Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh - 9 - Gaeltacht - I - ' Barzh Kambr-Lestr ar Sturier - Sous le Roof de la Timonerie - Under Weelhouse Roof - Breton Version / E Brezhoneg .

28 Octobre 2014 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #An Erbeder - Le Passeur Des Mondes

04chaloupebourgneuf_50.gifKelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

An Erbeder ( VII )

 

Eil Lodenn

 

 

/ Sevenidigezh /

" Breman ma veze tennet krenn digantan bed e yaouankiz ha ma seblante 'vit ar wech kentan distaolet gant ar mor war un aod estren , n'oa ket graet an traoù a save neuze en e spered gant pezh en doa sonjet en a-raok a-zivout e veaj ... "

Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " , 1 , 2 .

 

- Gaeltacht -

 

9 - Gaeltacht

( Beaj d'an Inizi )

" 'Ma un enez er pellder ,

   Tro dezhi luc'h eon kezeg-mor sklaer ... "

Immram Brain Mab Febal ( Mojennoù Iwerzhon

800px-View_Of_St_Agnes_Scilly_Isles.jpg

 

       I - ' Barzh Kambr-Lestr ar Sturier

 

         Peoc'h ez eas e-biou ar mintinvezh war ar mor-bras dilezet .

'Boan m'oa bet kejet gant ur binasenn pe ur sinagot bennak tost d'an aodoù Breizh diwezhan-holl .

Stoubet ' oa an oabl gant koumoul kotons arc'hlouet , re zistank evelato da arvarin danavell entanet troioù-kaer Loeiz Garneray , keneil Surkouf .

" ... Skein a raemp 'ta war-du ar stêr Ganga d'an deiz-se , 7 a viz Eost 1800 , pa oa klevet o krial gedour ar wern vizan :

- O , c'hwi , en traon ! O !

- Hola ! , a eilgerias mestr an tilher a-raok a baras diouzhtu e selloù war varrinier ar peroked bihan .

- Lestr ! , a huchas ar gedour a-nevez ... Dindan avel deom' dre vos babourzh , tost edan tro heol ! ( 14 )

            Hag en un doare 'oa e hini , ken diaes da vezan displeget dimp ken e oa aet buanoc'h e zezrevell , vroudet gant suspens ha darvoudoù ar senario , o lakaat dishenvel e emzalc'h paotr-kozh dinec'h ha sioul , madelezhus e neuz  , e troe Tadig e vouezh c'hros ourz imoret-fall da hini un usvoud o sklokal 'vel ur yar .

Seul vui ma veze santet an arnev o sevel tamm-ha-tamm e kildroennoù unan eus e frazennoù a seblante dister da glevout neoazh , ha seul vui 'oa anat dimp ivez e tirollfe bremaik en e benn , kizennoù blev arc'hant o strinkan diwarni en ur berniad kroz gwenn !

Kement e ruzie e zivjod gant glaou-tan neuze , ken bezan bet debret anezho gant e varv ozac'h-meur 'vel kouc'h e lestr gant gwagennoù ar mor-bras , ken ' oa kresket krenvder oberiantiz tanveziek fornigell e c'horn-butun a gase troellennoù moged arc'hlas da bevar c'horn ar gambr-levian , diarbenn gourdrouzus hanval ouzh kementad spontus ar brumennoù o pignat didrouz e penn an dremmwel , er sioulded-se ken touellus kent tarzhadeg ar gurun !

            Ar pep fentusan war veno an dud ' oa an doare son anrevel iskis-se e teue a-benn da deurel , hanterer etre ragach an douryar ha blejadenn an olifant-mor !

Met ne errue nemet 'vit an degouezhioù meur an dra-se . Un enkad brienteged 'veze oc'h ober testoù ar marzh-man a-hend-all , bet sellet outo gant an tad-kozh 'vel ma vefe gwelet ul lartaer loened gouez gant unan eus an anevaled-se en dije tapet er gaoued !

            Edo o paouez echuin o c'housk-kreisteiz ar vugale .

' Barzh hini an akipaj e penn-araok ar vag ' veze o c'hambr , daou wele-fled estaj enni evito .

Sal ar c'habiten ' oa dres dirazi war stribourzh .

            Ment ur " souk " o doa al lec'hioù-man , stalabarn reterel pe foar al laou hervez faltazi , danvezioù diseurt diniver enno ,  a veze un trepas hir e zorioù toullek 'vel klouedennoù etrezo : dinamoioù bennak , binsoù-tro , taolennoù merdeerezh , irc'hier morbreizherien leun-chouk a levrioù-bourzh dibarezet , pezhioù lien ha landonioù ...

