'h din oc'h bet , hag e kouezhan dirazoc'h . Hiviziken , oc'h marv ivez ... " ( 9 )

 

 

AELIA ha LAELIA ! ( 10 ) 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

                                                    ___ 

 

DAN AR WERN - An Istor hag an Hêrezh IHolen Mor II - 3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen ( Menez C'hom , Menez Hud ? ) - Ebrel 2013 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Holen Mor " , copyright 2013 .

                            ___

Notennoù :

4 - " Istor ur Bleinier Laz-Senin " ( Auberive 11 , IX , Notenn 20 - Le Voyageur Au-dessus des Nuages )

     " Dorioù ar Mor-Bras " ( Auberive 13 , 1 ) .

5 - " An Doubl : Ur Varzhoneg eus Petersburg " ( 1846 ) gant Fyodor Dostoyevskiy ( 1821 - 1881 ) .

-  Deizlevr ( 25 / 06 / 1848 ) Henri Frédéric Amiel ( 1821 - 1881 ) , skrivagner , prederour suis .

7 - Pennad skridvarnouriezh Baudelaire ( 9 / 01 / 1859 ) a-zivout levr danevelloù e vignon Charles Asselineau ( 1820 - 1874 ) , skrivagner , arzvarnour gall , anvet " Ar Vuhez Doubl " ( La Double Vie ) . En e lenn , e teu da sonj dezhan pennad " Homo Duplex " e levrenn IV " Istor Naturel " Buffon ( 1707 - 1788 ) , bevoniour , jedoniour , kosmologour , prederour ha skrivagner gall .

8 - " Dorioù ar Mor-Bras " ( Auberive 13 , IX - Ar Gêriadenn , notenn 23 ) .

9 - " William Wilson " ( 1839 ) , danevell Edgar Allan Poe ( 1809 - 1849 ) , barzh ha skrivagner amerikan , bet troet gant Baudelaire e galleg .

10 - Notennoù 44 ha 56 " Noz Sezambr " , II , 7 - Maen an Diskuliadur ( La Pierre de l'Apocalypse ) .

 

 

*      Gwelout pennad kentan : Anna , la Petite " Brette " .

** " Faust " , daou pezh-c'hoari Goethe e 1808 ha 1832 .

 

 

Skeudenn :  Byam Shaw ( 1872 - 1919 ) , livour ha kelenner saoz , evit un embannadur " William Wilson " e 1909 .

     

menezhom1.jpg

Lire la suite

L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR II - 3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen - La Montagne et la Pierre - The Mountain and the Stone ( A ) .

8 Avril 2013 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .

Paluder Gwenrann 3Anna-Vreizh-4.jpg

Holen Mor II

 

 

 

 

L'Histoire et l'Héritage I

( An Istor hag an Hêrezh I )

 

 

 

 

3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen ( David ha Goliaz : 1488 - 1508 - 1788 ... )

 

 

 

 

 

Da enorin Richard Wagner ,

 

Evit Thomas Mann ,

Achantour ar " Menez Hud " , *

 

Hag evit va mab Eliaz ... 

 

 

 

" Pign Davedon war ar Menez

  Ha chom eno ,

  Ma roin dit Taolennoù Maen ... "

Ermaeziadeg , 24 , 12 .

 

 

 

 

A - Anna , la Petite Brette "  **

 

 

" Rak ma tarzh an deiz hirgortozet ... "

Yann-Ber Piriou - " Ar Chas Donv 'Yelo da Ouez "

                                                      

                                                                

       Gwir eo ez eo diaes a-walc'h anavezout en a-raok pe rakwelout disoc'h darvoudoù bet lakaet da vezan dister ha kuzhet a-ratozh anezho .  

Ha pa ne veze ket aes digejan o ster endeo kent-a-se .

