AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VII - Sevenidigezh - 9 - Gaeltacht - I - ' Barzh Kambr-Lestr ar Sturier - Sous le Roof de la Timonerie - Under Weelhouse Roof - Breton Version / E Brezhoneg .
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( VII )
Eil Lodenn
/ Sevenidigezh /
" Breman ma veze tennet krenn digantan bed e yaouankiz ha ma seblante 'vit ar wech kentan distaolet gant ar mor war un aod estren , n'oa ket graet an traoù a save neuze en e spered gant pezh en doa sonjet en a-raok a-zivout e veaj ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen " , 1 , 2 .
- Gaeltacht -
9 - Gaeltacht
( Beaj d'an Inizi )
" 'Ma un enez er pellder ,
Tro dezhi luc'h eon kezeg-mor sklaer ... "
Immram Brain Mab Febal ( Mojennoù Iwerzhon )
I - ' Barzh Kambr-Lestr ar Sturier
Peoc'h ez eas e-biou ar mintinvezh war ar mor-bras dilezet .
'Boan m'oa bet kejet gant ur binasenn pe ur sinagot bennak tost d'an aodoù Breizh diwezhan-holl .
Stoubet ' oa an oabl gant koumoul kotons arc'hlouet , re zistank evelato da arvarin danavell entanet troioù-kaer Loeiz Garneray , keneil Surkouf .
" ... Skein a raemp 'ta war-du ar stêr Ganga d'an deiz-se , 7 a viz Eost 1800 , pa oa klevet o krial gedour ar wern vizan :
- O , c'hwi , en traon ! O !
- Hola ! , a eilgerias mestr an tilher a-raok a baras diouzhtu e selloù war varrinier ar peroked bihan .
- Lestr ! , a huchas ar gedour a-nevez ... Dindan avel deom' dre vos babourzh , tost edan tro heol ! ( 14 )
Hag en un doare 'oa e hini , ken diaes da vezan displeget dimp ken e oa aet buanoc'h e zezrevell , vroudet gant suspens ha darvoudoù ar senario , o lakaat dishenvel e emzalc'h paotr-kozh dinec'h ha sioul , madelezhus e neuz , e troe Tadig e vouezh c'hros ourz imoret-fall da hini un usvoud o sklokal 'vel ur yar .
Seul vui ma veze santet an arnev o sevel tamm-ha-tamm e kildroennoù unan eus e frazennoù a seblante dister da glevout neoazh , ha seul vui 'oa anat dimp ivez e tirollfe bremaik en e benn , kizennoù blev arc'hant o strinkan diwarni en ur berniad kroz gwenn !
Kement e ruzie e zivjod gant glaou-tan neuze , ken bezan bet debret anezho gant e varv ozac'h-meur 'vel kouc'h e lestr gant gwagennoù ar mor-bras , ken ' oa kresket krenvder oberiantiz tanveziek fornigell e c'horn-butun a gase troellennoù moged arc'hlas da bevar c'horn ar gambr-levian , diarbenn gourdrouzus hanval ouzh kementad spontus ar brumennoù o pignat didrouz e penn an dremmwel , er sioulded-se ken touellus kent tarzhadeg ar gurun !
Ar pep fentusan war veno an dud ' oa an doare son anrevel iskis-se e teue a-benn da deurel , hanterer etre ragach an douryar ha blejadenn an olifant-mor !
Met ne errue nemet 'vit an degouezhioù meur an dra-se . Un enkad brienteged 'veze oc'h ober testoù ar marzh-man a-hend-all , bet sellet outo gant an tad-kozh 'vel ma vefe gwelet ul lartaer loened gouez gant unan eus an anevaled-se en dije tapet er gaoued !
Edo o paouez echuin o c'housk-kreisteiz ar vugale .
' Barzh hini an akipaj e penn-araok ar vag ' veze o c'hambr , daou wele-fled estaj enni evito .
Sal ar c'habiten ' oa dres dirazi war stribourzh .
Ment ur " souk " o doa al lec'hioù-man , stalabarn reterel pe foar al laou hervez faltazi , danvezioù diseurt diniver enno , a veze un trepas hir e zorioù toullek 'vel klouedennoù etrezo : dinamoioù bennak , binsoù-tro , taolennoù merdeerezh , irc'hier morbreizherien leun-chouk a levrioù-bourzh dibarezet , pezhioù lien ha landonioù ...
Taolet a-drak war al leur ha bet aozet gant bec'h etre un horolaj-mor gant e vekanik-senin , un tabler-sekretour o vont e-barzh e daolenn , un armel da renkan an dilhad gant he ziretennoù gombodaouek , ho pije bet tu da vezan hoalet ivez gant kalz ardigelloù all 'vel ur pomp strad hanterzro , ur benveg-dorn 'vit ober rins ( sabrenn abourzhaj ) , ur sekstant en e voest-red garanet ...
Paramantoù ' veze c'hoazh , ha kibelligoù kouevr staenet etre div varilhad rom , hag all ... Kement tra a seblante bezan un ton ennan hag o c'houzout , koulz lavaret , c'hoari e gan flour da glask lubanin ouzhoc'h : brageier serj ha vareuzennoù louet bet staget a-ispilh ouzh neudennoù stignet a-dreuz koadajoù tek ha treustoù ar pont livet e gwenn ; c'hwezh krenv ter-du o sevel diouzh strad al lestr , gouelioù ha fardaj ennan , he dije dleet heugin kalon ur gweladenner outi , ken boemet ' oa heman gant ar stalikez kaer kurius-se ha nepred skuizhet , koulskoude , da zizolein traoù all ken souezhus !
