Overblog Tous les blogs Top blogs Littérature, BD & Poésie
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
Publicité
Dan Ar Wern Official Website

AL LIZHER / LA LETTRE - 5 - Straed an Evlec'henn ( E Brezhoneg / Version Bretonne ) .

30 Avril 2009 , Rédigé par Dan Ar Wern Publié dans #Deizlevr Yann Kervern ( 2 ) .

Al Lizher
- Istor ur Vignoniezh Kozh -


Deizlevr , Envorennoù ( II )
Evit Annemarie Schwarzenbach



5 - Straed an Evlec'henn
" Ihr seht euch nicht wieder ,
  Der Tag ist vorüber , es dämmert die Nacht . "
  ( N'en em welot ket adarre ,
   Aet eo an deiz ,
   Bez' eo an noz o serrin
. " )
Christian Friedrich Hebbel ( 1813 - 1863 ) , " Sie Sehn Nicht Wieder "



                                     Mont a raen war zizerian , antronoz d'abardaez , o chom hep keloù ebet goude un devezh ifern , pa dregernas afell ar c'hengomzer a-greiz-holl , war-dro unan eur warn-ugent .
" 'C'henta , Enseller ! 'Michans ' viot direnket ganin ?
Mouezh voud hag izel Billy e oa , mod Zarah Leander . ( 14 )
                                     Degemer vat a rin dezhi , daoust din bezan lakaet diaes gant trouz va c'halon , a dalme ken krenv em c'hreiz , ha gant bihanded va studio , hep pignerez , eus an naontekvet arondisamant .
                                      Pa erruas en nec'h , dindan doennoù Straed an Evlec'henn , e tenne , dre va sonj , da harozez " A Bout de Souffle " ( Betek Koll Anal ) : he c'hened a skede lugernus en noz , ken anat , ken diaes ivez da daolennin en ul le'h evel-se . ( 15 )
Penaos e veze dezhi o tont aman , a-hend-all , ken pell eus karterioù cheuc'h ar gêr vras , a sonje din ?
                                      E-doug ma strive da gemer he anal , ha me da ziabafin , e krogis da furchal er yenerez evit ur voutailhad whisky bennak , o valbouzan un nebeud gerioù diwar zegouezh war un dro :
" Aes deoc'h mont di d'am c'havout ? Ne oan ket e-sell ac'hanoc'h ...
                                      Va galvet en doa va fatrom d'e vurev , hiziv vintin .
Ha , war a hanvale , dre hanterouriezh al Lez-Varn , pe hini Ward ar Sielloù , e oa bet lammet an holl glemmoù bet savet araok a-enep d'an Dimezell Dürrenbach .
Gwelloc'h ' oa din diskar va c'hlipenn , rak m'edo ar Bank brudet-mat , hag an afer amjestr-tre .
Ur mell fazi 'oa bet graet , " anat e oa " , p' " o " doa roet din an enklask .
Evit mont berr , n' " o " doa ket a-walc'h dalc'het stad eus anv an deuriadez ...
                                      Goude seurt taol-treitour , o doa roet din poan em c'halon ivez troioù luz Ragevezh-Doue !
Gwallvantret e oan .
                                      Ne seblantas ket ar plac'h yaouank , o tarlipat he vodka-oranjez , bezan chalet kalz re gant va enkrezioù .
" Intent a reot , a zisklerias din , ur mousc'hoarzh war he diweuz , ne zleer ket kemer souezh ouzh taolioù-diboell va zad ...  
Gwisket e oa diouzh ar c'hiz " Hippie " , gant ur bragoù jeans tost d'he c'horf , hag un doare korfenn-hiviz seiz gwenn warni , brodet gant bleunioù , a veze damwelet a-dreuz dezhi trolinenn gaer he bruched . 
War he lentig , e vezellas feltr he zog-kloc'h , mod 1920 .
                                      C'hoant am boa gouzout muioc'h diwarni , met en em gaven distranset ganti ha gant he daoulagad c'hlas , dislivet , war un dro .
A-benn m'he doa evet daou banne hepken , e reas van da ziskargan he c'halon .
                                      En ur finv krenn , diampart , em boa kroget en he dorn dre anien .
Tridal a reas da gentan gant va zoareoù dichek . Met e roas din , goude , kuzuligoù e pleg va skouarn : abaoe ma oa deuet er bloaz diwezhan e Bro-C'hall , e oa yenaet ivez an darempredoù gant he familh , arouez fall an " Establishment " Suisat .  
" Ar re-se ken pilpous am argarzh ! , a gemennas din , ur fulor voustret enni .  
" Gwelet fall eo ganto bevan en he roll , c'hwi 'oar , pe vezan re war ziskouez , 'vel ur fougeerez , he doa resisaet goude gant he zaolig-mouezh boud germanek , fromus-tre evidon .
                                      Ha toullet 'oa bet kaoz etrezomp dizale .
Kavout a ris tro d'he lakaat da zamwelout va c'hudennoù va-unan , ha da anzav outi en em gaven pell vro du-man , en digenvez .
" 'C'hanta ! , a lavaras din hantervezv , o c'houlennata hag o komz dre " te " ouzhin .
" Te' sonj dit eo gwelloc'h da Vretoned eget re all ? Hag e tellezont kement a breder ziwarnout ?
" Sybille ...
" Dav eo din mont kuit , breman , a droc'has , o tridal enni .
" Deut on hepken d'ho ... d'az trugarekaat , ha d'am zigarezin rak bezan aet trumm diwar wel dec'h da noz .  Met dindan ur gaouad aon e oan , ha ken iskis eo gwelout penaos ...
'Vel kroc'hen naer he doa ivez , krenan a rae ken betek he botez .
                                       Kuzh eo chomet pep tra , a sonjas din neuze , padal , tamm ebet , ne oan deuet a-benn da zisklerian he c'hevrin .
Koulskoude , e doa an hini krenv he denesaet ouzhin .
                                       Marteze he doa kredet em boa livet gevier outi ? Hag e oa bet aozet pep tra ganin evit he adwelout ?
Aet e oa glas he dremm , pa gomzis outi eus Tom .
Ha Camille , an Afrikanez ?
" Feiz 'ta , avat , klevet 't eus pep tra ? Merc'h ur ministr eo hounnezh , unan e-touez mac'homerien ar Bobl !
Cheuc'h , 'keta , darempredoù va zad ? "
                                        C'hoant am bije gouzout muioc'h en abardaez-man . War a seblante , netra 'oa bet torret pe laeret en he gêr .
Rak-se , ne vefen sur nemet eus he fok , evidon-me , a roas din dre laer , koulz hag ur bromesa eus he c'hentan gweladenn ... 


( Da vezan kendalc'het )


                                        ___

DAN AR WERN
- Al Lizher - 5 - Straed an Evlec'henn - Ebrel 2009 - Deizlevr Yann Kervern ( II ) - Pep gwir miret strizh / All rights reserved / Tous droits réservés - E Brezhoneg / Version Bretonne . " Al Lizher / La Lettre " , Copyright 2008 .
                                         
                                        ___
Notennoù :
14 - Zarah Leander ( 1907 - 1981 ) , dremmourez , kanerez Svedat .
15 - " A Bout de Souffle " ( Betek Koll Anal ) , film Jean-Luc Godard ( 1960 ) , gant Jean Seberg ha Jean-Paul Belmondo .

Luc'hskeudenn Jean Seberg ( 1938 - 1979 )






Publicité
Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article