Taolet a-drak war al leur ha bet aozet gant bec'h etre un horolaj-mor gant e vekanik-senin , un tabler-sekretour o vont e-barzh e daolenn , un armel da renkan an dilhad gant he ziretennoù gombodaouek , ho pije bet tu da vezan hoalet ivez gant kalz ardigelloù all 'vel ur pomp strad hanterzro , ur benveg-dorn 'vit ober rins ( sabrenn abourzhaj ) , ur sekstant en e voest-red garanet ... 

Paramantoù ' veze c'hoazh , ha kibelligoù kouevr staenet etre div varilhad rom , hag all ... Kement tra a seblante bezan un ton ennan hag o c'houzout , koulz lavaret , c'hoari e gan flour da glask lubanin ouzhoc'h : brageier serj ha vareuzennoù louet bet staget a-ispilh ouzh neudennoù stignet a-dreuz koadajoù tek ha treustoù ar pont livet e gwenn ; c'hwezh krenv ter-du o sevel diouzh strad al lestr , gouelioù ha fardaj ennan , he dije dleet heugin kalon ur gweladenner outi , ken boemet ' oa heman gant ar stalikez kaer kurius-se ha nepred skuizhet , koulskoude , da zizolein traoù all ken souezhus !

            D'an ampoent , e tregerne c'hoazh e gomzoù ' barzh kambr-lestr ar sturier kozh .

- Sapre barrad avel-dro ! , a c'hrozmole en ur sellout a-bann ouzh an anemometr a verke dek metr dre eilenn .

           A-feur ma tremene an amzer , e troe d'avel enep lemmoc'h-lemm war greskaat an aezhenn-vor a-du eurioù kentan ar beure . Ken stummet fall houman , e kinnige ar glav kouezhan hiviziken .

War ar pont , o doa larget ar skout ha dispaket an amur tri den ar skipailh-bourzh , o tiskenn da c'houde ar ouel-vras hag ar ouel-gorn , staget anezhi he delezioù war hini ar wern-volosk .

Rustaet ' oa deut ar mor , ha 'vel e zenvedigoù e kroge an heol da guzhat e vannoù 'drenv re an oabl a save brasoc'h-brasan dibaouez .

O seblantout derc'hel penn da bep o arsailhoù gant nerzh he c'halon , e ruilhe ar " Vari-Vorgan " he sac'had eskern houarn o wigourat war donnoù en arfleu .

Ha dalc'husted kompez ha diharzus he mekanik dre aezhenn 'veze respont nemetan anezhi , rok ha morgant un tammig da zoare diroll ha dihabask an elfennoù war he zro , dishenvel-krenn diouto , ken disuj ha direol , ha diouzh sonerezh iskis he c'houc'h  .

           Hep gouzout perak e sonjas Yannig d'an iwerzhonad Cù Chulainn en doa lazhet d'an oad a bemp bloaz , a lare Mona , ur mell ki blech en ur teurel outan ' kreiz e c'heol en un taol hepken e bolotenn . Hag e teraouefe da finval ha da steuzian goude er vorenn 'vel balum Sant Brendan an enez-se o tarzhan raktal dirak lunedenn an tad-kozh ? (15 )


images-tombelaine.jpg

 

- Inizi Sillan ! , a hopas ar c'habiten , fred ha dever ennan .

Marteze 'vel Cassard o lakaat ar Saozon da dec'hel , e krede e oa e tailh da c'hervel e voraerion d'an abourzhaj ! ( 16 )

- Hag an tenzor ? , a glaskas respont dezhan Roll hanterzihunet o tivorfilan eus ur rez bennak ma veze malzennoù aour ha pezhigoù arc'hant o lugernin ennan .

N'en doe ket amzer da gomz avat ...

           Diskoachan a reas trumm penn Houarn Pogam , eilmestr , e framm dor ar gambr .

Pennfollin a reas :

- Lestr e babourzh ! , a yudas 'vel ur c'hi-bleiz , war an adrenv !

           Ken ' voe Tadig simudet da gentan gant an alvaon 'oa kouezhet warnan , ken ' voe staget da ruzian e zremm 'vel hini ur bolez prest da zozvin !

Difretan a reas a bep tu , o leuskel e argad ken brudet :

- Ret eo lofin ! , a speunie o lammat war an dreuzell , ret eo lofin ! Krog er stur , Houarn , dead slow , dead slow , deus d'an avel , troc'h ar c'hefluskerioù ! En em zalc'hit , bugale !