D'an ampoent , e tregerne c'hoazh e gomzoù ' barzh kambr-lestr ar sturier kozh .
- Sapre barrad avel-dro ! , a c'hrozmole en ur sellout a-bann ouzh an anemometr a verke dek metr dre eilenn .
A-feur ma tremene an amzer , e troe d'avel enep lemmoc'h-lemm war greskaat an aezhenn-vor a-du eurioù kentan ar beure . Ken stummet fall houman , e kinnige ar glav kouezhan hiviziken .
War ar pont , o doa larget ar skout ha dispaket an amur tri den ar skipailh-bourzh , o tiskenn da c'houde ar ouel-vras hag ar ouel-gorn , staget anezhi he delezioù war hini ar wern-volosk .
Rustaet ' oa deut ar mor , ha 'vel e zenvedigoù e kroge an heol da guzhat e vannoù 'drenv re an oabl a save brasoc'h-brasan dibaouez .
O seblantout derc'hel penn da bep o arsailhoù gant nerzh he c'halon , e ruilhe ar " Vari-Vorgan " he sac'had eskern houarn o wigourat war donnoù en arfleu .
Ha dalc'husted kompez ha diharzus he mekanik dre aezhenn 'veze respont nemetan anezhi , rok ha morgant un tammig da zoare diroll ha dihabask an elfennoù war he zro , dishenvel-krenn diouto , ken disuj ha direol , ha diouzh sonerezh iskis he c'houc'h .
Hep gouzout perak e sonjas Yannig d'an iwerzhonad Cù Chulainn en doa lazhet d'an oad a bemp bloaz , a lare Mona , ur mell ki blech en ur teurel outan ' kreiz e c'heol en un taol hepken e bolotenn . Hag e teraouefe da finval ha da steuzian goude er vorenn 'vel balum Sant Brendan an enez-se o tarzhan raktal dirak lunedenn an tad-kozh ? (15 )
- Inizi Sillan ! , a hopas ar c'habiten , fred ha dever ennan .
Marteze 'vel Cassard o lakaat ar Saozon da dec'hel , e krede e oa e tailh da c'hervel e voraerion d'an abourzhaj ! ( 16 )
- Hag an tenzor ? , a glaskas respont dezhan Roll hanterzihunet o tivorfilan eus ur rez bennak ma veze malzennoù aour ha pezhigoù arc'hant o lugernin ennan .
N'en doe ket amzer da gomz avat ...
Diskoachan a reas trumm penn Houarn Pogam , eilmestr , e framm dor ar gambr .
Pennfollin a reas :
- Lestr e babourzh ! , a yudas 'vel ur c'hi-bleiz , war an adrenv !
Ken ' voe Tadig simudet da gentan gant an alvaon 'oa kouezhet warnan , ken ' voe staget da ruzian e zremm 'vel hini ur bolez prest da zozvin !
Difretan a reas a bep tu , o leuskel e argad ken brudet :
- Ret eo lofin ! , a speunie o lammat war an dreuzell , ret eo lofin ! Krog er stur , Houarn , dead slow , dead slow , deus d'an avel , troc'h ar c'hefluskerioù ! En em zalc'hit , bugale !
Bepred war ar c'has-digas , tost da semplan edo ar paourkaezh den !
Eus e varv hag e greouichenn e tevere ar c'hwezenn a c'hlebie e zremm zistronket-holl ganti hag e valvennoù o vrezhilhat gant techoù ha krenadennoù .
Petra 'oa c'hoarvezet ?
Houarn 'zalc'he start d'ar baol .
Den ar mekanikoù yen ha rust e zoare ' oa , kigennek-holl , drouk e selloù , plat 'vel ur spanell ha treut 'vel ur c'hrank .
Ne lare na grik na ger ar vugale .
O fri ouzh ar werenn , e tispourbelle o daoulagad 'vel ma tigor an istr-perlez ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VII - Sevenidigezh / Eil Lodenn - 9 - Gaeltacht I - ' Barzh Kambr-Lestr ar Sturier - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern et Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg , copyright 2012 .
___
Notennoù :
14 - " Beajoù , Troioù-Kaer hag Emgannoù , Envorennoù va Buhez dre Vorioù " ( Voyages , Aventures et Combats , Souvenirs de ma Vie Maritime ) , pennad 15 ( gant Surkouf oc'h abourzhan ar c'hKent ) - 1852 - gant Ambroise Louis Garneray ( 1783 - 1857 ) , kourser , livour ha skrivagner gall .
15 - " Sétanta " ( an Hent ) e wir anv ha deut da vezan adanvet " Cù Chulainn " haroz ar vitologiezh Iwerzhon-man goude bout bet lazhet gantan ki blech ar gov Culann .
Sant Brendan ( Breannain ) Clonfert , ganet war-dro 484 e Ciarraigh Luachra , kontelezh Ciarrai e mervent Iwerzhon , marvet war-dro 577 / 578 , manac'h ha merdeer a awenas ur vojenn vrudet bet dastumet en ur skrid dornskrivet eus ar 15vet kantved e levraoueg Nuremberg .
16 - Jakez Cassard , moraer Breizh ganet e Naoned d'ar 30 a viz Gwengolo 1679 ha bet marvet e krenvlec'h Hamm ( Somme ) d'an 21 a viz Genver 1740 goude pevar bloavezh en toull-bac'h .
Taolenn : " View of St Agnes , Scilly Isles " ( before 1880 ) , by Edward William Cooke ( 1811 - 1880 ) , british marine painter .