LES ETOILES DU MATIN - 24 - Poultr Sterenn - Stardust - Poussière d'Etoile .
Les Etoiles du Matin - Steredennoù ar Mintin - The Morning Stars ( 24 )
Poultr Sterenn *
da Leonard Cohen
( 1934 - 2016 )
da Yann
N'hellan ket da heulian ,
Karedig ,
Poan 'm eus
Mont war da heul ,
Kement ' amzer dremenet
'Trezout ha me ,
Kement all ma vevez-te
Breman
Diamen 'c'hanon ...
Gouzout ' rez piv on ?
Sell ouzh an heol
Du-hont ,
Ac'hanta ,
An hini ' gar trein
Eus netra
E boultr sterenn
Emaon ...
Lakaet ac'h eus va ene
War an noazh ,
Lazhet da dad
'Vel ul loen gouez !
P'lec'h 'maout-te , breman ,
Va c'harantez ,
P'lec'h 'man ar bugel
A garan c'hoazh ?
Ha pa yafe
Da hent da enkaat ,
' Teufe va fedennoù
d'az tieubin ,
E bruzun
'Teus rannet va c'halon ,
Met e poultr
E tistroi ouzhon ...
Gouzout a rez piv on ?
Da welout ' ran
Du-hont ,
Ac'hanta ,
An hini ' gar trein
Eus netra
Da boultr sterenn
Emaon ...
DAN AR WERN - Les Etoiles du Matin - 24 - Poultr Sterenn - Kerzu 2016 / C'hwevrer 2019 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Les Etoiles du Matin " , copyright 2007 .
* Awenet gant " You Know Who I Am " , kanaouenn Leonard Cohen en e albom " Songs from a Room " , copyright Leonard Cohen 1969 Sony Music Entertainment Inc. / Stranger Music - All rights reserved .
L'Histoire et l'Héritage I - HOLEN MOR III - Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz I ) - 6 - Douster Bevan .
L'Histoire et l'Héritage I ( An Istor hag an Hêrezh I )
HOLEN MOR III
Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( 6 )
6 - Douster Bevan
"Ur Rouantelezh skizofrenek " a rae eus e vro c'henidik pa venege Breizh Zavier Grall ( 1 ) :
Dav ' oa bet dezhan he adijinan dibaouez adalek tourioù Sarcelles marteze , o tresan livioù e ene trubuilhet 'kreiz holl re bet kaset dre-man gant tud eus pevar c'horn ar bed hag o tiskulian e hini e-unan e trolinennoù diresis un hunvre pe ur yezh digant an harlu .
"Unan bennak evel-se " edon ( 2 ) , o vougan e kambrig dizanv ur gêr estren 'vel hini Le Clezio , met o kavout repu daoust da se enni hag ivez e lennadenn adkroget bepred eus levr va foan em ziabarzh , prenester digor-frank neoazh war an donvor ha war un natur stank-tre pe dost , he degouezhioù ken rust ha damzic'hortoz !
Piv , du-man , en doa envoret ergentaou douster bevan ?
( 3 )
Koun am boa dalc'het eus barroù-arnev feuls-tre kentoc'h , eus ur mor o spouman dindan yudoù ar Mistral gouez o tont eus ar c'hornôg , frondoù mezvus tamariskl ha siprez gantan , a skube a-gevret gant nerzh poultrenn ar straedoù ha brizhsked touellus ar binvidien nevez .
Doureier-beuz ar glav a rae o c'hwezh put da c'houde , o c'haranan an douar , o toullan-didoullan ruzelennoù ruz-plom a-bezh a darzhe war an ter-douar teuzet . Ha goulloù taer , trellus an heol o tomman maezioù an endro a-nevez kent brevin an dud gant holl e c'halloud meurdezus !
Pegement a endervezhioù en digenvez 'pad ehanoù-hanv didermen , kuzhet a-drenv damskeud warezus bet silet dre 'r stalafioù ' keit ma veze seblantet un dae bevan er-maez dre greiz ar c'hwrez !
Ul liorzh-bugale avat ' oa Nisa 'vidon da gentan .
Ebatal a raemp e skeud ar manati 'touez dismantroù Cimiez , keoded kozh ar Romaned .
Savet eo bet ar skolig war un doare beg-douar uhel a-us da blaenenn veurdezus ar Paillon . ( 4 )
Ribitailhoù bugale ' c'hoarie 'man 'mesk ar bleunioù liesliv , oc'h ober soubig e dour ar feunteunioù pe o redek dindan ar gwez-orangez .
Na pebezh plijadur ' oa bet din adkavout un tamm uheloc'h "ar c'hoadig " , seurt kornadig kuzh 'vel ur peniti dihewel ha didrouz ma veze skoachet ennan er skeud an tomman dervenn d'am c'halon !
Mont a rae mamm-gozh Alis ganin a-wechoù , o klask du-hont a-dra-sur ur goudor a-berzh Doue 'enep an ifern 'kreiz an tan .
