Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

AL LIZHER / LA LETTRE - 2 - An Danserez ( Breton Version / E Brezhoneg ) .

14 Janvier 2009 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Deizlevr Yann Kervern ( 2 ) .

Al Lizher
- Istor ur Vignoniezh Kozh -


Deizlevr , Envorennoù ( II )
Evit Annemarie Schwarzenbach


2 - An Danserez
" Ha sonjal a ran kalz da Sibylle ? "
Annemarie Schwarzenbach - " Lyrische Novelle " ( Danevell Lourennek )


                                   "Bilitiz " a veze bet graet anezhi , er c'habared " La Belle Epoque " , a zaremprede a-wechoù d'ar Sadorn evit kreskin un tamm he leveoù studierez , marteze .
                                   
Kejet em boa ganti " dre zegouezh " d'un abardaez fest , deiz-ha-bloaz bennak ma c'hlasken , diwar evan en e voubouadegoù , disonjal poanioù va c'halon .
Dalc'het 'm eus sonj eus doare sell melkonius he daoulagad pers , ha sked anezho o lugernin davedon evel strink , dindan gantolorioù flemm-flimin ur sal-degemer vourc'hizel , 'barzh ur ranndi eus ar pempvet arondisamant Pariz .
Eno en doa bodet Tom , va c'heneil , tud yaouank deuet eus pevar c'horn ar Bed .
                       Meur a galon a veze broudet gant he dremm aelez , ha n'he doa nemet treuzneuziet birvidigezh an holl .
Neuze , evel m'en doa kredet ur merc'hetaer divergont , seurt buzore bras a-walc'h , he lubanin gant ur bern komzoù flour 'kreiz he lezig , en em laerezh a reas kuit buan hor Prinsez evel an Heol .
Ha me , dic'hoanag , n'ouien ket dare pa vefe tu din d'he silan an disteran ger a-benn an diwezh .
                       Ne vefe nemet diwezhatoc'h , pa zeuas a-benn unan bennak emroüs da lakaat va diwask da ziflipan diganin .
Ouzh he gwelout war al leurenn , livet fall he dremm gant fard , hag o tansal droukwisket gant un togig du , e teu c'hoazh em spered e oa va c'halon o lammat gant feuls em c'hreiz .


                       
                       En noz-se , em boa lavaret din ennon e teuin en-dro 'man 'vit he gortoz ur wech all , ha rein dezhi da c'houzout e oan bev-kann da vat .
                       Kavet em boa dor an dremmourien .
Erruout a reas erfin ar pred resis , ur pennad mat goude an abadenn , ma chomen a-sav er ru ouzh he c'hedal , hi ken mistr ha moan he doare .
Aon a savas ganin , koulskoude , na vefe spontet gant istrogell ar renkad gentan , ur werennad en e zorn , na baoueze ket e selloù da baran war an " Aelez C'hlas " dirazan , a-hed arvest boemus anezhi . ( 8 )
Aon ivez na dremenfen evit un den dister ha , pa zamzigoras an nor-borzh , e oa skubet riblennoù du ar straed gant glizhaj padus un avel ziskar . 
Goudor em boa klasket dindan valed un davarnig en diavaez , ma veze he lien-koaret o teveran an dour-glav dioutan .
Aze eo e welis ur skeud dindan dec'h o vont e-biou din , hini ur gaezouregez he blev melen , bet spurmantet ergentaou .
Gorrek e tinozelennas he mantell-c'hlav en un doare sonjus .
Unnan bennak all he skoazellas .
                        Ur gaer a vaouez du he c'hroc'hen e oa , oadet muioc'h egeti , a dregont vloaz war-dro ... 
- Neuze , karedig , pebezh amzer gagn fenoz !
- Ya sur , Camille ! Dre chans , out deuet d'am c'hemer . N'he deus tamant ebet deomp an Itron Clark , te'oar . Skuizh-marv on !
                        Azezet e oan a-drenv d'ur speurenn wer-mouk , doare Rokoko , kinklet gant delioù-gwini .
Astenn a ris va skouarn da selaou .
Toullet 'oa bet kaoz ganto diwar-benn Afrika . Anat din , ne oa ket bet mat da Sibylle ( tapet em boa he c'hentanv diwar-nij )  he zremen fresk e Senegal :
- Sell'ta pezh a fell din-me ober , Nitscha . O vevan 'kreiz ar beorien eo , ha karout kompren anezho ... Mennet on da gavout sekredoù an Natur ... ( 9 )
- Petra 'zo , bichig ? , a eilgerias an duardenn , o tarlipat drev he c'hognak .
'Veldomp emaout , neketa ? Ne zebrez ket yod , ha gwelloc'h ganit ur banne gwin 'get ur banne sistr , ket gwir ?...
                        Gwisket brav war e begement , e tostaas un den a-feson d'o zaol .
Hag e welis o-zri oc'h en em strinkan da c'houde 'barzh ur " vMercedes " wenn , he gouleier ken splann , hag a steuzias a-herr en denvalijenn ...

( Da vezan kendalc'het )

                                   ___


DAN AR WERN - Al Lizher - 2 - An Danserez - Here 2008 / Genver 2009 - Deizlevr Yann Kervern ( II ) - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés - Breton Version / E Brezhoneg . " Al Lizher / La Lettre " , Copyright 2008 .

                                    ___
Notennoù
:
8 - " An Aelez C'hlas " ( Der Blaue Engel ) , film germanek Josef Von Sternberg ( 1930 ) , gant Marlène Dietrich
9 - Lesanv Camille , c/f : " Onitsha " ( 1991 ) , romant J.M.G Le Clézio , skrivagner breizhat , Priz Nobel 2008 .

" Kromm da gein , savet war da dreid ,
  Hej da lounezhi , displeg da zivhar ,
  Hag e stlakimp hon daouarn dit ,
  O youc'hal a-bouez penn
! "
" Kanennoù Bilitiz  " ( Chansons de Bilitis ) , trede Rann , Flemmganigoù e Kiprenez , " An Danserez gant Naered-Ouroulerez " ( La Danseuse aux Crotales ) - Pierre Louÿs , 1894 .
              

Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article