Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 3 / 4 ) .

5 Décembre 2018 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #An Erbeder - Le Passeur Des Mondes

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 3 / 4 ) .
AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 3 / 4 ) .

Kelc'h Kentan : Da Darzh an Deiz ...

 

 

 

An Erbeder ( VIII )

 

 

 

Trede Lodenn

 

 

 

/ Brezel Ar Groaz /

Un Arouez kevrinus ' zo er Maen ,

   Engravet don 'n E wad tanflamm ... "

Novalis - " Heinrich Von Ofterdingen "

- Ar Skarbouklenn .

 

 

- Brezel ar Groaz -

 

 

11 - An Aotrou Brekilien ( 3 / 4 )

( Lizher Roll / Dornskrid ar Mestr )

" Palefarzhet an aour d'an unanvet ha pevarvet , e hoc'h-gouez spontet en sabel ;  adpalefarzhet en arc'hant d'an eilvet ha trivet gant daou dour amzerioù aour kranellet gant pevar pezh en gul ha leinet gant peder vrizhenn en erminoù . "

Ardamezioù Brekilien

" Ar c'hwileien-raden n'o deus ket a roue hag ez eont er-maez holl dre vandennoù . "

Krennlavarioù , 30 , 27 - ( Ger ar Roue Salomon ) .

 

 

 

 

 

 

Istor Riou Lohieg

 

 

 

 

 

 

I - Disparti

 

 

 

 

 

 

 

3 - Mar Plij Gant Doue !

 

     

     Evit lakaat e enkrez hag e c'hlac'har vras 'vel ar mor da devel , en doa kendalc'het Roll e ziskuliadenn hir dre zuan e-leizh follennoù baper e lizher ma veze o klask ennan e zidamall eus meur a vloavezh bet chomet gantan war dav en abeg d'ul le en doa graet gwechall d'an hini a rae " Mestr ar Govelioù " anezhan .

- Va faourkaezh Yann ! Degouezhet eo bet un dra bennak spontus dec'h ! Muntret eo bet , marteze , an Den Fur eus Brekilien !

Dalc'h sonj ! Hon beaj da Vro-Skos hag an Diougan-Meur ! ( 5 )

     Dre chans , a stagas , n'omp ket hon-unan-penn ! Met breman ez eo ret dimp mont war-raok gant e "Oberenn " , ha dre ma raksante e c'hellfe c'hoarvezout un gwalldaol ruz 'vel-se , troc'han hent 'vel mil bloaz 'zo da sevenin ar gefridi en doa fiziet ennomp dianat .

Setu perak em eus c'hoant 'vel ma youle da rein dit va skoazell 'vit digejan skridoù kevrinek an " taolennigoù " -se en doa komzet ouzhin anezho a-wechoùbet kuzhet e feunteun al liorzh-kêr Luksembourg . ( 6 )

     " Asantin a rankimp ober d'e c'halv , ha fizians 'm eus ennout 'vit en em gannan 'vel e amzerioù illur ma kredemp e oa hon Salver oc'h aspedin start Pierre L'Ermite 'barzh Iliz E Vez Santel ! ( 7 )

Grevusoc'h c'hoazh eo breman , moarvat !

War vord un islonk eo bet deut an denelezh a-bezh !

Ha neuze , Kroaz Jezuz-Krist , hag a zle bodan a-nevez e vugale strewet holl dre ar bed , ' vo un Arouez un deiz etre holl vroadoù !

Ne vo douget 'met 'vel ur c'hastr da vroudan hor c'hig e gwirionez , ha ket da lugernin hepken war hon ardamezioù , hon bannieloù !

Met " Mar plij gant Doue Mar plij gant Doue ! " ( 8 )

Dalc'h sonj ! Kement a gantvedoù ' zo , setu petra ' oa garm hon brezel , hini ur bobl holl bet kaset gant he yaouankiz d'he heul ! ... "

 

 

 

 

4 - Kroazioù Ruz

 

     

     " ... Un tamm melkonius ' oa bet ar veilhadeg vrav a dremenjomp e kastell hon tiegezh ' raok hon avantur vras .

Goude koan bete mil fenoz e selaouemp sonerien ha barzhed .

