Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

UNAN BENNAK EVEL-SE - 9 - E-Pad Ma Voredez ... / Pendant Que Tu T'Endors ... / While You Fall Asleep ... ( Doare / Version 2 ) .

27 Janvier 2009 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #UNAN BENNAK EVEL-SE ...

Unan Bennak Evel-Se ( 9 )


E-Pad Ma Voredez ...

( Doare 2 )
 

" Your famous blue raincoat was torn at the shoulder ... "
Leonard Cohen - " Famous Blue Raincoat
" *


Derou  un devezh eo ,
Ledet war va gwele ,
Ken pell diouzh Sant-Loeiz ,
O sonjal ennout ...
Em c'hambr louet

Ar " Warwick " ,
E teuas ur c'hlizenn warnon ,
'Vel hini an dourioù tenval-se 
War vigi

Ar Mississipi ...
Ez kêr-te 'man Dor-dall 
Un Tonkad all ,
A gaso dimp pelloc'h ,
Marse ,

'Get va hunvreoù fall ...
O , kaer am bo da ganan 'vidout ,
Al luskellerez-man ,
'Doug ma gouskez ,

Va Aelez ,
Gant an hini a garez ...


P'en em gaves ganin ,
N'az poa laret din tra ,
Nemet gerioù boutin 
Ha disterachoù ...
Maouez an ostaleri
'Veze war hon diwall ,
Ne rae ket kalz war-dro
An ostizidi all ...
Hag e tapjout krog em dorn ,
Va c'haredig gaezh ,
Pa gomzjomp eus bokedoù lorn 
Deizioù skol 

Da vugeliezh ...
 

Ha padal , ' welan-ni alies 
Hon-daou , em hunvreoù kaeran ,
E-pad ma voredan ,

Va c'harantez ...


 

En digenvez on breman ,
'Vel ma ouiez ,
N'em welimp mui da viken ,
E gwirionez ,
Me o terc'hel sonj ouzhit 
Kement ha m'eus graet ,
En ur glask kuzh dit neoazh

Anken va melkoni ...


Petra all ' c'helljen-me ober ,
Pa oa echu hon istor-ni ?
Oc'h en em goll

Un tamm a ranker ,
'Keta ,'raok mont 'nevez

Da c'hoari ?
 

Pep hini ' ya , un deiz ,

D'e roud e-unan ,
Ha me ' gano se bepred evidout ,

E-pad ma voredez ,
Va c'harantez ...



 

 

 

DAN AR WERN - Unan Bennak Evel-Se - 9 - E-Pad Ma Voredez ...

( Doare 2 ) 26 ha 27 a viz Genver 2009 / Mae 2021 - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Unan Bennak Evel-Se " , Copyright 2007 .

 

 

 

 

* Tu 'zo da ganan va barzhoneg war sonerezh Leonard Cohen : " Famous Blue Raincoat ", Copyright 1971 , Stranger Music / Sony Music Entertainment - All rights reserved .  

    
   

Lire la suite
Publicité

AL LIZHER / LA LETTRE - 2 - An Danserez ( Breton Version / E Brezhoneg ) .

14 Janvier 2009 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Deizlevr Yann Kervern ( 2 ) .

Al Lizher
- Istor ur Vignoniezh Kozh -


Deizlevr , Envorennoù ( II )
Evit Annemarie Schwarzenbach


2 - An Danserez
" Ha sonjal a ran kalz da Sibylle ? "
Annemarie Schwarzenbach - " Lyrische Novelle " ( Danevell Lourennek )


                                   "Bilitiz " a veze bet graet anezhi , er c'habared " La Belle Epoque " , a zaremprede a-wechoù d'ar Sadorn evit kreskin un tamm he leveoù studierez , marteze .
                                   