           Bepred war ar c'has-digas , tost da semplan edo ar paourkaezh den !

Eus e varv hag e greouichenn e tevere ar c'hwezenn a c'hlebie e zremm zistronket-holl ganti hag e valvennoù o vrezhilhat gant techoù ha krenadennoù .

           Petra 'oa c'hoarvezet ?

Houarn 'zalc'he start d'ar baol .

Den ar mekanikoù yen ha rust e zoare  ' oa , kigennek-holl , drouk e selloù , plat 'vel ur spanell ha treut 'vel ur c'hrank .

Ne lare na grik na ger ar vugale .

O fri ouzh ar werenn , e tispourbelle o daoulagad 'vel ma tigor an istr-perlez ...

 

 

( Da Vezan Kendalc'het ) 

 

      images-tristan-et-Iseut.jpg

                                      ___

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VII - Sevenidigezh / Eil Lodenn - 9 - Gaeltacht I - ' Barzh Kambr-Lestr ar Sturier - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern et Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .

                                 ___

Notennoù :

14 - " Beajoù , Troioù-Kaer hag Emgannoù , Envorennoù va Buhez dre Vorioù " ( Voyages , Aventures et Combats , Souvenirs de ma Vie Maritime ) , pennad 15 ( gant Surkouf oc'h abourzhan ar c'hKent ) - 1852 - gant Ambroise Louis Garneray ( 1783 - 1857 ) , kourser , livour ha skrivagner gall .

15 - " Sétanta " ( an Hent ) e wir anv ha deut da vezan adanvet " Cù Chulainn " haroz ar vitologiezh Iwerzhon-man goude bout bet lazhet gantan ki blech ar gov Culann .

        Sant Brendan ( Breannain ) Clonfert , ganet war-dro 484 e Ciarraigh Luachra , kontelezh Ciarrai e mervent Iwerzhon , marvet war-dro 577 / 578 , manac'h ha merdeer a awenas ur vojenn vrudet bet dastumet en ur skrid dornskrivet eus ar 15vet kantved e levraoueg Nuremberg .

16 - Jakez Cassard , moraer Breizh ganet e Naoned d'ar 30 a viz Gwengolo 1679 ha bet marvet e krenvlec'h Hamm ( Somme ) d'an 21 a viz Genver 1740 goude pevar bloavezh en toull-bac'h .

Taolenn : " View of St Agnes , Scilly Isles " ( before 1880 ) , by Edward William Cooke ( 1811 - 1880 ) , british marine painter .

 images-SCILLY-2.jpg

Lire la suite
Publicité

Le Livre de Virginia - Virginia's Book - Levr Virginia - VI - 3è Partie - I - La Belle et l'Empereur .

14 Octobre 2014 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #LE LIVRE DE VIRGINIA

Paseo-a-Orillas-del-Mar-sorella-1909.jpg

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Troisième Partie

 

 

" Vers le petit enfant , la mère s'est penchée .

   Je veux revoir ses yeux ,

  leur regard est mon étoile ... " 

Hermann Hesse - " Le Dernier Eté de Klingsor " 

 

 

I - La Belle et l'Empereur

 

" La mer ... ne fait pas penser à la vie des hommes , mais elle réjouit notre âme , parce qu'elle est , comme elle , aspiration infinie et impuissante , élan sans cesse brisé de chutes , plainte éternelle et douce . "

Marcel Proust - " Correspondance " , 1892 .

 

           Elles venaient d'arpenter toutes deux , se tenant par la taille , le bord de mer en cette trop chaude et humide soirée du mois d'août 1898 où la houle , montant du plus profond de leur conscience à vagues ininterrompues , ramenait à la surface de leurs yeux bleu-vert quelque vision d'épave glissant en friselis d'écume soyeuse avant de s'échouer sur la rive , souvenir ancien d'une onde indicible née de l'île familière et lointaine des jours enfuis ...

           Des gamins jouaient encore sur la plage à la tombée du jour , nuées de petits garnements endimanchés marchant sans pitié dans l'eau fraîche du crépuscule , essaims d'âmes frivoles de jeunes roitelets et princesses tentant en vain de rattraper leur boule blanche et ronde avant qu'elle ne s'écrase , aveugle , sur maints châteaux de sable d'un royaume si patiemment construit ... ( 1 )

          Vanité , se persuada-t-elle songeant à l'Ecclésiaste , persistant à les regarder courir à travers la grande vitrine de sa chambre comme on voit par le hublot d'une cabine le sillage cotonneux d'un navire s'effacer peu à peu devant l'appel inéluctable de la tempête ... ( 2 )

Oh , sans doute serait-elle reveillée par l'orage pendant la nuit qui , chaque fois s'assombrissant davantage , annonçait l'embrasement d'un ciel immense transpercé de toutes parts d'éclairs fulgurants !