' Vidon-me , ' oan e ged da dreuzin gant hiraezh met aonik un tamm ivez en tu all ar bed-man da "Vro ar Burzhudoù " estlammus , rouantelezh achantet va c'haeran hunvreoù-bugel !
En ul lec'h dudioù dinamm , teatrig " troioù-kaer " hon yaouankiz 'vel ma oa an hini-se , ne zaleen ket da santout un dra bennak diaes din da gompren en disheol ...
Plijout a rae din pignat , me va-unan pe gant tud all , ouzh ur wezenn ken munut ma veze graet eus ur skourr hepken , izel a-walc'h , a glote mat gant neuz an takad douar .
Kludet warni e kleven frondoù mezevellus , o vezan intret betek kreiz va c'halon gant sarac'h o sevel diouzh an didrouz hag o selaou unan bennak er pellder o strakal diheverzh e gammedoù gevrinus war dachenn ar bochad gwez bet goloet a zelioù pin 'pad ma kemmeske ingal trouz divent ar mor 'vel ur seblant sorc'hennus anezhan gant hini dispis tolpad tudoù , kirri hag uzinoù ar gêr vras vogedet gant he gazoù saotrus ...
( Da Vezan Kendalc'het )
___
DAN AR WERN - An Istor hag an Hêrezh I - Holen Mor III - Tro-Vale e Bro ar Skeudoù ( Envorennoù eus Amzer va Yaouankiz I ) - 6 - Douster Bevan - 2006 / 2016 - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés - " Tro-Vale e Bro ar Skeudoù / Balade au Pays des Ombres " , copyright 2006 - " Holen Mor " , copyright 2013 .
___
Notennoù :
1 - "Ar Marc'h Gourvezet " , respont da " vMarc'h al Lorc'h " Per-Jakez Heliaz ( Le Cheval Couché , 1977 , Réponse au " Cheval d'Orgueil " de Pierre-Jakez Hélias ) gant Zavier Grall ( 1930 - 1981 ) , skrivagner , barzh ha kazetenner breizhat .
2 - " Unan Bennak Evel-Se " , teskad barzhonegoù Dan Ar Wern - Copyright 2007 , pep gwir miret strizh .
3 - "Douster ar Vuhez " ( La Douceur de la Vie , 1939 ) , levrenn XVIII eus "Tud a Youl Vat " ( Les Hommes de Bonne Volonté ) , heuliad romantoù bet embannet etre 1932 ha 1946 gant Jules Romains ( 1895 - 1972 ) , dramour , skrivagner ha prederour gall .
4 - Stêr-veur a red direizh 'vel ur froud eus ar menez a-dreuz Nisa .
Oeuvre Poétique - II - Prières d'un Exilé / Pedennoù un Harluad - Taolenn - Table des Matières - Table of Contents .
Pedennoù un Harluad / Prières d'un Exilé / Prayers in Exile
Préface / Dédicace
I - 1 - Mary ( 1983 ) - 2 - Pensées Pour Toi ( 1989 ) - 3 - La Captive du Désert ( 1990 ) - 4 - Ho Levr ' Zo Digor ( 1984 / 2001 ) - 5 - Mouezh un Ael ( 2003 ) - 6 - Eglise ( 1975 ) - 7 - Je Demande Pardon ... ( 1989 ) - 8 - Salud Deoc'h , Breur Kaezh ! ( 2007 ) - 9 - Saint-Germain-L'Auxerrois ( 1982 ) - 10 - Montségur ( 2007 ) - 11 - Rue du Bac ( 1985 ) - 12 - Ar C'higer ( 1976 ) - 13 - Livioù an Deiz ( 2008 ) - 14 - Je Voudrais te Dire ... ( 1989 / 2008 ) - 15 - The Dove ( 2008 ) - 16 - Lizher d'un Amerikan ( 1984 / 2008 ) - 17 - Good Friday ( 1980 / 2009 ) - 18 - Shall I Pray ? ( 2010 ) - 19 - Prière ( 1986 ) - 20 - Les Larmes de Notre-Dame ( 2011 ) - 21 - Pardonne-Moi ... ( 2011 ) - 22 - Seizh Mil Yezh ( 2012 ) - 23 - Hent ar Sent ( 2013) - 24 - Kerse ( 2016 ) .
II - 25 - MEMORABILIA ( Cycle de l'Etoile VIII )
1 - Rêverie - 2 - Le Pont - 3 - Metamorphosis - 4 - Le Glaive de l'Ange - 5 - Voyage à Bayreuth - 6 - Parsifal - 7 - Résurrection .
III - Voyages ( Aman hag Ahont )
26 - Venise , au Miroir de l'Amour , le Masque de la Mort .
27 - Autriche , le Rêve Brisé de Sissi .
Et pour finir , un poème :
28 - Ster Nevez ( Nouvelles Etoiles )
DAN AR WERN - Oeuvre Poétique II - Prières d'un Exilé / Pedennoù un Harluad - Taolenn - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " Prières d'un Exilé / Pedennoù un Harluad " , copyright 2006 / "Oeuvre Poétique " , copyright 2016 .