Kejet em boa ganti " dre zegouezh " d'un abardaez fest , deiz-ha-bloaz bennak ma c'hlasken , diwar evan en e voubouadegoù , disonjal poanioù va c'halon .
Dalc'het 'm eus sonj eus doare sell melkonius he daoulagad pers , ha sked anezho o lugernin davedon evel strink , dindan gantolorioù flemm-flimin ur sal-degemer vourc'hizel , 'barzh ur ranndi eus ar pempvet arondisamant Pariz .
Eno en doa bodet Tom , va c'heneil , tud yaouank deuet eus pevar c'horn ar Bed .
                       Meur a galon a veze broudet gant he dremm aelez , ha n'he doa nemet treuzneuziet birvidigezh an holl .
Neuze , evel m'en doa kredet ur merc'hetaer divergont , seurt buzore bras a-walc'h , he lubanin gant ur bern komzoù flour 'kreiz he lezig , en em laerezh a reas kuit buan hor Prinsez evel an Heol .
Ha me , dic'hoanag , n'ouien ket dare pa vefe tu din d'he silan an disteran ger a-benn an diwezh .
                       Ne vefe nemet diwezhatoc'h , pa zeuas a-benn unan bennak emroüs da lakaat va diwask da ziflipan diganin .
Ouzh he gwelout war al leurenn , livet fall he dremm gant fard , hag o tansal droukwisket gant un togig du , e teu c'hoazh em spered e oa va c'halon o lammat gant feuls em c'hreiz .


                       
                       En noz-se , em boa lavaret din ennon e teuin en-dro 'man 'vit he gortoz ur wech all , ha rein dezhi da c'houzout e oan bev-kann da vat .
                       Kavet em boa dor an dremmourien .
Erruout a reas erfin ar pred resis , ur pennad mat goude an abadenn , ma chomen a-sav er ru ouzh he c'hedal , hi ken mistr ha moan he doare .
Aon a savas ganin , koulskoude , na vefe spontet gant istrogell ar renkad gentan , ur werennad en e zorn , na baoueze ket e selloù da baran war an " Aelez C'hlas " dirazan , a-hed arvest boemus anezhi . ( 8 )
Aon ivez na dremenfen evit un den dister ha , pa zamzigoras an nor-borzh , e oa skubet riblennoù du ar straed gant glizhaj padus un avel ziskar . 
Goudor em boa klasket dindan valed un davarnig en diavaez , ma veze he lien-koaret o teveran an dour-glav dioutan .
Aze eo e welis ur skeud dindan dec'h o vont e-biou din , hini ur gaezouregez he blev melen , bet spurmantet ergentaou .
Gorrek e tinozelennas he mantell-c'hlav en un doare sonjus .
Unnan bennak all he skoazellas .
                        Ur gaer a vaouez du he c'hroc'hen e oa , oadet muioc'h egeti , a dregont vloaz war-dro ... 
- Neuze , karedig , pebezh amzer gagn fenoz !
- Ya sur , Camille ! Dre chans , out deuet d'am c'hemer . N'he deus tamant ebet deomp an Itron Clark , te'oar . Skuizh-marv on !
                        Azezet e oan a-drenv d'ur speurenn wer-mouk , doare Rokoko , kinklet gant delioù-gwini .
Astenn a ris va skouarn da selaou .
Toullet 'oa bet kaoz ganto diwar-benn Afrika . Anat din , ne oa ket bet mat da Sibylle ( tapet em boa he c'hentanv diwar-nij )  he zremen fresk e Senegal :
- Sell'ta pezh a fell din-me ober , Nitscha . O vevan 'kreiz ar beorien eo , ha karout kompren anezho ... Mennet on da gavout sekredoù an Natur ... ( 9 )
- Petra 'zo , bichig ? , a eilgerias an duardenn , o tarlipat drev he c'hognak .
'Veldomp emaout , neketa ? Ne zebrez ket yod , ha gwelloc'h ganit ur banne gwin 'get ur banne sistr , ket gwir ?...
                        Gwisket brav war e begement , e tostaas un den a-feson d'o zaol .
Hag e welis o-zri oc'h en em strinkan da c'houde 'barzh ur " vMercedes " wenn , he gouleier ken splann , hag a steuzias a-herr en denvalijenn ...

( Da vezan kendalc'het )

                                   ___


DAN AR WERN - Al Lizher - 2 - An Danserez - Here 2008 / Genver 2009 - Deizlevr Yann Kervern ( II ) - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Al Lizher / La Lettre " , Copyright 2008 .

                                    ___
Notennoù
:
8 - " An Aelez C'hlas " ( Der Blaue Engel ) , film germanek Josef Von Sternberg ( 1930 ) , gant Marlène Dietrich
9 - Lesanv Camille , c/f : " Onitsha " ( 1991 ) , romant J.M.G Le Clézio , skrivagner breizhat , Priz Nobel 2008 .