          Là-bas , surgis du grand large , " du livide horizon des solitudes " , comme l'écrivait un poète français , des vents galoperaient tels des chevaux sauvages contre la côte éclaboussée de fureur océane ! ( 3 )

Et les feux rougeoyants du phare balayant avec placidité l'espace depuis le cap Henry auraient bien du mal à s'imposer de nouveau face aux convulsions frénétiques paraissant comme d'habitude , sous la surface , agiter de mille tremblements les flots bouleversés ! 

         Ce rafiot misérable s'efforçant de regagner le port les remarquerait-il ? , se demanda-t-elle alors , fixant sa carène sombre dansant avec peine sur la crête immaculée des lames d'émeraude vertigineuses !

Notre trajectoire sur cette terre ... , se mit-elle à réfléchir avec la tristesse de ses quinze ans , le bruit de la pluie battant contre le carreau , tenant dans ses mains le portrait de sa chère maman pour mieux comparer celui-ci au visage de la vieille femme assise à la même place , tous les jours , sur le banc face à l'infini ...

 

         - Ce n'est pas possible , tu sais bien que j'ai à peine connu ma vraie mère ! , avait-elle seriné à sa cousine Lily dans le hall prestigieux du " Princess Ann Hotel " pavoisé de ses lourdes tentures et fanfreluches bordeaux pistache . ( 4 )

Passé le piano-bar jusqu'à " l'Aquarium " , ainsi nommait-on le restaurant , la conversation s'était poursuivie  le long de la coursive illuminée de ce véritable paquebot terrestre où , conviée à la fête fleurie des sacro-saintes vacances d'été , une gentry tapageuse étalait sans vergogne un luxe ostentatoire et de mauvais goût , flânant d'un oeil distrait devant les boutiques ...

       

         Lui , c'était un vieux bonhomme au costume élimé coiffé d'un chapeau tyrolien sans âge qui , chaque après-midi à la même heure , marchant d'un pas tranquille , un peu absent , venait s'asseoir en silence auprès d'elle sur son banc de bois blanc pourri par l'iode .

Il paraît que l'on ne guérit jamais de ses blessures ...

Certains parlaient de lui comme d'un empereur déchu ayant jadis fait courber la moitié de la planète ...

Quant à elle , sa réputation de pauvre courtisane amnésique rongée par l'alcool et ruinée par le jeu laissait dans l'ombre tout un passé de gloire lorsque sa mine altière et sa beauté ravissante faisaient , prétendait-on , tourner toutes les têtes , mettant plus d'une couronne à ses jolis pieds !

         Que pouvaient-ils se dire pendant plus d'une heure ?

Nul ne voyait sur leurs visages d'ombre qu'un sourire désespéré , narquois , face au soleil couchant ...

         Puis elle regagnait son domicile en fiacre , une pension minable de la rue Granby , quartier populaire de Norfolk ...

( 5 )

 

 

( A Suivre )

 

 

 un banc face a la mer

                                      

DAN AR WERN - Le Livre de Virginia - VI Troisième Partie - I - La Belle et l'Empereur - Octobre 2014 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Le Livre de Virginia " ( Suite de : " Laura " , Auberive XIV ) , copyright 2013 .

                              ___

Notes :

1 - Note 18 Auberive 13 - " La Porte Océane " , 7 .

2 - " Vanité des Vanités ! Tout est vanité ! " ( Ecclésiaste / Qohelet 1 , 2 )

     " Tout est vanité et poursuite du vent ... " ( Ecclésiaste / Qohelet 1 , 14 )

3 - " Les Travailleurs de la Mer " ( 1866 ) , II , 3 - IV , par Victor Hugo ( 1802 - 1885 )

       Cape Henry , au nord-est de Virginia Beach ( Baie de Chesepeake sud , état de Virginie - US )

4 - " La Demeure Enchantée " , I , 1 - La Jeune Fille et la Mer .

       Princess Ann Hotel " , un des plus anciens établissements de Virginia Beach .

5 - Rue Granby à Norfolk , port de Virgine fondé en 1622 au sud des " Hampton Roads " , à l'entrée de la baie de Chesepeake .

 

Tableau : " Paseo a Orillas del Mar " ( Promenade au Bord de la Mer , 1909 , détail ) par Joaquin Sorolla y Bastida ( 1863 - 1923 ) , peintre espagnol valencien .

Lire la suite