    Evel-se eo em boa diskouezet en unan eus va oberennoù e voe stok deiziad emgann Sant-Albin-an-Hiliber , pa voe kollet o frankiz gant ar Vretoned , ouzh hini galv ar c'hastell Vizille , arouez derou-kentan an Dispac'h-Bras e Bro-C'hall . ( 1 )

Nemet 'oa tri c'hantved , war-bouez nebeud , etrezo !

Kendegouezh iskis , marteze , emezit-hu ? Ha perak ?

    Diazezomp en hor spered ar gerioù-se da gentan , " Disivoud " ha " Dispac'h " , hep gallout diouganan en diagent , koulskoude , o efedoù warnomp-holl .

Ha goude , dalc'homp sonj , er memes bloaz , eus marv e Koeron hon Dug diwezhan , Fransez II , en abeg ma kouezhas diouzh e varc'h d'an nav a viz Gwengolo 1488 , o lezel hec'h-unan-penn e verc'h vihan Anna , oadet a zaouzek vloaz hepken , da zont an Itron Rouanez ha Dugez Vreizh evit " ren war an douar hag ar mor ". ( 2 )

      Daou vloaz ziwezhatoc'h , d'an naontek a viz Kerzu 1490 , n'ankounac'homp ket ivez he " seurt " dimezin dre dredeog e Roazhon gant Masimilian Aostria a zeufe Impalaer Santel Roman e 1508 .

Eviti ha mignoned Vreizh , 'oa bet graet se 'vit klask terrin planedenn rust ha kalet ar vro bet gwasket hag aloubet gant luioù estren goude o zrec'h .

    Siwazh , ne blijo ket kalz d'an enebour emzalc'h disuj an " Dimezell " Vreizh !

Buan e ouio ober gant traitourien , tud zisleal an Noblans bet graet un dro wenn diouto o c'hoant bras da gaout madoù ar bennhêrez !

    Setu perak 'oa bet faezhet anezhi a-benn ar fin ha dalc'het hon Anna ken ger da vont kuit eus he mammvro ha kuitaat he fobl zilezet ...

 

    Petra a sonjit ? Penaos 'vez barnet , hiziv an deiz , pa vez touellet evel-se ur plac'h yaouank rediet da asant da bep tra dre he gwander ? Ha kontan gevier , n'eo ket gwelet 'vel ur c'hammarver beli ?

    D'an nav a viz genver 1514 , en he seitekvet bloazh ha tregont , ez eas da Anaon . ( 3 )

 

    Pevar kantved diwezhatoc'h e teufe alouberien all eus ar Reter a lakafe an tan hag ar gwad er bed-se bihan o klask ar peoc'h hag ar garantez ...

 

 

    Ha n'eo ket " Heuliad ar Sterenn " istor ur brezel a-grenn a-enep an Denelezh ?

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het

 

 

 

                       ___ 

 

DAN AR WERN - An Istor hag an Hêrezh I Holen Mor II - 3 - Kentskrid " Heuliad ar Sterenn " - Ar Menez hag ar Maen ( Anna , la Petite " Brette " ) - Ebrel 2013 - Pep gwir miret strizh - Tous droits réservés - All rights reserved . " Holen Mor " , copyright 2013 .

                         ___ 

Notennoù :

1 - " Mervel e Ermioni " , II , 5 - Notenn 11 .

2 - " Anna Vreizh , Dugez ha Rouanez " ( Anne de Bretagne , Duchesse et Reine , 1938 ) par Georges-Gustave Toudouze ( 1877 - 1972 ) , romanter gall .

3 - " An Ti Achantet " , IV , 8 - Troie + Seth - Notenn 37 ( pennad o taolennin aloubidigezh ur bed peoc'hus gant barbared ) .  

 

 

* Thomas Mann , skrivagner alamanek lesanvet " An Achantour " , priz Nobel 1929 evit " Ar Menez Hud " ( Der Zauberberg , 1924 ) . 

 

**  La Petite " Brette " , lesanv bet roet da Anna Vreizh gant he fried Loeiz XII Frans

 

                        hermine-2.jpg 

Lire la suite