Ha pa oa echu gant o gwerzhioù ha klemmganoù , e steuzias en ec'honder divent dassonioù boemus an delenn o trec'hin war heklev meur a gendiviz penn-ouzh-penn , ha padal , e hanvalas dont da vervel ivez e arabeskennoù un trepas er pellder , pe e lagadoù glebiet ur garedig koant .

     O tont a-benn da derrin un tav ken tost d'ar peurbad , e krogas adarre Brian da gavout poell neuze e daolioù-kaer gwechall , met  kuzh-ha-muz a-drenv d'e gomzoù estlammus , e santjomp e oa lakaet en ur chif bras da chom er gêr e-lec'h mont kuit ganimp .

    Va moereb Chann ar gontez , gant ur c'hoef monselin e stumm ur biramidenn fichet a bep seurt bragerizioù kaer war he fenn , gant he brozh seiz glas bet skourrigoù ha bleunioù treset-brav warni , ne lare grik , oc'h ober van da guzhat ouzhimp an dristidigezh vras a-walc'h en doa , a-dra-sur , da welout mont kuit he mab ker evel-se .

   Bremaik , war vogerioù-difenn ar gêr , e hanvalas dimp bezan merzet en un taol berr ganimp , e-kreiz etre steredegi an Erer hag an Alarc'h , eizh diamant benet ur groaz perlezennet bet adenaouet anezhi gant flamm ur steredenn-dared o tec'hel !

Le a reas Huon da dizhout ar c'hentan bez santel Jezuz :

" Terrin a rin ar vogerenn grenv a serr anezhan ! " , a daolas trumm , dremmoù iskis dezhan , e veilh-dorn astennet 'trezek an nenvoù ' vel un dae ! ( 9 )

  Hag antronoz , gant kroazioù ruz bet gwriet war hon saeoù mezher gwenn , pa oa deut gwall domm an amzer , hon doa kemeret penn hon hent !

Dav ' oa dimp adkavout Alan Fergant , dug Breizh .

 

 

 

 

 

( Da Vezan Kendalc'het )

 

 

                                      ___

 

 

DAN AR WERN - An Erbeder ( Kentan Kelc'h ) - VIII - Brezel ar Groaz - Trede Lodenn - 11 - An Aotrou Brekilien ( 3 ha 4 ) - Pep gwir miret strizh - All rights reserved - Tous droits réservés . " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes ) , copyright 2005 SGDL / Dan Ar Wern hag Arbredor.com 2007 ha 2008 ( Numerical Version ) - Breton Version / E Brezhoneg .

                           ___

Notennoù :

5 - " An Erbeder " ( Le Passeur des Mondes  ) , II , 9 - IV - Iona .

6 - " An Ti Achantet " ( La Demeure Enchantée ) , I , 3 - Brocéliande .

7 - Iliz an Dasorc'hidigezh ( pe Iliz Bez hon Salver ) e Jeruzalem . Aman e oa lakaet ar C'hrist d'an douar goude E varv war ar Groaz  .

Test e oa el lec'h-se Pierre L'Ermite , lean an unnekvet kantved , eus oberoù kriz hag euzhus a-enep da birc'hirined kristen .

Gant e "C'halv Clarmont " d'an 27 a viz Du 1095 , Urban II ( 1042 , pab etre 1088 ha 1099 ) a roas lans d'ar Groaziadeg kentan goude ar c'huzul-meur er geoded-man .

Pierre L'Ermite a yeas da benn unan ar groaziadegoù-pobl pennan e 1096 .

8 - "Mar Plij gant Doue ! " , galvadeg-zastum ar Groazidi bet laosket evit ar wech gentan gant Pierre L'Ermite e diwezh ar C'huzul Clarmont ( 1095 ) .

9 - Rakskeudenn eus pal gwirion an Alkemiezh , hentenn-sevenin diouzh ur vuhez speredel bet meneget e "Kanenn Zever ar Birc'hirined " : " Terrin a rin ar vogerenn am zalc'h krenv ennon ! "

AN ERBEDER ( Kelc'h Kentan ) - VIII - Brezel ar Groaz - 11 - An Aotrou Brekilien ( 3 / 4 ) .

Lire la suite
Publicité