AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 18 - Myriam , Plac'h an Traezh ) .
19 Octobre 2023 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...
An Erbeder ( IX )
Trede Lodenn
/ Brezel Ar Groaz /
" Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,
Engravet don 'n E wad tanflamm ... "
Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "
- Ar Skarbouklen .
- Myriam -
11 - An Aotrou Brekilien ( 18 )
( Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )
" Palefarzhet an aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ; adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù . "
Ardamezioù Brekilien
" Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "
Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .
Istor Riou Lohieg
III - Ar C'hlask
18 - Myriam , Plac'h an Traezh
" Yann ger ,
Ma'z eus tro dit da lenn anezhan , e tle kavout ken hir al lizher-man ha ken iskis ivez va
istor !
Penaos e rein dit da gompren ?
Abaoe ken pell n'em eus ket skrivet dit , rak er " gouelec'h " edon o vevan ... Diwar wel e oas aet te ivez hep lezel tamm roud ebet met un damskleur bennak e-touez an tevennoù , hini ur soudard en Uhagarr , war am eus klevet ... ( 31 )
Met , ' vel ar pajennoù-man . em gollo un deiz hor poanioù brasan e poultr un hunvre dreistdiraez ... ( 32 )
Marv eo ar Mestr , ha 'vel Gedeon deut da zistrujan aoter Baal emaon , o prientin mont da vrezelin 'vit ur wech diwezhan ! ( 33 )
Echu eo ar fest 'benn ar fin , hag ur wech ouzhpenn hon eus lezet hor chans da dremen dre dennan re ziwezhat gant hor fuzuilhoù , o chom en argoll , ni , paourkeizh margo-
dennoù , hep gallout kompren petra resis a c'hoarvezhe dimp , jostramed hirisus horjellet dre'n avel , o tonkad loariek bet goulaouet gant ur skleurenn ken gwan hag ar pezh omp deut a-wechoù da vezan !
En em astennet on e teñvalijenn ur bed oc'h echuiñ . Sellout a ran ouzh skeudoù cheñch-dicheñch ar solier , ' zo flouret , a-dreuz ar gwerennoù louzet , gant gouloù morlivet ul letern-straed ...
Daoust ha dont a ra eus goueled ar c’hantvedoù ? Dalc'h da soñj ! Myriam e veze graet anezhi ganeomp , merc'h an traezh
e oa !
Mil bloaz zo e oa ! "
( Da Vezan Kendalc'het )
____
DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( 18 - Myriam , Plac'h an Traezh) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . "An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .
____
Notennoù :
31 - Hoggar ( " Uhagarr " e yezh tamachekek ar Verbered ) , torosad e kornôg ar Sahara ma oa lec'hiet " L'Atlantide " ( An Atlantis , 1919 ) romant brudet Pierre Benoit . Mammvro an Douareged .
32 - Le Passeur des Mondes ( " An Erbeder " , XI , 24 : Koad ar Varc'heien ) .
33 - Istor Gedeon , Barnerien VI , 1 da 8 , 35 .
Newsletter
Abonnez-vous pour être averti des nouveaux articles publiés.
Catégories
- 55 Trilogie 1 " Le Passeur Des Mondes "
- 52 ESSENTIELS
- 51 Studioù - Etudes
- 51 Trilogie 3 " Auberive " - Nouvelles
- 49 LE LIVRE DE VIRGINIA
- 49 LES ETOILES DU MATIN
- 49 Le Chemin Perdu
- 49 Trilogie 2 " La Demeure Enchantée "
- 47 PRIERES D'UN EXILE
- 47 Trilogie 3 " Auberive " - Danevelloù
- 42 An Erbeder - Le Passeur Des Mondes
- 42 Saisons
- 41 UNAN BENNAK EVEL-SE ...
- 38 DRAMATIS PERSONAE
- 35 ADAGIO ASSAI
- 34 LE TRESOR DE SAINTE-GEMME
- 33 BALADE AU PAYS DES OMBRES
- 32 LE JASPE DU CERCLE D'OR
- 32 PUZZLE , CARREFOURS ET LABYRINTHE
- 31 LE JONGLEUR A L'ETOILE II
- 30 CHEMINS D'ÂMES
- 29 PIERRES SUR MON CHEMIN
- 25 LENA
- 22 HOLEN MOR ( L'Histoire et l'Héritage ) - Pensées , Journal , Correspondance .
- 22 HOLOPHERNE
- 22 LETTRES D'UNE IMMORTELLE
- 20 ITINERANCES
- 19 DE LOCIS MUNDORUM
- 19 Une Etoile Qui Tombe
- 18 FLEURS D'ABEILLE
- 18 LE MIRACLE DE BROCELIANDE
- 18 LES COMPAGNONS DE L'ETOILE
- 18 TREIZH - TRAVERSEE
- 17 CARNETS DE ROUTE
- 17 LE TREFLE
- 16 APOCALYPSE
- 16 L'INVITATION DE L'ANGE
- 15 Aman Hag Ahont
- 15 LES EXPLOITS DE ROLL DAGORN
- 15 UNE VIE D'ARTISTE
- 14 LE PROFESSEUR
- 14 La Nuit de Cézembre
- 14 NUA-TARA
- 13 CYCLE DE L'ETOILE
- 13 ETOILE BLEUE
- 13 LE CHEMIN VERS LA TERRE PROMISE
- 13 LE GARDIEN DU MARAIS
- 13 LE MYSTERE DE " STANG-AR-GARONT "
- 13 LE VOL DES OIES SAUVAGES
- 13 LES CLAIRIERES DE L'ÂME
Archives
/image%2F1535069%2F20231019%2Fob_e47916_myriam-and-women-at-sea.jpg)