" Kromm da gein , savet war da dreid ,
  Hej da lounezhi , displeg da zivhar ,
  Hag e stlakimp hon daouarn dit ,
  O youc'hal a-bouez penn
! "
" Kanennoù Bilitiz  " ( Chansons de Bilitis ) , trede Rann , Flemmganigoù e Kiprenez , " An Danserez gant Naered-Ouroulerez " ( La Danseuse aux Crotales ) - Pierre Louÿs , 1894 .
              

Lire la suite

PRIERES D'UN EXILE - PEDENNOU UN HARLUAD - 4 - Ho Levr 'Zo Digor - Your Book Is Open - Dein Buch Ist Offen - Ton Livre Est Ouvert ( Breton Version / E Brezhoneg ) .

2 Janvier 2009 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #PRIERES D'UN EXILE


 

Ho Levr ' Zo Digor
 

 

da Leonard Cohen

( 1934 - +2016 )


" ... Hag e oa digoret levrioù  ,
  Hag ul Levr all a voe digoret ,
  Levr ar Vuhez
... "
Diskuliadur , 20 , 12 .

" By the rivers dark , I wandered on ,
  I lived my life in Babylon ... "
War vord ar stêrioù du 'm eus kantreet ,
Bevet 'm eus va buhez e Babylon ...
Leonard Cohen - "By The Rivers Dark " , in " Ten New Songs " album ,

Copyright 2001 - Sony / Columbia - All rights reserved .

 




- I -

Keit-all amzer oc'h kroget da lenn un istor ,
Breman n'eus mui den da ziskouez deoc'h
Al lec'h m'emaoc'h ,
Met eo digor ho levr ,
'Vel un hentenn da heulian ,
Ouzh ho kelver emberr ,
War-du doureier du ,
'Trezek ar mor ...


- II -

Diaes a-walc'h 'vo deoc'h , marteze , da gompren ,
'Vidoc'h-c'hwi o sellout bigi
War skeudenn an nor ,
Gant ur ruzelenn heol
Dre 'n uloc'h ,
Hag ul lestr
Diouzh tu all gwerenn ar prenestr ,
Louc'hoù e don hoc'h envor ,


- III -

Bemdez o klask ur ster hepken
D'ho tanevell guzh ...

Piv 'c'hellfe , e gwirionez , 
O kutuilh ar Rozenn Ruz ,

Kavout alc'hwez an diluz ?
 

Bez' e vo , me 'gred , kalz freuz ha reuz

'Raok an diwezh , 
Luzioù war ho kein , blaz ar c'hwerv

Ha kerse bras ganto holl
Dre l
usk-dilusk ar c'huz-heol flamm !



- IV -

Met n'eo ket aes deoc'h
Santout muioc'h-mui ,

Treuzwelus ha lemm ,

Flourigoù an avel e melezour
Ho roufennoù niverusoc'h ,
Roudenn erv an disoc'h 
War dres noazh ho tremm torr ...


V -

Hag o trein follennoù gwenn
'Pad ur predig amzer ,
E veizit n'eus ket tu chench
Ouzh ho perzh
An dilerc'h ,
Tudenn zianav war al "Leurenn "
O c'hoari pezh amsklaer 
Ur paour-kaezh sklav ,  

Haroz hollgaer !

- VI -

Setu neuze sklerijenn skedus ho karantez
Ac'h entan ar paper ,
Tra ma 'z eo-hi sklaset en ur sorenn
Gant sord ur sorser ...
Echu eo endeo
Ho kontadenn 
Pa dreizh ar serr-noz ar gwer 
En gortoz da sklaerder yen
Al loargann ...


- VII -

Abaoe kalz amzer oc'h kroget da lenn un istor ,
Hogen n'eus den ebet ken da ziskouez deoc'h
'Men emaoc'h ...




DAN AR WERN - Prières d'un ExiléPedennoù un Harluad - 4 - Ho Levr ' Zo Digor - 1984 / 2001 - Adnevezet Genver 2009 hag Eost 2018 - Embannet war AL LIAMM 330 ( C'hwevrer 2002 ) - Breton Version / E Brezhoneg - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés . " Prières d'un Exilé Pedennoù un Harluad  " , Copyright 2006 .

Skeudenn : izelvos aoter iliz Rennes-Le-Château

                  



 

Lire la suite